6
Gouel al lapined Gouel al lapined Marivon Berr CD amañ a-gevret 6 Pal – Selaou un istor ha kompren anezhañ. – Respont dre gomz d’ar goulennoù : piv, pelec’h, oc’h ober petra ? – Lenn skrid an istor. Dafar – Ul levr Gouel al lapined evit pep bugel. – Ur sonenroller evit ar c’hlasad. – Fichennoù-labour. – Kaier 3 Deskomp lenn. Mont en-dro an abadennoù Ar skolaer(ez) a zibabo pet abadenn a vo gouestlet d’an divizoù war ar skeudennoù. Anat eo ne c’haller ket ober al labour-se dindan un abadenn nemetken. 1. Labour dre gomz – Selaouet e vez an istor a-stroll hep al levr. – Adselaouet e vez an istor en ur sellet ouzh al levr : sellet ouzh ar skeudennoù pe heuliañ ar skrid. Gellet a reer selaou a-dammoù ; un index zo evit div bajenn. – Roet e vez ar gaoz d’ar skolidi, dezho da lavaret petra o deus komprenet. Ar skolaer(ez) a skrivo ar gerioù war taolenn ar c’hlas. – Diviz war ar skeudennoù. (pajenn 6-7) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Oc’h ober petra emañ ? Pelec’h emañ al lapined bihan ? Oc’h ober petra emaint ? Pet lapin bihan zo ? Pegoulz e vo Gouel al lapined ? Pet eur eo ? Peseurt levr zo dirak ar vamm-lapin ? (pajenn 8-9) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Oc’h ober petra emañ ar yar ? Piv zo e-kichen ar yar ? Peseurt liv eo ar yarig ? Piv zo o komz ? Petra zo e-barzh paner ar vamm-lapin ? 2 Gouel al lapined a vo warc’hoazh, hag en noz-mañ ne gousko ket kalz Mammig Lapin. E soñj emañ fardañ ur wastell evit he bugale kousket don en o gwele. Mont a ra Mammig Lapin da zihuniñ ar yarig rous he mignonez, kousket, he fenn ganti dindan hec’h askell. Yarig, yarig rous, dihun ’ta ! ’Benn warc’hoazh e vo Gouel al lapined hag ezhomm am eus ur vi da fardañ ur wastell evit ma bugale… 3 N’emañ ket pell ar yarig rous o kavout ur vi e-touesk ar plouz tomm. Ha Mammig Lapin da lakaat ar vi e-barzh he faner. Kenavo ha trugarez, yarig rous ! Pedet out gant da diegezh d’ar gouel a grogo ’tro teir eur ! 126

c’h Marivon Berr Gouel al lapined · Oc’h ober petra emaint ? Pet lapin bihan zo ? Petra zo o kouezhañ e-barzh ar sac’h ? Kenavo ha trugarez, logod Petra zo e-barzh paner ar

  • Upload
    others

  • View
    8

  • Download
    0

Embed Size (px)

Citation preview

Page 1: c’h Marivon Berr Gouel al lapined · Oc’h ober petra emaint ? Pet lapin bihan zo ? Petra zo o kouezhañ e-barzh ar sac’h ? Kenavo ha trugarez, logod Petra zo e-barzh paner ar

Gouel al lapined

Gouel al lapinedMarivon Berr

CDamañ a-gevret

6Gant mouezhioù :Rémi DerrienYann-Fañch KemenerNicole ar Vourc’h

30 ru Brizeug 22015 Sant-Brieg CedexPellgomz : + 33 (0)2 96 68 14 50 – Pelleiler : + 33 (0)2 96 68 14 52www2.ac-rennes.fr/tes – E-mail : [email protected] 978-2-912905-96-3 – ISSN 1772-2543 – Kod CRDP 220 TE 161 Priz/prix : 11

golo lapin.indd 1

29/04/08 10:46:15Pal

– Selaou un istor ha kompren anezhañ.

– Respont dre gomz d’ar goulennoù : piv, pelec’h, oc’h ober petra ?

– Lenn skrid an istor.

Dafar

– Ul levr Gouel al lapined evit pep bugel.

– Ur sonenroller evit ar c’hlasad.

– Fichennoù-labour.

– Kaier 3 Deskomp lenn.

Mont en-dro an abadennoù

Ar skolaer(ez) a zibabo pet abadenn a vo gouestlet d’an divizoù war ar skeudennoù. Anat eo ne c’haller ket ober al labour-se dindan un abadenn nemetken.

1. Labour dre gomz

– Selaouet e vez an istor a-stroll hep al levr.

– Adselaouet e vez an istor en ur sellet ouzh al levr : sellet ouzh ar skeudennoù pe heuliañ ar skrid. Gellet a reer selaou a-dammoù ; un index zo evit div bajenn.

– Roet e vez ar gaoz d’ar skolidi, dezho da lavaret petra o deus komprenet. Ar skolaer(ez) a skrivo ar gerioù war taolenn ar c’hlas.

– Diviz war ar skeudennoù.

(pajenn 6-7)

Pelec’h emañ ar vamm-lapin ?

Oc’h ober petra emañ ?

Pelec’h emañ al lapined bihan ?

Oc’h ober petra emaint ?

Pet lapin bihan zo ?

Pegoulz e vo Gouel al lapined ?

Pet eur eo ?

Peseurt levr zo dirak ar vamm-lapin ?

(pajenn 8-9) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Oc’h ober petra emañ ar yar ? Piv zo e-kichen ar yar ? Peseurt liv eo ar yarig ? Piv zo o komz ? Petra zo e-barzh paner ar vamm-lapin ?

2

Gouel al lapin2.indd 6 29/04/08 10:49:50

Gouel al lapined a vo warc’hoazh, hag en noz-mañ ne gousko ket kalz Mammig Lapin. E soñj emañ fardañ ur wastell evit he bugale kousket don en o gwele.

Gouel al lapin2.indd 7 29/04/08 10:49:54

Kenavo ha trugarez, yarig rous ! Pedet out gant da diegezh

d’ar gouel a grogo ’tro teir eur !

Mont a ra Mammig Lapin da zihuniñ ar yarig rous he mignonez, kousket, he fenn ganti dindan hec’h askell.

Yarig, yarig rous, dihun ’ta ! ’Benn warc’hoazh e vo Gouel

al lapined hag ezhomm am eus ur vi da fardañ ur wastell evit

ma bugale…

3

Gouel al lapin2.indd 8 29/04/08 10:50:00

N’emañ ket pell ar yarig rous o kavout ur vi e-touesk ar plouz tomm. Ha Mammig Lapin da lakaat ar vi e-barzh he faner.

Kenavo ha trugarez, yarig rous ! Pedet out gant da diegezh

d’ar gouel a grogo ’tro teir eur !

Gouel al lapin2.indd 9 29/04/08 10:50:05

126

Page 2: c’h Marivon Berr Gouel al lapined · Oc’h ober petra emaint ? Pet lapin bihan zo ? Petra zo o kouezhañ e-barzh ar sac’h ? Kenavo ha trugarez, logod Petra zo e-barzh paner ar

(pajenn 10 -11) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Pet logodenn zo ? Oc’h ober petra emaint ? Pet lapin bihan zo ? Petra zo o kouezhañ e-barzh ar sac’h ? Petra zo e-barzh paner ar vamm-lapin pa’z a kuit ?

(pajenn 12-13) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Piv zo o chom er c’hoad-se ? Petra a ra ar gwenan ? Petra zo e-barzh paner ar vamm-lapin pa’z a kuit ?

(pajenn 14-15) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Piv zo er park-se ? Oc’h ober petra emañ ar vamm-lapin ? Petra zo e-barzh paner ar vamm-lapin pa’z a kuit ?

(pajenn 16-17) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Piv zo er wezenn-se ? Peseurt gwezenn eo ? Petra zo e-barzh paner ar vamm-lapin pa’z a kuit ?

(pajenn 18-19) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Oc’h ober petra emañ ? Petra zo war daol ar gegin ? Pet lapin bihan zo ? Oc’h ober petra emaint ? Petra zo er forn ? Pet eur eo ?

(pajenn 20-21) E ti piv emañ ar gouel ? Piv zo deuet er gouel ? Pelec’h emañ ar poñsined ? Piv zo o kanañ ? Piv zo o c’hoari violoñs ? Piv zo o tañsal ? Piv zo o lenn ? Piv zo ouzh taol ? Petra zo bet debret ? Petra zo bet evet ?

(pajenn 22-23) Piv zo barzh an ti ? Piv zo er-maez ? Piv a lavar kenavo ?

Mont a ra bremañ Mammig Lapin da zihuniñ al logod kousket en o zoull.

Logod, logod, dihunit ’ta ! ’Benn warc’hoazh e vo Gouel

al lapined hag ezhomm am eus bleud da fardañ ur wastell evit ma bugale…

4

Gouel al lapin2.indd 10 29/04/08 10:50:09

11

N’emañ ket pell al logod o tastum greun hag o malañ etre daou vaen.

Ha Mammig Lapin da lakaat ar bleud en ur podig hag e-barzh he faner, e-kichen vi ar yarig rous.

Kenavo ha trugarez, logod ! Deuit holl d’ar gouel,

war-dro teir eur e krogo.

Gouel al lapin2.indd 11 29/04/08 10:50:12

Mont a ra bremañ Mammig Lapin da zihuniñ ar gwenan kousket en o ruskenn.

Gwenan, gwenan, dihunit ’ta ! ’Benn warc’hoazh e vo Gouel

al lapined, hag ezhomm am eus mel da fardañ ur wastell evit ma bugale…

5

Gouel al lapin2.indd 12 29/04/08 10:50:15

N’emañ ket pell ar gwenan o leuniañ ur podig gant mel. Ha Mammig Lapin da lakaat ar podadig mel en he faner e-kichen vi

ar yarig rous ha bleud al logod.

Kenavo ha trugarez, gwenan ! Deuit holl d’ar gouel, ’tro

teir eur e krogo ! 13

Gouel al lapin2.indd 13 29/04/08 10:50:19

Mont a ra Mammig Lapin da zihuniñ ar vuoc’h kousket er prad.

Buoc’h, buoc’hig, dihun ’ta ! ’Benn warc’hoazh e vo Gouel al lapined hag ezhomm am eus ur bannig laezh da fardañ ur wastell evit ma bugale…hag ezhomm am eus ur bannig laezh da fardañ ur wastell evit ma bugale…

6

Gouel al lapin2.indd 14 29/04/08 10:50:23

15

N’emañ ket pell Mammig Lapin o c’horo ar vuoc’h hag o leuniañ

ur podig gant laezh, hag hi

da lakaat ar podad laezh en he faner, e-kichen

vi ar yarig rous, bleud al logod

ha mel ar gwenan.

Kenavo ha trugarez, buoc’hig ! Deus warc’hoazh d’ar gouel gant da diegezh, da deir eur e krogo !

Gouel al lapin2.indd 15 29/04/08 10:50:27

Mont a ra bremañ Mammig Lapin da zihuniñ ar c’hazh-koad kousket er wezenn.

Kazh-koad, kazh-koad, dihun ’ta !

’Benn warc’hoazh e vo Gouel al lapined hag ezhomm am eus

kraoñ-kelvez da fardañ ur wastell

evit ma bugale…

Gouel al lapin2.indd 16 29/04/08 10:50:32

1�

N’emañ ket pell ar c’hazh-koad o tastum kraoñ-kelvez, ha Mammig Lapin da lakaat ar c’hraoñ-kelvez en he faner e-kichen vi ar yarig rous, bleud al logod, mel ar gwenan ha laezh ar vuoc’h.

Kenavo ha trugarez, kazh-koad ! Deus warc’hoazh d’ar gouel gant da diegezh, ’tro teir eur e krogo !

Gouel al lapin2.indd 17 29/04/08 10:50:37

8

Gouel al lapin2.indd 18 29/04/08 10:50:40

1�1�

Deuet eo Mammig Lapin en-dro d’ar gêr leun he faner. Ha graet he deus buan toaz ar wastell gant vi ar yarig rous, bleud al logod, mel ar gwenan, laezh ar vuoc’h ha kraoñ-kelvez ar c’hazh-koad. Lakaet he deus goude-se ar wastell da boazhañ er forn, ha gant ar c’hwezh vat an hini eo bet dihunet al lapined bihan.Ranket o deus gortoz betek teir eur a-raok kregiñ gant ar gouel.

Gouel al lapin2.indd 19 29/04/08 10:50:42

Nag a dud ! Aze e oa ar yarig rous gant ar c’hog hag ar poñsined, al logod, ar gwenan, ar vuoc’h, an tarv hag al leue, ar c’hizhier-koad…an tarv hag al leue, ar c’hizhier-koad

Gouel al lapin2.indd 20 29/04/08 10:50:47

21

Dañsal ha kanañ a oa bet graet betek debriñ ar wastell hag evañ ur bannig chug-karotez… Na mat !

Gouel al lapin2.indd 21 29/04/08 10:50:50

Siwazh, e oa al lapined bihan o soñjal, ne vez graet ur gouel ’seurt-se nemet ur wezh ar bloaz…

10

Gouel al lapin2.indd 22 29/04/08 10:50:54

23

Gouel al lapin2.indd 23 29/04/08 10:50:57

127

Page 3: c’h Marivon Berr Gouel al lapined · Oc’h ober petra emaint ? Pet lapin bihan zo ? Petra zo o kouezhañ e-barzh ar sac’h ? Kenavo ha trugarez, logod Petra zo e-barzh paner ar

2. Labour lenn

– Er c’haier Deskomp Lenn 3 p.102 : Klask ar gerioù : ar yarig rous, Mammig Lapin, gouel al lapined, ur vi, bugale. Kelc’hiañ ar gerioù anavezet. Lenn an destenn.

– Lenn ar pajennoù 8 ha 9 en albom. Lennet e vez ar memes testenn kinniget en un doare all. Komzoù ar vamm lapin zo en ur glo-gorenn. Lakaet e vo war wel talvoudegezh ar glogorenn : pa vez ar vamm lapin o komz e vez implijet ar c’hentañ gour : me, am eus ; pe an eil gour : pedet out. An testennoù all a vez lavaret gant ar c’honter. Lenn ar pajennoù all en ur lakaat war wel ar frazennoù hag a zo heñvel pe dammheñvel.

3. Labour dre skrid Fichennoù A - B - C. Kaier 3, p. 106 : klokaat an istor.

128

Page 4: c’h Marivon Berr Gouel al lapined · Oc’h ober petra emaint ? Pet lapin bihan zo ? Petra zo o kouezhañ e-barzh ar sac’h ? Kenavo ha trugarez, logod Petra zo e-barzh paner ar

Ma anv : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Mammig Lapin a ya da di da di. Skriv e ti piv ez a ha petra a c’houlenn.

Gouel al lapined Fichenn A

129

Page 5: c’h Marivon Berr Gouel al lapined · Oc’h ober petra emaint ? Pet lapin bihan zo ? Petra zo o kouezhañ e-barzh ar sac’h ? Kenavo ha trugarez, logod Petra zo e-barzh paner ar

Ma anv : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Pelec’h emañ al loened o kousket ? Klokaat pep frazenn.

Gouel al lapined Fichenn B

Ar ........................................ zo o kousket en ur .......................................................

Ar ........................................ zo o kousket war .......................................................

Ar ........................................ zo o kousket er .......................................................

Ar ........................................ zo o kousket en ur .......................................................

Al ........................................ zo o kousket en o .......................................................

130

Page 6: c’h Marivon Berr Gouel al lapined · Oc’h ober petra emaint ? Pet lapin bihan zo ? Petra zo o kouezhañ e-barzh ar sac’h ? Kenavo ha trugarez, logod Petra zo e-barzh paner ar

Ma anv : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Klokaat pep frazenn.

Gouel al lapined Fichenn C

Ar ........................................................ o deus roet ...........................................

Ar ........................................................ he deus roet ...........................................

Ar ........................................................ he deus roet ...........................................

Ar ........................................................ en deus roet ...........................................

Al ........................................................ o deus roet ...........................................

131