Upload
others
View
3
Download
0
Embed Size (px)
Citation preview
1. An holl skritelligoù ouzh ar voger
Lakaat a ran an holl skritelligoù o skeudenniñ ar gerioù-daveiñ ouzh moger ar c’hlas e penn-kentañ ar bloavezh-skol. Perak ?
– Ar skolidi nevez erru er CP o deus barregezhioù disheñvel war al lizherenneg ha war al lenn pe raklenn. Lod ag ar skolidi a zo mennet-bras da zeskiñ ha n’o deus ket c’hoant gortoz evit skritellig-mañ-skritellig ma vefe lakaet ouzh moger ar c’hlas, lakaomp e miz Ebrel. Re ziwezhat e vefe evito ha koll amzer e vefe.
– Un harp a bouez bras eo ar gerioù-daveiñ evit dizoleiñ ar gerioù, skridoù, testennoù, a vo roet dezho da lenn e-pad ar bloavezh.
– Sikour a ra ar gerioù-daveiñ gant ar skolidi da vezañ emrenoc’h war al lenn.
– Gant ar skritelligoù-se dirazo e vo desket hep ar mestr ivez. Gwellañ tra !
Met diwallomp ! Lakaat an holl gerioù-daveiñ ouzh moger ar c’hlas ne dalv ket e vo goulennet gant ar sko-lidi o anavezout hag o mestroniañ rac’h anezho goude ur sizhunvezh-skol. Tamm-ha-tamm e vint desket ha studiet er c’hlas, pazenn-ha-pazenn.
2. Ar rummadoù skrivadoù
Disrannañ a ran ar gerioù-daveiñ e daou rummad bras, c’hwec’h isrummad en holl.
1. Ar gerioù-daveiñ o tennañ d’ar skrivadoù vogalen-nek :
– Skrivadoù vogalennek boutin d’ar brezhoneg ha d’ar galleg.
– Skrivadoù vogalennek evit ar galleg hepken (un niver bras a zo anezho).
– Skrivadoù vogalennek evit ar brezhoneg hepken (n’eus ket kalz anezho).
2. Ar gerioù-daveiñ o tennañ d’ar skrivadoù kenso-nennek :
– Skrivadoù kensonennek boutin d’ar brezhoneg ha d’ar galleg.
– Skrivadoù kensonennek evit ar galleg hepken (un niver bras a zo anezho).
– Skrivadoù kensonennek evit ar brezhoneg hepken (n’eus ket kalz anezho).
Resisadenn : ein, da skouer, a zo ur skrivad a vez kavet e galleg hag e brezhoneg.
Galleg : plein / pleine
Brezhoneg : mein (liester ur maen)
Met evit aesaat an deskiñ lenn d’ar skolidi em eus dibabet ober ur skritellig hepken, evit ar galleg (ein evel ceinture). Ha skritellig ebet evit ar brezhoneg rak trawalc’h eo ana-vezout e, i ha n evit dont da benn a lenn ar ger : mein.
3. Daou liv evit ar skritelligoù
Dibabet em eus daou liv evit ar skritelligoù : ul liv evit ar gerioù-daveiñ gallek (a c’hell talvezout evit an div yezh) hag ul liv evit ar gerioù-daveiñ brezhonek (a c’hell talve-zout evit an div yezh ivez).
4. An doare da renkañ ar skritelligoù
An doare da renkañ ar skritelligoù ouzh ar voger a gavan pouezus-bras. Sklaer-kenañ e tlee bezañ, ma vo aes d’ar skolidi en em reterañ e-barzh koad teñval ar gerioù-daveiñ dianav-se.
Setu ar mod ma vezont renket ouzh moger ma c’hlas (sel-lout ouzh al luc’hskeudennoù er bajenn da heul) :
Daou du a zo : en tu kleiz ar skrivadoù vogalennek, en tu dehoù ar skrivadoù kensonennek.
Daou live a zo : ar skrivadoù uhelañ (er maez eus an dao-lenn) a zo skrivadoù boutin d’an div yezh, ar skrivadoù izelañ (ouzh an daolenn) a dalv pe evit ar galleg hepken (lodennoù hebleg an daolenn) pe evit ar brezhoneg hep-ken (e diabarzh lodenn vrasañ ha kreiz an daolenn).
Bannoù pe kornioù a zo : war al luc’hskeudenn e vez gwe-let da skouer bann ar skrivadoù gallek o verkañ ar soniad : brosse, citron, hameçon, attention, hep ankouaat os a zo renket gant ar skrivadoù boutin d’an div yezh.
Hag, anat eo, ingal a-hed ar bloavezh-skol, ret d’ar mestr sikour ar skolidi en em reterañ e-mesk ar skritelligoù-se.
Ar gerioù-daveiñ
An hollskritelligoù
Ar skrivadoùvogalennek
Ar skrivadoùkensonennek
Ar skrivadoù vogalennek
Ar skrivadoù kensonennek
Boutin d’an div yezh
Boutin d’an div yezh
Evit argalleghepken
Evit arbrezhoneghepken
Evit argalleghepken
Evit arbrezhoneghepken
a a A a Aul lagad
o O o Ologod
t T t Tun toull
e E e Eur pesk
l L l Lul loch
g G g Gar glav
i I i I
ar binioù
m M m M
ar mor
z Z z Zun azen
r R r Rle renard
k K k K
10dek
b B b B
le bateau
c’h
ur pemoc’h
v V v V
les voiles
zh
krampouezh
eu
le feu
u U u U
du
é
la télé
–erà la fin d’un mot
le panier
–ezà la fin d’un mot
le nez
d D d Dan dorn
è
la chèvre
ê
la tête
ei
la reine
ai
le balai
–età la fin d’un mot
le crochet
ouoù
poulloù-dour
cacocu
un arc
c C c C
q / qu
une barque
qQ q Q
ch
chas
au
une taupe
eau
un marteau
añ
kanañ
iñ
debriñ
c C c Cun citron
ceci
ç
un hameçon
s S s Sun os
ss
une brosse
t
•attention
on
ur galon
om
un drompilh
an
un banc
am
des jambes
en
des dents
em
la tempête
n N n N
9nav
unum
1un
inim
5cinq
ainaim
une main
eineim
une ceinture
ien
un chien
h H h Hholen
ilh
an dilhad
ille
une quille
ailleail
un portail
eilleeilun réveil
euilleeuilun écureuil
ouilleouil
une citrouille
p P p Par penn
j J j J
les joues
gegi
le genou
geageo
un pigeon
w W w Wur wastell
gw
ur gwele
s
une fraise
aeiouy
aeiouyentre deux voyelles
y = i y = i + i
unepyramide
uncrayon
y Yy Y
x Xx Xun taxi
f Ff F
une fourche
ph
un phare
–và la fin d’un mot
iliav
guegui
une guitare
gn
un cygne
oioy
3trois
oin
des points
…