12
Ar gazetenn sizhuniek e brezhoneg Niv. 195 – 1,5 € an niverenn – Gwener 27 a viz C'hwevrer 2009 Radio Kerne : abadennoù nevez (p. 2) Ouzhpenn ur bier mat eo Coreff... Un ostaleri blijus eo ivez ! 2 plas an ti-gar, 29270 Karaez Un emgav gant Klervi Abalain Plac'h al levrioù eo Klervi Abalain, le- vraouegerez ma ’z eo e Kêr Vrest. Hogen, a bep seurt kefridioù a vez fiziet enni, en o zouez unan a dalvoudegezh : ober ar bazh- valan etre bugale ha tud-kozh dre al lenn e brezhoneg. (p. 12) SEVENADUR (p. 5) Gouelioù an nevez-amzer e bro Vrest DANEVELL (p. 8) Loõnig paoul, un istor skrivet e-giz lâret e bigoudenneg Gouel an Ened : Douarnenez livet-flamm Gouren : ur staj etrevroadel da eskemm teknikoù (p. 4) KSB : Patrick Malrieu a laosk kador ar prezidant da Dangi Louarn (p. 2) Dalc'het e oa bet gouelioù meur an Ened e Douarnenez etre ar Sadorn 21 hag ar Merc'her 25 a viz C'hwevrer. O livioù ha gwiskamantoù farsusañ ha lufrusañ o deus gwisket ar pennoù-sardin e- pad pevar deiz a riboul-kaer. Ur plac'h e oa an den Paolig er bloaz-mañ. (p. 5)

Ya niverenn 195

Embed Size (px)

DESCRIPTION

Hebdomadaire en breton

Citation preview

Ar gazetenn sizhuniek e brezhoneg Niv. 195 – 1,5 € an niverenn – Gwener 27 a viz C'hwevrer 2009

Radio Kerne : abadennoù nevez (p. 2)

Ouzhpenn ur bier mat eo Coreff... Un ostaleri blijus eo ivez !

2 plas an ti-gar, 29270 Karaez

Un emgav gant Klervi AbalainPlac'h al levrioù eo Klervi Abalain, le-vraouegerez ma ’z eo e Kêr Vrest. Hogen, a bep seurt kefridioù a vez fiziet enni, en o zouez unan a dalvoudegezh : ober ar bazh-valan etre bugale ha tud-kozh dre al lenn e brezhoneg. (p. 12)

SEVENADUR(p. 5)

Gouelioù an nevez-amzer e bro Vrest

DANEVELL(p. 8)

Loõnig paoul, un istor skrivet

e-giz lâret e bigoudenneg

Gouel an Ened : Douarnenez livet-flamm

Gouren : ur staj etrevroadel da eskemm teknikoù (p. 4)

KSB : Patrick Malrieu a laosk kador ar prezidant da Dangi Louarn (p. 2)

Dalc'het e oa bet gouelioù meur an Ened e Douarnenez etre ar Sadorn 21 hag ar Merc'her 25 a viz C'hwevrer. O livioù ha gwiskamantoù farsusañ ha lufrusañ o deus gwisket ar pennoù-sardin e-pad pevar deiz a riboul-kaer. Ur plac'h e oa an den Paolig er bloaz-mañ. (p. 5)

2

Ya ! N I V 1 9 5 – G w e n e r 2 7 a v i z C ' h w e v r e r 2 0 0 9

A-nevez

Mediaoù

Mikro digor ha boued nevez war Radio Kerne

Kinnig a ra skipailh Radio Kerne kregiñ ar bloaz 2009 gant program-moù nevez. Muioc'h a voued fresk a vo degaset d’ar selaouerien bep sizhun, keleier hag ivez abadennoù war ar c'hoariva, ar sonerezh hen-gounel, war buhez ar vro... Emañ ur vandennad merc'hed diroll e soñj da reiñ bec'h d’ar baotred ur wech ar miz ivez.

Reiñ muioc'h a lusk d’ar gael program-moù a ra skipailh Radio Kerne, ar radio hollvrezhonek staliet e Ploneiz. Bremañ e vez klevet an abadennoù e Kerne-Izel a-bezh ha betek aodoù Bro-Leon ha treuzoù bro an Oriant. « Da gentañ hon eus adframmet abadenn ar min-tin, ’Tal ar c'hafe etre 7e30 ha 9e30, a-benn skignañ reportajoù ha reiñ ar gaoz war-eeun d’an dud a ra an aktu pe a zo gouest d’he dielfennañ » a

zispleg Mikael Baudu, deuet da labou-rat a youl-vat er radio e-pad un nebeud mizioù, da skoazellañ ar skipailh d’ober un tamm kempenn d’ar programmoù. Setu ma vez kaoz deus disoc'hoù ar sport d’al Lun vintin, deus politik d’ar Meurzh. Digoret e vez ar mikro da Vretoned an estrenvro d’ar Merc'her mintin : « Lod a zo e Kembre, e Ga-liza, en Alamagn, ha memes e Ban-gkok pe c'hoazh er Patagoni e-lec'h m’hon adkavet Fañch Gwenn a-dru-garez da Facebook ! » Ingaloc'h ha stankoc'h e vez ar c'heleier bremañ ivez, e-kerzh ’Tal ar c'hafe ha da vareoù all e-kerzh an devezh : da greis-teiz gant Radio Kerne e-unan ha gant an abadenn Keleier ar Vro, da 5 e 30 ha da 6 e 45 gm, a vez kenbroduet gant ar rouedad Brudañ ha Skignañ (Arvorig FM, Radio Kerne, Radio Kreiz Breizh ha Radio Bro-Gwened).

Buhez ar vroDigeriñ ar radio kevredigezhel d’ar bed a-bezh sed aze pal ar bare neuze, hag ivez e wriziennañ en e vro, evel m’hen displeg Lou Millour, animatourez : « Bep sizhun, d’ar Meurzh etre 7 e ha 7 e 45 d’abardaez, e vo laosket ar studio gant un emglev-bro bennak, d’e skipailh da gontañ buhez an ta-kad-mañ-takad. A bep eil e vo klevet tud eus Ti ar Vro Kemper, eus Starti-jenn ar Vro Vigoudenn, eus Emglev Douarnenez ha Tud Bro Konk, pep aozadur d’e dro. » C'hoariva, sonerezh ha merc'hedSetu ma vo fiziet abadennoù nevez e tud a youl-vat hiviziken, hag ouzhpenn da re an emglevioù-bro e vo gouestlet ur pennad-amzer d’un dachenn arben-nik bep Sadorn etre 4 e 30 ha 5 e 15. Gant Katell Uguen, implijadez yaouank er radio, e vo kenurzhiet an holl abaden-noù-mañ memestra, da zegas skoazell war an teknik pe an aozañ. Kaoz a vo eus teatr brezhonek e Komz kreñv ha distagañ mat gant Tony Fori-cheur, aktour. « Pediñ a rin kenseurted da zisplegañ aktu leurennoù ar vro, da embann o alioù, o raktresoù... » a gemenn an hini a zo ivez goprad ar gengevredigezh C'hoariva. Maelan Joubin a bledo gant ar sone-rezh hengounel e Trouz ar plañchod, bep eil ha pevare Sadorn ar miz. He-mañ ivez a bedo ur soner hag a vo la-kaet da gontañ kaoz war e sonerezh, e awen, « ha da respont da c'houlen-noù dic'hortoz, un doare da ginnig tuioù dianavet anezhañ » a resisa an animatour yaouank. Unan dibar war gwagennoù brezhonek ar vro eo nevezinti diwezhañ radio

Skipailh Radio Kerne, en e bezh pe ’gozik, a ginnig un dornad abadennoù nevez ha fresk da selaouerien Kerne-Izel.

Ploneiz : bep miz e vo roet e bege-ment d’ur paotr bennak gant ur stro-pad merc'hed lemm ha distagellet mat o zeod. Ha prometiñ a reont dija e vo bec'h warnañ : « Kalonek ha douget d’ar fent e ranko bezañ hor gouzañ-ver bep taol » emeze. Jahin, Dornata, Sko-ga’ta’ ha Bourevia, lesanvioù ar merc'hed, a ro un tañva resis a-walc'h eus spered an abadenn bet anvet Ene-zenn ar garantez...

Ur rekipe hag a ra berzhPelloc'h evit metoù ar vrezhonegerien eo brudet Radio Kerne, ha kement-se a-drugarez d’ar roll sonerezh a vez dibabet ha skignet gant Gael Helary. « Ene ar radio eo hemañ en ur mod p’eo gantañ ivez e vez roet he son d’ar chadenn » eme Vikael Baudu. « 50 % a sonerezh eus ar vro hag 50 % eus ar bed a-bezh, traoù ha ne vezont ket klevet kalz war radioioù all ouzhpenn, sed aze hor sekred burzhudus. Kendalc'het e vo gantañ pa ouzomp mat e chom ur bern se-laouerien feal da Radio Kerne abaoe bloavezhioù abalamour d’ar muzik, hag int divrezhoneg » a embann Lou Millour.

Tal ar c'hafe : bemdez etre 7 e 30 ha 9 e 30 gant Laetitia Fitamant ha Gael Morin.Enezenn ar garantez, Trouz ar plañ-chod, Komz kreñv ha distagañ mat : bep Sadorn, a bep eil, etre 4 e 30 ha 5 e 15 (adskignet d’ar Sul, da 5 e, ha d’ar Yaou, da 7 e). Adkavit programmoù Radio Kerne war 90.2, 92.0, 97.5 FM hag ivez war ar gen-rouedad, http://radiokerne.antourtan.org.

Kuzul Sevenadurel Breizh

Tangi Louarn, ar prezidant diwezhañ ?D’ar Sadorn 20 a viz C'hwevrer e oa bet dalc'het emvod-meur Kuzul Sevenadurel Breizh e Palez Ken-dalc'hioù Pondi. Tangi Louarn a zo bet dilennet da brezidant war-lerc'h c'hwec'h vloaz gant Patrick Malrieu e penn an aozadur. Kaoz ’zo bet ivez eus treuzfurmadur ar c'huzul en un trede kambr staget ouzh Rannvro Breizh, eus an danvez-lezenn war ar yezhoù hag eus ar raktres adaozañ ar rannvroioù.

Patrick Malrieu en doa divizet chom hep lakaat e anv ur wech ouzphenn. D’ar Sadorn 20 a viz C'hwevrer e oa bet dilennet Tangi Louarn da brezidant KSB neuze. Sur-mat ne vo ket evit ur prantad daou vloaz evel skrivet er reo-lennoù avat. « Dilennet on bet evit ur c'houlzad berr dre ma vo cheñchet statud an aozadur a-raok pell. Dont a raio da vezañ un trede kambr stag ouzh Rannvro Breizh evel ar C'huzul ekonomikel ha sokial. Savet e vo ur

c'hevread kevredigezhioù sevena-durel all a chomo distag diouzh ar C'huzul-Rannvro memestra » eme Dangi Louarn. Votet e vo krouidigezh an trede kambr gant Kuzul-Rannvro Brei-zh e-kerzh abadenn ar Gwener 27 a viz Meurzh. Ma vez asantet e vo kinniget gant ar c'hevredigezhioù sevenadurel anvioù tud hag a c'hellfe kemer perzh e KSB nevez, dileuridi eus ar c'hevre-digezhioù, kelennerien, skolveuridi ha

tud arbennik. Ha kadarnet e vo an dud gant Jean-Yves Le Drian a-benn ar fin.

Lezenn war ar yezhoù hag adunidigezh BreizhMennet eo izili KSB da gemer perzh en tabutoù a vez ar mare-mañ a-zivout an danvez-lezenn war ar yezhoù a zeuio da heul ar cheñchamant er Vonreizh. « War hir dermen e vez graet al labour-se. Prederiañ a reomp war ar pezh a

garfemp gwelet meneget el lezenn-se a-fed deskadurezh, mediaoù, pe buhez foran da skouer » a resisa Patrick Malrieu. Ar poentoù all a zo bet graet anv anezho e-pad an emvod-meur eo labour bodad Balladur hag an adunaniñ. « Ur prantad pouezus eo ar mare-mañ evit ar stourm da aduna-niñ Breizh. Evit ar wech kentañ e vez kaoz eus ar gudenn-se en divizioù er bed ekonomikel koulz hag er bed po-litikel » eme ar prezidant kozh.

Burev KSBE-kichen Tangi Louarn, prezidant ne-vez KSB, emañ Anna Ar Beg (sekretou-rez), Rohan Helou (teñzorer), Yannig Baron (bez-prezidant e-karg eus an darempredoù gant Skol-Uhel ar Vro), Alan ar Gal (bez-prezidant e-karg eus an deskadurezh), Jean-Yves Bourriau (bez-prezidant e-karg eus ar strollad labour war an adunaniñ) ha Paul Molac (bez-prezidant e-karg eus ar gwir hag an darempredoù etrevroadel).

Tangi Louarn (e-kreiz) a zeu war-lerc'h Patrick Malrieu e penn Kuzul Sevenadurel Breizh. Gantañ er burev adaozet, c'hwec'h den, Paul Molac en o zouez (a-gleiz).

Ya !

3

N I V 1 9 5 – G w e n e r 2 7 a v i z C ' h w e v r e r 2 0 0 9

A-nevez

Sokial

Gwadeloup : skoaz-ouzh-skoaz dirak Oceanopolis

Skolioù-Meur

Roazhon 2 e penn an emsav c'hoazh

D’al Lun 23 a viz C'hwevrer o doa mouezhiet studierien Roazhon 2 ha Naoned evit kenderc'hel da stankañ hag ac'hubiñ o skolioù-meur. Kelen-nerien Roazhon 2 o doa graet ar me-mes tra. Pal ar jeu ? Lakaat maodier-

nez an Deskadurezh-Stad da intent n’int ket laouen gant he raktres diwar-benn statud ar gelennerien-klaskerien hag emrenezh ar skolioù-meur.

Harz-labour a oa bet evit meur a zevezh gant ar gelennerien hep ma virfe ouzh darn vrasañ ar studierien da heuliañ o c'hentelioù.D’ar 4 a viz C'hwevrer e oa bet bodet ur mil den bennak e-doug un emvod-meur war ar c'hampus. Abaoe an devezh-se avat e krog an traoù da vezañ kaletoc'h : votet an harz-labour gant ar studierien o-unan, ha divizet ac'hubiñ ar skol-veur. Meur a vanifestadeg a oa bet da heul e kêr Roazhon ha votet an harz-labour ivez e skolioù-meur Naoned ha Lan-

Embannet ganto e soutenont an LKP* en o stourm e oa emgavet 150 den dirak Oceanopolis d’ar Sa-dorn 21 a viz C'hwevrer, e dibenn ar sizhunvezh gouestlet d’ar Gwa-deloup e akwariom ar meurvorioù. Koun a zo bet graet d’ar sindika-lour Jacques Bino, muntret d’an 18 a viz C'hwevrer e Point-à-Pitre.

D’ar Meurzh e oa bet kaset keloù eus emgav ar Sadorn. War anv daouzek strollad ha sindikad e oa kinniget ur brezegenn hag ur vunutenn didrouz. Miz ’zo emañ tud enez ar Gwadeloup o telc'her mat gant an harz-labour, feuls ar jeu un tamm partout eno. Goulenn a ra groñs an LKP e teufe ur c'hresk a 200 € war ar goproù gant ar c'heroc'h m’eo ar vuhez a zeiz da zeiz war an enezenn. Lakaat ar prizioù eno a-live gant re ar metropol ha didaosañ produioù ar vro a zo anv d’ober ivez, hag e-se peadra da zivec'hiañ an enezidi war ar pemdez.

Etre mell-droad ha politik

D’ar Merc'her 18, en Telegramm, e oa bet roet ar gaoz da Steeve Elana, pa-otr ar Martinik ha diwaller-pal Stad Brest, ha da Richard Socrier, araoger eus ar Gwadeloup : « Teir pe peder gwech keroc'h e vez an traoù eno ha disheñvel-krenn ar sell ac'hann war ar c'hartennoù-post », eme ar planter palioù. Hag ar paotr Elana da ouzhpen-nañ : « Sikouret e vezemp kalz gant Aimé Césaire, aze oa un den meur evit hon heñchañ en Antilhez. Gant Domota hag an LKP n’eo ket heñvel. » Dont a ra an heklev gant Alain Kervern : « Dindan youl an UDB e oa bet emga-vioù puilh etre Aimé Césaire ha Paol Keineg, tost e oa mennozhioù an daou zen. En tu all d’an enkadenn ez a avat, abaoe 1946 e venn broioù an Anti- lhez kregiñ en o flanedenn o-unan. »

Frank Bodenes

LKP : Liyannaj Kont Pwofitasyon (Em-sav a-enep korvoerezh).

Enez ar Gwadeloup a oa lakaet war-wel en Oceanopolis betek an 22 a viz C'hwevrer. Ur 150 den eus Bro-Vrest o doa kavet e oa un digarez a-feson d’en em vodañ dirak an akwa-riom da embann o souten da stourm enezidi an Antilhez, disadorn tremenet.

Ur sonadeg gant Les Ramoneurs de Menhirs e Roazhon d’ar Merc'her 18 a viz C'hwevrer a-benn souten harz-labour ar studierien hag ivez stourm enezidi an Antilhez.

nuon (IUT).Berzh an devezh stourm etrevicherel bet dalc'het d’an 29 a viz Genver a zo chomet garanet er speredoù, pa oa diskennet ouzhpenn 160 000 den war straedoù Breizh a-benn talañ ouzh poli-tikerezh sokial gouarnamant Pariz, evel un tamm pep lec'h er C'hwec'hkogn. Faotet en doa da lod ’zo e-touesk ar studierien mont pelloc'h e-keñver ku-dennoù an deskadurezh.N’o deus ket gortozet studierien ar vro paotred ar Sorbonne evit kregiñ e-barzh ur wezh ouzhpenn. An holl o doa soñj e oa bet roet lañs d’an emsavadeg sokial bras a-enep d’ar GIK (CPE), e 2006, e Roazhon 2 just a-walc'h.Ma seblante studierien Breizh o-unan

er jeu un tamm goude ur sizhunvezh oc'h aloubiñ o skol-veur e vint broudet gant skouer kounnar labourerien ar Martinik ha Gwadeloup marteze. Diwar o skouer o deus savet studierien Roa-zhon ur galv etre-vicherel gant azgou-lennoù war dek tem.« Un tamm mat deus ar studierien a gompren e rankomp ober evel tud an Antilhez, sevel hon deiziadur, hon frogram » eme Gorentin Lemonnier di-lennet evit SLB Skol-Veur e CEVU Roa-zhon 2. « Siwazh sindikadoù Pariz a ginnig deomp devezhioù stourm un-van met pas a-raok kreiz miz Meurzh. Aon hon eus bezañ skuizh a-raok pell ma chomomp hon-unan er stourm. »

Gael Roblin

Balladur ha Sarkozy a-duTalvoudus e seblant bezañ bet gwe-ladenn dileuridi ar gevredigezh Breizh Unvan en Elysée, ha ken talvoudus all an trouz a vez graet tro-dro da vennozh an adunaniñ er mediaoù pe an darvou-doù evel an emgav a oa bet aozet pem-zektez ’zo e preti an aotrou Le Divellec e Pariz, gant un toullad pennoù brudet eus a bep seurt metoù bodet da c'hou-lenn ma vo degemeret al Liger-Atlantel e Breizh en-dro. Disklêriet en defe Edouard Balladur, hervez mammennoù tost ouzh e vo-dad-labour, e c'hellfe bezañ a-du gant mennozh an adunaniñ. Ne ouier ket avat hag-eñ en deus embannet e soñj pe hini e vodad. Hervez ur vammenn tost ouzh an Elysée c'hoazh, en dije damasantet Nicolas Sarkozy d’ar mennozh-se ivez. Pre-zidant ar Republik ne vefe ket a-enep adstagañ al Liger-Atlantel da Vreizh, evit « un taol-arnod ». Ne ouier ket pe-tra a dalv kement-se ent-resis avat. Ne bado ket pell ar suspense c'hoazh :

Liger-Atlantel e Breizh

An adunaniñ o vont war-raok c'hoazh ?

e-kerzh an div pe deir sizhun ’zo o tont e tlefe bodad Balladur embann e rentañ kont. Ha dija e klever lâret ne vefe mui nemet ur pemzek rannvro bennak...

Sinadurioù kannaded eus Breizh Pemzektez ’zo dija e oa bet embannet ur galv gant kannaded eus Breizh er Vodadeg Vroadel, un diskleriadur ofisiel a-benn goulenn ma vo « roet lañs da argerzh demokratel adunaniñ Breizh da-geñver adaozañ ar strollegezhioù tiriadel ». Daouzek kannad o deus si-net ar skrid-goulenn-se dija : Thierry Benoit (Kreiz Nevez, Il-ha-Gwilen), Loïc Bouvard (UMP Mor-Bihan), François Goulard (UMP, Mor-Bihan), Michel Grall (UMP, Mor-Bihan), Marguerite Lamour (UMP, Penn-ar-Bed), Marc Le Fur (UMP, Aodoù-an-Arvor), Gérard Lorgeoux (UMP, Mor-Bihan), Jean-René Marsac (PS, Il-ha-Gwilen), Christian Ménard (UMP, Penn-ar-Bed), Françoise Olivier-Coupeau (PS, Mor-Bihan), Christophe Priou (UMP, Liger-Atlantel) ha François de Rugy (Ar Re-C'hlas, Liger-Atlantel).

4

Ya ! N I V 1 9 5 – G w e n e r 2 7 a v i z C ' h w e v r e r 2 0 0 9

A-nevez

Philippe Chain, prezidant Paris Breton, gant ar skrivagnerien Gilles Martin-Chauffier ha Kenneth White, da-geñver un emgav-kaozeadenn eus ar seurt a vez aozet ingal gant kevredigezh Bretoned Pariz.

Bretoned divroet

Startijenn gant Paris Breton

N’eus ket pell ’zo he deus embannet ar gevredigezh Paris Breton, keflus-ker sevenadur Breizh er gêrbenn, programm hec'h obererezhioù evit ar bloaz 2009.

D’an 10 a viz C'hwevrer diwezhañ e oa bet dalc'het emvod-meur ar gevre-digezh Paris Breton, daou-c'hant ezel enni, e Ti Breizh e Pariz, e skeud tour bras Montparnasse. Un digarez eo bet da sevel bilañs obererezhioù ar bloa-vezh tremenet koulz ha da aozañ roll an hini da zont, kent lipat ur volennad etre mignoned. Stank e vo ar roll-se hevlene c'hoazh : Gouel Erwan, un dis-kouezadeg skeudennoù, un teuliad da vrudañ Breizh e bro Bariz, kaozeaden-

noù... Ur pal pennañ a oa bet lakaet da bParis Breton pa oa bet krouet e 2002 : displegañ sevenadur hag ekonomiezh war un dro. Ur wir vammenn a ditouroù a bep seurt a zo eus lec'hienn ar gevre-digezh, www.parisbreton.org. Reiñ a ra un tañva resis d’ar mennozhioù ha d’an obererezhioù puilh a vez eno. Kresket kalz eo levezon ha sked ar gevredigezh, deuet da vezañ pouezu-soc'h c'hoazh eget an ACB*. Strivañ a ra dalc'hmat a-benn kreñvaat al liam-moù etre Bretoned ar gêrbenn hag o bro a-orin. Ar varrennig-stagañ, sed aze arouez Paris Breton, unan a-feson hag a zere dres da spered ar bodad. Gant ar spered-se e oa bet aozet ar Breizh Touch da skouer. « E 2008 eo

bet pouezus-bras labour Paris Bre-ton a-benn reiñ brud ha startijenn da Di Breizh. Emvodoù, kaozeadennoù, dediadennoù gant skrivagnerien, hag ivez un nozvezh plijus gant un daou-c'hant den bennak d’an 18 a viz Even diwezhañ » a veneg Philippe Chain, prezidant bodad ar Vretoned.

Emgavioù evit 2009Er mizioù diwezhañ e oa adstaget an aozadur gant e gefridi-diazez, kin-nig emgavioù ha divizoù gant pennoù bras. Kejañ ’zo bet graet gant Alain Even (prezidant Kuzul ekonomikel ha sokial Breizh), François-Nicolas Sour-dat (Ajañs ekonomiezh Breizh), Serge Boscher, paotr Aodoù-an-Arvor (Ajañs

E-pad ur sizhun o deus eskemmet ar sportourien teknikoù gouren a vez anezho e pep hini eus o broioù evel Bro-Friz, Bro-Skos pe c'hoazh Bro-Gantabria.

Sk.

Dav

id R

ayna

l

Frañs ar postañ arc'hant dre ar bed) pe c'hoazh gant Sylvie Robert, bes-prezidantez Rannvro Breizh e-karg eus ar sevenadur. Meur a ziviz-dediañ ’zo bet kaset da benn gant ar c'hazetenner Pierre-Yves Le Priol a-gevret gant ar skrivagner Yann Queffélec ivez. Pluen-noù brudet e Breizh ’zo bet tu d’en em gavout gante, Jean Bothorel, Joël Cor-nette, Hubert Coudurier, Marylise Le-branchu ha Gilles Martin-Chauffier en o zouez. Mall eo da izili Paris Breton kejañ gant o c'houvidi gentañ : Irène Frain, Patrick Mahé, Yann Queffélec, Olivier Adam ha Michel Le Bris. Douget eo Paris Breton da vrudañ tud yaouank ha donezonet ivez. Evit-se ’z eus bet aozet un nozvezh gouestlet da bladenn diwezhañ ar ganerez ha telen-nourez Cecile Corbel. « Mennet omp da skignañ e bro Bariz ur skeudenn eus Breizh leun a startijenn, eus ur vro a zo er penn a-raok a-fed neve-ziñ war tachennoù ar skiantoù, an ekonomiezh hag ar sevenadur. Ha ken pouezus all eo deomp lakaat an niver brasañ da zizoleiñ pinvidigezh metoù ar Vretoned en-dro d’ar gêr-benn hag er bed a-bezh » a embann Philippe Chain. Emgav meur ar bloaz e vo Gouel Erwan d’ar 17 a viz Mae, aozet gant Ti ar Vretoned. Ac'hann-di emañ Paris Breton o prientiñ un dis-kouezadeg poltredoù. Ouzhpenn-se ez eus war ar stern ur c'hendiviz diwar-benn adreizhañ ar strollegezhioù hag adunaniñ Breizh. Tout kement-se a-raok ar vakañsoù, e Breizh evel-just !

Ronan Le Flécher

* ACB : Association des cadres bretons

Gouren

Ar pallenn da lec'h-eskemmGoude un troc'h a zaouzek vloaz e oa bet adkroget, e 2007, gant ar boaz sevel stajoù gouren evit ar gren-narded. Daou vloaz goude emaer c'hoazh gant ar pal adaozañ an da-rempredoù etrebroadel. Sed ar pezh a oa bet graet e Berrien e-pad ur si-zhun staj betek ar Gwener 20 a viz C'hwevrer.

E-pad ur sizhun zo bet eskemmet e-lei-zh, e Ti ar Gouren, e Berrien. Diouzh un tu, un ugent Breton bennak, diouzh an tu all strolladoù tri pe bevar c'hrennard etre 16 ha 25 vloaz o tont eus broioù liesseurt. Bro-Saoz, Bro-Dunizia, Bro-Skos, Bro-Friz hag ivez Bro-Ganta-bria, e Bro-Spagn. Da bep strollad da ziskouez sport hengounel e vro ha da zeskiñ reoù ar broioù all. « E-kerzh ur staj evel hemañ hon eus amzer da eskemm. N’eo ket evel en ur gens-trivadeg e-lec'h m’en em gav an dud evit gouren ha netra ken » eme Jean-Pierre Jaouen, is-prezidant Kevre ar Gouren, e-karg eus ar stummañ. Bep mintin a veze gouestlet d’ar gouren.

Goude merenn vihan e veze desket teknikoù ar broioù all. Etre an daou vare, troiadoù betek Montroulez pe An Uhelgoad. Ha fest-noz goude koan.

Deskiñ d’ar re yaouankAozet e oa ar staj evit prederiañ war ar mod da dreuzkas ar skiant-prenet d’ar re yaouank. Dre ziv wech eo bet lakaet ar stajidi da vonitourien gant bugale ar c'hreizennoù dudi, reoù Berrien-Pleiber-Krist ha reoù an Erge Vras, d’ar re-mañ da dañva ar gouren dindan abadennoù un eurvezh ha kard. « Labouret start o deus ar stajidi » eme Bertrand Le Hellaye, 35 bloaz, buhezour er Falsab* abaoe dek vloaz. « Daou vloaz ’zo, e 2007, e oa bet klozet ar staj gant ar c'hoant sevel unan all, pleustrekoc'h, war an teknikoù-deskiñ. » Hervez Briag, 17 vloaz, eus Landerne, goure-ner abaoe dek vloaz, e oa « dedennus gwelet teknikoù gouren ar broioù all ha kejañ gant tud disheñvel. »

Ar Vretoned, aozerien nemetoHa pa vefe sikouret an aozerien gant

Europa, dre hanterouriezh an INJEP, e chom kalz labour war o c'hein me-mestra. Ur bloaz eo dav lakaat evit kas seurt eskemmoù da benn. E 1985 e oa bet aozet ar staj kentañ, gant ar FILC, Kevre Etrebroadel ar Gouren Keltiek. Betek 1995, bep daou vloaz, e oa bet aozet stajoù eus ar seurt ha digoret an dorioù da sportoù na oant ket kel-tiek. Etre 1995 ha 2007 ne oa ket bet a staj a seurt-se, betek ma adkrogfe

ar Vretoned e-barzh : « N’eus nemet ar Vretoned evit aozañ seurt stajoù » a anzav Jean-Pierre Jaouen. Evit ar poent, daoust d’ar berzhidi bezañ laouen gant ar sizhun tremenet e Ber-rien, n’eus bet kemeret diviz ebet a-zi-vout staj 2009.

* Falsab : Kengevredigezh ar c'hoa-rioù ha sportoù hengounel e Breizh (www.falsab.com).

5

Ya !N I V 1 9 5 – G w e n e r 2 7 a v i z C ' h w e v r e r 2 0 0 9

A-nevez

Douarnenez

Diroll hengoun an Ened atav

D’ar Sadorn 21 a viz C'hwevrer, gou-de bezañ graet tro ar gêr asambles gant ar fanfar À Bout de Souffle, e

oa erruet an Itron Paolig betek ar C'houi, e kreiz-kêr Douarnenez, e-lec'h m’eo bet staget evit diskleriañ digoradur Meurlarjez.

Ur mor a dud a oa deuet da salu-diñ rouanez an Ened, tud a bep oad, treuzwisket pe get. E-giz bep bloaz ’zo bet graet gouel war an ton bras e kêr ar Pennoù-Sardin. E-pad pevar deiz eo chomet an dudenn stag ouzh moger ar C'houi a-raok bezañ devet dimerc'her da noz. Bep bloaz e tenn an Den Pa-olig d’un den brudet e Douarnenez, ar wech-mañ e oa ur vaouez. Lod o devo anavezet maouez prezidant ar c'homite-aozañ.E-keñver ar gwiskamantoù en deus graet pep hini diouzh e c'hoant. Kas ar pevar devezh gouel gwisket evel merc'hed eo an hengoun evit ar bao-tred, met lod o deus kavet gwelloc'h reiñ buhez d’un diaoul pe d’ur morlaer.

Tud tomm ouzh o gouelLeun-chouk e oa ar straedoù e-doug an Ened, deus ar porzh betek kreiz-kêr, koulz hag an tavarnioù e-lec'h ma ’zo bet tu gwelet Michel Polnareff o pa-kañ ur banne gant Indiana Jones. Evit

Maryvonne, perc'hennez un davarn e Douarnenez ez eo Meurlarjez ur pran-tad birvidik e deroù ar bloaz : « Dav eo din ober plas en ti, goulenn sikour mignoned ’vit servijout a-dreñv ar c'hontouer, ha kaout evaj a-walc'h ’vit derc'hel betek ar sav-heol » a zispleg-hi. Un eizh-mil bennak a dud a oa bet o riboulat e Douarnenez d’ar Sadorn

An itron Paolig a zo bet staget a-istribilhj ouzh moger ar C'houi. E-pad pevar devezh eo chomet aze evit evezhiañ an Ened, ha devet eo bet e dibenn ar gouel.

da noz, hag un toullad mat anezho a oa distroet d’ar Sul da gantren dre ar straedoù. Da veure e oa bet lidet eured an Ened ha goude-kreisteiz o bet laos-ket ar charioù da vont dre greiz-kêr, se-bezusoc'h an eil eget egile, evit brasañ plijadur ar vugale, kozh ha yaouank, dispourbellet o daoulagad dirak kement a arvest.

Katell Uguen

Sevenadur

Brest hag he bro o livañ an nevez-amzer

Kregiñ a raio trede gouel sevena-dur Breizh e bro Vrest d’ar 27 a viz C'hwevrer. Bale, gouren, kaozeal, skrivañ, lipat e vourroù, setu diverret an degouezhioù betek miz Ebrel.

Lañs vo roet gant ar veilhadeg Tro Kan e Gwipavaz. Ar Vauban a raio enor d’ar vugale pedet gant Dizale d’an 3 a viz Meurzh. Da 8e30 e vo bannet Marc'h al Lorc'h e brezhoneg. D’an noz war-lerc'h e vo ur film eus deroù skinwel rannvro Breizh. Filmaoueg Breizh a zegemero implijidi Frañs 3 Hirwazh evit digeriñ ar gaoz. Emgleo Breiz a roio digor d’an neb a

garo biziata ur c'habistr bennak war ur blog savet a-ratozh. « Mil pluenn evit ur romant, diouzh anv ar genobe-renn », eme Maguy Kerisit, e-karg eus an embann. « Meur a don disheñvel a heulio gerioù kentañ Jean-Chris-tophe Bozec ». Kouviet e vo an dud d’ur friko gant Emgleo Breiz : kous-kous ha brezhoneg d’e gas d’an traoñ d’ar 6 a viz Meurzh, da 8 eur en ti La Koutoubia. D’ar memes nozvezh e vo livioù ar Sav-heol e ti Sked : kanioù ha sonioù eus Breizh ha Turki sturiet gant Tradivirus. Livioù a-bell hag a-dost, tonioù du-mañ ha du-hont : dindan youl an Tara Inn e vo glas Erin er porzh a

goñvers e-pad pevar deiz betek noz-vezh Sant-Patrig. Sport, festoù-noz ha radioEvel bep bloaz e teuio bras ha bihan da skrivañ ar reishañ ar gwellañ pa vo di-bunet ar Skrivadeg da 2e30 d’ar Sadorn 7 a viz Meurzh e Ti ar Sindikadoù. Spe-red ha kigennoù a deuio a-buchur eus Gwital betek An Ospital : « Digor a vo war dorioù an dek klub a zo dindan Skol Gouren Bro-Leon », a gemenn Morgan Lamy. « Backhold a vo ivez, gouren giz-Skos deut gantañ meda-lennoù da verc'hed ar vro e kampio-nad Europa. » Digor e vo dorioù skol Diwan Brest d’an 13 ha d’ar 14 pa vo lakaet un diviz da vont en-dro goude lein gant Bernez Rouz er sinema Les Studios da heul an teulfilm « 30 vloaz, 30 dremm ». Pa raed anv eus sport e vo lidet ugent vloaz Div Yezh Landerne

gant les Ramoneurs de Menhirs hag ar Vreudeur Morvan d’ar 21 a viz Meurzh. Ur pennad hent dounnoc'h e Leon ne vo ken da ober an deiz war-lerc'h evit Peskig Ebrel. Ar bloaz-mañ eo bet strol-let emgav ar vugale gant Kan ar Bobl Bro-Leon e sal kumun Lesneven. Tro Div Yezh Brest e vo da glozañ ar goue-lioù gant Re An Are, Kerloa ha Sarac'h Ar Frankiz evit ur fest-noz d’ar 4 a viz Ebrel e ti-Kêr Brest. Sinet ez eus bet un emglev a gevele-rezh etre Sked ha Emmanuel Yvon re-ner Frañs Bleu Breizh Izel, setu ma vo lakaet evezh founnus hag asidu war an aridennad degouezhioù-mañ koulz war ar re a vezo deus outo da-c'houde e Brest hag he bro.

Frank Bodenes Evit gouzout hiroc'h : http//1000pluenn.canalblog.com ha www.sked.infini.fr.

Skipailh ar gengevrediegezh Sked a ginnig gouelioù puilh betek deroù miz Ebrel e bro Vrest.

Char « Ar chaseourien euzhviled » o tibunañ dre straedoù ar gêr disul diwezhañ goude kreisteiz.

6

Ya ! N I V 1 9 5 – G w e n e r 2 7 a v i z C ' h w e v r e r 2 0 0 9

Dudi

SUDOKU live aes

GERIOÙ-KROAZ Patrice Marquand

A-SONN :I. Dantelez outañII. Araogenn mesket / Gwarizi / TremenIII. Benveg seniñ / Kêr eus Normandi IV. Hanterour etre Doue hag an dud / KorzV. Resis / Araogenn – VI. Diac'hub / DiedVII. Sarpant / Andon – VIII. Nac'hadenn / leunIX. Den a ro bod / E-barzh – X. Legaded

A-BLAEN :1. Goulioù graet gant an tan 2. Kuzulier / Hep poan – 3. Dindan an avel 4. Deun / Pesked – 5. Plant / Stumm ar verb bezañ 6. Plant flemmus / Araogenn mesket – 7. Koñchenn8. Stumm ar verb bezañ / Meur a sac'h9. Goloet a ed / Tale – 10. Bannañ / Gwaz ar vamm

4 2 7 95 9 6 1

6 17 2 1 8 5 6

3 5 79 5 7 6 2 8

3 52 6 3 7

7 8 6 4

I II III IV V VI VII VIII IX X

1

2

3

4

5

6

7

8

9

10

Titeuf, Tome 12 - Le Sens de la Vie, par Zep © Glénat Editions - 2008.

gant ZEP Gant aotre hegarathttp://bannouheol.free.fr/

Fardañ : 15 munPoazhañ : 25-30 mun

Aozennoù :

– 225 g bleud (gwenn pe hanter-glok)

– 80 g amann

– 1/2 pe 1 werennad dour (diouzh ma lonk ar bleud)

– 1 penn-ognon

– 1 skilbebrenn

– 2 domatezenn

– 1 vouestad ton bras

– 3 vi

– sezv

Fardañ : Evit prientiñ an toaz, meskañ ar bleud hag an amann. Ouzhpennañ dour takenn-ha-takenn ken na vo aes an toaz da verañ. Prest e vo pa ne bego ket mui ouzh an daouarn.Lakaat an ognon hag ar skilbebr da boazhañ e-barzh eoul-olivez gant un domatezenn ken na vo teuzus ar skilbebrenn.Meskañ ar vioù gant un dakennig dour, gant an ton ha gant holen ha pebr.Ur wech yen ar meskaj, ouzhpenn an ognon, ar skil-bebr hag an tomatez poazhet.Astenn sezv war foñs an dartezenn. Skuilhañ ar mes-kaj, ha strewiñ warnañ an eil tomatezenn troc'het e tammoù bihan ha Gruyère rasklet war-c'horre.

Leuskel da boazhañ er forn (th. 5-6) e-pad 25 pe 30 munutenn.

REKIPE

Tartezenn ton gant skilbebr (evit 4 den)

B R E I Z H V E U R

A O T R E A O N O

R U I N T R U D U

B E R N O A L E D

A Z E L U N D O

R E U Z E S U

I N T K L E I E R

E N A N A L O N T

Z A E R A N E D

H E T O N A V U

Ya ! 194

Ya ! 1946 3 2 9 7 5 8 4 15 1 7 8 4 3 6 9 29 8 4 1 2 6 7 5 33 4 9 2 1 8 5 6 72 6 8 4 5 7 1 3 91 7 5 6 3 9 4 2 87 9 6 5 8 2 3 1 44 5 3 7 9 1 2 8 68 2 1 3 6 4 9 7 5

skuizh e vez atav...

chom a ra azezet, diflach e-pad eurvezhioù. pa gomz ouzhomp e vije soñjetemañ o vont da bokañ deomp.

me...a gar

ac'hanoc'hkalz...

gortoz...

hag ouzhpenn e vezflaer ar brein gant eanal... abalamour da

eilfedoù e louzoù.

che !...hag ur

c'hleñved pegus eo _

n’eo ket ur c'hleñvedeo ! un dra evit arre a zo bresk o fsi-

kologourez.

te an hini ’peuslavaret eo bresk

psikologourez mazad _£

ya da ! n’eo ket evel ar grip pe ar vrec'h-nij... deuet gwak e

neuronoù ha mat pell ’zo !

ma zad n’eo keut ken gwak e neuro-

noù ha da gof !ur

c'hleñvedeo !

un doare psi-kopatatez eo

da dad !ha te a zo

peg ar vrec'h-nij

en da viroullig £

un empenn gwak ennañ !!!

diwaskañ a rin da benn

leue !!!

kudenn ebet ! eilfedoù an diwaskadenn int !

poseve ne zeuio keut

flaer em beg !

Komzoù ar c'halvar Dihun (testen-noù e brezho-neg : Yvonne Arzur, Tugdual Kalvez ha Jean-Claude Le Ruyet)Emb. An Am-zer Embanner55 pajenn7 €

Sevenet gant David Fincher.Gant Brad Pitt, Cate Blanchett, Taraji P. Henson, Tilda Swinton, Jason Flemyng, Jared Harris.

7

Ya !N I V 1 9 5 – G w e n e r 2 7 a v i z C ' h w e v r e r 2 0 0 9

Dudi

SKINWEL

Komzoù ar c'halvar

SINEMA

Sadorn 28 a viz C'hwevrer10 e 30 : Son da zontPedet : Gwenole Larvol Abaoe un toullad bloavezhioù emañ Gwenole Larvol, soner er strollad À bout de souffle, o vevañ hag o labourat e Douarnenez. Tomm eo e galon ouzh ar gêr-mañ. Tremenet eo an Ened met a-hed ar bloaz e vez digarez da gaout plijadur e-leizh e Douarnenez daoust da zivizoù an ti-kêr war dachenn ar sevenadur.Pladennoù : An ti-produiñ Last exit records a labour abaoe 2008 evit embann pla-dennoù evel Robin Foster, Sheer K, HKU, Arnaud Le Gouflec pe Rotor Jambreks.Sonerezh : Charlotte’s Riddim ha Perry’s wild horse gant ar strollad Perry & One.

10 e 45 : Te ha mePedet : Anna Louarn eus Kemper.

Sul 1añ a viz Meurzh11 e 25 : Red an amzerNaoned e Breizh. Dibaoe tri-ugent vloaz ez eus tud oc'h hunvreal en darvoud-se.Emañ an Aotrou Balladur war-nes embann e ginnigoù da adkempenn ar rann-vroioù. Hag an dud o c'hortoz e kinnigfe distro bro Naoned e Breizh.Gant Patrick Malrieu eus Kuzul Sevenadurel Breizh, Per Run, douaroniour bet kelenner e Skol-Veur An Naoned, Gweltaz Adeux, kaner, ha Damaris Merlet, ke-lennerez war an Istor.

Merc'her 4 a viz Meurzh8 e 30 : Mouchig-dallAr re Shlak : Livaj brezel ; Drochigoù ; Petra on ? ; Un tamm skiant ne ra ket a boan ! : Ar glogorenn-dredan ; Kredennoù faos : Ar c'hoadeier ; Souezhusat loe-ned ! : Ar garellied boutin ; Beaj en-dro d’an heol : Goursav-heol an hañv, muzu-liomp an Douar ; Lodenn ar vugale : Aziliz, eus skol Diwan Lesneven, a zisplego penaos sevel un taper-huñvreoù.

Da welet ivez war : http://ouest.france3.fr/mouchig-dall

Enlinenn adalek ar Gwener 27 a viz C'hwevrerWebnozE Sant-Nigouden. Tem : bevañ e Kreiz-Breizh. Penaos e vever hiziv ’ba Kreiz Breizh ? Start ar jeu pe get ? Piv eo ar re a choaz dont da vevañ er vro ? Da belec'h ’c'h e ar re all, ha ’blam’ da betra ? Pegen bev eo ar brezhoneg e Kreiz-Breizh ?Gant ar Vreudeur Morvan, Étienne Cabaret ha Tristan Gloagen.

Ken Tuch’Penn-pour vs penn-sardin (bet skignet dija).

Kornil ha BernezPorc'hellig koant : Aet Bernez ha Kornil war ar maez, da di kendirvi Bernez. Da-geñver ar fest bloaz er gêriadenn e vo ur genstrivadeg veur. Evit ober plijadur d’e gendirvi e lak Bernez anv Kornil er genstrivadeg.

Sadorn 28 a viz C'hwevrer 0 e 00 : Urban BreizhPedet : Gwenvred Latimier(Hag ivez d’ar Sul 1añ a viz Meurzh da 2e00)

TV Roazhon 35

France 3

Brezhoweb TV (war brezhoweb.com)

LEVR

an tu mat. Penaos karout Daisy (Cate Blanchett) a ya eus plac'hig da gren-nardez, eus krennardez da vaouez, eus maouez da vaouez kozh p’eo Ben-jamin yaouankoc'h-yaouankañ a zeiz da zeiz ?Ur wech c'hoazh e kinnig David Fincher (Seven, Fight Club, Zodiac...) ur film plijus deomp. Ampart eo da gontañ is-torioù, ar re iskisañ ha digredusañ zo-ken. Ne zeufe ket e penn Yann arvester amgrediñ : ur “babig kozh” eo Benjamin Button, tonket da yaouankaat, ha mat-pell ’zo. Dont a ra ar sevener a-benn da lakaat ac'hanomp da vont da heul an haroz a-hed e vuhez a-enep red an amzer, hep na vefe stambouc'hus na lu. Neuze, eus pelec'h e teu ar santimant e kaver hir an amzer memestra hag eo un tamm divlaz Brad Pitt a-benn ar fin ? Marteze a-walc'h ez eus re a efedoù niverel, re a dudennoù, re a liveoù-kontañ, kement-se graet mat n’eus ket da glemm, met mouget ar from siwa-zh. Kentoc'h eget labour ar superstar Brad Pitt e talc'hor soñj eus hini Cate Blanchett ha hini Taraji P. Henson, marzhus an tamm anezhi evel advamm vrokus leun a vuhez.

Emmanuel Roy

The Mysterious Case of Benjamin Button

En New-Orleans, da zeiz arsav brezel 1914-1918 ez eus bet ganet ur babig souezhus mat ha spontus an neuz anezhañ. Tres un den a bevar-ugent vloaz zo warnañ, skuizh eo e gorf evel hini un den kozh-kozh. Trelatet eo tad ar c'hrouadur. N’eo ket evit trec'hiñ war e zoñjer. Dilezel a ra e vab dirak ti retredidi ar gêr. Ar paour-kaezhig a zo advabet diouzhtu gant Queenie (Taraji P. Henson), ar c'houarnerez zu. Hepdale eo anat ez a Benjamin Button (Brad Pitt) war yaouankaat tra ma vra-sa. Iskisat planedenn. Diaes eo bevañ war an tu gin pa vev tout an dud war

ar gwenedeg. « Nebeutoc'h-nebeut a vugale a anav mammennoù ar seve-nadur european hag orin e dalvoudoù brasañ. Mall bras e oa kennig dezhe ur benveg evit o sikour da vonet war-raok war an hent-se, dre vuhez Jezuz-Krist skeudennet get taolennoù kalvar Plougastell-Daoulaz » eme Yannig Ba-ron, prezidant Dihun Breizh. Komzoù ar c'halvar a c'hello marteze servijout d’ar skolaerien divyezhek er skolioù katolik pe d’ar gerent o deus c'hoant da lakaat o skolidi pe o bugale da anavezout gwelloc'h istor ar relijion e Breizh. A-drugarez d’ar skeudennoù e vo tu dizo-leiñ buhez Jezuz-Krist, poltredoù Sant-Erwan ha Santez-Anna pe c'hoazh piv e oa ar seizh sant, Samzun, Padern, Korantin, Paol, Tudwal, Brieg ha Maloù, diazezet e Breizh.

Tud Dihun, ar gevredigezh a vod ar gerent lakaet ganto o bugale en ur skol divyezhek katolik, o deus klasket un doare da skrivañ en ur implijout an tri skritur : ar Peurunvan, ar Skolveu-rieg hag an Etrerannyezhel gant blaz

Meurzh 3 a viz Meurzh9 e noz : Urban BreizhPedet : Tual Kerrain(Hag ivez da 0 e 00)

Da welet ivez war : www.tvrennes35.fr

MELL-DROAD

L1 : Diaes eo betprantad. 14vet eo Naonediz dalc'hmat. Naoned-Caen : 1-1

Roazhon, chom gant ar pemp kentañAbaoe 38 vloaz n’o doa ket trec'het Roazhoniz e Nisa. Ur chañs a oa evito rak na Tolosa na Pariz n’o doa tapet an tri foent eno. Ne oa ket dreist live ar match. En eil prantad, goude un enep-tagadenn brav-kaer, e lakaas Thomert ur pal e 67vet munutenn. Ar re Ruz-ha-Du a chomas mestr war ar c'hoari betek

Evit kont 25vet devezh ar c'hampionad eo bet just an traoù evit ar Vretoned gant ur c'hrogad kollet, unan gone-zet hag unan a-rampo.

Naoned a c'helle kaout muioc'hAr Ganaried a reseve Caen, ur chañs evito da gaout ur fin kampionad sioul. Met c'hoarierien Malherbe a lakaas ur pal d’an trede munutenn. Goude meur a daol c'hwitet e voe lakaet unan gant Bekamenga d’ar 45vet. Sioul e voe an eil

fin. 7vet int c'hoazh met tostoc'h ouzh ar re « greñv ». Nisa-Roazhon : 0-1

An Oriant a c'houneze 1-0...’Barzh ur pej eo kouezhet ar Verluzed gant Sochaux. Koulskoude e kroge mat ar match pa oa bet lakaet ar pal kentañ gant Gameiro d’an 23vet munutenn. Met c'hoarierien an Doubs a deuas en-dro er c'hoari d’ar 66vet munutenn. Tout an dud a soñje en ur pempvet krogad null

met Sochaux a dremenas dirak e-kerzh an amzer-astenn. 9vet e chom tud an Oriant met war strishaat e’z a al lañs o deus war eil lodenn ar renkadur.An Oriant-Sochaux : 1-2

Renkadur : 1. Lyon : 52 bt ; 7. Roazhon : 42 bt ; 9. An Oriant : 31pt ; 14. Naoned : 28pt.Krogadoù da zont : Lyon-Roazhon, Naoned-Grenoble, Bourdel-An Oriant.

KJL ha DJK

8

Ya ! N I V 1 9 5 – G w e n e r 2 7 a v i z C ' h w e v r e r 2 0 0 9

Danevell

Loõnig paoul ! gant R. B.

M’ioc'h ég’ eun hanter-dousenn chas’ourien, doc'h ’r rè-he ’neus dis-kwèl’t a-viskoah nebeud a ziferañs gand ar vrakonè’ien, an holl ’nèho énoruz – ha bèh’ ’zo bè’ gwèl’t gwèch b’rang all doc'h ’r ré all ? Eun deg ki b’nang : baséded, hanter chas-gad, foxed dem pointer, bastarded diwar ra-hètêrien... Ma lêre hir o anoioù diwarno, an holl ’nèho deut diwar vaouted, gwelloc'h c'hoahh diwar brézèlourien, nebeutoc'h né va ket. Evid troc'hañ berr neuhe, un’n doc'h ’r c'herzh- adennoù-se ’neus plijet a-viskoah da Vab-dén ha d’é grouadur, memez abaoe né chaséont kè’ m’i ’nèhho, kousto pé gousto, évid o boued.

Ar vandennad chas a va lañset. War hi zu a-dreñv, ar ré vraz o tougen fuzuilh hag o’h ’n em stagañ do’houto mar-mouchen forzh pégèment.

Hebdale, kément ha ma kar’, chalpa-dennoù ’b’ar waromm vraz ; doc'h ar chalpadennoù-se a c'halv gwelloc'h égè’ kant taboulin. Hag ar ré vraz o rédek. Hag ar marmouchen, dond ’n enno, mé asur deoc'h, o tirédek. Ha brall da glèier an emgann gand tres difenna’ar mar plij, é-giz ’b’ar brézel. Pep hoin, do’h ’n hin’ bihannañ d’an hin’ brasañ, ’noè ’n em ga’et war ar c'hleuhioù en-droõ d’an dalc'h braz banal.

Ar chalpadennoù ’noè ’n em gweèt stankoc'h war zdankoc'h é-touez ar brouskoa’ banal, ha ’b’ar c'horvoù talm ar c'halonoù. Eun taol fuzuilh, daou, tri, pèoar... Galvadennoù m’ioc'h war v’ioc'h doc'h ar baséded, hag an tao-lioù fuzuilh a zrêske. Koll a réemp ar gwel doc'h ’r ré pourchuet kenkoulz ha doc'h o vourchuè’ien, med heuilhe ’rèemp ’nèho doc'h fistoul ar banal uhel, meur a droatad dèhiñ, hag a zis-trilhe ahe é glorennoù had miz Gwen-golo da vad o rousaa’ hag a drouze é-giz trémèna’enn eun héd diniver.

« Ar broc'h pé al louarn ? » ’noè go-pet an hin’ koõzhig a-wa’c'h, baro-chod dèhiñ. « N’ouzon ket » ’noè respontet ar bouilh dén en em ga’e du-hond war ’r c'hleuh er penn all. Né ouie kè’ ’nèhiñ... Penaoz né ouie kè’ ’nèhiñ ! Gou’ ’wa’c'h dèhiñ bèh’ bè’ taol’t do’houtañ meur a denn, a zaou da zaou ouzhpenn ! ’Vi’ lâ’ ’r wirionèh, ka’èt ’noè ar gèrioù-se distaget war eun doare uñ’an’ig, « ar broc'h pé al louarn », eur vlèvenn iskiz : nimp bugale o skrijal dirag sort tenna’ag é voemp o c'hortoz gwel d’an nebeu-tañ o tiskoachañ dirazomp eun torad moc'h-gouèh bihan gand an tad hag ar vamm d’o heul.

Chalpadennoù ar chas en em rèe rouèhoc'h war rouèhoc'h ; tenn ébè’ m’i ; ar chas’ourien a luche, eul lagad ganto doc'h peb tu doc'h ’r c'hleuh. Nétra né gase m’i...

War eun taol, é-kreiz ar park, eur rannga’on a yuda’ag ’noè diskuilhet eur c'hrogad didrueh, hag an holl chas o rédeg da gaoud o zamm ’noè hèjet ar c'huchennoù banal gand nerzh eur pèzh mell tarzh-moõr. Eun denna’ag spontuz é-noè respontet ; an dud a denne doc'h peb tu, a-dreuz hag a-héd, é-giz amheuliatêrien eur char-réa’ag voõr paket fall gand torpilhenn eur vag-ploñjerez. E-giz homañ, al loõn ’va partoud hag égisti é jome ku-hhet.

Al loõ’n ! A-dra-zur, bèh’ ’va deg ki ’b’ar park banal. Med an hin’ all ?

An emgann war eun taol ’noè chañ-chet park ; aïtadennoù ar vandennad chas war tres al loõ’n ’voè èet war bel-laa’, ’trameh douaroù laosket da diria-nañ pé da goõziñ.

Ha pep hoin kuit, hèmañ-hen dirag, hèmañ-hen a-dreñv. En em ga’et hon-noè heb dale o verran’liñ en-droõ d’eun douarenn, ’ba’ ’l lec'h ar chas, ’rruet araozomp, o zèod a-stribilh, a droie badaouet. Toull an douarenn a gouéhhe kazimant a-blom ’ba’ ’n douar. Ar bégoù blèo a rahhètêrien bastardet a rèe van da ziskenn ’n en-nañ, ha risklañ o daou bao dirag, ha riklañ dañjéruz, hag en em denne war o c'hiz ’n eur gas meur a c'halva’enn d’an hin’ béhiet béo.

Eun diskoulm nimitañ ’voè deut é spé-red an holl “stratéjourien” : “toullañ” war an toull. Né voè kè’ bè’ dao pé-diñ ar vugale mond da gerc'had ar stal ’b’ar gêr ’kichenn, eur c'hard léo doc'h ’z ahe.

’N eur c'hortoz ’nèhho da zond en-dro, ar ré goõzh en em gouantañ, an eil d’égile, doarioù ré-mañ-ré o zaolioù-kaer gwèchall hag a didrouz, ’n eur ruilhañ eur zigarètenn pé ’n eur lakaa’ eur c'horna’ig, en em denne d’eur paz b’nang ’vid béziatañ gand o dorn klèih é strad o ckakod ar c'hartouch a jome dèhho. Péd é va bè’ dèvet ? Dén ébè’ ’noè sa’et kaoz diwar-benn ar rè-he, p’èh dén n’ ’oa gwel’t al loõ’n-chiber.

Neuhe, un’n doc'h mistri ar vandenn, penndaoulinet war bord an doua-renn, ’noè damgwèl’t, a-stribilh doc'h sp’ur’nn an toull, eur vlèvenn. Kèmer’t ’noè nèhhi dibikouz étré daou véz, hag ’n eur zè’el é voè èet, fier lõor, da ga’oud an hin’ koõsañ, an hin’ baro-chod dèhhiñ ha gêtroù ler, u’eh, pa lârin mad. « N’en-moè kè’ lâr’t d’oc'h ’va hennèhh eur broc'h ! »

Toullet é voè bèro ar c'hoaz. Blèvenn louarn ? Blèvenn broc'h ? Paséet ’noè honnehh d’eun dorn d’égil’ all, d’hé-mañ d’an hin’ all. Peb hoin ’noè sellet pizh peb gwri do’houti, doc'h ’r wri-hienn beteg beg ar penn. « Louarn » a lêre ar rè-mañ. « Broc'h » a zivenne stard ar ré all. Mond a rèe kaer ganti ar bariadennoù, ha bèh’ va bè’ me-mez kaoz mond da c'houll é ali, en é di, war é wéle, d’an hoin koõsañ doc'h ’r vrakonè’ien er c'hanton, an h’in’ dèhhiñ an tanaoiañ fri hag an nebeu-tañ keuh, u’eh, doc'h toud an taolioù é-noè gweèt, pa oè diskoachet du-hond ar ré lijèrañ pé c'hoahh ar ré an nebeutañ sammet doc'h ’r vèsajourien yaouank. An holl ’nèhho ’voè ’rruet berr war o anal, hémañ-hen gand eur vorc'h-houarn, hèmañ-all gand eur

bal, eur réañv, eur varr, eun trañch, eur varrenn pé eul loc'h houarn, eur pi’och...

E-pad ma va dalc'het ar chas da gos-teh, an doullèrien ’noè péget war o zroad benweg. Hag an diaoul a oar penaoz pa ’n em lakont. Ar vrakonè’ien a ouenn vad, war gorv o roched, a oar dic'hastañ labour. Ar yenn ! Ar yenn !

Heb dale é voè diskoachet é strad an toull, eur penn bihan, diou skouarn hag eur fri lemm, daoulagad hanter-zarret, sa’et war tu ar gouloù é-giz ’vid goull truèh ha trugareh gand an drèc'hèrien. Al loõ’n rouz – eul louarn ’va – a c'hor-tohie skoachet warnañ é-un’n, é-giz eur c'hi follet gand é vestr, heb her-zel, heb fiñv en é gorv ’vid ’n em den-nañ. Ha lakèet é voè bè’ dèhhiñ, gand un’n doc'h ’r vourèvien, ahe é strad an toull-kao, ar vorc'h-houarn daou véz war é c'houg hag, un’n all, yin ha krih, gand lagad ar varr, é-kreiz an tall, a zisvantas gantañ taol an taro.

Dizoñj posupl ébè’, do’ ’n dè’ezh é-giz-se, ’vid bugale deut erfin o zruèh da rézañ ’vid al loõ’nig paoul pourchuet ganto é-pad pell amzer.

Pè’ezh bégad memestra ’vid an hin’ a rèe é vestr, ré vier doc'h é c'houihié-gezh skañ’oc'h, ’m-eus aon, èg’ eur vlèvenn.

En em c'houll em-eus gwèet, meur a wèch, ma ’n dè’ezh-se, al louarn n’é-ni’e kè’ ka’et gras, nèhhiñ, dirag lez-varn Mab-dén hag é grouadur, ma vi’emp bè’ galvet da joazañ dèhhiñ é blanédenn gand eur vota’ag.

Ya !

9

N I V 1 9 5 – G w e n e r 2 7 a v i z C ' h w e v r e r 2 0 0 9

E gallaoueg

Lamet e vo ar paeamant diwar ar gont-mañ / Compte à débiterBank / Banque Dorikell / Guichet Niv. kont / No du compte ....................... ............................ ........................................ Alc'hwez / Clé Anv an ti-bank / Nom de la banque ......................... ......................................................... Chomlec'h / Adresse .................................................................................... E / à ....................................................... d’an / le ................................. Da gas GANT UR RIB da / À expédier AVEC UN RIB à : KEIT VIMP BEV 29520 LAZSinadur / Signature :

Aotre treuzvankañ war gont / Autorisation de prélèvement sur le compte de KEIT VIMP BEV Niv Embanner / No Émetteur 459818Me hag a sin amañ dindan a ro an aotre da gKeit Vimp Bev da sevel bep miz diwar ma c'hont, evit ma c'houmanant da Ya / Je soussigné, autorise Keit Vimp Bev à prélever mensuellement sur mon compte au titre de mon abonnement à Ya ! la somme de 5,50 eurosPiaouer ar gont / Titulaire du compteAnv / Nom ............................. Anv bihan / Prénom ......................................... Chomlec'h / Adresse .......................................................................................... Kod-post / Code postal ................... Kêr / Ville ...................................

KOUMANANTIT DRE DREUZVANKAÑ /ABONNEZ-VOUS PAR PRÉLÈVEMENT5,50 euro ar miz pe dre chekenn (80 euro evit ur bloaz) / 5,50 euro par mois ou par chèque (80 euros pour un an)

Hent gant Job an Irien

Chouan

A-wechoù e vez c'hoant en em reiñ da c'hoarzhin gant ar pezh a weler oc'h ober hent gant an oto. Gouzout a rit mat ez eus bet skorn kalet er goañv-mañ, hag e

meur a lec'h eo bet difontet an hent gant ar skorn, betek lakaat anezhañ da vezañ dañjerus zoken. Gwelet em eus evel-se un tachad bet kempennet abaoe e bourk Kerzent. En deiz all, o vont d’ar gêr eus

Brest, em boa bet c'hoant da guitaat an hent-tizh e Kroaz-an-Neizhig da gemer an hent treuz a gas betek Landerne. Pemp kant metrad goude-se e oa stan-ket an hent : difennet da vont. En ur lenn ar gazetenn, en devezh war-lerc'h, em boa komprenet e oa bet lakaet ur gloued da leuskel da ziskorn, da viret na vefe lakaet an hent en ur stad gwashoc'h. Dec'h, o tistreiñ eus Brest adarre, en ur c'hroaz-hent-tro, em eus gwelet e oa bet diverket war ar panell « Saint-Thonan », met pas « Sant-Tounan » ! Hag em eus

soñjet : pegen iskis eo ! Petra ’zo treme-net e penn an den en deus diverket an anv galleg, ha pas an anv brezhoneg ? Daoust hag e kav dezhañ ne ’z eus brezhoneger ebet er vro hag a sellfe da gentañ ouzh an anvioù e brezhoneg ? Pe e vefe an anvioù e brezhoneg war ar panelloù un dra bennak da ober brav hepken, evit an douristed marteze, un tamm folkloraj ouzhpenn ? Pe marteze c'hoazh ne oar ger brezhoneg ebet, ha ne oar ket eo « Saint-Thonan » ha « Sant-Tounan » ar memes lec'h ?

Kement hag ober e lavaran deoc'h ivez unan all eus va souezhadennoù. Etre an Treoù (Leon) hag ar Merzher ez eus ul lec'h anvet « Lilyvon ». N’ouzon ket gant piv eo bet lakaet ar banell-se war bord an hent, met ar pezh a ouezan eo n’eus ket kalz a dud a yafe da glask « Enez-Eozen », an anv gwirion, a-drek an anv-se. Lavaret e vo din ez a ar vrezhonege-rien war zigresk er vro, met kement-se ne vir ket da gaout doujañs evit ar wi-rionez. Ar vro n’emañ ket da werzhañ, memestra !

E brezhoneg :Régis Auffray, bet embannet gantañ ar geriadur gallaoueg Le Petit Matao (s.o. Ya ! niv. 139), a zispleg orinoù ha furmoù an anv « chouan ». Anv ul lapous an hini eo da gentañ, an « hoper-noz » e brezhoneg. Stummoù eus ar ger « hopal » a vez kavet e gallaoueg ivez. Ouzhpenn-se e kont ar yezhoniour penaos eo deuet « chouan » da vezañ anv ar strollad tud a oa savet a-enep an Dispac'h Gall. Selaouit kronikenn c'hallaouek Régis Auffray war ar radio plumfm, 102.1 ha war www.plumfm.net.

Soñjoù

« cohan », més i n’a pus la méme si-gnifiance. Le cohan en galo vieût dire le sien qhi châraye le linje ao douet pour les lavandieres le jou de la buée, c’ét un nom de famille etout. En berton on dit « hoper-noz » pour dire le chouan. Ce mot berton ét fèt o le verbe « hopal », qhi vieût dire « houper », « hopal, houper » ça ressembele, e de « noz » qhi vieût dire « net ». Faot savair q’un houpou c’ét une faosse béte qi apele le monde den la net pour les adirer en huchant « houhoupe ! » par les chemins. Gn’a une aotr béte en berton q’a la méme orine qe le chouan : « kavan » qhi vieût dire la cônille, du latin du peupl « cavannus » q’a li-méme donë chouan en galo, je nen e déja caozë.Cant on dit qe qheuq’un ét chouan, on vieût dire par la qe c’ét qheuq’un qi vote a drete, q’il ét paissë o les prétrs. C’ét raport és Chouans, le monde q’avaent prinz les armes contr la Revolucion, a caoze q’è les empôzaet de sieudr lous relijion. Les chouans s’apelaent de méme pasqe yun de lous qemandou, Jan Cottereau dit Jan Chouan, houpaet son monde en chouanant come le chouan.

Je vâs vous caozer anet du chouan. Le chouan ét un ouézè de net, on le ouait chanter, chouaner la net. C’ét ben simpl, on ne le vait qe la net. Cante ça vole, i ne fèt pâs de brut, c’ét de méme q’i béze ses praes. Le chouan, ça se dit un pe-tit cai partout, le chouin den le paiz de Foujere, le chohan den le Morbihan, le chehon den le haot de la Louere-Atlanti-qe, le chohon den le mitan de la Louere-Atlantiqe e le chahon den le bâs de la Louere-Atlantiqe. En françaez le chouan c’ét le « chat-huant » ou la « chouette hulotte ».Més d’eyou qe vienent les mots « chouan, chouin, chohan » e les aotrs ? I vienent du latin du peupl « cavannus » q’avaet të prinz ao gaolouéz « cavannos ». De « cavannus » on pâsse en ancien françaez a « caon, chaon, coan, choan ». Le dârain, « choan », a të mal comprinz en françaez, le monde ont sonjë den un chat qhi hue, i l’ont apelë « chat-huant », aloure q’en galo « chouan » ét restë de méme. En méle les catr mots de l’ancien françaez pour dire « chouan » y’avaet « coan », il ét restë en galo

Na grik na krak ! gant Frank Bodenes

Ma vijen du er Stadoù-Unanet e teufe espe-rañs en ennon o welet Barak Obama e penn an hent boulc'het gant Abraham Lincoln, un hent dieubet ur c'hant vloaz war-lerc'h gant

Martin Luther King. Ma vijen du eno, ne vijen ket o fritañ rap war billig ar pemdez, deizioù ’zo ne lâran ket. Skoet e vijen bet gant mouezh ar ganerez soul Aretha franklin war Ar Mailh. Dindan ar soul en va lo-

chenn e c'hoarifen laouen gant tonioù Isaac Hayes, Curtis Mayfield pe Nina Simone. Pa oa bet enrollet « The other side of town » gant Curtis Mayfield e fin ar bloavezhioù tri-ugent e veze skignet mouezh ar re zu gantañ. Da heul ur la-jadig souezhus ouzh an delenn e tibune ar pozioù-mañ eus ar ghetto : « Izel va buhez, bann-heol ebet en va annez, du-mañ n’eus tamm madelezh, pegen diaes d’an nen diskouez e du mat pa deu eus penn all ar gêr vat ». Daoust ma ne oa ket a-du gant « Nation of Islam » e oa troetoc'h Curtis Mayfield

gant Malcom X hag ar black power eget na oa gant kaozioù habask ar reverand. Penaos e vleunfe o flanedenn ? Gant ar re zu e oa re dreut ar soubenn evit dont a-benn : « P’am bez c'hoantoù e vez dalc'hmat ar blaz kaout c'hoazh. » N’edo ket ar barzh afro-amerikan hep gouzout e vije daonet e ene, kenkoulz hag ene an holl tro-war-dro. Anv a deue gantañ eus ar maread a veze paket gant an dramm : « Ma ’z eus un ifern dinda-nomp, du ha gwenn ez aimp holl ». N’eus ket ur c'halz evit ober kont eus ar freuz a zegas an « dope » en deiz a-

hirio e douaroù bras Amerika. Pa sacho kuit an US Army eus an Irak e vezo ur stourm all da ober ouzh an narkotrafik. Kregiñ ur brezel diwar ur stropad gaou ne vije ket doc'h outi an dro-mañ. Kazi den ebet ne ra kont ken eus ar milio-noù a vez o krakvevañ pe o krakvervel a zeiz da zeiz, duoc'h o liv eget gwenn. Peoc'h ’ta, den ne oar pet den a vez la-zhet abalamour d’ar re-mañ : trafik, re-gorfajoù, kleñvejoù, torfejoù ha me ’oar. Aze emaer pell en tu all eus ar pevar-mil soudard bennak kouezhet marv en Irak.

mener ton harnae céz le vaizin, cant le chouan chouane le sair, faot le garder pour sai. Ça vieût dire qe si le chouan chouane le matin, i fera maovéz, la pllée cherra, si le chouan chouane le sair, i fera bao, on poura garder le cheva pour sai a travâiller. On dit etout qe le chouan cant i chouane la net, c’ét q’il a fret. Des fais on dit de qheuq’un q’il ét mègr come un chouan.Pour fini. Més coment q’i chouane le chouan ? Le mâle chante « Houhou ! Voul’ous qe je coûche o vous ? Houhou ! Voul’ous qe je coûche o vous ? » La fu-melle li repont : « Qe oui ! Qe oui ! Qe oui ! »

Régis Auffray

C’ét de méme q’on dit de qheuq’un q’ét chouan q’il ét des pllumes és pates.Més pourcai le chouan ne véqhit-i ren qe la net ? Je vâs vous conter sen istouere. Cante c’ét qe le Crist fut minz su la crez, i taet depouillë. I demandit és ouéziaos de li doner chaqe une pllume pour le pouiller. Gn’a ren qe le chouan qhi ne voulit pouint. Le chouan dit en pus de ça : « Je nen e ben yune a ma coue, més elle ét toute merdouze. » I dejanaet le Crist. Le bon Dieu, pour le dercer, li dit : « Hé ben tu ne sortirâs qe la net, tu ne verrâs pus le jou. » C’ét de méme qe le chouan ne véqhit qe la net.Ademézë des ditons raport ao chouan. Cant le chouan chouane le matin, faot

10

Ya !

Kemennadennoù

N I V 1 9 5 – G w e n e r 2 7 a v i z C ' h w e v r e r 2 0 0 9

• Dibab a ran :

• Embannet e vo :Adalek ar Gwener ......... a viz ........

Embannit ho kemennadenn !!Embannit ho kemennadenn !!1 sizhun 3 €

2 sizhun 4 €

3 sizhun 5 €

4 sizhun 6 €

D’ho sikour, un nebeud gerioù talvoudus diverret : Gwerzhañ a ran : gwzh / Klask a ran : klsk / Feurmiñ a ran : feurm / Eskemm a ran : esk / Reiñ a ran : ro / Karr-tan : oto pe k-tan / Stad vat : st v / Stad mat-tre : st mt / Da varc'hata : da varc'h. / Da welet : da wlt / Niverenn : niv / Kozh : kzh / Nevez : nvz / Gant : gt / Bloaz : bl / War : wr / Evit : evt / A-walc'h : aw / Penn-da-benn : pdb / Unan bennak : ub / Un dra bennak : udb / Diwar-benn : dwb / Pellgomz : pgz / aPostel : ptl / Pelleiler : plr / Eurioù burev : eur bur / Skrivañ d’ar gazetenn a dreuzkaso : skr da Ya !.

Kenurzhier-kasour – 56

Emañ Dihun Breizh o klask ur c'henurzhier-ka-sour a-benn merañ ha kas en-dro obererezhioù ar gevredigezh war pemp departamant Breizh. Kefridi : dibab ar palioù gant ar c'huzul-merañ ; seveniñ anezhe ; merañ ar budjed, klask skoa-zelloù ; heuliañ ar c'hefridioù asambles gant an ensavadurioù (strollegezhioù tiriadel, ke-vredigezhioù a skoazell Dihun...) ; reiñ lañs da hentadoù nevez. Doare den : kaout un diplom uheloc'h eget ar bak ; anavezout metoù seve-nadur Breizh, barrek war merañ an arc'hant, war ar c'hehentiñ, war ar sevel ha diorren rak-tresoù ; en e aez da vont e darempred gant an dud, gouest da genurzhiañ ha da labourat gant tud a youl-vat ; barrek war an urzhiataerezh ; brezhoneg komzet ha skrivet. Doare ar post : en ur gevredigezh, eurioù divoutin, da bep tu er vro. CDI gant 3 miz esae. Gopr da varc'hata. Lec'h-labour e Gwened. Leun-amzer. Oto hag aotre-bleniañ dre ret. Kas lizher ha CV da Dihun Breizh, prezidant Yannig Baron, 1 str. ar Patrio-tes, 56000 Gwened. Evit gouzout hiroc'h : 02 97 63 43 64 pe [email protected].

Stummer gallaoueg – 29

Emañ Stumdi o klask ur stummer(ez) war ar gal-laoueg. Doare den : gallaoueg komzet, skrivet, lennet, plijet o labourat gant ur skipailh, barrek evit buheziñ, skiant-prenet war ar bedagogiezh deuet mat. Post-labour : kinniget e vez tri fost hanter-amzer, 2 zevezh kelenn hag un hanter devezh prientiñ ar c'hentelioù, gopr hervez emglev-stroll ar stummerezh dibaouez (derez D2 220). Doare kevrat : CDD etre al Lun 18 a viz Mae hag ar Yaou 3 a viz Kerzu (stummadur

gant Stumdi + tri miz kelenn). Kas lizher emgin-nig ha CV da Stumdi, Maner Keranden BP 311 29800 Landerne.

Stajiad - Pedagogour – 29

Emañ ar gevredigezh Skolanet o klask ur stajiad pedagogour evit kas he raktres Edubreizh.net war-raok. Post : ijinañ ul labour pedagogel war internet evel sevel poelladennoù, arglaskerezh multimedia, labour, sevel binviji. Barregerezhioù : pedagogiezh, brezhoneg komzet, anavezout Web 2.0, CMS, HTML… Prantad : e-pad peder sizhun d’an nebeutañ. Lec'h : norzh Penn-ar-Bed. Lakaat e anv : [email protected].

Skoazeller(ez) skol

Emañ Diwan Breizh o klask ur skoazeller(ez) evit skol Brest. Kevrat termenet. Prantad kre-giñ : d’ar 1añ a viz C'hwevrer. Kefridi : da we-let gant ar skol Diwan. Doare den : brezhoneg komzet dre ret hag evit ar peurrest, gwelet gant ar skol Diwan. Evit gouzout hiroc'h pe la-kaat e anv : Erwan Trestan Laigle, [email protected].

Skoazeller(ez) skol-vamm

Strollad skolioù La Joliverie e Naoned a zo o klask ur skoazeller(ez). Kevrat termenet ha darn-amzer. Prantad kregiñ : d’ar 1añ a viz Ebrel 2009. Kefridi : skoazellañ ar gelennerien d’ober war-dro ar vugale, prientiñ an dafar pedagogel, renkañ ha kempenn an ti, evezhiañ ar vugale e-pad ar predoù. Doare den : komz brezhoneg a vo deuet mat. Kevrat ambroug d’al labour (KAL), 25 eurvezh/sizhun. Evit gouzout hiroc'h

pe lakaat e anv : Itron Saout, prezidantez Dihun 44, 06 30 33 81 63 pe Itron Touré renerezh skol Santez-Vadalena, 02 51 25 06 80 pe [email protected].

Animatour bugaligoù – 29

Klask ’zo e Kemperven war daou animatour evit ar vugaligoù. Prantad kregiñ : deroù 2009. Ke-fridi : merañ ar mikro-magouri Ti-Choutig a vo krouet a-raok dibenn ar goañv e Kemperven, ober war-dro ar vugale. Doare den : brezho-neg komzet, bezañ tapet an Testeni Gouested Vicherel (CAP) evit ober war-dro bugaligoù. Kas ul lizher emginnig hag ur CV da : Claire Dauphin, Ti-kêr, 22450 Kemperven.

Komedian-advouezhier – 56

Emañ Dizale o klask ur c'homedian(ez) stikom hag advouezhier(ez). Lec'h : An Oriant. Ke-vrad : Astaler etre 5 ha 25 devezh ar bloaz. Barregezhioù ret : brezhoneg lennet ha kom-zet, lec'hiet ’zo gwelloc'h. Skiant-prenet war ar c'hoari e brezhoneg ha bezañ en e aez dirak ur mikro pe ur c'hamera, bezañ dieub war ar sizhun (2 zevezh d’an nebeutañ). Labour e Di-zale : advouezhiañ tresadennoù-bev ha filmoù, krouiñ mouezhioù evit abadennoù radio, c'hoari er sitkomoù produet gant Dizale, kemer perzh e raktresoù nevez ar gevredigezh. Doare d’en em ginnig : kas lizher ha CV gant ur poltred + MP3 pe CD gant ul lodenn eus ur pezh-c'hoari/film/romant/bandenn-dreset c'hoariet. Dre vail pe dre lizher. Termen : 06/03/09. Kasting d’ar 16/03/09. Evit gouzout hiroc'h pe lakaat e anv : Dizale, Laors Skavenneg, c/o Herbak, Pôle Image, Kae ar peristil, 56100 An Oriant, [email protected].

KINNIGOÙ-LABOUR / STAJOÙ

Embannit ho soñj !

Kasit ho soñj deomp da [email protected]

1800 arouez er skrid d’ar muiañ.

G. Kervella a nac'h ar Prizioù

E niverenn 191 Ya ! hor boa em-bannet en doa nac'het Goulc'han Kervella bezañ war ar renk evit Prizioù Frañs 3 2009 evit e levr « Aada ha Narki ». Amañ-dindan e tispleg ar skrivagner e ziviz.N’em boa ket c'hoant da gemer perzh er genstrivadeg. Lavaret em boa abaoe pell ne oan ket a-du gant doareoù ar Prizioù. Ha gwelloc'h e oa genin e vefe lakaet an arc'hant-se da sevel abadennoù brezhonek a-ijin. Ke-ment-se ez-personel evit an obe-rennoù a ran-me, hep miret ouzh Ar Vro Bagan (hag a zo ur gevre-digezh) da asantiñ kemer perzh er genstrivadeg. Kement-mañ a c'hellan lavaret ouzhpenn : kalz a dud a zo bet o klemm, poent ’zo bet, war-lerc'h an abadennoù brezhonek (pa oa Fañch Broudig o ren). N’eus ket bet kalz a arzou-rien o nac'h o friz (paneve Bernez Tangi...). Petra ’reoc'h !Pa vez roet « kaol » d’an dud, peurliesañ ez eont ganto treujoù hag all !Mat e vefe adarre, d’am soñj, poaniañ holl asambles evit ma c'hellfe Frañs 3 kreskiñ an aba-dennoù brezhonek ha reiñ tro d’an arzourien da grouiñ oberen-noù war gement tachenn ’zo, es-treget ar sonerezh hag ar c'han.

Goulc'han Kervella

GWERZHAÑ / KLASK

Gwerzhañ

Gwerzhañ a ran un tele HYPSON 55 cm, stad mat-tre, prenet 3 bloaz ’zo. Da werzhañ 50 €. Da welet er menezioù Are. Pgz : 02 98 78 97 22. Kem. 0033.

Levrioù, kozhik tamm-pe-damm, e brezhoneg, e galleg, e kembraeg, e saozneg, da werzhañ, priz diouzh an niver a bajennoù (0,05 €/pajenn). Goulenn digant [email protected], pgz : 02 98 44 89 42. Kem. 0034.

GWERZHAÑ, KLASK, FEURMIÑ, ESKEMM, REIÑ, KEJAÑ...

Lojeiz, kirri-tan, niverennoù kozh eus ar gelaouenn-mañ-kelaouenn, binviji sonerezh, kizhier ha chas bihan, mignon pe vignonez, ha kement ’zo...

Embannit ho kemennadenn-vihan AMAÑ !

Roet e vo da c'houzout d’un 2000 lenner bennak !

Ho korn eo ar

c'horn-mañ !

11

Ya !N I V 1 9 5 – G w e n e r 2 7 a v i z C ' h w e v r e r 2 0 0 9

Deiziataer

Ya !, Journal hebdomadaire / SizhuniegNo 195 du 27 février 2009 1,5 € le no / an niverenn - 80 € l’année / ar bloazN° CPPAP : 0607 G 86790édité par / embannet gant : Keit Vimp Bev, 29520 LAZ02 98 26 87 12 Dir. de publication / R. an embann :Y-F. Jacq, [email protected] / Kazetennerien : G. Dage, [email protected] J. Bizien, [email protected] en page / Maketennourien :J-B. Lelièvre, [email protected] O. Poho, [email protected] / Moulet gant : EL PUNT, Sta. Eugènia, 42. 17005 GIRONA

Sadorn 28Boulvriag (22) – Auverd jack, Breudeur Morvan, Jean-Yves ha Gwendoline Diridollou.Groñvel (22) – Bourdonnay/Le Panse, Cabaret/Gloaguen, Christian ha Sylvie Rivoalen, Flohic/Corbel, Guégan/Gloaguen, Jouve/Goas.Kawan (22) – Bodros/Le Bour, Ifig ha Nanda Troadeg, Moal/Chaplain, Skirienn.Sant-Jili-ar-C'hozhvarc'had (22) – De Nantes à Brest, Le Corre/Le Baron/Mouëllo, Maligorn du.Egineg (35) – Dans Meize, Ihnze, Termen.Landavran (35) – Diskuiz, Breudeur Bardoul, Trio Froger.Sant-Pêr-Poualed (35) – Le Gallic/Le Hénanff , Quimbert/Morel, Urvoy/Malrieu, Patrick Bardoul.Saozon-Sevigneg (35) – Ampouailh, Dispac'h, Guichen, Hamon/Martin quintet.Trevo (35) – Sant-Nazer (44) – Les berouettes, Cantaud/Goudedranche, Termajik.Santez-Pezhenn (44) – Blain/Leyzour, Grison/Leonard quartet, Les petits cailloux bleus, Louise Ebrel.Gourin (56) – Hopérien, Me ’lâr dit !.Klegereg (56) – Bihannig tra, Hiks, Le Lu/Hétet, Lotout/Lorans, Sonerien du.Pont-Skorf (56) – An didoenn, Gwell ’vo.Porzh-Loeiz (56) – Al lot /Le Hir, Diaoulezed, Irvoas/Moign.Villefranche de Rouergue (12) – Yudal Combo.

Yaou 5Roazhon (35), 8 eur, sal ar Cité – Startijenn, Loened fall, Blain-Leyzour, Bernard Loffet.

Sul 1añ Lannuon (22) – Christiane ha Jean-Yves Nignol, Da bep tu, Tec hadenPañvrid-ar-Beskont (22) – L’echo du Gouet, Urvoy/Malrieu.Brest (29) – Trio Tan.Sant-Ervlan (44) – Toul karr.Pleñver (56) – Cantario, Dalc'h ataù, Fall Bras.Pleuwigner (56) – Duo Yves Le Guennec, Fidamdoue.Pluverin (56) – Le Gallic/Le Hénanff .

Festoù-noz

Festoù-deiz

GOUELIOÙ

Deizioù an Oriant

D’ar Gwener 27 a viz C'hwevrer : Konta-dennoù « amañ hag ahont » gant Lucien Gourong e sal an Oceanis e Plañvour. Kronikennoù, danevelloù, sorbiennoù, mojennoù eus bro an Oriant, ar vorlenn, Enez Groe, ar Skorv, ar Blañvezh. Adal 8e30 noz. Digoust (02 97 86 40 00). D’ar Sadorn 28 a viz C'hwevrer : Atalier bro-derezh adalek 9e30, betek 5e30 gm, er skol Renée Raymond e Lannarstêr. 10 € an hanter-devezh, 20 € an devezh (06 88 17 17 48 pe [email protected]). Atalier krampouezh er skol Renée Raymond e Lannarstêr, 18 € (06 79 02 16 27). Staj war dañsoù an Aven, sal Lo-kmalo, Porh-Loeiz, gant Thierry Riou, 2 €. Abadenn « Alc'hwez sevenadur Breizh » e Amzer Nevez, Plañvour, diwar-benn ar c'hontadennoù e bro an Oriant, gant Michel Oiry ha Lucien Gourong. Di-goust (02 97 21 37 05). Poltred ur gêr : is-tor gourenez Kerroman en Oriant. Emgav da 3 e gm dirak dor Kêr ar bageal (02 97 02 59 31). Fest-noz hengounel e sal Lok-malo, Porh-Loeiz, gant Allot/Le Hir, Irvoas/Moign, Le Cloarec/Le Guen, Chichille hag e akordeoñs, bagad Porh-Loeiz, 6 €.Diskouezadegoù :Betek ar Sadorn 28 a viz C'hwevrer, un diskouezadeg anvet « Merc'hed o c'hoe-foù » e mediaoueg Plañvour (02 97 86 40 00). Betek ar Sadorn 28 a viz C'hwevrer, « Les plantes médicinales de Bretagne » gant tresadennoù Loïc Tréhin, ha skridoù Viviane Carlier ha Myriam Goasdoué e mediaoueg Kaodan (02 97 80 50 55). Be-tek ar Sadorn 28 a viz C'hwevrer, « Esthé-tique des années 50 », skeudennoù hag engravadurioù e diskouezva ar Faouedig en Oriant (02 97 02 22 57). Emglev Bro an Oriant, Ti ar c'hevredigezhioù, 12 straed Colbert – B16, 56100 An Oriant, 02 97 21 37 05, [email protected] pe war www.emglevanoriant.com.

Fest-deiz Zovach Gant Ai ’ta ! Bro-Dreger, strollad Tregeriz savet a-benn difenn ar brezhoneg, ur “Fest-deiz Zovach” e diabarzh ti-gar SNCF Lannuon d’ar Sadorn 28 a viz C'hwevrer, adalek 5 e goude merenn. Gant an obe-renn festus-se vo divyezhekaet ar panel-loù gant peg-sunioù.

DORIOÙ DIGOR

Diwan Kemper D’ar Gwener 7 ha d’ar Sadorn 8 a viz Meurzh, dorioù digor gant Diwan Kemper. D’ar Gwener, etre 3e goude merenn ha 7e noz ha d’ar Sadorn, etre 9e ha 12e30. Sko-lioù : straed Vendée e Penhars ha straed Kervoger e Kerfeunteun. Evit gouzout hiroc'h :02 98 65 18 79 pe 02 98 95 18 07 pe war www.diwanbreizh.org. D’ar Gwener 7 ivez, ur brezegenn diwar-benn Diwan, 30 vloaz a skiant-prenet, ka-set da benn gant Eliane Kerjouan e-karg eus ar bedagogiezh. E Ti ar Vro Kemper, 3 plasenn Familh Gabai, adalek 8e30 noz, di-goust. Evit gouzout hiroc'h : 02 98 90 70 43.

BEILHADEG

E Trezeni (22)Dastum Bro-Dreger a dalc'h da vont gant an droiad beilhadegoù a vez aozet bep bloaz e Bro-Dreger. Un toullad mat a gon-terien, kanerien ha sonerien eus ar vro o deus lakaet o anv dija ! Ar re o defe c'hwi-tet ar pezh c'hoari e miz Genver e Kawan a vo moaien dezho gwelet anezhi en-dro. Dont a raio skipailh Kawan war al leurenn en-dro da c'hoari Div c'hoar da choaz. C'hoarzhin ’leizh ar genoù, a-dra-sur ! D’ar Gwener 27 a viz C'hwevrer e sal ar goue-lioù, adal 8e30.Evit gouzout hiroc'h : 02 96 46 59 11; [email protected].

PREZEGENN

Biniou bras gant Andrew HunterD’ar Sul 1añ a viz Meurzh er Baol-Skoubleg (44), e ti ar c'hevredigezhioù, adalek 3e30 goude merenn, e tisplego Andrew Hunter, mestr-soner, binviji ha sonerezh Bro-Skos. Digoust. Evaj ha kouignoù war al lec'h.

KENSTRIVADEGOÙ

Skrivadeg 2009 Troioù-dibab Skrivadeg 2009 a vo dalc'het d’ar Sadorn 7 a viz Meurzh e meur a gêr e Breizh. Rummadoù disheñvel diouzh an oad pe al live er skol. Prizioù ha profoù a vo roet da loreidi an dro gentañ hag a vo pedet goude da gemer perzh er gourfenn a vo dalc'het e Roazhon d’ar Sadorn 16 a viz Mae. E Sant-Sev (bro Montroulez), ti ar c'hevredigezhioù, adal 2e30 (02 98 63 98 79 – [email protected]). E Naoned, Sal Bonnaire (hent Paris), adal 2e (02 40 20 39 74 – [email protected]). E Lan-narstêr (bro an Oriant), sal ar gouelioù, adal 2 e (02 97 76 27 28 – [email protected]). En Ospital (29), sal an Ti-Kêr, adal 2e30 (02 98 81 16 51 – [email protected]). E Kem-per, e Ti ar Vro, straed Jean Jaurès, adal 2e (02 98 90 70 43 – [email protected]). E Kawan, e Ti ar Vro, adal 2e30 (02 96 49 80 55 – [email protected]). E Brest, sal ar sindikadoù, str. Harteloire, adal 2e30 (02 98 80 26 71 – [email protected]). E Roazhon, Skol-Veur Roazhon 2, Amphi 8, bali Gaston Berger, adal 2e30 (02 99 30 06 87 – [email protected]).

Kan ar bobl 2009 Troiad-dibab Kerne-Izel e Tregon, sal ar Sterenn, d’ar Sadorn 7 a viz Meurzh ada-lek 4 e gm. Meur a rummad : koubladoù frank, kan da zañsal, strolladoù, sonerien o-unan, kan ambrouget gant sonerezh, skolioù... Fest-noz da 9 e gant Tomm d’e benn, Termajik, Lothodé/Rouyer, Louis Lallour/Marie-Clair Lavanant (6 €).Enskrivadur : Kan ar Bobl Kerne-Izel, Padrig Laurent, 06 73 37 55 08, [email protected] ; Tud Bro Konk, Ti-feurm ar Moros, 29900 Konk-Kerne. Kan ar bobl : http://kanarbobl.free.fr/.

Starak brezhonek D’ar Gwener 3 a viz Ebrel e vo aozet evel bep blez un nozvezh Starak get ar Gerlenn Sten Kidna. Ar blez-mañ c'hoazh e vo da 8 eur 30 d’an noz er Bar Breton (bourc'h vBrec'h).Evel kustum e vo goulennet get an dud

donet get o sonennoù pe o sketchoù. Reolennoù droch zo : ma vo ar ger “Heol” en ur lec'h bennak ; ma vo implijet ur loa vihan er pezh a vo graet geneoc'h. Ar pezh n’eo ket ret-groñs met a vo daet mat get ar menestin juri a vo eno : ma vo komprenapl an traoù ; tammoù katev ha boued c'hwek a gement seurt zo tout !Un tem ’zo roet ar blez-mañ : ar c'hemma-durioù dre galetaat e krennvrezhoneg. Ma ne blij ket an tem-mañ, setu unan arall : “Ar vuhez”. Marse a-walc'h e vo aesoc'h ! Met e gwirionez, ar reolenn nemeti ’zo honnañ : kinnig e brezhoneg un dra nevez savet, pe nevez troet e brezhoneg diàr ur yezh arall, ha get liv ar fent.Kontant e vo ar Gerlenn Sten Kidna é we-let an noz-se pennoù nevez é krapout àr ar leurenn, neuze e vo degemeret mat an holl, ne vern a-venn e vehent é tonet.Monet a-barzh a-vat, met ur gest a vo graet evit d’an dud harpiñ oberennoù ar gerlenn Sten Kidna.Afer a zo a dri den evit ar juri : tud vour-rapl, abil-bras àr ar sonerezh hag àr ar brezhoneg, brudet met izel a galon àr un dro, lemm o spered, distaget mat o zeod, un diskouez kaer gete. Ret eo dezhe bout maget ar brezhonegva, ar sonerezhva hag an dekonva ur wezh d’an nebeutañ e-kerzh ar bloaz 2008.Er juri e vo neuze ur vaouez, ur gwaz, hag unan na paotr na plac'h met unan hag a gaso a-barzh.Al labour ? Reiñ pour d’an dud a vo daet brav an traoù gete, ha reiñ alioù fur d’ar re a vo truek an traoù gete, reiñ un tamm ag an daou evit ar lod vrasañ, ha reiñ plijadur d’an arvesterion.Digoll : ret eo d’an danvez-barnerion asan-tiñ bout paeet get kakaouet hepken...Kas lizher-emginnig da Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 An Alre e-raok an 20 a viz Meurzh 2009.Titouroù : 02 97 29 16 58, [email protected].

STAJOÙ

Telenn Ur staj war an delenn geltiek aozet gant ar gevredigezh Hent Telenn Breizh d’ar Sadorn 29 a viz C'hwevrer e Ploneour-Me-nez (29), diwar-benn sonerezh Turlough O’Carolan (telennour ha sonaozer eus Bro-Iwerzhon, 18vet kantved). Kaset en-dro gant Violaine Mayor. D’ar memes deiz e vo dalc'het emvod-meur Hent Telenn Breizh ivez. 50 € an devezh (30 € dindan 18 vloaz)Deiziataer abadennoù ha stajoù Hent Telenn Breizh evit 2009 : www.henttelennbreizh.net. Evit gouzout hiroc'h : 02 98 78 93 25.

Kan gant Les Routiniers D’ar Sadorn 7 a viz Meurzh e Kemper e vo dalc'het ur staj kan gant Michel Colleu, Gaël Rolland ha Pierrick Cordonnier eus ar strollad Les Routiniers. Desket e vo ka-naouennoù eus Enez-Sun, eus ar Vro Vi-goudenn hag eus Norzh Breizh, eus sac'h-tonioù Mélanie Houëdry, Eugénie Duval pe an itronezed Berrou, Tanneau ha Guil-cher. Etre 10e mintin ha 6e noz. Posupl e vo chom da zebriñ da greisteiz. Priz : 15 €. En ostaleri Le Céili, straed Aristide Briand e Kemper. Sonadeg gant Les Routiniers da noz er c'hCéili bepred. Ha fest-deiz gante c'hoazh d’ar Sul 8 e Ti ar Vro (5 €)Evit gouzout hiroc'h pe lakaat e anv : Ti ar Vro Kemper, 02 98 90 70 43 pe [email protected].

Un emgav gant… Klervi Abalain 12

Plac'h al levrioù eo Klervi Abalain. Graet he deus he micher ober he mad deus ar vuhez a zo enno evit brasañ plijadur ar re vihan hag ar re gozh. Ledan ha liesseurt eo an danvez a vez kavet ganti el levrioù brezhonek. Ha stank ha puilh eo ar gaoz hag an eskemm er skolioù pe e tier ar re gozh. Setu ma teu gant Klervi bep gwech ul liamm eus an talvoudusañ etre daou rummad a red eus an eil penn d’egile d’ar gevredigezh.

Peseurt micher a r i t ? Kontit deomp...Levraouegerez on e Brest abaoe 2006. Er penn-kentañ em boa erlec'hiet tud. E miz Ebrel 2008 e oan bet degemeret bet e-touez skipailh levraouegoù Brest war ur post leun-amzer. E-touez traoù all e ran lennadennoù dirak an dud, kozh ha yaouank, e brezhoneg an aliesañ.

Un hentenn-studi a ranker mont ganti evit ober ar vicher-se ?Ya. P’am boa bet ma aotregezh brezhoneg em boa en em c'houlennet ha skolaerez e teufen da vezañ. Prest e oan da vont gant an hent-se avat p’am boa cheñchet mennoz. Klevet em boa anv eus an DUT Info-Com en Havr-Nevez. Setu graet ma soñj dilojañ hag ober anaoudegezh gant ar micherioù a zo tro-dro d’al levrioù : pe e ve reoù ar stalioù pe reoù an tiez-embann.

Petra a blij deoc'h en ho micher ?E gwirionez eo rannet ma labour etre daou hanter-amzer peogwir on lod eus Servij ar Skolioù hag al Levraouegoù. Deus un tu e vezan el levraoueg Nep-tun, e Brest, o verañ al levrioù a’z aio da levraouegoù ar skolioù, d’egile ez an a-gleiz hag a-zehou e kêr, a skol da skol, a di ar re gozh da di ar re gozh. Eno e ran war-dro ar prestiñ-amprestiñ

hag e kasan animasionoù en-dro d’al levrioù. War un dachenn sokial e labou-ran ivez. A-wechoù ec'h en em santan e-giz merc'h vihan an dud kozh kar lod a vez atav o klask seurt darempredoù tro-dro dezho.

Tomm eo annezidi tier ar re gozh ouzh ar brezhoneg ?N’eo ket anat lavarout kement-se evit a sell ouzh lod anezho. Lod eus ar vrezho-negerien a-vihanik, ne deuont ket d’an animasionoù. E-touez ar re a deu, pa welan daoulagad lod anezho, e santan e vez degaset kalz dezho. An aliesañ e teu dek anezho. Ar pezh a gavan dreist eo pa vez un eskemm kenetrezomp, pa vez unan bennak anezho o lavarout pe-seurt mod e veze graet an dra-mañ-tra en e vro, hag ar re all o reiñ un doare all. Digant an dud kozh e teskan kalz. Deskiñ a ran ganto, n’eo ket dezho e ran. N’eo ket gant ar yezh int dedennet. Gant ar vuhez gwechall e vezont sa-chet kentoc'h, traoù eeun, lakaomp pa vez graet anv eus lakaat plouz pe golo er bouteier koad pe traoù ’giz-se.

Hag ar vugale, ha mont a reont e da-rempred gant ar re gozh ur wech an amzer ?Hag ez eont ! Pemp gwech ar bloaz e vez ur prantad m’en em gav ar re gozh

gant bugale skol Diwan Kerangoff. N’eo ket aes lakaat tout an dud da vezañ en o bleud azalek penn-kentañ an emgav. Alies a-walac'h o devez poan ar re gozh da zerc'hel da vat e brezhoneg. Pa vez un dra bennak na vez ket komprenet gant ar re vihan eo anat d’ar re gozh e rankont mont e galleg. Ne glaskont ket peurzisplegañ o soñjoù e brezho-neg. Goulennoù ’zo a vez savet gant ar vugale hag a zo diaes d’ar re gozh kompren ivez. D’ar mareoù-se ez an e-barzh ar jeu evel un doare hanterou-rez, hag ar skolaerez ivez, e-giz-se e talc'homp mat gant ar brezhoneg a-hed an eskemm.

Daoust hag amprestet e vez levrioù gant ar re gozh pe daoust ha gwel-loc'h e kavont selaou hepken ? E galleg nemetken. N’eus ket keit-se ’zo he deus goulennet ur vaouez ganin hag e vije ul levr brezhonek ganin da bres-tiñ dezhi. An darn vrasañ ne ouezont na lenn na skrivañ brezhoneg. Diouzh ma zu em eus desket meur a zoare da lenn un istor, kemm a ran gerioù a-wechoù evit ma komprenfent an holl. Ne rank ket chom stag al lennadenn ouzh an doare m’eo skrivet, ret e vez displegañ gant gerioù disheñvel alies. Ar pezh a blij ar muiañ eo skridoù berr, aesoc'h aze teuler evezh. Naïg Rozmor, Jean-Marie Skragn, Jean Roparz, setu an tri muiañ karet.

Chom yac'h o spered a c'hellont ober ivez a-drugarez d’al levrioù, sur-mat.Ret eo derc'hel soñj n’eo al levr nemet un digarez da gomz asambles. Harpet e vezan gant an dud tro-dro din. Treiñ pajennoù a dalvez digeriñ dorioù dezho, ha din-me ivez. Degas a reont testenioù talvoudus eus an amzer a-wechall. Me a lavar dezho : « Sellit ’ta, deskiñ traoù d’ar re all a c'hellit obet ’tav. » A-wechoù e vez goulennet ganin « peur e vo ar gentel gentañ » hag e vez ret din disla-var anezho o lavarout : « Peur ec'h en em gavimp asambles da gaozeal ? Mall ’zo warnon deskiñ diganeoc'h ! ».

Daoust hag ur pennad divoutin-krenn ho peus bevet e-touez ar re gozh, ur seurt trovezh ne c'helloc'h ket ankounac'haat biken ?Ya. E ti « Les Villandières » e Brest, pa oa bet lakaet asambles tud yac'h ha reoù all a oa paket gant kleñved Alzheimer. Deut e oa anaoudegezh dezho eus o bugaleaj en-dro. A-dru-garez d’ar yezh-vamm e oa an amzer dremenet o sevel en-dro en enno. Anat e oa din e rankfen distreiñ du-hont pa oa deut ur vaouez kozh da drugarekaat ac'hanon gant ar gerioù-mañ : « ’Pezh am eus debret evit merenn ne ouifen ket lavaret, koulskoude eo deut sonj din eus gwechall gozh. » Alies-mat e santan e ranker mont buan, pres ’zo kar arabat leuskel testenioù ar re gozh da vont da goll. Ouzhpenn da-se em eus c'hoant d’ober ar pezh a c'hellan ’keit ha ma vevont.

Soñjet ho peus kemer perzh e « Klas-kerien ha treizherien soñjoù » ? Ur fichenn a zo bet savet war lec'hienn Internet « Klaskerien ha treizherien

sonjoù » diwar-benn ar pezh a vez kinniget gant levraoueg Kêr Vrest. Evit ar poent ne ’m eus bet goulenn ebet. A-du e vijen. E Brest ha tro-war-dro ez eus un hent da zigeriñ etre ar skolioù e-lec'h ma vez desket brezhoneg ha dre ar brezhoneg deus un tu ha tier ar re gozh deus an tu all. Prest on da vont d’ar skolioù ouzhpenn da hini Ke-rangoff e-lec'h ma kendalc'hin kaout eskemmoù. Setu gortoz a ran ma teu-fe ar skolaerien en darempred ganin...

Chomomp war danvez al levrioù. Peseurt re a blij deoc'h ar muiañ ? Tout ar pezh en deus skrivet Arto Paasilinna, eus Bro-Finland. Istorioù fentus m’en en gav traoù iskis en un endro a dud divoutin, tud droch evit lod anezho. Skridoù Bernard Werber a ga-van mat ivez.

Petra blij deoc'h ober goude ur fra-pad labour tenn ?Mat, goude un dervezh e-kreiz al le-vrioù e kavan dreist sellout eus an tele, ha pa vijen re skuizh evit gouzout petra ’zo war ar skramm.

Peseurt meuz a rit pa en em lakait da geginañ ?Krampouezh a ran, gant gwinizh du. Krampouez eo ar pred « a ziskenn ar gwellañ » evel ma vez lavaret. Mez ne ouian ket ober. Plijout a ra din ober « lazagnioù ».

M’ho pije ul lizher klemm da gas da unan bennak, da biv e vije ha evit peseurt abeg ?D’ar re a zo o sevel tier e-kichen va zi. A-raok e veze kezeg e-barzh ar park, ha bremañ ne vo ket ken, siwazh !

En ur ribourzherez emaoch. E pe-seurt kantved ho pije c'hoant chom a-sav ?Da vare ar Ragistor. Diaes e oa a dra-sur, koulskoude ne vije ket re ziaes kompren ster ar vuhez.

Daoust hag un dra a zo er vuhez ha ne gomprenit ket hag ho pije c'hoant kaout displegadurioù diwar e benn ?Perak n’eus ket muioc'h a vrezhoneg er vuhez pemdeziek er c'hêrioù, ha zoken e-lec'h m’eo bet sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg ! ».

Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank en deiz a-hirio ?Bezan doujus hag habask a-benn be-vañ asambles er peoc'h.

Petra eo ar c'hrenn-lavar a blij deoc'h ar muiañ ?« Tamm-ha-tamm e vez graet e vragez da Yann. » Bez e klot mat gant va bu-hez a-vremañ, da lavaret eo tamm-ha-tamm e teskan va labour, hag e klas-kan ober traoù nevez.

Da beseurt goulenn ho pije c'hoant da respont « Ya ! »Daoust ha plijet out gant da labour ?

Komzoù dastumet gant Frank Bodenes