2
LABOUR ( harz ) niverenn 5 — numéro 5 Hollvrezhonek dibunadeg ar 24 a viz Here e Karaez evit ar yezhoù minorezhel. manifestation du 24 octobre pour les langues minoritaires à Carhaix. /////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////// /////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////// GRES DIEUB ! Tost an hanter eus ar voterien o doa mouezhiet e miz Gwen- golo paseet evit ma teuje Katalonia da vezañ dizalc’h. Bloaz zo e oa tud Skos war-nes lâret « ya » d’an dieubidigezh dre refe- rendom. Un hent heuliet gant broadoù kozh Europa all abaoe un nebeud bloavezhioù, evel Euskadi pe Flandrez da skouer... Ha perak ket gant Gres abaoe an hañv tremenet ? Evit gwir he deus desket enkadenn C’hres deomp n’eo ket a- walc’h kaout ur Stad, ur Vodadenn Vroadel pe un arme evit bezañ dieub. Nebeutoc’h-nebeutañ o deus dibabet ar C’hre- sianed planedenn o bro abaoe 2008. E Frankfort, e lec’h m’em- añ sez Bank Kreiz Europa, e vez graet ar penndivizoù e gwirio- nez. Evel-just e oa savet an darn vrasañ eus pobl C’hres a-enep politikerezhioù Europa. Manifestiñ a oa bet graet, sikour an eil re hag ar re all, hag ivez votiñ evit Syriza e miz Genver tremenet. A-benn fin ar gont e oa bet nac’het ouzh kinnigoù komision Europa dre ur referendom e miz Gouere. Hervez ar mediaoù ne faote ket da Aten ober re- form ebet. Ha se zo kaoz e oa dizemglev etre Europa ha Gres. Met ne ket aze e oa an dalc’h e gwirionez. Reformoù a oa war ar stern met nac’het anezhe gant pennoù bras Europa pa lakaent kresk war taosoù ar re binvidikañ... A-benn ar fin e oa dieub ar C’hresianed d’ober o folitikerezh ma ‘z ae ar reformoù war-zu ar frankizouriezh. Mod-se e oa bet gwerzhet ar vro d’ar firmoù liesvroadel abaoe tost dek vloaz, pa oa sikourioù sokial ha kengred Europa o vont diwar wel er vro. Tu zo da vreutaat e-pad eur- vezhioù war perzh Tsipras, an trubard ! Ur wech ouzhpenn ! Pe war an Euro a lak an holl da vezañ e dalc’h broioù bras Europa. Met donoc’h eo ar gudenn eget un afer a voneiz pe un afer ber- sonel. Bezañ dizalc’h eo bevañ hep bezañ gwasket pe rediet gant galloud ebet. Ha dizalc’h eo Gres diwar an terme- nadur-mañ ? N’eo ket sur. Petra dalv pezh a c’hoarvez e Gres evit tud Euskadi, Katalonia, Skos met ivez evit ar re o deus c’hoant da welet Breizh dieub pe emren ? Petra sini- fi bezañ dizalc’h pe emren hiziv- an-deiz ? Dizalc’h diouzh petra ? Ha trawalc’h e vefe bezañ dieubet diouzh ar Stad-c’hall hiziv-an- deiz ? Ha gallout a ra bezañ pal nemetañ hor stourm ? Ha posubl eo kaout ur preder war an di- zalc’hiezh hep kaout unan war an demokratiezh ivez ? Ha daoust ha demokratel eo raktres Europa a-hend-all ? Ha trawalc’h e vefe kaout Breujoù e Breizh, evel e broioù ar c’hornôg ? Ha posubl eo c’hoazh, da heul darvoudoù Gres, prederiañ war an dizalc’hiezh hep kaout ur preder nevez war an ekonomiezh ? Ha peseurt bilañs war an dachenn-se neuze hanter kant vloaz goude ma vije bet savet Europa ? E Gres, hag e Breizh ivez... N’eo ket sur e faot deomp bezañ dieub en ur vro ma vefe memes politikerezh evel hini Europa. Ma vefe trec’h arc’hant ar bankoù ha gounidoù ar fir - moù liesvroadel war buhez an dud. N’eo ket sur e vimp dieub goude sevel takadoù frank ha politikerezhioù frankizek. Ha fel- lout a ra deomp kaout ar memes sistem ekonomikel amañ ivez ? … N’eo ket gant ur referendom e vo tapet bezañ dizalc’h, nag o rediañ ar Frañs. Met kentoc’h o liammañ hon freder war an dizalc’hiezh gant ar goulenn-mañ : e-barzh peseurt Breizh hon eus c’hoant da vevañ ? Deomp da sevel hor raktresoù, hon utopiezhoù, hor c’hoantoù-ni, kerkent diouzhtu. Daoust ha n’eo ket an dra-se bezañ dieub evit gwir ?

1 labour karaez v1

Embed Size (px)

DESCRIPTION

 

Citation preview

Page 1: 1 labour karaez v1

L A B O U R(h a r z )niverenn 5 — numéro 5

Hollvrezhonek

dibunadeg ar 24 a viz Here e Karaez evit ar yezhoù minorezhel.

manifestation du 24 octobre pour les langues minoritaires à Carhaix.///////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////

///////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////////

GRES DIEUB !Tost an hanter eus ar voterien o doa mouezhiet e miz Gwen-golo paseet evit ma teuje Katalonia da vezañ dizalc’h. Bloaz zo e oa tud Skos war-nes lâret « ya » d’an dieubidigezh dre refe-rendom. Un hent heuliet gant broadoù kozh Europa all abaoe un nebeud bloavezhioù, evel Euskadi pe Flandrez da skouer... Ha perak ket gant Gres abaoe an hañv tremenet ?Evit gwir he deus desket enkadenn C’hres deomp n’eo ket a-walc’h kaout ur Stad, ur Vodadenn Vroadel pe un arme evit bezañ dieub. Nebeutoc’h-nebeutañ o deus dibabet ar C’hre-sianed planedenn o bro abaoe 2008. E Frankfort, e lec’h m’em-añ sez Bank Kreiz Europa, e vez graet ar penndivizoù e gwirio-nez. Evel-just e oa savet an darn vrasañ eus pobl C’hres a-enep politikerezhioù Europa. Manifestiñ a oa bet graet, sikour an eil re hag ar re all, hag ivez votiñ evit Syriza e miz Genver tremenet. A-benn fin ar gont e oa bet nac’het ouzh kinnigoù komision Europa dre ur referendom e miz Gouere.Hervez ar mediaoù ne faote ket da Aten ober re-form ebet. Ha se zo kaoz e oa dizemglev etre Europa ha Gres. Met ne ket aze e oa an dalc’h e gwirionez. Reformoù a oa war ar stern met nac’het anezhe gant pennoù bras Europa pa lakaent kresk war taosoù ar re binvidikañ... A-benn ar fin e oa dieub ar C’hresianed d’ober o folitikerezh ma ‘z ae ar reformoù war-zu ar frankizouriezh. Mod-se e oa bet gwerzhet ar vro d’ar firmoù liesvroadel abaoe tost dek vloaz, pa oa sikourioù sokial ha kengred Europa o vont diwar wel er vro. Tu zo da vreutaat e-pad eur-vezhioù war perzh Tsipras, an trubard ! Ur wech ouzhpenn ! Pe war an Euro a lak an holl da vezañ e dalc’h broioù bras Europa. Met donoc’h eo ar gudenn eget un afer a voneiz pe un afer ber-sonel.Bezañ dizalc’h eo bevañ hep bezañ gwasket pe rediet gant galloud ebet. Ha dizalc’h eo Gres diwar an terme-nadur-mañ ? N’eo ket sur. Petra dalv pezh a c’hoarvez e Gres evit tud Euskadi, Katalonia, Skos met ivez evit ar re o deus c’hoant da welet Breizh dieub pe emren ? Petra sini-fi bezañ dizalc’h pe emren hiziv-an-deiz ? Dizalc’h diouzh petra ?Ha trawalc’h e vefe bezañ dieubet diouzh ar Stad-c’hall hiziv-an-deiz ? Ha gallout a ra bezañ pal nemetañ hor stourm ? Ha posubl eo kaout ur preder war an di-zalc’hiezh hep kaout unan war an demokratiezh ivez ? Ha daoust ha demokratel eo raktres Europa a-hend-all ? Ha trawalc’h e vefe kaout Breujoù e Breizh, evel e broioù ar c’hornôg ?Ha posubl eo c’hoazh, da heul

darvoudoù Gres, prederiañ war an dizalc’hiezh hep kaout ur preder nevez war an ekonomiezh ? Ha peseurt bilañs war an dachenn-se neuze hanter kant vloaz goude ma vije bet savet Europa ? E Gres, hag e Breizh ivez... N’eo ket sur e faot deomp bezañ dieub en ur vro ma vefe memes politikerezh evel hini Europa. Ma vefe trec’h arc’hant ar bankoù ha gounidoù ar fir-moù liesvroadel war buhez an dud. N’eo ket sur e vimp dieub goude sevel takadoù frank ha politikerezhioù frankizek. Ha fel-lout a ra deomp kaout ar memes sistem ekonomikel amañ ivez ? … N’eo ket gant ur referendom e vo tapet bezañ dizalc’h, nag o rediañ ar Frañs. Met kentoc’h o liammañ hon freder war an dizalc’hiezh gant ar goulenn-mañ : e-barzh peseurt Breizh hon eus c’hoant da vevañ ? Deomp da sevel hor raktresoù, hon utopiezhoù, hor c’hoantoù-ni, kerkent diouzhtu. Daoust ha n’eo ket an dra-se bezañ dieub evit gwir ?

Page 2: 1 labour karaez v1

StourmompAsamb l e s e v i t a r Br e zhon eg o f i s i e lAr stourm evit ar brezhoneg er vuhez publikAdalek kreiz ar bloavezhioù 1980 betek bloavezhiennoù diwezhañ ar c’hantved e oa bet stourmet kalzik evit gounit tachenn d’ar brezhoneg er vuhez publik. A-drugarez da Stourm ar Brezhoneg (SAB) ha d’un nebeud dilennidi youlek e oa aet an traoù war-raok, war dachenn ar panelloù-heñchañ dreist-holl. Gant ar stourmerien o-unan e oa bet savet tamm-ha-tamm ar pezh a zo deuet da vezañ Ofis Publik ar Brezhoneg, evit derc’hel da lakaat ar yezh war wel d’an holl e Breizh. Abaoe dek vloaz bremañ ez eo ar strollad Ai’ta an hini eo a stourm evit plantañ brezhoneg war an dachenn bublik.Tamm-ha-tamm ez a war-raok ar brezhoneg war an dachenn-se. Met n’eo ket evit kelo-se ez a an niver a vrezhonegerien war gresk, na kennebeut war stabilaat zoken. Betek pegoulz neuze e c’hallimp kenderc’hel da c’houlenn e vefe lakaet ar yezh war wel muioc’h-mui er vuhez publik ma ne labouromp ket evit lakaat niver he yezherien da greskiñ ? Un darempred strizh zo etre birvidigezh ur yezh, an niver a dud a gomz anezhi, pouez he

yezherien er gevredigezh ha neuze ar plas a zibaber reiñ dezhi pe get. Brav

eo stourm evit ledanaat plas ar brezhoneg e-barzh al lec’hioù

publik hag e ranker derc’hel gant ar stourm-mañ.

Met diaesoc’h-diaesañ e teuio

da vezañ en

amzer da zont, tra ma ‘z aio war wanaat pouez sokial ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed.

Stourm evit un deskadurezh vrezhonekE gwirionez emaomp hiziv o vevañ diwar ar pezh a oa bet gounezet er bloavezhioù 1980 ha 1990. Ken war dachenn ar brezhoneg er vuhez publik, ken war hini ar brezhoneg en deskadurezh. Buan a-walc’h e oa aet an traoù war-raok evit gwir evit a-sell an deskadurezh, pa oa pep tra da sevel : Diwan (adalek 1977), ar publik (adalek 1983) hag ar prevez katolik (adalek 1990), an aotreegezh vrezhoneg (e 1981). Degasomp da soñj ivez ez eus bet eus ur strollad oberiant anvet Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg (UGB), en deus stourmet (adalek 1982) evit gounit ur C’HAPES brezhoneg (1985), un DEUG brezhoneg (1989), digeriñ klasoù divyezhek, kaout arnodennoù istor-douaroniezh e brezhoneg e breved ar skolajoù hag er vachelouriezh, h.a. Ken pouezus-all eo bet al labour kaset da benn ganto war dachenn ar stummañ hag ar bedagogiezh. « Mar fell d’an dud reiñ un amzer da zont d’ar yezh eo ret kelenn ha lakaat bevañ ar vugale er yezh-se » eme Euskariz ar gevredigezh Garabide. Ur pouez bras-bras he deus an deskadurezh en argerzh adperc’hennañ ar yezh. Se zo kaoz eo dav deomp kreñvaat ha ledanaat al luskad evit an deskadurezh e brezhoneg. Un deskadurezh vrezhonek a grog er magourioù hag a dap betek ar skolioù-meur, gant ar pal stummañ komzerien glok. Un deskadurezh vrezhonek douget gant youl ar bobl hag arc’hantet gant arc’hant publik, diframmet digant ar galloud-kreiz. Evit an abegoù da heul e kav deomp e rankomp bremañ labourat da adsevel un emsav politikel evit difenn ha diorren an deskadurezh vrezhonek.

Kaozioù nemet kaozioù na n’int...Abaoe 10 vloaz ne ra lusk kreskiñ ar skolioù divyezhek nemet gorrekaat. Ur c’hantved a vo ezhomm a-benn tapout e-tro 10% eus ar skolidi en un hentad divyezhek d’an tizh kresk a zo hiziv-an-deiz, hervez Ofis Publik ar Brezhoneg. N’eo ket a-walc’h kaout ur skol en un tu bennak evit suraat dazont ar brezhoneg, ret eo lakaat ar yezh en holl skolioù Breizh ha kaout da bal dont da vezañ ar muiañ-niver en-dro el lec’h-mañ-lec’h. Arabat kaout aon e tigreskfe an niver a vugale en ur skol ma tigorer un hentad er skol e-kichen p’eo ar c’hontrol eo a c’hoarvez peurliesañ. E miz Even 2015 e oa bet sinet un emglev etre rannvro Elzas, he zepartamantoù hag ar Stad diwar-benn kelenn an elzaseg/alamaneg. Sklaer eo ar pal da dizhout a-benn 2030 : 50 % a vugale divyezhek er skolioù-mamm ha teir eurvezh kelenn dre ret er c’hentañ derez evit ar re all, evel e Korsika. Daoust ha krediñ a rimp-ni Bretoned ha Bretonezed goulenn kemend-all ?Deoc’h da c’houzout e oa deuet ar c’hentañ ministr Jean-Marc Ayrault da Vreizh e miz Kerzu 2013 evit sinañ an « Emglev evit dazont Breizh ». D’ar c’houlz-se e oa bet prometet ivez un emglev arbennik evit diorren ar c’helenn divyezhek. Eizhtez zo e oa bet sinet ar c’hozh emglev-se (a-benn ar fin). Reuzeudik ha treut-mat eo an disoc’h. N’eo ket zoken penn kentañ komañsamant ur politikerezh yezh. Ha gwashoc’h zo, er stumm orin e kaved lakaet da lezenn ur skoilh bras implijet bemdez gant an enseller evit talañ ouzh digoradur ar c’hlasoù nevez : kaout 15 bugel ouzhpenn 3 bloaz (N’eus ket eus se nag en Euskadi,

nag e Korsika, nag en Elzas). Abalamour d’an tamm charre graet gant stourmerien ar brezhoneg eo bet tennet an elfenn-se. Met n’eus ket peadra da lampat gant al levenez...

Stourmomp asambles bremañAn holl draoù-se zo kaoz e rankomp labourat da sevel ur c’houlzad-stourm evit mad an deskadurezh vrezhonek e Breizh. Kemer a rimp ar pezh a zo dleet deomp evit sevel un dazont d’hor yezh, ha da gregiñ ganti e pledimp gant an deskadurezh hag e c’hounezimp ar pezh a zo e-barzh al listennad a gavoc’h da heul an destenn-mañ.Ret mat eo bezañ sklaer. Ne vo ket kaset hor stourm gant red an dilennadegoù hag ar c’hoarioù politikel. Ni hon-unan a zibabo peseurt deiziataer a vo da gaout ha n’eo ket ar bolitikourien o vont war ar renk evit an dilennadeg-mañ-dilennadeg. Padout a raio ar c’houlzad-stourm keit ha ma vo ret, evit gounit traoù pleustrek ha talvoudus da labourerien ha labourerezed an deskadurezh vrezhonek, hag evit gwarantiñ un dazont bleunius d’ar c’helenn brezhonek. M’emaoc’h o labourat en ur skol-vamm, ur skol kentañ derez, ur skolaj pe ul lise ma ‘z eus brezhoneg (e Diwan, er publik pe en deskadurezh katolik) e c’hellit kemer perzh er gensavenn evit an deskadurezh. Hollvrezhonek e vo mont-en-dro ar gensavenn, dizalc’h diouzh ar strolladoù politikel, ha diazezet war emrenerezh he izili e pep

lec’h er vro. Kement ha reiñ lañs d’hor c’houlzad ha kinnig anezhañ d’an

holl dud e kinnigomp deoc’h en em vodañ d’ar Sadorn 21 a

viz Du e Roazhon (3e g.m. straed

Martenot). Manifestiñ

etre ar

c’huzul-rannvro hag ar rektordi a vo graet hag e skeud-se, un taol-kaer bennak evit diskouez d’an « divizerien » eo ni a zivizo a-benn ar fin.Faot a ra deomp e vefe diskaret an emglev sinet un nebeud deizioù zo ha savet unan all ma vo kavet an holl draoù da heul* :- Embann sklaer e c’hallo ur c’hlas nevez bezañ digoret hep tamm bevenn ebet evit a-sell an niver a vugale enskrivet, krouiñ bep a bost leun-amzer evit ar c’helc’hiadoù (skol-vamm, kelc’hiad 2 ha 3) er skolioù kêr, hag evit kement post pe klas nevez krouet, lakaat ur post da badout 3 bloaz da vihanañ ;- Sikour kalz muioc’h an deskadurezh dre soubidigezh kinniget gant ar gevredigezh Diwan (reiñ arc’hant evit ar stummañ (Kelenn) hag evit degemer ar skolidi a chom da gousket war al lec’h, krouiñ ur statut evit gwareziñ ar labourerien nann-gelennerien, arc’hantaouiñ al labourioù reneveziñ, lakaat lec’hioù publik e-kerz Diwan) ;- Reiñ kefridi da Ofis Publik ar Brezhoneg da sevel a-benn 2017 ur steuñv diorren ar c’helenn divyezhek ha brezhonek war meur a vloaz, evel m’eo bet graet gant Ofis publik an euskareg ;- Diorren al lec’hioù stummañ ar gelennerien divyezhek da zont ha krouiñ ur pol stummañ e-barzh pep skol-veur, ober ma ‘z afe ar postoù divyezhek d’ober 20 % eus postoù ar genstrivadeg da vihanañ adalek 2016, ha 40 % e dibenn an emglev, da lavaret eo e 2020 ;

- Krouiñ ur modul tañva eus yezhoù ha sevenadurioù Breizh e-korf an ESPEoù (Écoles Supérieures du Professorat et de l’Éducation) hag er skolioù-meur karget eus stummadur kentañ ar gelennerien hag ar skolaerien, ha kinnig anezhañ d’an holl gelennerien unyezhek da zont ;

- Kaout ur politikerezh stummañ ar gelennerien unyezhek

(ehanoù stummañ).

- Ledanaat an tañva eus ar brezhoneg a-hed ar c’hentañ derez o kinnig anezhañ e-barzh pep skol, ha tizhout, a-benn 2021, 3 eurvezh a vrezhoneg bep sizhun, evel ar c’horseg e Korsika ;

- Krouiñ ur vagouri hag ur greizenn dudi vrezhonek dre ganton (da vihanañ) ha stummañ brezhonegerien glok ha barrek war ar vicher ;

- Diorren ur servij nevez evit plediñ gant an teknologiezhioù nevez e-korf Ofis Publik ar Brezhoneg ;

- Brasaat ar sammad arc’hant roet bep bloaz evit sikour ar stummadurioù-hir ha tapout kaout 500 den sikouret bep bloaz kerkent ha 2016 ;

- Aozañ ur c’houlzad « Klaskerien ha treizherien soñjoù » war Vreizh a-bezh ;

- Kreñvaat kalz ar skoazell degaset d’ar produiñ dafar pedagogel e brezhoneg ;

- Kaout ar gwir da dremen holl arnodennoù ar breved hag ar vachelouriezh e brezhoneg ;

- Kaout ur C’HAPES brezhoneg unyezhek ha CAPESoù brezhonek war an holl zanvezioù all (prederouriezh, skiantoù ekonomikel ha sokial, alamaneg, spagnoleg, skiantoù fizikel ha kimiezh, deskadurezh-korf ha sport, skiantoù ar vuhez hag an douar, sonerezh, arzoù plastek) ; krouiñ un agregasion brezhoneg ;

- Gwareziñ ha diorren ar c’hinnig brezhoneg en eil derez ha reiñ da c’houzout ez eus anezhañ d’an holl skolidi ha d’o zud ;

- Doujañ d’al lezenn Peillon diwar-benn ar skolioù a embann e vo kelaouet ar familhoù war ar c’helenndivyezhek ;

Gwelloc’h un oberer eget kant voter...stourmomp !

*Lod anezho a oa bet kinniget gant Ai’ta d’ar 25 a viz Gwengolo 2015.

Ar mintin-mañ e

oa bodet manifestourien e Gwengamp da stourm a-enep ar

minoù a zo raktreset e Breizh gant ar stad-C’hall.

Lennet hon eus e-barzh Ya! ha Bretagne-info.org penaos e vez savet meingleuzioù e Bro-C’hres hiziv an deiz. Arabat krediñ e vo disheñvel an traoù e Breizh…Muioc’h a ditouroù a zo tu kavout war :

http://alternatives-projetsminiers.org/

Warc’hoazh,

d’ar 25 a viz Here, e vimp holl e Pont ar

veuzenn da vanifestiñ dirak Nobel Sport, embre-

gerezh daonet a brodu armoù ar re c’hlas.