1
Naoned zo ur gêr e kornôg ar Frañs hag e Su Breizh. Tost da 300 000 a dud zo o chom enni. Gant an holl gêrioù a zo tro-dro dezhi ez eus war dro 800 000 den o chom e korn-bro Naoned. E 2007 e oa Naoned ar c’hwec’hvet brasañ kêr e Frañs hag an hini gentañ e Breizh. Al Liger a dremen e kêr Naoned ha gant he div vrec’h e kelc’h enezenn Naoned. E penn departamant al Liger-Atlantel emañ Naoned. Ur gêr brav-tre eo gant he monumantoù kozh-tre evel : kastell duged Breizh, an Tour LU, mirdi an Arzoù kaer, mirdi ar Moullerezh, mirdi Istor an natur, ar passage Pommeraye a zo ur straed diabarzh etre ar stalioù, hag ar mirdi Dobrée. Er mirdi-se ez eo miret kalon Anna Vreizh. E mare galian-ha-roman an Arvorig, a-raok ar bloavezhioù 400, e oa Naoned kêr-benn ur boblad anvet Namneded. E 851, Erispoe, mab Nominoe, en doa gounezet ur brezel a-enep Charlez ar Moal roue Bro-C’hall hag anavezet oa bet evel roue gantañ. Ren a rae Erispoe war ur vro brasoc’h eget Breizh pemp departamant a hiriv. Deuet e oa Naoned da vezañ kêr-benn dugelezh Breizh. Ne vo ket gwir ken pa vo staget Breizh ouzh ar Frañs e penn-kentañ ar XVI vet kantved. © Régis Routier | Ville de Nantes Kêr Naoned

Kêr Naoned - Réseau Canop逦 · kêr Naoned ha gant he div vrec’h e kelc’h enezenn Naoned. E penn departamant al Liger-Atlantel emañ Naoned. Ur gêr brav-tre eo gant he

  • Upload
    others

  • View
    0

  • Download
    0

Embed Size (px)

Citation preview

Page 1: Kêr Naoned - Réseau Canop逦 · kêr Naoned ha gant he div vrec’h e kelc’h enezenn Naoned. E penn departamant al Liger-Atlantel emañ Naoned. Ur gêr brav-tre eo gant he

Naoned zo ur gêr e kornôg ar Frañs hag e Su Breizh. Tost da 300 000 a dud zo o chom enni. Gant an holl gêrioù a zo tro-dro dezhi ez eus war dro 800 000 den o chom e korn-bro Naoned. E 2007 e oa Naoned ar c’hwec’hvet brasañ kêr e Frañs hag an hini gentañ e Breizh. Al Liger a dremen e kêr Naoned ha gant he div vrec’h e kelc’h enezenn Naoned. E penn departamant al Liger-Atlantel emañ Naoned.

Ur gêr brav-tre eo gant he monumantoù kozh-tre evel : kastell duged Breizh, an Tour LU, mirdi an Arzoù kaer, mirdi ar Moullerezh, mirdi Istor an natur, ar passage Pommeraye a zo ur straed diabarzh etre ar stalioù, hag ar mirdi Dobrée. Er mirdi-se ez eo miret kalon Anna Vreizh. E mare galian-ha-roman an Arvorig, a-raok ar bloavezhioù 400, e oa Naoned kêr-benn ur boblad anvet Namneded. E 851, Erispoe, mab Nominoe, en doa gounezet ur brezel a-enep Charlez ar Moal roue Bro-C’hall hag anavezet oa bet evel roue gantañ. Ren a rae Erispoe war ur vro brasoc’h eget Breizh pemp departamant a hiriv. Deuet e oa Naoned da vezañ kêr-benn dugelezh Breizh. Ne vo ket gwir ken pa vo staget Breizh ouzh ar Frañs e penn-kentañ ar XVIvet kantved.

© R

égis

Rou

tier |

Ville

de

Nan

tes

Kêr Naoned