6
Kelaouenn ar skolioù Miz Kerzu 2007 • Niv. 10 Emañ ar gomz gant ar vugale Choazet hon eus skrivañ diwar-benn « Park an Arvorig » peogwir e anavezomp mat anezhañ : eno emañ hon tiez hag hor skol ha gweladennet hon eus meur a lec’h. Evit sevel an niverenn-mañ eus Taboulin hon eus pedet ivez tud da sikour ac’hanomp : - Sylvie Vigouroux evit komz eus istor ar park ; - Jean-Pierre Cloareg evit komz eus al lanneier. Gweladennet hon eus ar bloaz-mañ stankell lenn an Dreneg pa oa tost goullo al lenn. Park an Arvorig Stêr an Elorn Stêr Aon Kommanna Sizun Landerne Lenn an Dreneg Kraoñ Hañveg Lenn Brenniliz

Emañ ar gomz gant ar vugale Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Park ...Taboulin Kelaouenn ar skolioù Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007 Embannet gant TES-CRDP (Ti-Embann

  • Upload
    others

  • View
    54

  • Download
    0

Embed Size (px)

Citation preview

Page 1: Emañ ar gomz gant ar vugale Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Park ...Taboulin Kelaouenn ar skolioù Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007 Embannet gant TES-CRDP (Ti-Embann

Taboulin

Kelaouenn ar skolioù Miz Kerzu 2007 • Niv. 10

Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007

Embannet gant TES-CRDP (Ti-Embann ar Skolioù)30, ru Brizeug – 22015 Sant-Brieg Cedex Pgz : + 33 (0)2 96 68 14 50 – Plr : + 33 (0)2 96 68 14 52 www.ac-rennes.fr/tes – e-mail : [email protected] an embann : Jean Le Clerc de la HerverieAozourion : Skol Diwan Kommanna. Kenurzhierez : Maryvonne Berthou.Tresadennoù : p. 2, 3 ha 5 Malo ar Menn ; p. 4 Franck Ripault.Poltriji : AP : Albert Pennec ; p. 8 : Ti ar Stêrioù SizunTon dañs Sizun notennet gant : Philippe FalusiTresadenn an titl : Gentas er Vuhé.Moullet gant Val Production Graphique, 44860 Saint Aignan de Grand Lieu. Disklêriet hervez al lezenn war ar c’hazetenniñ. Priz : 1 €

Gerioù-kroaz

Emañ ar gomz gant ar vugale

1. Servijout a ra da vagañ pesked, e ti al Lenn ez eus unan.2. Ar stêr a dremen dre lenn an Dreneg.3. Ur pemoc’h gant kalz a vlev.4. Un ti e Sant-Riwal a vez graet chug avaloù ha bara ennañ. 5. Ur stumm kizellet, e koad pe maen.6. Anv kozh Breizh hag en deus roet e anv d’ar Park.7. Ar gorriganed a vev e-barzh ha kalz a blant a zo enno.8. Ur c’harter en deus roet e anv d’al lenn.9. Evit derc’hel an dour el lenn.10. Mat da evañ.11. Hini an Dreneg a zo unan.12. An Elorn a zo unan.

4

ISBN 978-2-912905-95-6 ISSN 1632-9945 Kod CRDP 220 TE 160

Choazet hon eus skrivañ diwar-benn « Park an Arvorig » peogwir e anavezomp mat anezhañ : eno emañ hon tiez hag hor skol ha gweladennet hon eus meur a lec’h. Evit sevel an niverenn-mañ eus Taboulin hon eus pedet ivez tud da sikour ac’hanomp :- Sylvie Vigouroux evit komz eus istor ar park ;- Jean-Pierre Cloareg evit komz eus al lanneier.Gweladennet hon eus ar bloaz-mañ stankell lenn an Dreneg pa oa tost goullo al lenn.

Park an Arvorig

Stêr an Elorn

Stêr Aon

KommannaSizun

Landerne

Lenn an Dreneg

Kraoñ

Hañveg

Lenn Brenniliz

Iliz Kommanna

Hent kozh Kommanna-S.-Kadoù

Stêr ar VougevStêr an Elorn

An dulipezenn a skarzh an dour pa vez re.

Lenn an Dreneg

an draezhenn

A Tab Milin ARvorig.indd 2 4/12/07 11:39:09

Page 2: Emañ ar gomz gant ar vugale Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Park ...Taboulin Kelaouenn ar skolioù Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007 Embannet gant TES-CRDP (Ti-Embann

Lenn an Dreneg

Miz Kerzu 2007 Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007Taboulin niverenn 10 32

Etre Kommanna, Sizun ha S.-Kadoù emañ lenn an Dreneg. Savet eo bet goude ar sec’hor bras a oa bet e 1976. E 1982 eo bet echuet. Gant stêrioù « an Elorn » hag « ar Vougev » e vez leuniet. 220 devezh-arat e ra al lenn ha tro al lenn a ra 7 km dre vras. Stankell lenn an Dreneg a servij da gempouezañ live an dour en Elorn. Eus ar stêr-mañ e vez kemeret an dour da evañ evit tud kêrioù Brest, Landerne, Sizun, Landivizio. Ar stal-bompañ ha tretiñ an dour a zo e-kichen Landerne, war bord an Elorn, e Pont ar Bled, 40 km eus al lenn. 350 000 den a vev diwar dour ar stal-bompañ-mañ. En hañv e vefe re izel live dour an Elorn ma ne vefe ket laosket dour al lenn da vont er stêr. Seul izeloc’h live an dour en Elorn, seul vuioc’h a zour a vez laosket da vont kuit eus al lenn.

• Ur gêriadenn a zo bet beuzet dindan an dour.

Gwelet hon eus un dulipezenn ③ graet gant betoñs : servijout a ra da skarzhañ dour pa vez re el lenn.

Fanny, an animatourez eus Ti ar Stêrioù, a zo o tiskouez deomp ar stankell eus an diavaez. Deñved a vez o peuriñ war kostezioù ar stankell. E mod-se e vez touzet ar geot hep saotrañ an natur.

Bet e oamp er riboul ④ a zo e-barzh ar stankell. Fanny he doa displeget traoù deomp. Un duellenn ⑤ vras ha du a oa er riboul. Hir hor boa kavet anezhañ. Pa lakaemp ur skouarn ouzh an duellenn e klevemp an dour o tremen. Pa oamp e foñs ar stankell e klevemp an dour a oa a-us deomp o krozal evel ul loen : iskis e oa hag aon a rae deomp.

An dour a zo o tont er-maez eus ar stankell evit mont e stêr an Elorn en-dro ①. Skeiñ a ra an dour ouzh ar mogerioù gant kalz a nerzh evit gellet adpakañ oksijen.

Speurennoù betoñs ② a zo just war-lerc’h ar stankell evit gorrekaat tizh an dour.

P’hon doa gweladennet al lenn e oa tost goullo.Bep 10 vloaz e vez goullonderet al lenn evit gwelet hag-eñ n’eus toull ebet war ar stankell. Sur a-walc’h e oa ar wezh diwezhañ e oa bet goullonderet al lenn peogwir e vo mekanikoù gouest da welet an toulloù ha da gempenn anezho dindan an dour a-raok 10 vloaz.

El lenn e oa mekanikoù da strinkañ dour evit reiñ oksijen d’ar pesked peogwir ne chome ket kalz a zour d’ar poent-se ha ne oa ket bet tennet kuit ar pesked c’hoazh.

War-lerc’h e oa bet lakaet ar pesked en ul lec’h all da c’hortoz e vefe a-walc’h a zour el lenn en-dro.

• Un dluzhenn fario

1

3

4

Ar stankell2

5

A.P.

A.P.

A.P.

A.P.

A.P.

A.P.

3

1

1

Al lenn

Ar stêr

A Tab Milin ARvorig.indd 1 4/12/07 11:38:39

Page 3: Emañ ar gomz gant ar vugale Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Park ...Taboulin Kelaouenn ar skolioù Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007 Embannet gant TES-CRDP (Ti-Embann

Taboulin

Kelaouenn ar skolioù Miz Kerzu 2007 • Niv. 10

Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007

Embannet gant TES-CRDP (Ti-Embann ar Skolioù)30, ru Brizeug – 22015 Sant-Brieg Cedex Pgz : + 33 (0)2 96 68 14 50 – Plr : + 33 (0)2 96 68 14 52 www.ac-rennes.fr/tes – e-mail : [email protected] an embann : Jean Le Clerc de la HerverieAozourion : Skol Diwan Kommanna. Kenurzhierez : Maryvonne Berthou.Tresadennoù : p. 2, 3 ha 5 Malo ar Menn ; p. 4 Franck Ripault.Poltriji : AP : Albert Pennec ; p. 8 : Ti ar Stêrioù SizunTon dañs Sizun notennet gant : Philippe FalusiTresadenn an titl : Gentas er Vuhé.Moullet gant Val Production Graphique, 44860 Saint Aignan de Grand Lieu. Disklêriet hervez al lezenn war ar c’hazetenniñ. Priz : 1 €

Gerioù-kroaz

Emañ ar gomz gant ar vugale

1. Servijout a ra da vagañ pesked, e ti al Lenn ez eus unan.2. Ar stêr a dremen dre lenn an Dreneg.3. Ur pemoc’h gant kalz a vlev.4. Un ti e Sant-Riwal a vez graet chug avaloù ha bara ennañ. 5. Ur stumm kizellet, e koad pe maen.6. Anv kozh Breizh hag en deus roet e anv d’ar Park.7. Ar gorriganed a vev e-barzh ha kalz a blant a zo enno.8. Ur c’harter en deus roet e anv d’al lenn.9. Evit derc’hel an dour el lenn.10. Mat da evañ.11. Hini an Dreneg a zo unan.12. An Elorn a zo unan.

4

ISBN 978-2-912905-95-6 ISSN 1632-9945 Kod CRDP 220 TE 160

Choazet hon eus skrivañ diwar-benn « Park an Arvorig » peogwir e anavezomp mat anezhañ : eno emañ hon tiez hag hor skol ha gweladennet hon eus meur a lec’h. Evit sevel an niverenn-mañ eus Taboulin hon eus pedet ivez tud da sikour ac’hanomp :- Sylvie Vigouroux evit komz eus istor ar park ;- Jean-Pierre Cloareg evit komz eus al lanneier.Gweladennet hon eus ar bloaz-mañ stankell lenn an Dreneg pa oa tost goullo al lenn.

Park an Arvorig

Stêr an Elorn

Stêr Aon

KommannaSizun

Landerne

Lenn an Dreneg

Kraoñ

Hañveg

Lenn Brenniliz

Iliz Kommanna

Hent kozh Kommanna-S.-Kadoù

Stêr ar VougevStêr an Elorn

An dulipezenn a skarzh an dour pa vez re.

Lenn an Dreneg

an draezhenn

A Tab Milin ARvorig.indd 2 4/12/07 11:39:09

Page 4: Emañ ar gomz gant ar vugale Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Park ...Taboulin Kelaouenn ar skolioù Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007 Embannet gant TES-CRDP (Ti-Embann

Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007 Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 200776

5 - Etre Tuchenn Mikael ha Brasparzh emañ Ti an Artizaned.Ul lec’h evit degemer an artizaned hag evit diskouez o labour eo.Bez’ ez eus ur sal evit an diskoue-zadegoù savet gant arzourien Bro-C’hall. Bez’ ez eus ivez ur stal e-lec’h ma vez gwerzhet dilhad, bravigoù,

podoù graet gant pri, delwennoù korriganed ha traoù lipous da zebriñ.Er-maez ez eus delwennoù mein.

6 - Kraon Kraon a zo ur c’hourenez. Anavezet eo peogwir ez eus kalz a aodoù brav ha tornaodoù brav ivez. Bez’ ez eus kalz a borzhioù ha bez’ e c’hellomp pesketa. Bez’ ez eus ivez mougevioù ha mein bras ha brav. Bez’ ez eus un draezhenn, hini ar Palud, a zo dañjerus peogwir ez eus ur red dour kreñv-tre hag ez eus bet tud beuzet eno. A-raok e tenne Kraon e binvidigezh eus al labour-douar hag ar pesketa ha bremañ ez eo eus ar verdeadurezh vroadel hag an douristelezh. Stalioù evit an dudi a zo : ur sinema, un akrobrañch gant ur milendall da skwer. Aloubet e oa bet tachennoù gourenez Kraon gant ar soudarded alaman e-pad an Eil Brezel bed (1939-1945).Setu perak e vez gwelet « bunker »-ioù a-leizh.

1 - Ar Vougev E Kommanna ez eus ur c’harter anvet ar Vougev. War-droad e oamp aet betek eno. Aze e c’heller gwelet ur vougev graet gant meur a daol vaen. Savet e oa bet etre 2500 ha 2000 bloaz a-raok Jezuz Krist. Ur bez e oa hag a servije da zouarañ ha d’ober lid ar re varv. Roudoù a chom c’hoazh war ar mein. Ar vojenn a lâr e oant bet savet gant ar gorriganed.An doenn, graet gant 5 tamm maen, a zo etre 8 ha 10 metrad a hirder.15 tonenn eo pouez pep maen.

Deuet e oa Sylvie Vigouroux a labour e Park an Arvorig da gontañ deomp istor ar park. Labourat a ra-hi evit krouiñ traoù, ha kinnig traoù diwar-benn ar yezh, ar sevenadur. 55 den a zo o labourat er park.

Istor : E penn-kentañ tout e oa bet savet ar park evit ma vije ul lec’h pourmen evit tud ar c’hêrioù. Ar c’horonal Boger e Roazhon en doa dibabet e vije un dachenn evit ober war-dro ar glad e 1969 : an dachenn a zo deuet da vezañ Park an Arvorig, ar park kentañ savet e Bro-C’hall. Ouzhpenn 40 park naturel a zo bremañ e Bro-C’hall a-bezh. Da gentañ ne oa nemet tachennoù douar e Park an Arvorig ha da c’houde e oa bet lakaet kumunioù a-bezh Park an Arvorig : 10 kumun evit kregiñ. 39 kumun a zo bremañ er park ha 3 o deus sinet un emglev gant ar park. An Arvorig eo anv kozh Breizh. Al lec’h-se a zo bet dibabet peogwir eo dispar. Perak ur park ?Pal ar Park a zo labourat war ar glad, an danvez-bro : da lâret eo ober war-dro traoù eus ar vro hag a zo en arvar da vezañ kollet : al loened, an tiez, ar yezh, an dañs, ar c’han, ar gouren...Tiez kozh a zo dalc’het gant ar Park evit diskouez penaos e vezent savet ha penaos e veve an dud enno gwezhall : ti Korneg, ti an Aotrou Person.Klasket e vez derc’hel ar micherioù kozh aet da get e mirdi ar micherioù kozh en Argol.Sevenadur ar vro a zo a-bouez en oberennoù ar Park : aozet e vez abadennoù dañs, beilhadegoù e-barzh kumunioù ar Park, e-pad an hañv, adalek miz Mezheven betek miz Gwengolo.Kenstrivadegoù a vez aozet : kanañ, seniñ pe dañsal ar gavotenn e Menez Meur, Kan ar Bobl e Gwerliskin, Hañveg...Evit piv ? Evit an dud a vev e Breizh, dreist-holl war tachenn ar Park hag e Penn-ar-Bed, met ivez evit an douristed a zeu ingal da weladenniñ hor bro. Penaos ez a en-dro ?Paeet e vez mont en-dro ar Park gant ar c’humunioù, an Departamant hag ar Rannvro. Ur prezidant a zo dilennet gant ur bodad 35 den, dileuridi ar c’humunioù, an Departamant hag ar Rannvro. Ar bodad-se a ziviz war an arc’hant, an dud implijet hag ar raktresoù bras.

2 - Ti Korneg a zo e Sant-RiwalUr savadur graet e 1702 eo. An ti-mañ a oa da Yvon Korneg, ul labourer-douar pinvidik. Un ekomirdi eo deuet da vezañ. Kalz a festoù a vez aozet ennañ : fest an avaloù, marc’hadoù korn-bro, ha fest an togoù-touseg. Div forn vara hag ur waskerez avaloù a zo, e-giz-se ez eus tu

da ziskouez an teknikoù a veze implijet gwezhall evit fardañ bara pe sistr. Ul leur a zo a servije evit dornañ an eost, da lavaret eo, evit dispartiañ ar greun diouzh ar plouz. E-barzh an ti e veve al loened gwezhall. Dispartiet e oant diouzh an dud gant mein glas bras. Tommañ a raent an ti dre o aezhenn. Gwezhall-gozh ne oa tommerez ebet en tiez.E-kichen an ti ez eus ur werjez vras evit derc’hel gouennoù avaloù a bep seurt.

4 - E Sizun emañ Ti al Lenn, e kichen ar stan-kell. Savet eo bet e 1988.E Ti al Lenn ez eus ur vagerezh-pesked.E-barzh ez eus dluzh fa-rio, dluzh kanevedenn. Ur vaketenn eus al lenn a zo hag unan eus ar stankell. Diskouez a ra al lenn hag an trowar-droioù. Ti al Lenn a labour gant Ti ar Stêrioù. Ober a reont war-dro diskouez ar stankell, al lenn hag al loened a vev tro-dro.

3 - Menez Meur eo al lec’h evit al loened. Eno e vezont diskouezet ha graet e vez bruderezh evito. Ul lec’h darempredet eo ivez ma vez pre-net ha gwerzhet loened ennañ.

53

6

4

2

1

B tab PARKARVORIG.indd 2 4/12/07 10:01:08

Page 5: Emañ ar gomz gant ar vugale Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Park ...Taboulin Kelaouenn ar skolioù Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007 Embannet gant TES-CRDP (Ti-Embann

Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007 Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 200758

Deuet e oa Jean-Pierre eus milinoù Kerouad Kommanna d’ar skol.D’ar mintin‚ pa oa erruet‚ en doa diskouezet deomp fotoioù eus menez Are tennet diwar ul loarell. War ar fotoioù-se e welemp hentoù, parkeier, kêriadennoù ha lanneier hag a oa teñvaloc’h o liv ha kalz brasoc’h eget ar parkeier. War lec’hioù uhelañ ar menezioù e vez kavet al lanneier.

Sellet hor boa ivez ouzh ur film a ziskoueze petra a veze graet gant al lann : ar plant yaouank a veze malet da reiñ d’ar c’hezeg, ar plant kozh a veze lakaet da sec’hiñ a-raok bezañ lakaet er c’hrevier.

Hent ar gorriganed hor boa heuliet. Da gentañ e oa parkeier, war-lerc’h gwez bezv hag haleg ha goude lanneier : raden, lann, balan ha brug a ya d’ober anezho.

1 E Sizun ha KommannaHag ivez Sant-Kadoù Stêr an Elorn a redeE-kreiz ar pradennoù.

2 En he dour sioulik ha sklaerAr pesked a lamme’Barzh ar gwez bord ar richer Laboused a gane.

3 Pa gouezhe puilh ar glav bras’Sortie diouzh he gwele.Met raktal brav an amzer ’Rantre ’barzh adarre.

4 Luc’hiañ ’rae evel arc’hant En heol benniget E sklêrijenn al loar Pe lagad ar stered.

5 E kêriadenn an Dreneg Tost d’ar Menez Are E peoc’h e-touesk al lannTiegezhioù a veve.

6 Ar vilin ’vale an edD’an holl dud tro-war-dro.Dour ’ruilhe war ar rod vrasEvit he c’has en-dro.

7 Un diviz ’neus kellidetE spered meur a zen :Soñjal sevel ur fardellE traonienn an Dreneg.

8 An dour deus richer Elorn’Dije talvoudegezhEvit magañ ar c’hêrioùA zo en dienez.

9 ’Benn seveniñ an divizKalz tud ’deus bet prederEr soñj pe en oberenn’Deus ranket kendelc’her.

10 Ar vilin zo bet beuzetAn ti hag ar c’hrevierDiv atant e Stamouesac’h Da ober ar fardell.

11 Pemp warn-ugent metr donder Ur foz zo bet kleuziet Da zelc’her dour ar richerEvit formiñ ul lenn.

12 Lonket ’z eus daou c’hant ugent Devezh-arat douarMekanikoù ’deus krozetE-pad pevar bloaz.

13 Hag e-kichen al LammfroudSkedus hag arc’hantetEvit treuziñ ar fardell Ur pont zo bet savet.

14 Gwelit diwar e c’horreMenezioù an AreAr gweled ha tro-war-droKaer eo d’ho lagadoù.

15 Hag er bloavezh mil nav c’hantDaou ha pevar-ugent ’Oa echuet ar fardellE kalon an draonienn.

16 En Dreneg gwezhall divrudEz eus kalz cheñchamantHirio eo anavezetE pevar c’horn ar Frañs.

17 Tudoù deus nort Penn-ar-BedTroit ho tuellennoùDour an Elorn a strinko Evit hoc’h ezhommoù. 18 D’an holl dud ’deus bet enkrezUr ger a drugarezRak en desped d’an tregas’Mañ war-sav ar fardell.

N’omp ket erruet en nec’h c’hoazh met gwelet a reomp lodennoù disheñvel ar gweledva e-giz war ar foto tennet diwar ul loarell : ar parkeier, ar gwez hag al lanneier.

• Ne c’hellomp ket pignat uheloc’h, n’eus plantenn ebet ken met avel zo forzh pegement.

Kanaouenn dañs Sizun, savet gant Marie Manac’h eus Sizun ha kanet deomp gant Yvonne Toulec

1. Bourk Kommanna2. Hent Sizun-Karaez3. Al lanneier4. Bourk Boneur5. Tuchenn Gador6. Parkeier7. Lenn an Dreneg

3

1

2

7

4

5

6

• Jean-Pierre o tiskouez brug deomp.

• O pignat a-dreuz al lanneier emaomp : strizh ha serzh eo an hent.

A.P.

BD

ORT

HO

(r)

- © IG

N-P

aris

200

7 - A

utor

isat

ion

n° 4

1.07

76 -

• Foto Menez Are tennet diwar ul loarell.

• Jean-Pierre o tiskouez lann deomp.

Page 6: Emañ ar gomz gant ar vugale Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Park ...Taboulin Kelaouenn ar skolioù Miz Kerzu 2007 • Niv.10 Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007 Embannet gant TES-CRDP (Ti-Embann

Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 2007 Taboulin niverenn 10 Miz Kerzu 200758

Deuet e oa Jean-Pierre eus milinoù Kerouad Kommanna d’ar skol.D’ar mintin‚ pa oa erruet‚ en doa diskouezet deomp fotoioù eus menez Are tennet diwar ul loarell. War ar fotoioù-se e welemp hentoù, parkeier, kêriadennoù ha lanneier hag a oa teñvaloc’h o liv ha kalz brasoc’h eget ar parkeier. War lec’hioù uhelañ ar menezioù e vez kavet al lanneier.

Sellet hor boa ivez ouzh ur fi lm a ziskoueze petra a veze graet gant al lann : ar plant yaouank a veze malet da reiñ d’ar c’hezeg, ar plant kozh a veze lakaet da sec’hiñ a-raok bezañ lakaet er c’hrevier.

Hent ar gorriganed hor boa heuliet. Da gentañ e oa parkeier, war-lerc’h gwez bezv hag haleg ha goude lanneier : raden, lann, balan ha brug a ya d’ober anezho.

1 E Sizun ha KommannaHag ivez Sant-Kadoù Stêr an Elorn a redeE-kreiz ar pradennoù.

2 En he dour sioulik ha sklaerAr pesked a lamme’Barzh ar gwez bord ar richer Laboused a gane.

3 Pa gouezhe puilh ar glav bras’Sortie diouzh he gwele.Met raktal brav an amzer ’Rantre ’barzh adarre.

4 Luc’hiañ ’rae evel arc’hant En heol benniget E sklêrijenn al loar Pe lagad ar stered.

5 E kêriadenn an Dreneg Tost d’ar Menez Are E peoc’h e-touesk al lannTiegezhioù a veve.

6 Ar vilin ’vale an edD’an holl dud tro-war-dro.Dour ’ruilhe war ar rod vrasEvit he c’has en-dro.

7 Un diviz ’neus kellidetE spered meur a zen :Soñjal sevel ur fardellE traonienn an Dreneg.

8 An dour deus richer Elorn’Dije talvoudegezhEvit magañ ar c’hêrioùA zo en dienez.

9 ’Benn seveniñ an divizKalz tud ’deus bet prederEr soñj pe en oberenn’Deus ranket kendelc’her.

10 Ar vilin zo bet beuzetAn ti hag ar c’hrevierDiv atant e Stamouesac’h Da ober ar fardell.

11 Pemp warn-ugent metr donder Ur foz zo bet kleuziet Da zelc’her dour ar richerEvit formiñ ul lenn.

12 Lonket ’z eus daou c’hant ugent Devezh-arat douarMekanikoù ’deus krozetE-pad pevar bloaz.

13 Hag e-kichen al LammfroudSkedus hag arc’hantetEvit treuziñ ar fardell Ur pont zo bet savet.

14 Gwelit diwar e c’horreMenezioù an AreAr gweled ha tro-war-droKaer eo d’ho lagadoù. 15 Hag er bloavezh mil nav c’hantDaou ha pevar-ugent ’Oa echuet ar fardellE kalon an draonienn.

16 En Dreneg gwezhall divrudEz eus kalz cheñchamantHirio eo anavezetE pevar c’horn ar Frañs.

17 Tudoù deus nort Penn-ar-BedTroit ho tuellennoùDour an Elorn a strinko Evit hoc’h ezhommoù. 18 D’an holl dud ’deus bet enkrezUr ger a drugarezRak en desped d’an tregas’Mañ war-sav ar fardell.

N’omp ket erruet en nec’h c’hoazh met gwelet a reomp lodennoù disheñvel ar gweledva e-giz war ar foto tennet diwar ul loarell : ar parkeier, ar gwez hag al lanneier.

� Ne c’hellomp ket pignat uheloc’h, n’eus plantenn ebet ken met avel zo forzh pegement.

Kanaouenn dañs Sizun, savet gant Marie Manac’h eus Sizun ha kanet deomp gant Yvonne Toulec

1. Bourk Kommanna2. Hent Sizun-Karaez3. Al lanneier4. Bourk Boneur5. Tuchenn Gador6. Parkeier7. Lenn an Dreneg

3

1

2

7

4

5

6

� Jean-Pierre o tiskouez brug deomp.

� O pignat a-dreuz al lanneier emaomp : strizh ha serzh eo an hent.

A.P.

BD

ORT

HO

(r)

- © IG

N-P

aris

200

7 - A

utor

isat

ion

n° 4

1.07

76 -

� Foto Menez Are tennet diwar ul loarell.

� Jean-Pierre o tiskouez lann deomp.

� O pignat a-dreuz al lanneier emaomp : strizh ha serzh eo an hent.

B tab PARKARVORIG.indd 1 4/12/07 10:01:01