91
LODENN 1 AR FRAZENN VREZHONEK

AR FRAZENN VREZHONEK · 2015-06-25 · klaskomp c’hoazh Sellit ouzh aozadur ar frazenn-mañ. Merket eo pep teskad gerioù (pep strollad gerioù o vont a-gevret, pep hini o reiñ

  • Upload
    others

  • View
    5

  • Download
    0

Embed Size (px)

Citation preview

  • LODENN

    1

    AR FRAZENNVREZHONEK

  • UR

    ZH

    AR

    GE

    RIO

    Ù E

    R F

    RA

    ZE

    NN

    1

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    10

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    URZH AR GERIOÙ ER FRAZENN

    lennadennEr c’halatrez, er c’hornig ma taoler an truilhoù a-raok o gwerzhañ d’ar pilhaouer, ar gazhenn vrizh a ro da zenañ d’he zoradig. Tri int : unan gwenn-kann, unan brizhennet evel e vamm hag unan du-pod. Emañ just an heol o parañ warno, pa zeu Frañsa-Mari, mab henañ an ti, war vegoù e dreid da sellout outo. Anavezet mat eo gant Brizhenn evel just.

    (ABEOZEN - Bisousig kazh an tevenn)

    goulennoùKlaskit sevel ar goulennoù a c’hellot respont outo en ur gregiñ gant ar gerioù livet e glas da skouer : Pelec’h e taoler an truilhoù ?

    Er c’halatrez e taoler an truilhoù.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    1

  • klaskomp c’hoazh

    Sellit ouzh aozadur ar frazenn-mañ. Merket eo pep teskad gerioù (pep strollad gerioù o vont a-gevret, pep hini o reiñ da anavezout un dra resis).

    Klaskit adaozañ ar frazenn e 5 doare disheñvel, o kregiñ bep tro gant un teskad disheñvel.

    Klaskit ar goulennoù a glotfe gant pep unan eus an doareoù aozañ.

    Skrivit ho frazennoù ha klaskit petra a vez lakaet atav en eil renk, forzh peseurt doare ho pefe dibabet. Klaskit c’hoazh petra a vez lakaet e penn kentañar frazennoù respont.

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    11

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Yann en deus bannet e volotenn

    gant un taol botez kreñv

    dreist ar voger e-pad an ehan diwezhañ.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    12

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    kentel

    Lakaet e vez atav er renk kentañan elfenn nevez pe an elfenn bouezusañ.

    Petra a lennit ? Ul levr a lennan.

    Piv a zo klañv ? Me a zo klañv.

    Penaos e teuot ? Gant an tren e teuin.

    Pegoulz ez i du-se ? Bremaik ez in du-se.

    Atav e vez lakaet ar verb displegeten eil renk.

    Mont a ran da c’hoari ganit.

    Da vale ez afen a-walc’h.

    Deuet e oan d’ho kwelet.

    Ul levr plijus a lennez ?

    Lennet hon eus teir fajennad hiziv.

    1

    2

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    13

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    poelladennoù

    Respontit d’ar goulennoù en ur implij ar gerioù roet etre krommelloù.

    Piv a gav mat laezh fresk ? (kazh an ti-mañ)Penaos e teu ar paotrig er c’halatrez (war vegoù e dreid)Pelec’h e vez miret an truilhoù (er c’halatrez)Pet kazhig a zo ganet gant Brizhenn ? (tri)Pegoulz eo bet ganet ar c’hizhier bihan ? (dec’h)

    Savit ar goulennoù a glot gant ar frazennoù-respont-mañ :

    Dec’h em boa torret ma marc’h-houarn. Fulup ha Yann a oa o c’hoari er wezenn. Daou aval am eus debret gant ma merenn-vihan. Sioul ha didrabas e oa ar c’hizhier o kousket. Dindan ma gwele e oa kuzhet ma c’hoar vihan.

    1

    2

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    14

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Klaskit ha merkit an teskadoù gerioù er frazennoù da heul. Islinennit ar verboù displeget.

    Bemdez e sell ar vugale-se ouzh ar skinwel goude o devezh-skol. Loeiza he doa prenet madigoù e ti ar baraer dec’h vintin war hent ar skol. Dibasiant-kaer e c’hortoze Chanig klevet ar gaouenn o yudal er wezenn gozh. E skol Ifig e vez debret merenn bemdez en ur sal vrav. Selaouet hon eus kanaouennoù nevez-enrollet ar sizhun-mañ gant ur strollad sonerien rock.

    Implijit ar gerioù da heul ha savit frazennoù urzhiet mat. Na zisoñjit

    nag ar pennlizherennoù nag ar pikoù.

    Yann / e soubenn / goustad / a zebr / dommar volotenn / ar vugale / alies / c’hoari a ra / gantalies / o tremen / un nijerez / e vez gweletprenet / Mari / er gourmarc’had / he deus / ur bern levrioù war an hent kozh / o vale / a vez gwelet / kalz tud e vez kavet / e miz Here / kistin mat / er c’hoadoù-mañ

    3

    4

  • AR

    FR

    AZ

    EN

    N

    AL

    LA

    VA

    RE

    NN

    2

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    18

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    AR FRAZENN - AL LAVARENN

    lennadennDiskaret eo ar gaouenn kerkent e-touez ar brug gant un tourni divaskell hep ma n’he defe gellet kemer he c’hempouez… Rouzig ne chom ket da dortañ, krapat a ra gant kentañ gwezenn a gav. Krapat a ra. Krapat a ra, rak aner eo nac’h, bet en deus un takad aon. Redek a ra e-mesk ar skourroùigoù deliaouek. Nijal a ra eus an eil gwezennig d’eben. C’hoari a ra tammoù brañsigell pa zeu sorc’henn dezhañ.

    (diwar A. DUVAL - Rouzig ar gwiñver)

    goulennoùKlaskit ar frazennoù ha bevennit anezho gant krommelloù. Islinennit ar verboù e pep frazenn. Klaskit pet verb a zo : er frazenn 1 er frazenn 4 er frazenn 2 er frazenn 5 er frazenn 3 er frazenn 6 er frazenn 7

    Adskrivit ar frazennoù 1, 2, 4 ha 6 war ho kaier-esae. Rannit anezho gant klochedoù-sonn en doare ma vo ur verb displeget e pep rannad. E peseurt renk emañ ar verb e pep tamm frazenn ?

    2

  • kentel

    Ur frazenn a c’hell bezañ eeun : n’eus nemet ur verb displeget enni hag ar rummad gerioù a 'z a d’ober anezhi na c’hell ket bezañ rannet.

    Plijout a ra ar frouezh din.

    Dec’h e oan laouen-tre.

    Harzhal a ra ar c’hi.

    Ur frazenn a c’hell bezañ kevrennek : meur a verb, meur a lodenn a zo enni. Al lodennoù-se a vez anvet lavarennoù.

    Plijout a ra ar frouezh din pa vezont darev-mat.

    Dec’h e oan laouen-tre peogwir ne oa ket skol.

    Yen eo an amzer met ne ra ket glav.

    Harzhal a ra ar c’hi, hegasus eo.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    19

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Kavet e vez frazennoù hep verb : Pegen brav an amzer ! D’ar gêr diouzhtu, bugale !

    Kavet e vez ivez frazen-noù hep netra nemet ur verb : Diwallit ! Deomp !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    1

    2

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    20

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    poelladennoù

    Lennit ar frazennoù-mañ, islinennit ar verboù. Lavarit pet lavarenn a zo e pep frazenn.

    Pegen brav eo da vantell nevez ! Gortoz a ran e tremenfe ur c’harr-boutin. Sellit ouzh ar c’hazh-koad a lamm er wezenn hag a ziskenn ken buan pa wel ur graoñenn-gelvez o kouezhañ. Pa oan distroet em boa kavet ur c’hamalad a c’hortoze ac’hanon gant e varc’h-houarn a oa bet torret evit ma sikourfen d’e gempenn. War an daol a zo er gegin e kavi ur banerad sivi a c’helli kemer, mar fell dit, evit aozañ un dartezenn. Degaset ’m eus ul levr dit a oa bet profet din warlene hag en devoa plijet din kalz hogen ne ouien ket mui pelec’h e oa .

    En destenn-mañ, lakait al lavarennoù etre klochedoù-sonn ha kelc’hiit ar gerioù implijet

    da eren al lavarennoù.

    Un devezh a anken hag a nec’h a voe an devezh-se, pa zeuas Ronan, mab henañ va mestr, d’am c’herc’hat evit va c’has gantañ d’e di. Ne oan nemet daou viz hag ezhomm bras am boa c’hoazh ouzh va mamm e gwirionez. Ronan a oa yaouankik ivez d’ar mare-se, am zapas hag am lakaas er grubuilh da zerc’hel tomm din, rak er goañv e oamp. Derc’hel a rae start din war e vruched ha santout a raen e galon dezhañ o tarlammat gant al laouen hag ar fromet ma oa o kaout ur c’hi bihan a vefe dezhañ e-unan. Goude bale ur pennadig e tegouezhjomp en ur ranndi e-lec’h ma oa an tiegezh o chom.

    (diwar L. Bihanig - Eñvorennoù ur c’hi)

    1

    2

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    21

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Lennit ar frazennoù-mañ hag islinennit al lavarennoù a zo e pep hini gant livioù disheñvel :

    Ur c’horfad sivi am boa graet dec’h, klañv on bet e-doug an noz. Prenañ a ran bleunioù rak warc’hoazh e vo gouel ar skol. Ret eo din mont kuit abred. Emañ Ninog o ouelañ rak trouz he deus klevet digant he mamm dre m’he devoa roget he mantell nevez. En e wele emañ Pêr ha ne c’hell ket mont da c’hoari. Gwelet hoc’h eus ar vandennad kañfarded-mañ war o marc’hoù-tan ?

    Savit ur frazenn gant div lavarenn en ur implij rak :

    Ne c’hellan mui c’hoari gant ma c’harr-samm. Torr eo. Chokolad a evan bemdez. Plijout a ra din kalz. Hiziv e savin abred. Ret eo din mont d’ar skol. Va zad n’emañ ket er gêr. O labourat emañ. Ret e vo deoc’h gwalc’hiñ mat ho taouarn. Lous int. Gant ar c’harr-tan ez in e kêr. Pellik a-walc’h eo.

    3

    4

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    22

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Savit ur frazenn gant div lavarenn en ur implij met pe hogen :

    C’hoant c’hoari er-maez a oa ganto. Re yen eo an amzer. Adkavet eo bet ma levr. Roget e oa pajennoù ’zo. Plijout a ra din beajiñ. Berr eo ar vakañsoù. Yen e oa ar mor. Ur bern tud a oa o neuial. Plijout a rafe din bezañ kaner rock. Sonerezh sioul a gavan brav ivez. Gouren a ran bep sizhun. C’hoari mell-droad a blij din ivez.

    Sellit ouzh ar skouer, ha savit bep tro ur frazenn gant div lavarenn :

    Emañ oc’h echuiñ gant ur skoulmad. Diaes eo ar skoulmad-se. Emañ oc’h echuiñ gant ur skoulmad a zo diaes.

    Yannig en deus kavet ur c’hi. Dilezet e oa ar c’hi-se. Yann en deus ur c’hamalad. Kalonek-tre eo ar c’hamalad-se. Resevet o deus ul lizher. Dizanv eo al lizher-se. Feurmet hon eus ur ranndi. En ur stad vat e oa ar ranndi-se. Lena a zo o tebriñ ur madig. Gant laezh eo bet graet ar madig-se. Emañ va zad o sachañ war ur c’horn-butun. Koad eo ar c’horn-butun-se.

    5

    6

  • Hevelep labour : Kaset ez poa ul lizher din. Ne oa deiziad ebet warnañ. Kaset ez poa ul lizher din na oa deiziad ebet warnañ.

    Adsavet em eus pouezioù an horolaj. Chomet e oant a-sav.

    Klevet a reomp an amezeg. O tigeriñ dor e garrdi emañ.

    Diskaret eo bet an den kozh gant ur c’harr. O treuziñ an hent e oa.

    Un avelig a zo. O c’hwitellat dre zelioù ar gwez emañ.

    En em gavet e oan gant un den. Kozh-tre e oa an den-se.

    Ul labouradeg a zo war serriñ-stal. Implijout a ra 150 den.

    Lakait an div lavarenn d’ober ur frazenn. Ur plac’hig eo. Blev melen he deus.

    Setu ur plac’hig he deus blev melen.

    Ur paotr eo. Ur bragoù ruz en deus.

    Un ti eo. Mogerioù dirapar en deus.

    Setu ur vleunienn : delioù-bleuñv gwenn he deus.

    Setu ul leon : ur moue du en deus.

    Setu ur paotr yaouank : blev gwenn en deus koulskoude.

    Setu ur paotr : divesker hir en deus.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    23

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    7

    8

  • ST

    UM

    MO

    Ù L

    AV

    AR

    EN

    NO

    Ù

    3

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    26

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K •

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• AL LAVARENN GADARNAAT

    AL LAVARENN NAC’H

    lennadennNe c’hwezhe mouch avel ebet. Soubañ a raen va daouarn en dour… Sec’hed am boa ivez, hag an dour sall, o sec’hañ war va diweuz, o lakae da zeviñ ha da skalfañ. Noziñ a reas adarre, ha kousket a c’hellis ur pennad. Ur wech c’hoazh e strinkas an deiz, hag e kavas din e oan barnet da zizeriañ ha da vervel. Lestr ebet, gouel ebet ne welen a-dro-war-dro.

    (diwar R. HEMON -Troioù-kaer ar baron Pouf)

    goulennoùIslinennit e ruz al lavarennoù kadarnaat. Klaskit gant peseurt ger e krog pep lavarenn. “Ur wech c’hoazh e strinkas an deiz.” Perak, d’ho soñj, eo bet lakaet “Ur wech c’hoazh” e penn ar frazenn ? Daoust ha tu zo da cheñch urzh ar gerioù ? Petra ’cheñchfe e-keñver stumm ? e-keñver ster ? Grit an hevelep labour gant ar frazenn “Soubañ a raen va daouarn en dour” en ur gregiñ gant ar rener,ar renadenn-dra, ar renadenn-doareañ. Islinennit e glas al lavarennoù nac’h.

    3

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •N’eus ket tu da gregiñ ur frazenn gant ar rannigoù a pe eestreget en un nebeud troiennoù evel “A gav din”, “A soñj din”, “Ez an”…

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    27

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    kentel

    An urzh el lavarenn gadarnaat : lakaet e vez e penn al lavarenn gadarnaat an elfenn a bouez brasañ pe an elfenn nevez.

    Ar ger lakaet e penn ul lavarenn gadarnaat a c’hell bezañ :

    un anv-verb ar rener un doareenn ur renadenn-dra ur renadenn-doareañ un islavarenn

    Lenn a ran ul levr bemdez em gwele ma n’on ket re skuizh.

    Me a lenn ul levr bemdez em gwele ma n’on ket re skuizh.

    Bemdez e lennan ul levr em gwele ma n’on ket re skuizh.

    Ul levr a lennan bemdez em gwele ma n’on ket re skuizh.

    Em gwele e lennan bemdez ul levr ma n’on ket re skuizh.

    Ma n’on ket re skuizh e lennan bemdez ul levr em gwele.

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    1

    2

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    28

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    poelladennoù

    Lakait ar gerioù e glas e penn al lavarenn :

    Gant plijadur e welin da vignoned.Evañ a rin ur banne laezh tomm.Me a evfe a-walc’h ur banne te.Prennañ a rit an nor war ho lerc’h.Kas a rit al loened d’o c’hraou a-raok an noz.Echuet e vo ar gontadenn a-benn warc’hoazh.

    Lakait ar rener e penn al lavarenn :

    Mont a rin da bourmen war an aod. Bemdez ez in d’ho kwelet. Er skol emaon. Klañv e vezan alies er goañv. Bremaik e vo debret merenn. Al levr-se am boa lennet warlene.

    Lakait er stumm nac’h :

    Gwelet a ran al loar o sevel. Ur volotenn a brenin dit. Ar vugale a c’hoario gant ar c’hirri bihan. Debriñ a raimp patatez ha kig bevin. Graet mat hoc’h eus ho labour. Me 'z aio da Roazhon ar sizhun a zeu.

    1

    2

    3

  • Islinennit : e ruz ar rener, e glas ar verb,

    e gwer an doareenn, e du ar renadenn-dra :

    Tomm e oa an amzer. Ne oa ket kalz tud war ar blasenn. Ur c’harr-boutin en devoa degaset un nebeud baleerien. Ar re-se o devoa sammet o sac’h-kein. Prest e oant da loc’hañ war-zu ar menez. Parañ a rae an heol. War an hent e vefe dour fresk da evañ. Mont a reas kuit an dud betek ar poent loc’hañ. Ne oant ket niverus, met kalon bras a oa ganto. Un devezh a blijadur a vefe evito. Me, avat, a rankfe chom d’o gortoz evit servijout ur pred fonnus dezho. Amzer a-walc’h am boa da lenn ma levr.

    Lakait al lavarennoù er stumm kadarnaat :

    N’on ket laouen-bras o c’hoari ganeoc’h. Ne welez ket al laboused war an doenn. Ne raio ket erc’h ar bloaz-mañ. An dra-se n’on ket evit kompren. Warc’hoazh ne vo ket ma zad er gêr. Evidoc’h-c’hwi ne brenin netra nevez.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    29

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    4

    5

  • ST

    UM

    MO

    Ù L

    AV

    AR

    EN

    NO

    Ù

    4

  • AL LAVARENN-ESTLAMMAÑ AL LAVARENN-C’HOULENN

    lennadenn–Pegement eo al levr-mañ ?–Marc’had-mat eston eo ! Ha gwelet hoc’h eus ar skeudennoù brav a zo ennañ ? Ha n’eo ket un druez gwelet levrioù ken kaer roet evit koulz netra ?–N’ouzon ket hag arc’hant a-walc’h am bo koulskoude !–Daoust ha gwelet hoc’h eus ar geriadur nevez ? Hollvrezhonek eo ar geriadur-se ! Ur bam eo, ’gav ket deoc’h ? Pegen brav eo !–Daoust hag-eñ ez eus skeudennoù ennañ ? Gwerzhet hoc’h eus anezhañ dija ?… Pet pajenn zo ennañ ? Piv en deus e savet ? Ya, pegen brav e vo kaout anezhañ er skol ! Div skwerenn ho pefe da werzhañ din ?… Hem… Ur chekenn a c’hellin ober deoc’h ? Goullo eo ma yalc’h !

    goulennoùIslinennit e ruz al lavarennoù goulennata, e glas al lavarennoù estlammañ. Klaskit al lavarennoù goulennata a zo echuet gant ur pik-goulenn hag ar re n’int ket. Evit ar re-se, islinennit ar ger goulenn. Daoust hag un urzh ispisial a zo el lavarennoù estlammañ ? Daoust ha gerioù estlamm a zo d’o c’hregiñ bep tro ?

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    32

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    4

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    33

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K•

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• kentel

    Ul lavarenn-c’houlenn a c’hell bezañ enni ur goulenn eeun,

    Pet eur eo ?

    Pegement eo al levr-mañ ?

    Pevare e c’hellin mont ?

    Ha dont a rafec’h ganimp ?

    pe ur goulenn dieeun :

    N’ouzon ket ha brav e vo an amzer.

    En em c’houlenn a ran ha dont a raio.

    Lavarit din hag-eñ e c’hellot dont.

    1

    2

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    34

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Pa ne vez ket a c’herioù-goulenn e vez merket ar goulenn gant an ton mouezh, hag ar pik-goulenn.

    Er penn e vez lakaet ar ger ma venner lakaat ar goulenn warnañ.

    Dont a ri ganin ?

    Ganin e teui ?

    Te a zeuio ganin ?

    Alies e vez lakaet ha dirak al lavarennoù- goulenn eeun.

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    3

    4

  • Ar goulennata dieeun : daou stumm a vez kavet

    1° pa vez gerioù goulennata e vez savet ar goulenn e memes mod hag evit ar goulennoù eeun.

    2° pa ne vez ket e vez savet ar goulenn gant skoazell ha pe hag-eñ

    N’ouzon ket piv ’zo aze.

    Lavarit din peur e viot prest.

    N’ouzon ket ha dont a raio.

    En em c’houlenn a ran hag-eñ e teuio.

    Digoret e vez al lavarennoù estlammañ gant gerioù evel : pegen + anv-gwanpebezh + anv-kadarnnag a + un anv-stroll pe ul liester.

    Pegen lous eo da zaouarn !

    Pebezh loen vil ar c’hi-mañ !

    Nag a dud a oa er sal !

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    35

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Ar ger DAOUST a dalv da bouezañ war ar goulenn.

    E Bro-Leon hag e Bro-Wened an hini eo e vez implijet peur ar muiañ. E lec’h all e vez klevet stummoù all a-wechoù.

    Da skouer : pegoulz (e Bro-Dreger) pedamzer (e Bro-Oueloù) pe da vare (e Bro-Gernev)

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    5

    6

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    36

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    poelladennoù

    Grit an hevelep goulennoù en ur implij “N’ouzon ket ha(g eñ)” :

    Dont a raio an holl ? Pegement e koust ar c’harr ruz ? Pegoulz e teuio da dad ? Pet eur eo ? Marc’had-mat eo ar re votoù-mañ ? Ar vugale o deus degaset o dilhad kouronkañ ?

    Lakait al lavarenn c’houlennata etre krommelloù. Islinennit ar ger goulennata pa vez anezhañ.

    Pet den a oa deut da vanifestiñ da Gemper ? Gouzout a rit peur e vo echuet al labourioù ? Ne welan ket penaos e raio evit dont ? Ha prest e vefec’h da skoazellañ ? Lavar din piv en deus graet an taol kaer-se ? Daoust ha selaouet hoc’h eus an abadenn vrezhonek ?

    1

    2

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    37

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Ijinit goulennoù eeun ha dieeun o klotañ gant ar respontoù-mañ :

    Me ’m eus c’hoant da gaout un tamm gwastell. Gwelet a rit sklaer. Warc’hoazh e teuio ar sirk. Dek skoliad a oa klañv hiziv. Mont a rin d’ho kwelet. Ar vantell-se a oa bet kollet.

    Lakait ur ger estlamm :

    ........................ brav eo ar c’hastell-mañ ! ........................ genaoueg ! ........................ divalav eo kontañ gevier ! ........................ a reuz er c’hlas-mañ ! ........................ lous eo ho tilhad ! ........................ torr-penn eo al labour-se !

    4

    5

  • AL

    LA

    VA

    RE

    NN

    DIS

    KL

    ÊR

    IAÑ

    5

  • AL LAVARENN DISKLÊRIAÑ

    lennadennNe oa ket gwall zarvoud. Nag ezhomm redek da glask boe ar valtouterien. A-boan ma save an dour betek begel ar re vihanañ eus hon tritoned yaouank. Gwelout a c’helled ar strad traezh melen ha grouan, a-dreuz an dour, a oa boull e-giz gwerenn ur prenestr. Bep ar mare ul lizenn, pladet ouzh ar strad hag a-liv gantañ, a dec’he, primluc’hed, direnket en he repoz, a-zindan treid ar baotred. Krenerezed a oa ivez.

    (Y. DREZEN - Skol-louarn Veig Trebern)

    goulennoùDaoust ha goulennet e vez un dra bennak dre frazennoù an destenn ? Daoust hag estlammadennoù ’zo ? Sellit ouzh ar poentaouiñ. Klaskit displegañ peseurt doare keloù a vez roet er frazennoù-se.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    40

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    5

  • kentel

    Frazennoù ’zo a ro da anavezout ar pezh a c’hoarvez, ar pezh a zo, ar pezh a soñjer. Al lavarennoù a ya d’ober seurt frazennoù a vez anvet lavarennoù disklêriañ.

    Peget e oa an tan en ti kozh. Gwelet e veze

    ar bomperien o tostaat. An annezidi, paket ganto

    un nebeud dilhad ha pallennoù tomm, a chome

    oc'h arvestiñ ouzh an darvoud. O ouelañ e oa

    ar vamm-gozh.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    41

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    42

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    poelladennoù

    Islinennit al lavarennoù disklêriañ :

    Soñjal a rae dezhañ e oan chomet er gêr. Peur e teui da c’hoari ganin ? Al labour-se ne oa ket aes rak an ostilhoù a rae diouer deomp. Deuit du-mañ da welet an torad chas bihan ! Dec’h e oa aet Mari e kêr. Gwelet he devoa un abadenn sirk war ar straed. Ur bern tremenidi a chome a-sav hag a stlake o daouarn bep an amzer. N’eo ket alies e vez gwelet kement-se. Laouen-holl e oa Mari. Ur goulenn en devoa graet ar skolaer ouzh ar vugale. Met ar re-se a gave gwelloc’h klakenniñ ha c’hoarzhin. A-benn ar fin e troas ar skolaer e fulor. —-“Selaouit ’ta !”

    Troit al lavarennoù estlamm-mañ e lavarennoù disklêriañ :

    Pegen brav eo an amzer ! Na lous eo ho tilhad ! N’eo ket fin ar pezh hoc’h eus graet ! Skuizh-divi on ! Pebezh cholori ’zo en ti-mañ ! Amañ zo tud, ’vat !

    1

    2

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    43

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Lennit ar pennadig-mañ hag islinennit al lavarennoù disklêriañ a gavot ennañ :

    Sevel a rae e lunedoù aour betek kreiz e dal da sellout ouzh Veig, pezh a lakaas hemañ souezhet. Ma touger lunedoù war e fri, evit gwelout sklaer ez eo, n’eo ket gwir ? Perak e tenne hemañ e re da sellout outañ. “N’eo ket gwall fetis hoc’h Eliakim nevez, Aotrou Gag; gwelomp atav !” Pouezañ a rae gant e dreid war an troadikelloù, tra ma tenne gant ur biz ur son-pad diouzh unan eus an touchennoù gwenn.“Dooo !” emezañ, gant ur vouezhig faoutet. “Gra ivez : Do !… va bugel.”Ha Veig :“Dooo !”Sellout a eure ar c’hure ouzh ar chaloni gant neuzig an trec’h :“Reizhik-mat eo e vouezh, ’m eus aon”, emezañ.

    (Y. DREZEN - Skol-louarn Veig Trebern)

    3

  • AL

    LA

    VA

    RE

    NN

    DIZ

    AL

    C’H

    AR

    GE

    NL

    AV

    AR

    EN

    N

    6

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    46

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    LAVARENNOÙ DIZALC’H HA KENLAVARENNOÙ

    lennadennGlaouennig a blije dezhi c’hoari hag ebatal. Ne chome sotoni ebet d’ober war he lerc’h : dibuniñ a rae ar bolotenn c’hloan. En em istribilhañ ouzh an tenneris a rae ivez. Krapat a rae war al listrier ha skuilhañ a rae ar volennad war an daol. El liorzh e veze gwelet ivez. Lammat a rae ha pignat a rae er gwez. Gedal a rae al logod-mors. Klask a rae tapout kirvi-raden. Ar c’hoadour hag e wreg a selle outi, fent enno. Kistin a chome diseblant ouzh orbidoù Glaouennig met houmañ he defe bet c’hoant c’hoari gantañ.

    (diwar “Ur gazhez vihan goant”)

    goulennoùKlaskit pet verb a zo e frazennoù ar pennad-mañ. Islinennit ar re a zo muioc’h eget 1 verb enno.

    Klaskit rannañ ar re-se e 2 damm. Daoust hag ur gerig bennak a zo d’o liammañ ? Pehini ? Adsavit ar frazennoù 5, 7 ha 10 en doare ma vo dizalc’h an holl lavarennoù.

    Frazenn 1 ..............

    Frazenn 2 ..............

    Frazenn 3 ..............

    Frazenn 4 ..............

    Frazenn 5 ..............

    Frazenn 6 ..............

    Frazenn 7 ..............

    Frazenn 8 ..............

    Frazenn 9 ..............

    Frazenn 10 ............

    6

  • kentel

    Pa vez ur verb d’ar muiañ en ur frazenn e vez graet lavarenn dizalc’h anezhi. N’eo ket stag ouzh frazenn pe lavarenn all ebet.

    Dibuniñ a rae ar bolotenn c’hloan.

    Pignat a rae Glaouennig er gwez.

    Tu ’zo da lakaat div lavarenn dizalc’h sko an eil ouzh eben gant skoazell ur gerig. Lavaret e vez neuze ez eo an eil lavarenn ur genlavarenn.

    Ar gerioù bihan lakaet da genstagañ al lavarennnoù dizalc’h a vez graet stagelloù kenurzhiañ anezho :

    met, ha, hogen, pe, rak, …

    Lammat a ra ha pignat a ra er gwez.

    Skuizh on met mont a rin da vale memestra.

    Abred ez in da gousket rak klañv on.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    47

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    1

    2

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    48

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    poelladennoù

    Kenstagit al lavarennoù dizalc’h-mañ evit ober ur genlavarenn gant an eil.

    Implijit ar stagelloù kenurzhiañ a anavezit

    C’hoari a ra Yann ha Mari. Re a drouz a zo ganto. Ret eo gwiskañ ar mantilli. Avel vras a zo hiziv. Adkavet em eus ma levr. Lous eo. Al laboused a gan er gwez. Parañ a ra an heol. Dec’h em boa gwelet ur c’hazh-koad. Tec’het e oa buan er wezenn. Bez’ emañ an nijerez o touarañ. Ur bern tud a zo o sellet outi.

    1

  • Labour kontrol : distagit ar genlavarenn diouzh al lavarenn gentañ,

    a-benn kaout div lavarenn dizalc’h :

    Ne echuin ket al levr-mañ rak ne blij ket kalz din. Mont a rin da c’hoari hogen ne zegasin ket ma marc’h-houarn. Re verr eo ar gordenn-mañ ha ne c’hellan ket he skoulmañ. Plijus e oa an abadenn sirk met hir e oa. Kreisteiz eo ha n’em eus ket echu ma labour. Dirapar eo an ti-mañ hogen n’eo ket divalav.

    Ijinit ur genlavarenn evit pep lavarenn dizalc’h-mañ :

    Kroget eo Yann da leñvañ .................................................Gwelet em eus ac’hanout o tremen e-biou d’am zi ..............Diwezhat omp ..................................................................N’ez in ket da Vrest warc’hoazh .........................................N’hoc’h eus ket prennet ho mantell ...................................

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    49

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    2

    3

  • AR

    BE

    NN

    LA

    VA

    RE

    NN

    AN

    IS

    LA

    VA

    RE

    NN

    7

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    52

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    PENNLAVARENN HAG ISLAVARENN

    lennadennDirak ar baotred, digor o genoù ganto o sellout, e lakais ar pezh kanol ouzh ar c’hleuz hag e tispakis va boestad alumetez. Ober a ris dezho mont war o c’hiz gant aon e c’hoarvezje droug ganto pa strakje an tenn. Hogen an tan a varvas er vouchenn kerkent ha ma tanis anezhi. Gant an droug a oa ennon e tiframmis kuit ar vouchenn devet. Pa lakais un alumetezenn enaouet en toull e voen dallet gant ul luc’hedenn e-keit ha ma kleven ur strakadenn feuls ha ma santen ur gwall stokadenn ouzh ma dorn dehou. Ar baotred a youc’has pa weljont flamm un darzhadenn. Daoust d’am dorn da leskiñ e oan laouen.

    (diwar Y. ar GOW - E skeud tour bras Sant-Jermen)

    goulennoùIslinennit ar verboù e pep frazenn. Klaskit rannañ al lavarennoù hag o lakaat etre klochedoù-sonn.

    7

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    53

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    1 2

    klaskomp c’hoazhSellit ouzh an daolennig-mañ :

    N’on ket gwall laouen. N’on ket gwall laouen Lousaet eo bet an ti. peogwir eo bet lousaet an ti.

    Gwiskañ a ran ma bragoù berr. Gwiskañ a ran ma bragoù berr Klouar e vez an amzer. pa vez klouar an amzer.

    Ne welan ket ar c’hazh. Ne welan ket ar c’hazh Ar c’hazh a zo o viaoual el liorzh. a zo o viaoual el liorzh.

    Peseurt diforc’h a welit etre an eil bann hag an hini kentañ ? Penaos eo bet staget, en eil bann, an eil frazenn ouzh an hini gentañ ? E peseurt plas e vez lakaet ar verb en eil lavarenn ?

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    54

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    kentel

    Al lavarenn a vez staget unan all outi a vez graet pennlavarenn anezhi

    Kalz tud a vez gwelet war an traezh pa vez tomm an amzer.

    N’ez in ket d’ho kwelet warc’hoazh peogwir eo klañv ma mab.

    Ne gomprenan ket mat an holl levrioù a lennan.

    Ul lavarenn staget ouzh ur bennlavarenn a vez graet islavarenn anezhi. Lakaet e vez ar verb displeget en eil renk, dres goude ar ger-stagañ (ur stagell), mar bez outañ, er renk kentañ mar ne vez ket.

    Tu ’zo da gregiñ ar frazenn gant an islavarenn, da neuze e krog ar bennlavarenn gant ar verb, hag an islavarenn gant un elfenn all.

    Ne welan ket mui anezhi abaoe m’eo echu ar vakañsoù.

    Aon en deus e vefe klañv e vab.

    Ne fell ket dezhañ dont peogwir eo riklus an hent.

    Mont a rin da Vro-Saoz pa vo renket va c’harr.

    Mont a rin d’ober ski gant ma vo erc’h war ar menezioù.

    E-lec’h ma oa lakaet ar givri e oa touz ar geot.

    Ne blij ket dezhañ an dud a gomz re greñv.

    1

    2

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    55

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    poelladennoù

    Islinennit ar bennlavarenn.

    Pa vo poent merenn ez in d’ho kervel. Ret eo debriñ ho soubenn e-keit m’eo tomm. Ne gredan ket e vefe brav an amzer hiziv. Ne oan ket deut dec’h peogwir e oa riellet an hentoù. Chom a ri amañ betek ma vo echu da boelladenn. Daoust ma oa bras ar sal, ne oa ket plas evit an holl.

    1

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    56

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Lakait an islavarenn etre klochedoù-sonn hag islinennit ar stagelloù ma ’z eus outo.

    Ne gred ket Yann e teuio ur bern tud d’ar fest-noz. Ar vugale a ra re a drouz a bako o fegement. Skrivañ a ri ul lizher din pa vi e Bro-Varoko ? Ne c’hell ket Chanig ober he labour peogwir he deus disoñjet he levr er gêr.Gant ma vo sklaer an oabl e c’hellot arvestiñ ouzh ar stered. Lakait ar pladoù war an daol e-keit m’emañ ar c’heginer oc’h echuiñ aozañ ar pred.

    Savit ur frazenn gant ur bennlavarenn hag un islavarenn en ur implij ma, pa, peogwir,e-keit ma, daoust ma, pe stagell ebet :

    An holl a c’hoarzhe. Kouezhañ a rae ar furlukin. Ma zad a oa imoret-fall. Kollet en devoa e vorzhol. Aet eo Youn da neuial. Yen-sklas eo ar mor. Chanig a zo o c’hoari. Emañ he breur o lenn en e gambr. N’eo ket gwall laouen Fañch. Torret eo bet e gador-vrec’h gant e vab. Ar marc’h-houarn-mañ a vo renket evidout. Brasoc’h e vi.

    2

    3

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    57

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Liammit pennlavarennoù hag islavarennoù gant ur bir :

    Plijout a ra ar c’histin din pa vo digor ar stal. Ne fell ket d’am zad peogwir e oant o kellidañ. Prenañ a ri un dorzh vara a vez poazhet en oaled dindan glaou-bev. Mont a raio Yann d’ober ur staj gouren e ’z afec’h da c’hoari war al leton nevez. Taolet ’m eus ar patatez-se d’ar bern daoust m’eo ret poaniañ. Deskiñ a reont mat brezhoneg e-keit ma vo e c’hoar o kampiñ war an aod.

    Ijinit islavarennoù a vo tu da stagañ ouzh pep pennlavarenn.

    N’ez aio ket Yann d’ar sirk peogwir .......................Sevel a raimp hon teltenn pa .................................N’em eus ket kredet mont kuit a-raok ma ...............Ne fell ket da Vona ...............................................Krogit diouzhtu gant ho labour e-keit ha ma ...........Laouen a-walc’h e oa Mamm daoust ma ................

    4

    5

  • AN

    IS

    LA

    VA

    RE

    NN

    ST

    AG

    8

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    60

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    AN ISLAVARENN STAG

    lennadenna) Tud ar ragistor o devoa dizoloet an tan a veze miret ganto gant evezh bras. A-drugarez dezhañ e teujont a-benn da deuziñ ar metal a raent binvioù gantañ. War mogerioù o mougevioù e tresent al loened a chaseent.

    b) Ar vro e oa Arvoriz o chom enni a oa goloet a goadoù. Ur meuriad, ar Wenediz, a stourmas taer a-enep d’ar Romaned o devoa aloubet ar vro.

    goulennoùE pep frazenn, sellit ouzh an anvioù islinennet. Lakait etre klochedoù-sonn an islavarennoù a ya da heul pep anv. Penaos e vez staget (isurzhiet) an islavarennoù-se ouzh o fennlavarenn ? Peseurt elfenn a zeu diouzhtu goude an anvioù islinennet ?

    8

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    61

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    klaskomp c’hoazhSellit ouzh an destennig-mañ :

    Amañ ’z eus bugale a ra trouz. Hag amañ e welan ivez bugale hag a ra o labour diaked. Anavezout a ran c’hoazh bugale o deus lezet er gêr al labour o devoa echuet. Hag evit echuiñ ez anavezan ur skolaer a zo laouen‑bras ha tadoù ha mammoù a vo plijet‑kenañ pa ouzint kement‑se !

    Klaskit an holl islavarennoù stag ouzh un anv. O lakait er stumm nac’h. Peseurt gerig a vo implijet ganeoc’h ?

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    62

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    kentel

    Pa vez ereet un islavarenn ouzh un anv e vez graet islavarenn stag anezhi.

    Ne blij ket dezhi an dud a c’hoarzh re uhel.

    Ne gavan ket al levr am boa lakaet amañ.

    Degas din ar baner a zo war an daol.

    Er stumm nac’h e vez implijet na.

    Kavet em eus ur c’haier kozh na oa ket

    implijet an holl bajennoù anezhañ.

    An anv liammet ouzh an islavarenn stag a vez graet ger-diaraok anezhañ.

    Pa vez amresis an anv liammet un islavarenn outañ e vez graet ken-toc’h gant hag, ha :

    Anavezout a ran an den a zeuio da gomz dirazoc’h. Anavezout a ran un den hag a zeufe gant plijadur da gomz dirazoc’h.

    1

    2

    3

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    63

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    poeIladennoù

    Savit un islavarenn stag ouzh an anvioù livet e glas

    An naer vrasañ eo ar puton real.Al levr a lennin.Plijet-bras eo bet Yann gant ar prof.Ar boelladenn a zo diaes.Na ankounac’hait ket an emgav. A-benn un eurvezh e loc’ho an tren.

    Troit ar frazennoù war ar patrom-mañ : Ul levr hoc’h eus prestet din. Plijet en deus al levr-se din.

    ➠ Al levr hoc’h eus prestet din en deus plijet din.

    Ur c’hi a vo roet deomp. Anvet e vo Frilous. Emañ ar skolaer o kontañ un istor. Plijus-kaer eo an istor. Emañ Tadig o tresañ ur c’harr-tan. Ar c’harr-tan-se a zo d’e vignoned. Emañ ar vañsonerien o sevel un ti. Prestik e vo peurechu. Emaon o chom en ur ranndi. Kozh-mat eo ar ranndi-se.

    1

    2

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    64

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Hevelep labour hag ar boelladenn 2 :

    Emañ an ijinourien o sevel ur fuzeenn. Kaset e vo ar fuzeenn-se war-zu al loar. Ur blanedenn didud eo al loar. Anavezet-mat eo al loar gant Mab-Den bremañ. Bet omp o welet ur film skiant-faltazi. Plijus e oa ar film-se. Ur romant-polis emaon o lenn. Skrijus a-walc’h eo ar romant-se. Ur bladenn nevez a zo deuet er-maez gant ma sonerien “rock” muiañ-karet. Dispar eo ar bladenn-se. Ar soudarded a zo o tennañ saezhoù. Emañ ar saezhoù o kouezhañ war difennerien ar c’hastell.

    Stagañ bep tro an div lavarenn e 2 vod :

    Daremprediñ a ran ar skol-mañ. E-kichen du-mañ emañ. • Ar skol ..........................................................................• Daremprediñ a ran ........................................................

    Lennet o deus ul levr. Plijet en deus kalz dezho. • Al levr ...........................................................................• Lennet o deus ...............................................................

    Enora he doa fardet ur wastell. Ul lip-e-bav e oa. • Ar wastell ......................................................................• Enora ...........................................................................

    Tadig en deus pilet ur wezenn. Re gozh e oa. • Ar wezenn ....................................................................• Tadig ............................................................................

    3

    4

  • ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    65

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    Lakait an islavarenn-stag er stumm nac’h :

    E ti an amezeg ez eus ur c’hi hag a harzh taer. Tadig en deus prenet ur c’harr nevez hag a zo gouest da blantañ tizh. Plijout a ra din ar boued a vez fardet gant kalzik a amann. Al lizher emaon o paouez degemer a ra plijadur din. Lenn a ra Ifig romantoù a zegas aon dezhañ. Mamm-gozh a zo o vrochennat ur stammenn a vo ledan.

    5

  • AN

    IS

    LA

    VA

    RE

    NN

    DO

    AR

    EA

    Ñ

    9

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    68

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K •

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• AN ISLAVARENN-DOAREAÑ

    lennadennAl labouradeg a labour ma zad enni a zo pell diouzh ar gêr. Dre ma oa kozh e garr en deus ranket prenañ unan nevez. Abaoe ma kemer e garr nevez da vont da labourat e ra ma mamm gant an hini kozh. E-keit m'emañ-eñ o sankañ tizh disoursi evel ur reder “formul 1”, emañ-hi o poaniañ gant ar c’hozh karrigell. Ar skol a zarempredomp-ni n’emañ ket pell, met abalamour ma ’z eus un hent bras da dreuziñ ne c’hellomp ket mont gant hor marc’h-houarn. Setu ma vezomp kaset di gant ar charabañ kozh peogwir, evel just, eo difennet-groñs ouzhimp mont e-barzh ar c’harroñs abaoe ma oa bet mastaret-holl e azezennoù nevez-flamm gant bizied druz ma breur bihan Loupig.

    goulennoùKlaskit an islavarennoù a ro resisadurioù a-zivout an amzer, an abeg, al lec’h. Islinennit ar stagelloù implijet d’o liammañ gant ar pennlavarennoù. Lod eus an islavarennoù ho po kavet a zo liammet resis gant anv ur bennlavarenn ; pere ?

    9

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    69

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K•

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• kentel

    Gant islavarennnoù zo e vez resisaet, er frazenn, ar mare, al lec’h, an abeg, ar mod ma c’hoarvez an traoù. Anvet eo an islavarennoù-se islavarennoù doareañ.

    Ereet e c'hell bezañ an islavarennoù-se ouzh ar bennlavarenn gant stagelloù.

    lec’h mod abeg mare

    e-lec’h ma evit ma dre ma pa, ma

    ma hep ma abalamour ma e-keit ma

    … ma o vezañ ma bep tro ma

    daoust ma peogwir a-raok ma

    … … betek ma

    abaoe ma

    Gortoz a reot e-lec’h ma welot un ti kozh gant prenistri glas-teñval. Daoust ma oa yen ar pred e reas vad deomp. Kollet em eus ma alc’hwezioù peogwir e oa toull ma chakod. Bep tro ma klevan hennezh o klakenniñ e kavan gwelloc’h mont kuit.

    1

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    70

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K •

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• Pa vez un islavarenn o toareañ un anv

    e vez-hi ereet outañ gant ar stagell ma, alies. Anvet e vez an anv ger-diaraok.

    Er bloavezh ma torras Yann e c’har e oa-eñ o chom e Kemper.

    An doare ma welan an traoù n’eo ket tost ouzh da hini.

    Ar chakod ma oa da alc’hwezioù a oa toull.

    Ar vro ma oa o chom ’oa kaer.

    2

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    71

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K•

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• poelladennoù

    Stagit bep tro an div frazenn gant dre ma :

    N’aimp ket er-maez. C’hwezhañ a ra an avel. Tri zu an tric’horn-mañ ’zo keit. Un tric’horn keittuek eo. Mont a raimp da brenañ an diankachoù fenoz. Serret e vo an holl stalioù warc’hoazh. Mont a ra an tren ingaloc’h eget ar c’harr-tan. Buanoc’h ez aimp gant an tren. Dipitet-bras eo ar vugale. Saotret ha dismantret eo bet o liorzhig gant ur c’hi. N’eo ket druz ar peuriñ ganto. Ne c’hellont ket beajiñ.

    Ijinit penaos kregiñ pe echuiñ ar frazennoù-mañ :

    ................... peogwir ez eus bet roet bleunioù din gant Pêr. ................... peogwir em eus redet e-pad pell.Dre ma n’i ket kuit gant da vakañsoù ........................... ................... .dre ma plij kalz al lipousiri dezhañ. ................... .peogwir eo re domm an amzer. ................... dre m’emaomp o chom pell eus kêr.

    1

    2

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    72

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K •

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• 3

    4

    Stagit lavarennoù ar bann A gant re ar bann B en ur implij peogwir :

    A B Ne c’hell ket an nijerez dibradañ re yen eo an amzer Ramp eo an hent glav-pil en deus graet. N’in ket er-maez latar a zo. Gleb-teil on goloet eo gant pri.

    Hevelep labour en ur implij ar stagelloù : diouzhtu ma, abaoe ma, a-raok ma :

    Ar yer a vez dihun kollet e vefe Ne labour ket mat er skol ken glav a raio Ret eo mont da zastum ar c’houez klañv-bras e oa bet ganto Laka da fichenn ez renkell savet e vez an heol Ne blij ket dezhañ debriñ madigoù distro eo eus e vakañsoù

  • Ijinit penaos echuiñ ar frazennoù-mañ. Implijit e-keit ma :

    Ma c’hoar a zo o labourat .........................................An tren a zo o loc’hañ .............................................. Ar skolidi a zo war ar porzh ...................................... Blenier ar c’harr a zo o sellet ouzh e gartenn .............. Lod a labour ............................................................ Emañ ar vugale o neuial ............................................

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    73

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    5

  • AN

    IS

    LA

    VA

    RE

    NN

    -DR

    A

    10

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    76

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    AN ISLAVARENN-DRA

    lennadennLavaret zo bet deoc’h e vefe ur bern tud o tont.

    Ankounac’haet o deus ar vugale e oa deuet ur sirk warlene.

    Laouen eo Pêrig e teufe e vamm-gozh d’e welet hepdale.

    Diwallit e vefe torret ar c’hoariell-mañ.

    Fellout a ra deomp e krogfe an abadenn diouzhtu.

    Prometet hon eus da Vamm-gozh ez afemp d’he gwelet.

    Soñjal a ra dit e vo plijus ar redadegoù.

    Desket em eus hiziv e oa kresket niver ar gwallzarvoudoù.

    Gwelout a ran e labourit kalz bemdez.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    10

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    77

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K•

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• kentel

    Da heul un nebeud verboù e vez kavet islavarennoù o kregiñ gant ar stagell e. Islavarennoù-tra a vez graet anezho.

    Setu roll ar verboù-se :

    Ankounac’haat

    Bezañ laouen

    Bezañ stad e

    Deskiñ

    Diskouez

    Displegañ

    Diwall

    Fellout

    Gouzout

    Kaout aon

    Kaout fiziañs

    Kaout soñj

    Kaout ezhomm

    Karout

    Kavout

    Kontañ

    Krediñ

    Lavarout

    Lenn

    Mennout

    Prometiñ

    Skrivañ

    Soñjal

    Touiñ

  • poelladennoù

    Stagit an div frazenn war ar patrom-mañ :

    Herle en deus lavaret un dra. Brav e vo an amzer. Herle en deus lavaret e vefe brav an amzer.

    Emañ ar c’homzer o tisplegañ un dra. Gant dale e vo kroget ar redadeg. An arvesterien o deus spi en un dra. Echu e vo an abadenn a-raok an noz. Enora a lavar un dra. N’eo ket eürus al loened en ur gaoued. Ar skolaer a zispleg deomp un dra. Stank e oa ar c’hoadoù gwechall e Breizh. Soñjal a rez en un dra bennak. Ankounac’haet eo bet ar bara er c’harr. War ar gazetenn e lennomp un dra. Emgannoù zo e reter Bro-Sina. Fellout a ra din un dra. Dont a reot ganin.

    Echuit ar frazennoù gant islavarennoù-tra :

    Mamm he deus lavaret deomp .....................................Laouen eo Yann .........................................................Diwallit ......................................................................Gouzout mat a rit .......................................................Touiñ a ran deoc’h .....................................................Ezhomm o deus ar vugale vihan ..................................

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    78

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    1

    2

  • DIE

    LF

    EN

    NA

    Ñ A

    L L

    AV

    AR

    EN

    N

    RE

    NE

    R -

    VE

    RB

    - D

    OA

    RE

    EN

    N

    11

  • RENER - VERB - DOAREENN

    lennadennKanañ a ra al laboused.

    Al laboused a gan.

    Paket eo bet ar bleiz.

    Chom a ra klañv Yann alies.

    Strizh eo ar straed.

    Kaner eo an den-se.

    goulennoùDa gentañ penn, sellit ouzh ar verb e pep lavarenn. Klaskit peseurt re a ziskouez ur stad bennak, peseurt re a ziskouez un ober. Goude-se e c’hellit klask piv a zo en ur stad bennak roet da anavezout gant ar verb, ha piv a ra pe a c’houzañv an ober. Islinennit e glas ar gerioù a respont d’ar goulenn piv ? E pep lavarenn eo ar ger-se ar rener.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    82

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    11

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    83

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K•

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    Bez’ e c’hellit merzout ne vez ket atav heñvel urzh an elfennoù el lavarenn.

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L ! E lavarennoù ’zo e kaver ur ger pe gerioù a dalv da

    resisaat ar rener : an doareennoù int. KIaskit anezho en daolenn-mañ : (skrivit r evit Rener, v evit verb, d evit doareenn)

    Kanañ a ra al laboused. v r Al laboused a gan.

    Paket eo bet ar bleiz.

    Chom a ra klañv Yannig.

    Strizh ha kamm-digamm eo ar straedoù.

    Kaner eo an den-se.

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    84

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K •

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• kentel

    Rener verb al lavarenn eo ar ger pe ar rummad gerioù a ro da anavezout piv pe betra a ra an ober, pe a c’houzañv an ober, pe a zo en ur stad bennak.

    Ar vugale a selaou.

    Trouzet eo bet ar vugale.

    Fur eo ar vugale.

    Verb al lavarenn eo ar ger a ziskouezan ober graet pe gouzañvet gant ar rener pe ar stad m’emañ.

    Ar vugale a selaou.

    Trouzet eo bet ar vugale.

    Fur eo ar vugale.

    An doareenn eo ar ger pe ar gerioù a verk ur stad pe ur perzh d'ar rener.

    Fur eo ar vugale.

    Kaner eo an den-se.

    Da walc’hiñ emañ da votoù.

    An den az poa gwelet dec’h eo an den-se.

    Gwelet a rit e c’hell an doareenn bezañ un anv-gwan, un anv, ur verb pe ul lavarenn en he fezh.

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    DIW

    AL

    L !

    2

    3

    1

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    85

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K•

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• Degaset e vez an doareenn gant un nebeud

    verboù :

    Bezañ Bezañ anvet Bezañ lakaet Chom Disklêriañ Dont En em gavout En em lakaat Kas (da) Kemer (da) Kouezhañ Lakaat (da) Menel Seblantout Sellout Sevel Tremen evit …

  • Poelladennoù

    Islinennit ar verb e glas, ar rener e ruz,an doareenn e melen.

    Aozet mat e oa pep tra. Dilavar e chomas ar paotr yaouank. Anvet eo bet da rener. An holl vugale a gouezhe klañv. Ar vugale a zo oc’h ober ur reizhskrivadenn. N’emañ ket pell ar pal.

    Adkemerit an hevelep frazennoù ha cheñchit urzh an elfennoù mar bez tu.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    86

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    1

    2

  • Lennit an destennig-mañ. Islinennit ar rener e pep lavarenn. Kelc’hiit ar verboù. Lakait an doareennoù

    etre krommelloù pa vez anezho.

    Brudet eo Sant-Malo evit bezañ bet kêr ar gorserien, ar besketourien hag ar varc’hadourien hardizh. Aes eo difenn Sant-Malo. An tiez savet e prenn zo talbennet-uhel ha toet e soul. Er porzhioù diabarzh ez eus ur puñs bennak hogen ral eo an dour-evañ. Strizh ha kamm-digamm eo ar straedoù. Ken kreñv eo ar c’hwezh ma tag fronelloù an dud.

    (diwar Lestr Jakez Karter - Dan LAILLER)

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    87

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    3

  • RE

    NA

    DE

    NN

    -DR

    A,

    RE

    NA

    DE

    NN

    -DA

    NV

    EZ

    ,

    RE

    NA

    DE

    NN

    -DO

    AR

    EA

    Ñ12

  • RENADENN-DRA RENADENN-DANVEZ RENADENN-DOAREAÑ

    lenadennAlies e teuont.Fañchig a zebre an holl limigoù.Ho kervel a rin.Petra a glaskit ?Kompren a ran eo re ziwezhat.C’hoari a ra ar vugale.Gant ed-du e vez graet ar c’hrampouezh-se.Galoupat a rae war-lerc’h al laer.Er skol emaoc’h evit deskiñ.Soñjal a ran ennoc’h.Lakait ho mantilli a-istribilh ouzh ar c’hrog.

    goulennKlaskit reiñ karg pep mentad lakaet e liv

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    90

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    12

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    91

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K•

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• kentel

    Verb ul lavarenn a c’hell bezañ klokaet gant ur ger pe un heuliad gerioù anvet neuze renadenn.

    Ankounac’haet em eus ma c’haier.

    Hervez ar pezh a ro ar renadenn da anavezout e vo anvet houmañ : renadenn-dra,renadenn-danvez,renadenn-doareañ.

    Debrit buan ho koan. (renadenn-dra)

    An ti-se zo toet e soul. (renadenn-danvez)

    Mont a raent d’ar skol gant dale. (renadenn-doareañ)

    1

    2

  • Ar renadennoù-se a c’hell bezañ eeun pe dieeun hervez ma vezint degaset pe get gant un araogenn pe ur stagell.

    Dieeun e vez atav ar renadennoù-danvez. Dieeun e vez peurvuiañ ar renadennoù-doareañ.

    Debrit ho koan. (renadenn eeun)

    Skrivañ a ran dezhañ. (renadenn dieeun)

    Gant prenn e veze savet an tiez. (renadenn dieeun)

    Lakaat a ran ma botoù dindan ma gwele.

    (renadenn dieeun)

    An nozvezh kentañ n’em boa kousket takenn.

    (renadenn eeun)

    Ar renadenn-dra a verk war betra e toug an ober graet gant ar rener.

    Petra ’ra ar vugale ?

    Ur redadeg a ra ar vugale.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    92

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    3

    4

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    93

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K•

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• Ar renadenn-danvez a verk gant piv pe

    betra e vez graet an ober, gant piv pe betra e vez gouzañvet an ober.

    An ti-mañ a zo savet gant greunvaen roz.

    Ar vugale a skriv gant kreionoù-feltr.

    Gant koad e savo an delwenn.

    Ar renadenn-doareañ a verk an doare ma vez graet an ober.

    E-keñver al lec’h :E penn a-raok ar vag en em gave Youenn.

    E-keñver ar mare : Dec’h e oan erru gant dale.

    E-keñver an abeg : Abalamour d’e yec’hed e oa ankeniet.

    E-keñver ar pal : Evit bezañ sklaeroc’h e tiskouezin deoc’h un daolenn.

    E-keñver an neuz : Evel sodien e sellont outañ.

    5

    6

  • L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    94

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K •

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    •• poelladennoù

    Islinennit ar renadennoù.

    Ar baotred a oa gwisket gant mantilli-glav. War ar straed edo bugale o redek. Ar c’higer a welen o troc’hañ kig en e stal. E toull an nor e oa ur paotr o kanañ. Klask a rae dastum un nebeud gwenneien. Ar c’here a zrese botoù en e stal.

    Islinennit ar renadennoù-tra eeun.

    Ar merc’hed a brene dilhad cheuc’h. Ur paotr kozh a lenne e gazetenn. E gi a zebre un askorn. Skrivet en deus Yann ul lizher d’e vreur. Gwisket em eus ma chupenn skañv. Ur bladenn nevez emaon o selaou.

    1

    2

  • Islinennit ar renadennoù-tra dieeun.

    Soñjal a ran kalz enno. Ul lizher hir a skrivin dit. Eus a-bell en devoa gwelet anezho o tont. Da deurel emañ an dilhad kozh-mañ. Ne gred ket Yann e teufec’h d’e welet. N’ o deus ket c’hoant da gaout o fegement.

    Islinennit e ruz ar renadennoù eeun,e glas ar renadennoù dieeun.

    Ma c’hoar he devoa kollet he merc’hodenn er gourmarc’had. Dec’h em boa lennet ar gazetenn penn-da-benn. Dindan e wele e kuzhe Yann e deñzorioù. Bern-war-vern o devoa ar vugale taolet o c’hoarielloù. Al levr-se zo bet moulet war baper ispisial. A-unvouezh o deus kannaded ar vro votet ar mennad-se.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    A R F R A Z E N N

    95

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    4

    3

  • Lennit an destenn-mañ ha roit he c’harg da bep elfenn eus al lavarennoù. (Grit al labour war batrom ar

    pezh a zo bet graet evit ar frazenn gentañ).

    Evel un dourterez en em daolas c’hoarierien Druzugal-Sport

    war-raok, o skubañ holl diwar o hent. Adkemeret en devoa

    Pikoù e lec’h el linenn-argadiñ, met an enebourien, war evezh,

    a chome dalc’hmat en-dro dezhañ. Teir gwech evelato e teuas

    a-benn da zistagañ un tenn. Teir gwech e nijas ar vell a-rez d’ar

    postoù. Ouzh an tourtadennoù dibaouez darc’haouet ganto ez

    implije c’hoarierien ar Gozhkêr, entanet gant Fernant, an doare

    stourm anvet “ar voger simant”.

    (Pikoù mab e dad - E. OLLIVRO)

    Evit pep renadenn-doareañ e glas, lavarit hag-eñ e tiskouez-hi al lec’h, ar mare, an abeg, ar pal pe an neuz.

    Warc’hoazh ez aio Fañch da gousket, en e gambr nevez.War bourzh ar vag emañ an holl vartoloded.Dre ma oa torr an nor en em sile an avel.Kemeromp an hent bras evit mont buanoc’h.Evel un dourterez en em daolas Yann e-kreiz an emgann.Goude merenn ez aio Enora da gempenn he labour.

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    ••

    L O D E N N G E N T A Ñ

    AR FRAZENN

    96

    VR

    EZ

    HO

    NE

    K

    ren. doar. dieeun verb stroll. rener

    ren. doar renad. doareañ

    5

    6