76

Mise en page 1 - emgleobreiz - Emgleo Breiz, édition de … Le Men Dianav med n'int ket estrañjourien Kê d'an estrañjour evel ti da gamarad ha ti da gamarad 'vel d'an estrañjour

  • Upload
    vankien

  • View
    318

  • Download
    3

Embed Size (px)

Citation preview

nevez

Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3

Enezeier an heol 5

Ar Reunion : doarerou eur vro Yvonne Le Hen 6Gwadloup : eur vuhez nevez evid ar hreoleg ? Anna Quéré 17Ar baradoz n’eo ket tre Maore Laurence Lavrand 19Martinik : ken dihortoz ha ken bamuz ? Izan Belz 26Er Reunion, c’hwezeg vloaz goude Y.-L. , K. Ar Bod 30Hurricane, enezourien o youhal S. Dracius, M.-L. Larade,D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33

LennegezBarzonegou Marcel Diouris 41Luskellerez Loeiz Grall 44Heb titl Anton Tchekhov 45

Ar goulenn Frank Roger 47

Enor Gwillou Kergourlay 49Eur spered digor o vond war-nij Bernez Rouz 50Briata 51Kavaliourez ar bal diweha 53Bitekle 54‘Benn warhoaz ‘vo deiz c’hoaz 56Dahud 58

Distro e Breiz Jil Killivere 60

KelaouiLeoriou L. Grall, S. Chedifer, J. Le Dû 68Muzik B. Quillien 71Keleier 72

N°308Genver - 2015

Mond a ra an amzer e-biou, d’arpevarlamm a-wechou. Sabatuet ombet oll kerkent ha klevet peseurtdarvoudou euzuz a oa en em gavete Pariz eur miz ‘zo. Tenna a zo betgreet a-daoliou fuzuill wargazetennerien Charlie Hebdo, war oheneiled, war boliserien ha warYuzevien. Seiteg a dud kollet obuhez ganto e tri devez. Eullahadeg. Spontuz, hirisuz, hadihouzañvuz. Rag ma h int marveteo dre ma zo lod o tinah ouzmabden an droed e-neus dazisklêria e zoñj war baper pe dre

gomz. D’ober goap ma fell dezañ,dre e skridou hag e dresadennou.Da veza dizoujuz e-keñver an dud ahalloud koulz hag e-keñver arrelijionou, perag pas ?

Ar pez na ouie ket ar vuntrerien hagar sponterien eo e savje eur bobl a-bez evid dislared anezo hag eviddivenn al liberte, frankiz ar helaoui,ar frankiz d’embann e vennoziou,an demokratelez en eur ger.Skodeget eo bet an dud, med n’o-deus ket pleget. Manifesterien beba greion ganto a zo bet a-vilionou er

hêriou braz evel er bourkou bihan,biskoaz ne oa bet kemend-all.Charlie om toud, o-deus embannetar Vretoned evel ar Frañsizien all.Diwallom d’ober eus estrañjourdeuz kement hini n’anavezom ket,eme ar barz Yvon Le Men.

Eun devez kaer eo bet an eil sulvezdeuz ar bloaz nevez. Eur zulvez aesperañs, evel na vez nemed ral awech e buhez an nen. Gand se,bezom fiziañs en amzer-da-zond.Bloavez mad d’an oll.

Brud Nevez

N An 11 a viz genver N

2 - Brud Nevez

Pennad-digori

Brud nevez da vadEtre ho taouarn ema doare nevez ar gelaouenn. Kresket eo eun disterra, evel a welit, e-keñver ment. Êsoha ze e vo kinnig ar pennadou e-barz, heñvelloh e vo deuz eur gwir magazin, êsoh ha bravoh a ze da lenn.Cheñchamanchou all a zo bet greet en diabarz, evid m’ho-pefe muioh a ze a interez hag a blijadur o lennahanom.Trugarez da Wenola Derrien, da v/Maguy Kérisit ha da skipaill an dud a volontez vad da veza greet deuz ogwella evid prienti ar stumm nevez-mañ.D’ho tro bremañ, lennerien, da lavared ho soñj, da goumananti pe da adkoumanti e koulz, ha da glask deomkoumananterien all, kement hag ober. Trugarez deoh ive ! Heptoh, ne vije ket deuz Brud Nevez kennebeud !

Yvon Le Men

Dianav med n'int ket estrañjourien

Kê d'an estrañjour evel ti da gamaradha ti da gamarad 'vel d'an estrañjour

Abaoe pell ema on yezou o tispartia ahanomdaoust d'ar menezioud'ar plênennou,d'ar stêriou

om pignet warnemeum treuzetmeum hedet

abaoe pell ema on doueou o tispartia ahanomdaoust d'an dezerzd'an oabld'ar mor

meum pedet

Hag-eñ eo ar wezenn-avalou estrañjourez ar wezenn-binar wezenn-orañjez hini ar wezenn-dero

skleur ar wezenn-bupli e riñvier ar Hastillha sklêrroh eo evid ar wezenn-vezo

en eul lenn e Finland

Brud Nevez - 3

an erh o ra e Odensen Danmarkdevez Nedeleg

ha gwennoh eo

evid an hini a ra diwar huñvreou an Touareg e Bamako devez an Aïd

al loar a joman da zelled outañ fenozen hanterzouar nordha rontoh eo

evid an hini na weler ket emberren hanterzouar traoñ ?

Abaoe pell e vez on yezou o strobinella ahanoma-drugarez d'ar barad'ar gwerziou

a rannom etrezom en-dro d'ar memez taol

hag an dorn a zigor an hent diner vro-ze m'en em gollan

a zo tostoh ahanonevid an hini a hourdrouz en va bro m'en em goller

adaleg ma vez en tu all d'an henta liamm on hêriadennouon harteriou

en on kêren on bro

unan bennag dianav a reer deuzoutañ eun estrañjour

Yvon Le MenGand aotre hegarad ar barz

Bet embannet evid ar wech kenta war Ouest-France ar zul 11 a viz genver 2015

Troet gand Fañch Broudic

4 - Brud Nevez

D

Enezeier an heolEun toullad miziou 'zo on-eus dibabet lakad ar gaoz en niverenn-mañ

euz Brud Nevez war an inizi tramor, kement ha lakad ahanoh da huñvreal e-kreiz ar goañv. Brao mond da vakañsi eno moarvad, med tennoh evid nagreder e hell beza ar vuhez eno. Youhal a ra an enezourien a-wechou zoken.

AN D O SER

Yvonne Le Hen - Fanch Broudic

Ar Reunion :doareou eur vro

D

6 - Brud Nevez

An tiezEn Enezenn ar Reunion eo an Entre-Deux1 unan euz ar brava kêriaden-nou, ha pell ‘zo he-deus bet skiantdeuz he finvidigeziou e-keñver glad.Eno e kaver e-leiz a diez evel maoant bet savet a-orin, logou2 euz arre vihanna bet fardet gand tol koulzha tier-ezeh e koad. Meur a astenna zo bet laket dezo etre an eil rum-mad hag egile, a-dreñv pe war arhostez, heb cheñch seurt er frammkenta avad.

Padal, ar jardrinou a zo chomet evelma oant bet stummet gand ar regenta o-deus bevet eno. Jamez nevo kavet eur wezenn-bananez diragti ebed : dalhmad e vez plantet a-dreñv, evid ma ne vefe ket gweletgand an dremenerien ! Fleur, legu-maj ha plant c’hwez vad ha blazmad a gaver aliez er memez ervenn,hag eur poull dour-glao pa vez franka-walh ar pez-douar, a beb tu d’anale-greiz, evid ma vefe an daou dua-skwer.

An tier-ze a reer war o zro dre armunud. War-lerh eur gorventenn, era pep hini euz e wella da renka

toud ar pez a vez bet domajet : ad-tacha an dantelezennou dindan antoennou – lorh kement perhenn azo – hag ar pleñch a vez bet abumet,lakad tol nevez e plas ar re drailletwar an doenn, ha kement hag oberadliva talbenn an ti. Adkempenn areer dreist-oll ar stalafiou hag ar “Z”anavezet mad a vez warno.

E ti an itron Payet150 vloaz ‘zo eo bet fardet al LogPayet (poltred 1), en eur stumm hir-garrezeg, gand eun doenn pevargostez o-devez an aveliou nebeutoha grog enni. Disheñvel eo deuz

11

logou all ar gêriadenn : simpl al li-viou, griz an tresadennou e stummeul lozañj, kaer a-walh talbenn arbatis evelkent. An daou bignon avez laket bardellou koad warno.

Kenta tra a weler en eur en emgaoud e ti an itron Payet eo ar bleu-ñiou hag ar plant a zo e-leiz anezoen tu dehou hag en tu kleiz, hag aziskulio ar perhenn o anoiou deoh :hibiscus, fleur glaswenn Madagas-kar, strelitzia hag ortañsia zoken.“Kit beteg ar hambon3”, emezi,“freskoh eo eno”. Ar "veranda" areer aliez deuz ar hambon-ze, egaou : troet e vez bepred war-zu anhanternoz pe ar zao-heol hag eno etigemerer tud ar famill, an ame-zeien, ar vignoned. En a-adreñvema ar gegin, hag a zo digor-frankwar ar verjez, a zo ennañ gwezpapaï, sitroñs, mañgez, ha plantkafe a deu an evned da zebri an irinruz diwarno adaleg ma vez troet hokein ganeoh !

Konta eur zistoir lontan a ray anitron Payet en eur zervijoud deoheur banne kafe Bourbon kreñv, haghe-deus hi kutuillet en he jardrinevel m’eo dleet. En XVIIIved kantvedeo en em gavet ar hafe er Reunion,euz an Arabi.

Logou bihan, logou cheuhDister-kenañ eo al log bihan glaz entol (poltred 2), ha koulskoude eosplann an dantel-lakaz dindan andoenn, bet didrohet war-eeun entol ha livet en gwenn goude ze. Kloz

Brud Nevez - 7

2

3

eo an nor hag ar prenecher. Ne zis-troio ket ar vamm-goz a oa eno ochom. Êet eo kuit, hi hag a gordeeur seurt agavez a reer choka deuzoutañ, da farda tokeier ha chaoso-nou evel a veze gwechall e tier arvourhizien.

Bresk eo al logou kreol ! Er hêrioubraz ez eus nebeutoh-nebeuta deu-zouto, ha pa vez bet tan, a-boan machom an eñvor deuzouto. E Sant-Denez eo moarvad a-drugarez d’arhoñversiou eo bet miret ar batisouuhel eun estaj hag ar hambreiergand dantelezennou dindan andoenn (poltred 3). Ar pleñch glazwar talbenn ar batisou n'int ket enkoad ken moarvad, kentoh en eundanvez kompozit bennag, hag arstalafiou e PVC ! Ar pondaleziougand spledou houarn, ken kizelletha ma 'z int, a deue an dud enowar-lerh o devez-labour da glaskeur banne êr fresk.

Demeurañsou lorhuzEr Reunion evel e lehiou all, e reereur "sirk" deuz eun izelenn-douarhag a zo bet anezi gwechall-goz si-minal eur menez-tan. Gand Cilaosha Mafate eo Salazie unan an trisirk kaerra a zo en enezenn (pol-tred 4). En hemañ diweza, en emgaver gand Hell Bourg, 950 metruhelder, a zo bet klaset evel unaneuz brava kêriadennou Frañs. Kenbrudet e oa abalamour d'ar mam-mennou dour-bouill ma h ee di dazoegn n'eo ket ar vondianed kreolhepken, pinvidien Afrika ar Zu, arHenya hag ar Mozambik ive. Pezia-

8 - Brud Nevez

5

4

dou demeurañsou kaer a oa betsavet da loja anezo, unan a zo en iñ-vantor o hortoz beza klaset.

Abaoe 1948 eo êet ar mammennouda hesk, med chomet eo ar gêria-denn en he stad. A-hed ar ruiou warziribin, ar skalierou bazalt hag argwenojeier, e ver bamet o weled antiez giz ar vro hag al liorzou evel avez en tropikou, gand kamelia, an-thurium, raden, begonia, datura hafleur ar basion o kreski enno mesk-ha-mesk.

E-kreiz kemend-all a demeurañsoulorhuz, tier-digemer ha restaorañ-chou cheuh, e-neus dalhet an ti-krampouez Le Gall (poltred 5) d'andoare strobinelluz a zo bet a-viskoazhini eun tammig log kreol. Daoustha Bretoned a zo o terhel anezañ ?N'ouzon ket. Dre doull an nor e hel-ler gweled ar pez a anver du-honteur vaskulenn, eur varrenn goad adalveze da brenna an noriou hag arprenecher deuz an diabarz, evel aveze e kement ti kreol. Sebezet e vezbepred an douristed hag ar valee-rien war-droad o tiskoacha tostdeuz plasenn ar Gomedienn eun ti-krampouez a heller añtreal ennañd'eva eur chopinad chistr fresk.

Bretoned e St-Denez ?Na pegen dihortoz en em gavouden eur vale dre kreiz-kêr Sant-Denez dirag eur batis, Ty coz e ano,gand an erminig hag eun espez ban-niel Breiz livet war ar stalafiou (pol-tred 4). Lavaret e vefe eunti-krampouez. N'eo ket souezuz e

gwirionez, rag e broiou an tropikouive e kaver mad ar hrampouez gwi-niz hag ar galetez ed-du. Brudet-kaer eo an ti, 18 ru Nice. N'eus kennemed an ano a oa bet roet dezañgand ar perhenn kenta hag a zobreizad avad.

Deuet eo da veza eun ostaleri, mah eer da dañva tapas ha d'eva eurwerennad gwin deuz ar Frañs pedeuz ar Spagn ! N'eo ket fest-noz avez en Ty coz, goueliou feria kentoh,gand muzik forz pegement ha noz-veziou rugby… Nemed eo bet mirete ano brezoneg d'an ti ! Ken eodeuet "ticoz" gand eun "i" da vezaeur gomz flour da gleved e kreoleg,evel ti’jac, ti’rak pe ti’sec… !

Peñse ar vatimantKer-AnnaEur roud all deuz Bretoned a gaverc’hoaz e bered Sant-Paol, stok deuzar mor. Diou blakenn a zo eno ememor ar vartoloded bet beuzet dageñver peñse ar vatimant Ker-Anna,d’an 9 a viz kerzu 1894 (poltred 7).Eun teir-gwern a oa deuz outi, unaneuz ar re genta o veza bet fardet enhouarn d’an ampoent, e porz Sun-derland e Bro-Zaoz, e 1876 : Dora-Ann a oa bet heh ano kenta. Eurvatimant gaer 50 metr a hed ha tost6 metr ledanded. E 1889 e oa betprenet gand eun armatour deuz anNaoned, Alexandre Viot, hag e-noaroet d’ar vatimant heh ano brezo-neg, « Ker-Anna ». Navigal a reasneuze etre Mayotte, Pondichery,Calcutta hag ar Reunion.

Dirag Saint-Gilles e oa bet tapet eneur gorventenn, pa oa dirollet armor. En noz ne wele den war be-seurt tu e oa o vond, ken e stokasouz eur roh hag eh eas d’ar strad,trumm. Pierre-Marie Derrien, deuzPempoull, a oa unan deuz arc’hweh martolod a oa er bourz hago-deus saveteet o buhez. An eiz all,ar habiten en o zouez, a oa bet beu-zet. Pemp euz ar re-mañ e oa betadkavet o horvou hag a oa bet in-teret e bered Sant-Paol.

C’hweh-ugent vloaz bennag war-lerh ar peñse zo bepred diou bla-kenn hag eun eor en o eñvor war obez. Laket eo bet warno euz pelehe oant ginidig : skrivet mad eo betano parrez Bangor (er Morbihan)hag hini Sant-Nazer. Eur fazi a zo bet

Brud Nevez - 9

6

greet avad war an tri ano all, p’intbet skrivet "Binie, St-Quarz ha Flou-rhar" e leh "Binic, St-Quay haPlouha", kredabl-braz. Ar pez a zoda houd ouspenn eo e vez spluñje-rien er mareou-mañ o klask pez ahellje beza chomet deuz ar vati-mant e foñs ar mor4.

KredennouWar eun delienn gwez-bananez,frouez trohet dre an hanter, eunaval, eun orañjezenn, eur vanane-zenn ha frouez all heñvel ouz pezia-dou greun rêzin du a reer jaboticabadeuz outo (poltred 8). Piket ez eusbet bizier êzañs en daou damm ba-nanez. Unan bennag zo deuet amañda bedi war eur bez bazalt, e beredSant Paol, stok euz ar mor. Pegeideo chomet eno ? Amzer dezañ davutuni eur zigaretenn ? Unan all n'e-neus greet nemed lakad an tan enni,evid an hini maro ! Daoust ha cho-met eo da hortoz ken e vefe betpeurzevet an diou houlaouenn-goar, an hini hlaz hag an hini wenn ?Petra 'neus goullet evid ar profou-ze, ma rafe berz e vugale er skol ?

N'eo ket war bez Leconte de Lisleeo deuet an den da bedi : en en-ezenn eo bet ganet ar barz e 1818hag eno eo bet distroet d'ober estudiou goude beza bet deuet dajom en Naoned e-pad eur pennad.Dond a reer kentoh d'ober eur be-dadenn war bez ar forban Olivier LeVasseur, lesanvet La Buse, a zo betkrouget abalamour d'an torfejou e-noa sevenet e Sant-Paol e 1730.Dalhmad e vez unan bennag o tondda lakad fleur war e vez !

10 - Brud Nevez

7

8

An toull-donEn Étang-Salé-les-Bains, ez eus untoull-don, unan euz ar re spontusa azo en Enezenn ar Reunion. Pell a-raog erruoud war an tornaot, e kle-ver an tarziou-mor o strakal war arherreg hag o tistrei diwarno en eurgrozal. Hanter-kant metr bennagizelloh, ez eus eur pez fraill hir er gar-regenn bazalt. Pa n'eus dre enotamm barrenn koraill ebed, e vezatao dirollet ar mor o tond d'an aot.Na ped a dud a zo bet strobinellethag a zo chomet da zelled deuz antoull-don a-raog en em leskel dagoueza e-barz da viken. E memor arre a zo bet êet da goll evel-se, e lakerbokidi fleur ouz ar hroaziou, er hoadbihan just e-kichenn (poltred 9).

Aoteriou ruz war vord an hentPa ver o pourmen en gwetur en en-ezenn ar Reunion, dreist-oll drehenchou an Uhelderiou5, e weleramañ hag ahont war vord an hentaoteriou bihan kempenn, a vezc'hoaz a-wechou eur houlaouenn-goar war elum warno. Bez' eh intaoteriou da zant Expedit (poltred10). N'eus diêzamant ebed evidanaoud anezo, rag toud e vezontlivet e ruz, hag e ruz-gwad zoken,kement ha digas soñj deuz buhezkriz an hini a zo enoret gand an oller Reunion.

Forz petra a laker war an aoter, kan-tolor, pod-fleur, kroaz, kili-houarn,

Brud Nevez - 11

9

10

toud e vezont ruz bepred, beteg arfleur a rank beza ruz-tan evel an an-thurium. Jamez ne weler den otond da bedi dirag an aoter avad, namemez o tond da adliva anezañ.Moarvad eo pa h an an heol da guzpe neuze p'ema o sevel e teuer dazigas fleur da zant Expedit pe dalakad eun ex-voto war e aoter…

RelijionouAn templou tamoul, kaer o-deusbeza bet savet e betoñs hag e si-mant, ne weler ket an disterratamm gorread ebed anezo hag avefe liou griz. Liviou flamm a zo betdibabet, ken e soñjer en doare

mandala da liva (eur ger deuz anIndez hag a dalv kement ha "kelh").Unan euz an templou kaerra eohemañ (poltred 11), e karter arStankenn Wenn6, stok deuz bord armor e kêr Sant-Per.

Gouestlet eo d’an doueez Karli, anokreoleg ar vamm-doueez Shakti. Ar-zourien deuz an Indez a zo deuet dazevel an templ ha ginkla anezañ.Korv an doueez a ziskouez ar batisen e bez, gand eur volz a ranker pa-seal dindanni evid antreal en eul lehsakr (eun tamm evel bolz a-enor ilizSizun). Digemeret hag henchet evez ar re a garfe gouzoud petra eoar vitologiez tamoul d’ober tro antempl.

E 1905 eo bet savet kenta mos-keenn ar Reunion e Sant-Denez,war houlenn koñversanted deuetdeuz bro Gujarat, e kornog anIndez. Hini Sant-Loeiz (poltred 12),gand he minared 33 metr uhelded,memez liou hag an oabl glaz, a zobet savet diwar batrom reou anIndez hag ar Pakistan. N’eus ketgwall-bell ‘zo eo bet savet, e 2002,e plas unan gosoh a oa deuet daveza re vihan e-keñver an niver adud a zaremprede anezi.

An darnvrasa euz tud ar Reunion azo katoliked anezo. Eun toullad pro-testanted a zo ive. Muzulmaned ezeus 2 % hag hindouisted 7 %.

12 - Brud Nevez

11 12

MarhajouAr seurt tomatez, a reer arbustedeuz outo, na gaver kazimantnemed e marhajou foran ar Reu-nion (poltred 13). Ma vez da brenaer staliou pe er supermarhajou, eoe stumm koñfitur pe kaotigell. Deuzfamill ar solaneged eo, da lared eodeuz ar memez famill hag an toma-tez du-mañ. Eur wech didrohet drean hanter, ema ingalet ar greun hagar vouedenn heñvel-mik euz andaou du.

Er jardrinou giz ar vro e kaver seurtgwez-tomatez beteg en Uhelderiou,leh 'vez freskoh an amzer kouls-koude. O flas o-deus evel-se enEntre-Deux, 1 200 metr uhelded,stok deuz al logou kreol. Eur seurtgwezenn eo hag a ra beteg tri metr.Dous ha skildrenk eo ar frouez. Ku-tuill anezo a reer en hañv. Ya meden hañv du-hont ! Da lared eo etremiz du ha miz ebrel.

Rougail ha saosisA beb seurt saosis ha silzig, sarcives(lipouserez kig-moh pe kig-yer gandmel, a dammou bihan), kig-sall mo-gedet hag all a gaver e kement ma-rhad a vez e Saint-Pierre peSaint-Paul, ha leh all. Red a-walh evez kaoud peadra da aoza rougail-saucisses pe cari, meuziou ar vro.Boaz eo ar famillou kreol da vondda zibri war vord ar mor pe e-kreizeur hoad bennag en disheol gandeur gaoter, ne vez nemed lakad

Brud Nevez - 13

13 14

15

anezi war an tan, ha memez mod evez poazet ar riz hag ar greun (dalared eo an ariko, ar piz-munud, pizar Hab…).

Yer, kigi hag houidi a gaver ive dabrena kement ha ma karer er ma-rhajou (poltred 14). Ha pesked (pol-tred 15) : ton ruz, boniked,pesked-kleze a h eer da besketa ellarg, en tu all d’ar varrenn goraill, erMor Indian. An douristed eveldoh aginniger dezo mond d’ober eur va-leadenn war vor hag eun droiadpesketa, ken e vo red deoh en emganna ‘pad diou pe deir eur gandeur marlin bennag a-raog sachaanezañ war ar pont. Ma kavit gwel-loh chom plom war an douar, n’ho-peus nemed sevel abred da zelledouz ar bagou o kuitaad porz Sant-Per, pa vezont kaset war-zu al larggand red ar mor.

An arvorEr Reunion, eo porz Sant-Jili7 anhini m'ema ar muia a vagou (pol-tred 16). Emaer tost deuz ar par-dae, ha distro eo al lodenn vrasaanezo d'ar porz. Bet int o pourmenan douristed war vor 'pad an deizpe o pesketa ganto. An andred armuia darempredet eo en enezenn :bale a heller 'hed ar mor, oteliou harestaurañchou zo, staliou nevezen-tiou a zo.

Sachet e vez an oll da vond di drema heller mond pa garer da neuialer mor pe da rouza war an trêzgwenn, klouar ha plijaduruz eo anamzer. Ken o-deus dibabet kalz

deuz ar re a zo erruet deuz ar vro-benn mond da jom e Sant-Jili.Koulskoude eo euz uhelloh du-hont, er glasvez, e weler ar gwellaar Mor Indian…

Diwall deuz ar morvleiziKalz disterroh ar porz bihan e tureter an enezenn, e parrez Sante-Rose : eno ema kuzet pleg-mor alLammou-Dour8. Evid ar wikend eteu ar famillou eno da zebri war aryeot ha da glask eun tamm freska-durez. Ar re a oar neuial ar gwella adeu da besketa dindan vor, warapne. Stard e vez angellad da go-

mañs, abalamour d’an troiou-mordiwar ar herreg ramp, med adalegma h eont war-zu ar hreisteiz gando falmez e hellont paka pesked han’int ket divalo.

Dao taol pled deuz red ar mor haga gaso ahanoh ken buan all war-zual larg ha deuz ar morvleizi han’emaint ket pell : « Arabad dreist-oll staga ar pesked ho-po tapet ouzho kouriz ! » En aot, e vez ho kerenthag ho mignoned o hortoz ahanohda zistrei (poltred 17), betegoud evefe bet c’hoarvezet tra pe dra,gwelloh ganto kaoud eul legestrbennag evid o merenn ! Ar hanojoubihan en koad a zo da vartoloded a-vicher, n’eont er-mêz nemed war arpemdeiz. Moteurien o-deus hirio

14 - Brud Nevez

16

da vond war vor, med roeñvou o-devez ezomm bepred. Hag arabaddezo mond beteg koll gwel deuz anaot !

E-kreiz an enezennMa zo eul leh brudet en enezenn arReunion eo an hini anvet Piton de laFournaise ! Ar skeudenn a weleramañ (poltred 18) a zo deuz an tukornog. Diskenn a reer beteg enodre ode Bellecombe, eun dorgenna-uz da gloz ar menez-tan. C’hweheurvez bale a ranker konta evidober tro ar piton penn-da-benn hamond beteg ar siminal Bory hag anDolomieu. Ekipet mad a rank bezaar valeerien war-droad, rag eun di-forh braz a hell beza a-greiz-toud e-keñver gwrez. Red eo da bep hinibeza kaset gantañ daou litrad dourda nebeuta, frouez seh, eun orañje-zenn hag eun tamm gortozennsolud.

Mond war-raog a zo skuizuz-daoneten eun takad n’eus nemed mein hapoultr en ennañ hag a-wechou evez poan o tialani. En tu-hont da ze,e hell an amzer dond da fallaad. Enem gaoud a ra e teufe latar ha mo-gidell da holoi ar piton a-bez, hasetu perag eo red-groñs heulia argwenojennou gand mein-bon liveten gwenn ! Pa weler e fin an abar-dae e chom eur wetur bennag warparking Bellecombe, eo kaji sur zobet baleerien dievez pe a zo bet enem gavet eun droug bennag ganto.Neuze ‘vez kaset kerkent tud daglask war o lerh ha da zikour anezoda zistrei.

Brud Nevez - 15

17

18

Mafate, hent ebed da vond diDiwar gwere Maïdo eo bet tapet arskeudenn-mañ deuz sirk Mafate(poltred 19) : war-lerh deg eur deuzar beure eo dibosubl kaoud eurseurt gwel deuz outañ ! Dija e welerar houmoul o tostaad hag arabadchom da ruza evid tenna politriji !En traoñ toud, setu ar wenojennd’ar valeerien war-droad da dreuziar sirk. Rag n'eus nemed daouzoare e gwirionez da ziskenn entraoñ : diwar nij pe en eur vale !N'eus nag henchou nag eletrisite !

Chom a-zao a ra ar valeerien a-hirioeur wech kenta e kêriadenn ar Roh-Plad. E kêriadennou bihan evel-se areer îlets9 deuzouto ema Mafatiz oveva, tamm-pe-damm evel pa vefente-kreiz eur mor braz. Sklaved a oadeuz o zud-iou : tehet e oant bet kuitdeuz ar plantadegou korz-sukr hageet da guz er sirkou evel hini Mafate.Dalhet o-deus da veva eno abaoe.

A-drugarez d’an douristed eo betcheñchet o buhez dezo penn-da-benn. A-raog e vevent kloz warno o-unan heb kaji tamm darempredebed gand ar bed a-ziavêz. Jitou hataoliou mad a zigemer bremañ andremenerien e-pad ar bloaz. Hag e-pad ar vakañsou-skol eo gwelloh en

em gemer en a-raog evid kaoudplas ! ■

An destenn : Yvonne Le HenBrezoneg : Brud Nevez

Ar poltriji : Fañch Broudig

1. Miret on-eus stumm galleg an anoiou kê-riadennou ha kêriou evel m’int anavezet du-hont, nemed ar re eo êz divinoud petra int,evel Sant-Per, Sant-Paol, Sant-Denez, Sant-Loeiz…2. Ar ger "log" on-eus dibabet evid renta argalleg case a vez greet kalz gantañ er Reu-nion e galleg koulz hag e kreoleg.3. Varangue, e galleg.4. Da houzoud muioh diwar-benn peñse arvatimant Ker-Anna, mond war al lehienn :http://www.ticaz.com/article.php?art=9885. Les Hauts.6. La Ravine Blanche.7. Saint-Gilles-les-Bains.8. Anse des Cascades.9. Eur seurt enezeier bihan : distaga ilett’.

16 - Brud Nevez

19

Enskrivet e oan eveltañ eskol-veur al liziri ha skiantou

an den e Schoelcher, nepell euzFodfrans3, kêrbenn ar Martinik. D’arhoulz-se e veze klevet kreoleg e pebleh : e tiez an dud, er straedou, entavarniou hag er busou. Med skoldiouyezeg ebed, panell diouyezegebed, nebeud a greoleg en tele hager radio. Ar hreoleg a oa yez an dud,med ne oa ket yez “ofisiel” tammebed, kalz nebeutoh eged ar pez aveze kavet e Breiz pe en Okitaniad’ar houlz-se.

16 vloaz war-lerh, penaoz ema kontgand ar hreoleg ? Cédric Bleubar‘neus kontet din penaoz e wel stade yez hirio an deiz.

Anna Quéré : Cédric, a-raog bezakelenner e Terre-de-Bas out bet okantreal forz pegement !Cédric Bleubar : Ya, goude vaaotreegez istor em-eus heulietunan LCR4 war ar hreoleg. D’ar

houlz-se, an aotreegez-se ‘oayaouank-flamm. Kelennerien evelar skrivagner Raphaël Confiant, pePrezidant ar skol-veur, Jean Bern-abé, o-doa stourmet kalz evidkaoud eur hursus evel-se. Stourme-rien e oant war dachenn ar yez.

Ni, studierien, a oa kalz nebeutoh,moarvad. Goude-ze ‘m-eus greeteur vestroniez FLE5 evid gelledmond da gelenn galleg e peb leh erbed-oll. Bet on o chom pellig a-walhe Santo-Domingo6 hag e bro Spagn.Chomet on neuze 12 vloaz en di-avêz deuz va enezenn hinidig. Pa ondistroet er Gwadloup e oacheñchet-mat stad ar hreoleg enenezenn.

E peseurt mod ? Petra ‘zo cheñchetkement-se ?Pa oan yaouank er skol, e veze greetbrezel d’ar hreoleg hag ivez d’arstumm o-doa an dud da gaozealgalleg, les créolismes. Hirio an deiz

ne vez ket kont evel-se tamm ebedken : desket e vez kreoleg er skolkenta derez hag er skolaj, tremen ara kelennerien ar skoliou arnoden-

D

Anna Quéré

Gwadloup : eur vuhez nevez evid ar hreoleg ?

Cédric Bleubar, 39 bloaz, zo o chom war enezenn Terre-de-Bas, e-touez inizi Les Saintes, e departamant ar Gwadloup. Kelenner eo war an istor en eur skolaj bihan toud, 34 skolajiad e-barz. Cédric a gomz kreoleg a-vihanig. Ganet eo bet e Senklod1, eur gumun vihan er Gwadloup ha deuet e oa da heulia e studiou er Martinik2. Eno eo ‘m-oa greet anaoudegez gantañ e 1998 : eet e oan war an enezenn

da brienti eun DEA diwar-benn stad ar hreoleg er Martinik.

Brud Nevez - 17

Cédric Bleubar.

nou dezo da beurlipad o gouiziegezeuz o yez ha da helloud kelenn kre-oleg er skol. Er skolaj e heller dibaban opsioñ kreoleg bremañ.

Er Gwadloup, an dud a gustumkenderhel da implij ar hreoleg en obuhez pemdezieg, evel m’o-deusbet greet atao. Er skolaj e-leh m’e-maon o labourad ez eus klasouetrevroadel, kelenn a reom e spag-noleg pe e saozneg. Ar vugale-ze azeu deuz famillou uhel a-walh arstal ganto, med ar re-ze ivez a gus-tum kaozeal kreoleg kenetrezo erporz.

Pemzeg vloaz zo ‘veze ket kontevel-se tamm ebed ! Yez an dud oaar hreoleg, med ne veze ket lakaetwar eur renk gwall uhel er gevredi-gez…Kement-se zo gwir atao er Martinik,me ‘gav din. Er Gwadloup eo

chomet ar hreoleg beo-mat atao e-touez an dud. An dud zo fier deuz oyez ha deuz o zevenadur, muioheged er Martinik. Ar sonerezgwoka7 da skwer a ra berz atao, e-touez ar re yaouank zoken.

Pa oa bet manifestadegou braz erGwadloup e 2009, Elie Domota, anhini a oa e-penn an LKP8, negomze nemeg kreoleg dirag kame-raiou ar bed ! Ya, gwir eo. Med ouspenn an dra-zea zo. Merzet am-eus ez eus eurjeñchamant mat rag kalz muioh aabadennou-tele e kreoleg a vez bre-mañ, ha kemend-all er radio. Eullezenn evid difenn ar yez hag ar sev-enadur rannvroel zo e pleustr ermare-mañ er Huzul-rannvro, ha ke-ment-mañ zo nevez ivez. ‘Pez zogwir eo e chom ar hreoleg ar yeztomm d’ar galon. Er skolaj, ma vezeun emvod bennag, an hini ‘neus

c’hoant da boueza a ranko poent beboent komz e kreoleg dirag an oll !■

Komzou dastumet ha lakaet e brezoneggand Anna Quéré

1. Saint-Claude. E Basse-Terre ema, e depar-tamant ar Gwadloup.2. Emgleoiou a zo etre ar Guyan, ar Gwad-loup hag ar Martinik. Skol-veur al liziri haskiantou an den a zo e Schoelcher (e-kichennFort de France) er Martinik.3. Fort-de-France.4. Langues et Cultures Régionales.5. Français Langue Etrangère. Eur hursusevid kelenn galleg d’an estrañjourien, e Frañspe e leh all er bed.6. Saint-Domingue.7. Ar gwoka zo ganet da vare ar sklavaj. Donda ra an ano diwar gros-quart, eur pez mell ba-rikenn goad : fardet e veze ar binviji diwar arhoad-ze. Moien zo da geñveria gand ar belee Martinik pe ar rasin en Haïti.8. LKP : Liyannaj Kont Pwofitasyon, e galleg :Collectif contre l’exploitation outrancière.

18 - Brud Nevez

Anna Quéré,Cédric Bleubar

ha mignoned all er skol-veur

e Schoelcher

Er skolaj ma oan o labourade-noa goulennet eur helen-

ner yaouank beza kaset tramor.Deuet ‘oa el levraoueg da glask ti-tourou diwar-benn eun enezenndianao din : Mayotte. D’an tu-ze eoa bet kinniget dezañ mond. Hag eñda houlenn ganin : « ‘Peus ketc’hoant mond ivez ? Kalz a gelenne-rien a ra diouer du-hont. »

D’an abardaez en em vode ar famill,med an tad, evel-just, a oa deuetabretoh evid va dismegañsi. « Eurhast out, nemetken ! » a yude. Tao-let e-noa ouzin e dasennad kafetomm, hag a oa eet da flastra ouzmoger ar gegin, a-uz d’am fenn. Arroud euz an darvoud-ze ‘m-eusmiret e-pad pell, ne felle ket din an-kounac’haad pegen droug oa va« zobed2 » (kavet ‘m-eus ar ger-mañen eul leor gand eur skrivagnerdeuz Bro-Leon hag a blij din). Setu,goude koan ‘m-oa goulennet :« Piou ‘neus c’hoant da vond da

veva en eur enezennig vrao, pell-pell diouz Brest ? »

Ne�gomprenem�ket�o�yez

Sabatuet gand ar pez ‘oa c’hoarve-zet div eur a-raog, ar pevar anezo‘doa asantet. Eur cd a oa bet prestet

din gand eur gelennerez all, he mabdezi ‘oa bet du-hont. Eur baradozige seblante Mayotte beza : skeuden-nou aodou brao, trêz gwenn pemelen pe du warno, koajeier leun awez iskiz, anevaled dianao deom :balumed, baoted, marmouzed, del-fined…

D

Laurence Lavrand

Ar�baradoz�n’eo�ket�tre�Maore1

Eur wech e oa (pe ne oa ket) eur famill ordinal hag a oa eet fall an traou enni : torret an dimezi etrean tad hag ar vamm, bet asamblez e-pad ugent vloaz, ha pevar bugel dezo. Diêz-kenañ e oa bet antorr-dimezi-ze, ha kri, ha youh bemdez, geriou groz ha taoliou a-wechou. Ar gasoni ‘doa kemeretplas ar garantez. Poaniuz an êrgelh evid ar vugale, eet war wasaad o notennou-skol.

Brud Nevez - 19

Banga : seurt lojeiz hengounel a vez savet gand ar baotred en o oad-krenn.

« C’hoant ‘m-eus da vond, c’hoant‘m-eus da vond », a lavare pep hini.Greet ‘m-oa an doser. Miz gouere eoa, tost fin ar bloavez-skol. An dudall hag o-doa goulennet o cheñcha-mant-post ‘oa bet lavaret dezo dijagand ar Minister da beleh edont ovond. Ne oa ket re ziwezad, a oa betlavaret din.

Deg devez ‘m-eus laosket gand arvugale evid en em zoñjal. Moaien‘oa dezo cheñch meno. Fuloret-braz‘oa o zad, hag a glaske ober aon pesponta an hini yaouanka : « Leun aanevaled droug eo ar broiou-ze », alavare. « Sarpantou, naered, kevniddivent hag a beb seurt re all. » Trowenn ‘neus greet ha divizet ‘oa betdiloja.

D’ar c’hweh a viz gwengolo e oakroget or buhez nevez. Hir-kenañ arveaj, gand an treñ beteg Pariz, eurharr-nij braz beteg enezenn ar Reu-nion, hag unan bihannoh betegMayotte. E fin an devez en emgavem en êrborz. Gand pep hini eoa eur valizenn vraz nemetken, hageur sah-kein. Va merhig eiz vloaz aouele doureg en eur vriata he mer-hodenn Jean qui rit. War ar cd n’on-oa gwelet nemed kaerder al leh. Neouezem ket e oa red treuzi etrediou enezenn evid mond d’ar gêr-benn, Mamoudzou, hag a oa stalietwar an “douar braz”. Difiñv evelpeuliou e chomem, o weled eunengroez liezliou o karga seier pemalizennou en taksiou. Ne gompre-nem ket o yez. Penaoz ’ta ! N’eo ketMayotte eul lodennig euz ar Frañs ?Toud an dud ‘oa du, ha ne gomzontket galleg ! Pebez enkrez !

Meuz�ofisiel�ar�vro�:�eun�dudi

« Da beleh emaoh o vond ? » ‘noagoulennet eun den ganin, neuz eunIndian warnañ.« Da V/Mamoudzou » am-oa res-pontet. « Red vo deoh kemer eun taksi,beteg ar hae. Ha goude-ze, ar vagbeteg Douar-Braz. »

Eun den jentil e oa. Kavet ‘noa diouoto evid ar pemp ahanom, ha daod’ar porz. Va merh hena a oa er harrkenta, gand he hoarig ha ne oueleket ken, rag profet e oa bet dezi eurmadig gand an den. Jean qui rit nehoarzas ket, kennebeud. War ar haee oa tud a-leiz o hortoz ar vag, arbarge, ‘giz ‘vez lavaret du-hont. Eurvag hir, a heller lakaad kirri pe ka-mionou warni, ha kalz motoiouivez. Ar pont e oa red laoskel ar pa-kadou warnañ, setu ma welem onre e-touez sahadou bananez, ma-niok pe legumajou all n’anavezemket c’hoaz. Yer a oa ivez o krial, hua-let o faoiou.

Ugent munud e pade an treiz, hagen tu all, ‘oam eet gand daou daksiall beteg an ti ‘m-oa feurmet kam-breier ennañ. Pa oa bet digaset andoser gand ar Minister, re ziwezade oam evid kavoud eur ranndi ben-nag. Dre internet e oa re ziêz, hagan embregerez, SIM he ano, n’he-doa kinniget din nemed eul lojeizdaou gambr, pas re bell euz Ma-moudzou.

« Klask a rim war an dachenn », ‘m-oa lavaret.

Setu on nozvez kenta e Mayotte.Skuiz-maro e oam, med du gand annaon ivez. Tro-dro d’an « Hibiscus »(ano an ti) ne oa nentra. « Kit pel-loh » eme ar perhenn, « hag ekavoh eur brochetti bennag ! »« Brochetti ? Petra ‘n diaoul eo eurbrochetti ? » a houlennas va mabtrizeg vloaz, ar paotr nemetañ en orskipaill tud lent.« Eur seurt restaorant, staliet a-hedar ru. Unan braz zo e-kichenn stadKavani. »

Ha ni da vond, e-kreiz an noz du-pod, da glask eur brochetti. Teñvalar ru, ha ni da vale skoaz-ouz-skoaz.Kalz tud a oa c’hoaz en diavêz, haga zalude ahanom gand eurmousc’hoarz koant. Piou a lavareeo droug an dud ahont ? Gweleton-eus eun daol plastik gwenn, ka-doriou war-dro. Eur seurt barbeu-kiou a oa staliet e-kichenn.

« Moaien zo da zebri koan ? » ‘m-oa goulennet gand eur vaouez enhe dillad hengounel.

Ha dioustu e oa bet kinniget deomkemer plas. Eun dudi, c’hwez vad arhig-yer. Tañvaet on-oa meuz “ofi-siel” Mayotte : ar mabawa, skoaz-yar grillet gand bananez, maniok hadreist oll “frouez-bara”. Kazi digoust‘oa bet on fred kenta war an tammdouar-ze e oam deuet da veva war-nañ evid c’hweh vloaz. Rag er bro-chetti-ze e oa heñvel ar priziou evidtud ar vro, ha n’int ket pinvidig, hagevid an divroidi ez eo o gopr diouwech uhelloh eged e Frañs.

20 - Brud Nevez

Kenta�tra�:�prena�eur�harr�dre�dan...�

Kousket fall on-oa, en nozvez-se.Eur hillog bennag e-noa kollet e zi-huner, hag a youhe a-bouez pennn’eus forz peur. Unan all a responte,hag unan all c’hoaz. Hag eur vuoh ovlejal, ivez, tostig d’on ti. Ne oue-zem ket c’hoaz e oa eur zebu, nakennebeud e veve ar zebued e-touez an tiez. Tud deuz kêr a oaahanom, ha biskoaz n’oam bet di-hunet gand loened o vonedone drear ruiou.

Dieub e vez ar zebued, ar chas, arhizier, ar yer hag ar givri, rag o fer-henned n’o-deus na douar na geot,ha boaz eo kement loen da gaoud evoued e peb leh. El lise ‘m-eus betgwelet saout pe givri o pourmen eneur zebri plant. Den ebed ne reevan outo. Med an aneval, an am-prevan bihanna eo ar gwasa : ar bi-kerez. Dañjeruz-kenañ, rag eurhleñved fall a vez tapet diwarni :terzienn ar paludou. Red eo lakaadridojou tanao ouz ar prenecher, annoriou hag ar gweleou a-bennmired ouz an enebourez da antren. Setu on nozvez kenta : al loened otrouzal, moueziou re greñv ha war-

dro pemp eur vintin eur seurt kanmelkoniuz. Eet kuit an deñvalijenn,eet kuit ar housk… Selled a reem aneil ouz egile. Piou ‘oa bet ar hentao leñva ?« C’hoant ‘m-eus da vond d’ar gêren-dro ! » ‘noa lavaret unan. « Ne blij ket din e chomfem amañ »,e-noa lavaret unan all.Ha daelou adarre…

Re ziwezad e oa evid blejal. Red oadin kaoud eun doenn, eun oto, ar-rebeuri, ha ne oa ket amzer da goll :prestig ‘vefe an distro-skol.

Brud Nevez - 21

Setu ar pez a oa bet greet : prenaeur harr koz (daou vloaz warn-ugent), solud ha divalo. Roet dezañeun ano, Jaunasse. Marteze abala-mour ma oa liou eur seurt melen,marteze abalamour ma oam e-gize-barz avañturiou Jonas : bet lonketer mor don gand eur valum, heñvelouzom war an enezenn-mañ, ha nilakaet on teñzoriou ganeom e koufrar hoz oto-ze.

Ha�kaoud�ti�da�loja,�nemed...�

Kavet e oa bet ivez eur ranndi, braza-walh, e karter Kavani. War droade oam bet o vizita anezañ. Pegeneuzuz ! War vord an hent bihan neoa nemed tiez follennou-houarn,digor o doriou. War al leur en dia-vêz, lastez a beb seurt, paperoulouz, boestou-evaj, hag o vale e-touez al loustoni, babigou e noaz,bugaligou roget o dillad, plahedigoudiarhen o tougen eur hrouadur waro hein.« N’eo ket posubl », a zoñjis. Ne hel-lim ket beva er hornad-mañ !

El laez e oa bet savet eur harternevez evid M’zougou - « ar rewenn » ‘veze greet M’zoungouedanezo, ha setu on ano nevez. Rann-diou ledan, sklêr, eul leurdoennvraz enno, eur plas parking hag eundachenn evid ar hoarierien-fobal.Eul leh dudiuz-kenañ, diwallet noz-deiz ha leun a dud eveldom : fa-millou kelennerien, archerien,maltouterien… kargidi deuz Bro-Hall, kwa ! Ha dao da dremenc’hweh vloaz en eur ghetto a-seurt-se, ha soñjal e oam pinvidig.

Ha pinvidig e oam deuet da veza,anad deoh ! Eur gopr ‘veze roetdeom beb daou vloaz e-pad ar va-kansou-hañv, hag e oa kement habeza paeet eun eil gwech. En hañvwar-lerh an eil bloavez e oa bet roetdeom 24 mizvez gopr en eun taol.Morse n’em-oa bet kement aarhant ! Na ped raktres ‘oa moaiendeom kas da benn : mond en-droda Vrest beb hañv (rag n’on ket eullaerez-vugale ‘giz oa bet rebechetdin), beaji, dizolei ar broiou tosta(Madagaskar, Kenya, Komor, Reu-nion) pe ar re belloh (Thailand, Aos-trali)…

Skoliet ‘oa va hrennarded e skolajkreiz-kêr Mamoudzou. Lavaret eveze e oa an hini gwella e Mayotte.Pegen disheñvel e oa diouz an hiniFreinet e Brest, tregont skoliadennañ : e M’Gombani e oa war-dromil den yaouank mesk-divesk, geni-dig euz Mayotte pe euz Azia, haM’zoungouigou euz kement korn arFrañs. Nag a spont gand va mab,hag a oa bihan c’hoaz d’ar poent-se– dindan eur metrad hag hanter-kant -, pa oa en em gavet er porzasamblez gand peziou krennardeddu, kalz brasoh egetañ ! C’hoantbraz e-noa bet tehed, ha gwelet ‘m-oa dioustu e oa leun a zizesper en ezaoulagad glaz, hag a vo kavet kenbrao koulskoude gand plahedmaore e glasad.

Divennet�komz�maore�er�skolaj

Komprenet on-noa buan pegen pil-pouz eo politik Frañs : red eo kelennar memez tra e Mayotte hag e peb

leh, red eo implij yez ar Republiknemetken, red eo kaozeal diwar-benn traou ha n’eo ket gouest andud ahont da zoñjal enno. EMayotte ne oa nemed tiez, ispisi-riou bihan (eun gourmarhad ne-metken, ha pas re vraz, er gêrbenn),sinema ebed, na teatr, eul le-vraoueg nemetken d’ar poent-se…Ne oa ket a houleier er ruiou, an ilizne oa na tour na kloh ebed dezañ. Ha red e veze d’ar skolajidi komprenar pez a zisplege o helennerienm’zoungou en eur yez estren dezo.Difennet e veze komz maore er sko-laj – deom-ni Breiziz, e tegase soñjdeuz traou zo ! Urz a oa ret deomgand ar rektorelez da heulia armemez roll-program hag e Pariz,daoust ma n’eus nemed 30 % euztud an enez hag a oar galleg.

Ar hlasou e veze roet eun niverenndezo : 1, 2, 3 ha 4 evid ar skolajidi“mad”, 8, 9, 10… evid ar re ne oantket gouest na da lenn na da skriva.Er hlasou-mañ e veze kalz kosoh argolejianed, adaleg ar pevareklas dreist-oll : a-wechou e veze e-mesk krennarded trizeg pe pevar-zeg bloaz (an oad ordinal el live-zee Frañs) paotred pe merhed naon-teg pe ugent vloaz, bugale ganetdezo. Perag ?

Da genta e oa red, d’ar poent-se,kaoud eun arnodenn evid mondd’ar skolaj. Ne oa ket plas a-walhevid toud ar vugale er skoliou, hager skoliou-ze, a-wechou, ne gelenneket ar vistri e galleg. Peleh o-dije betgellet deski galleg, pa oant bet di-gemeret er skol goude ar 5ved pe an3de klas ? Setu, pa oa va merh

22 - Brud Nevez

yaouanka er 6ved, he-doa eur heneilugent vloaz, dezañ daou vugel.

Talvoudegez�ar�harned-skolPerag ez a d’ar skolaj pe d’al lise andarn vrasa euz ar vugale ? Da zeskisevenadur o bro bell, o mamm-vro ? Ket ! E-barz ar skoliou, int di-wallet. Ouz petra ? a houlennfeh.Komprenet on-eus ne oa ketMayotte eur baradozig evid ar bo-blañs a-bez : abalamour ez eo eullodenn euz Frañs (collectivité terri-toriale e-giz ‘vez greet anezi), spi o-doa tud an enezeier all, paour-razma oant, da gaoud eno eur vuhezwelloh.

Treuzi a reent ar mor etre Mayottehag Anjouan, war bigi-pesketêrien.Daou-ugent, hanter-kant zoken,berniet er bigi-ze a veze greet« kwassa-kwassa » anezo, ha daoda vond beteg aochou an enezennvurzuduz. Deg kilometr ha tri-ugenta zo etre an diou enez, fall ar moraliez, ha beuzet e vez kalz a dud.

Eur wech erru war zouar Mayotte,n’eo ket êz o buhez kennebeud. Eunenebour kriz a vez ouz o chaseal : arPAF (police aux frontières). Kavetlod heb o faperiou ? Kaset war o gizdioustu ! Dre jañs, al lezenn hall aziwall ar vugale : daoust ha mond areont d’ar skol ? Arabad o argasneuze. Talvoudusoh eged eur pase-porz eo ar harned-skol, gand ma voar skoliad dindan an oad a zeitegvloaz. Se ‘zo kaoz e vez kavet er hla-sou krennarded dibaper a lavarbezañ trizeg vloaz pa z int naontegpe ouspenn e gwirionez.

Eur�seurt�“apartheid”�etre�teir�fobl

Pinvidikoh ‘oam, anad deoh : andeiz war-lerh beza staliet er ranndinevez, war dorgenn Kavani, e oadeuet eun ambrougadeg maoue-zed, koz ha yaouank : « ‘Peus ketc’hoant kaoud eur boueni ? » a hou-

lenne pep hini. « O klask labouremaon ! »

D’an eil re ha d’ar re all on-neus res-pontet « nann », med ne ehanentket da zond. Lavaret ‘oa bet deomgand ar rektor e oa divennet sikouran dud dibaper, arabad ‘oa gopraeur vatez ha ne vefe ket ganet e

Brud Nevez - 23

Skol ar Horan. Na taoliou, na kadoriou, just skwerennou koz euz ar Horan, eur vaz pe eul lasevid ar mestr.

Mayotte, ha kaieret eno. Med a-hed an amzer, diêz ‘oa deom lava-red « nann » bepred. Diêz oa deomgweled kement a dud ha ne oatamm spi ebed ganto nemed bezagopret gand ar M’zoungoued.Deuet e oa Zainaba da labourad evi-dom. Nag a blijadur on-oa o kavoudan ti nêtaet en e bez, hag an dilladferet mad !

E gwirionez, ne oa ket eul levenezdispar. D’ar poent-se e oa e Mayotteeur seurt apartheid etre teir fobl.Kroget e oa an istor tregont vloazkentoh, pa oa bet divizet gand tudrannvro ar Homor dispartia diouz armetropol, Bro-Hall. Peder enezenna zo er vro-ze : Anjouan, Moheli,Komor Vraz ha Maore. Aozet e oabet eur referendum war beb en-ezenn. Choazet ‘doa Mayotte chome Frañs, hag eet e oa an teir all dagroui Republik ar Homor.

Boazet e oa an dud da veaji etre arpeder enez, da zimezi, da gas o bu-gale da lise galleg Moroni (war en-ezenn Komor Vraz), ha ne oakudenn ebed. Med goude an dizal-hidigez, cheñchet trumm an traou :an dud a oa o chom war an teir en-ezenn dieub ne oant ket Gall ken,ha… red dezo kaoud paperou ofisielevid mond da v/Mayotte. Tamm-ha-tamm eo eet ar stal da stalig erHomor, paourroh-paourra an dud,hag eun tamm spi nemetken en ospered : mond d’an Eldorado e-ki-chennig.

Re heñvel eo ar Gomorianed ouztud Mayotte, ar memez pobl eo, hadiêz eo gouzoud piou zo eur gwir

Vaoread. Diouz eur gwel, n’eo ketposubl ! Dre baperou nemetken !Eur wech erru e Mayotte, red eod’ar Gomorianed chom kuz, enarvar e vezont bepred da veza kasetwar o giz. Ha pa c’hoarvez, e lavaraliez ar mammou beza dizimez habugel ebed dezo : gwelloh ganto di-lezel o hrouaduriou, gand ar spi evo eur vuhez welloh evito.

En tu all e kaver gwir Maoreidi,ganet en enezenn, pe paperouganto. An dud-mañ eo an douar pean tiez braz dezo, ha moaien zodezo kaoud eul labour, mond dastudia e Frañs ha beaji. An dud di-baper, int, ne hellont ket tehed, red‘vez kaoud eur pasporz evid monder harr-nij !

Beva�en�eur�bunker�en�eunenezenn�ken�brao

Hag ar M’zoungoued, deuet daveva eno e-pad c’hweh vloaz, kenpell diouz o bro ? Arhant o-devez,hag aon ivez. A-wechou e pouezwar o houstiañs ar gwel euz ke-mend-all a baourentez hag a zizes-per evel ma ‘z eus en eunenezennig ken brao ha Mayotte.Leun a draou kaer-kenañ a zo : mortomm, delfined ha baoted a-leiz,meneziou, mêziou gand plantade-gou gwez fronduz evel an ylang-ylang : nag a c’hwez vad dazerr-noz ! Estreged mond d’an aot,n’eus ket kalz tra d’ober evid tudboaz da vond da zupermarhadoupe da bourmen trankillig er hoa-jeier.

Deuet eo Mayotte da veza dañje-ruz, laeroñsiou ‘vez bemdez. Negousk ket mad an dud a oar o-deustraou a hellfe an oll re n’o-deusnentra kaoud eun dalvoudegezdezo : eur zerviedenn pe eur pez-dillad zoken a gavont e vefe maddezo. Arabad laoskel an disterra traheb teuler evez. Deuet e oam niivez da veza paranoiak. Staliet e oabet kaeliou houarn ouz peb dor hapeb prenestr. Houarnet e oa betdor al leurdoenn : dre ma oa en tuall d’an dorgennig eur gêriadennigtud « dibaper ». Setu penaoz e oamdeuet da veva en eur seurt bunker,ha gourlamm ganeom pa veze kle-vet an disterra trouz e-pad an noz.

Evid ar wech kenta e va buhez em-eus bet tro da weled pilpouzerez arStad. Gouzoud a reer mad e pelehema ar Gomorianed o veva, hag êze vefe d’ar polis o argas toud, medne ra ket, rag an dud-ze a labour :pesketêrien int, labourerien-douar,marhadourerien legumaj, mitizien.Nemed ema an oll o hortoz kaoudarhant digand ar Frañs : an alloca-tions familiales hag ar yalhadou-skol a gouez bep miz.

Gweled a reem an archerien o tonder marhadou, pe tost d’ar skoliou,evid paka ar mammou. Eur wech eoa bet roet urz din da ziskouez pa-perou an dud ‘oa ganin em oto. Aon‘m-oa bet ‘pad eun eilenn bennag,rag boazet e oan da chouka va Jau-nasse muia-karet gand kement hinia ree biz-meud war vord an hent.Dre jañs e oa paperou gand arvaouez koz hag he diou verh am-oasammet en deiz-se. Deuz an oto a

24 - Brud Nevez

oa dirazom, e oa dilammet daou zenhag e oant tehet kuit dre ar strae-dou bihan e-kichenn.

Muioh-muia�a�dud�dibaper

C’hweh vloaz ‘m-eus tremenet waran enezenn-ze. Eet eo an traou warfallaad, d’am zoñj : pa oam eet kuit,54 % euz an dud a oa dibaper. Hamuioh-mui a laeroñsiou hag a gan-nou droug ha feulz. Er fin, n’ez eemket ken on-unan da bourmen enaodou digenvez, e-giz a-raog, nadre an hentou e-kreiz ar plantade-gou. Ha kaset ‘m-oa va hi da Vrestadarre, rag mein a veze taolet war-nañ bemdez.

Med tamm keuz ebed ganeom. Kalza dud jentil zo o veva eno, gand pa-perou pe heb, ha prest e vezent be-pred d’on sikour, da vousc’hoarzinha da ginnig teñzoriou : troha bleu-niou jazmin, pleza on bleo, roideom gwastili an eurejou pe bana-nez ha maniok. Kejet ‘m-eus ivezgand M’zoungoued euz kementkorn a zo e Frañs, ha dalhet ‘m-eusda gaoud daremprejou mignoniajgand tud deuz an Elzas, an Hanter-noz, ar Reunion pe an Antillez, hagevel-just, gand tud deuz Breiz.

Morse n’om bet er gevredigez LesBretons de Mayotte, rag n’om ketbet pell euz ar vro pell a-walh evid

kaoud ezomm d’en em gavoudgand tud all, abalamour ma ‘z omdeuz ar memez bro ha tra ken. Eurwech nemetken e oan bet oh heuliakenteliou brezoneg en eur skolaj.Med re a bikerezed ‘oa… ■

Laurence Lavrand

1. Ano komorian Mayotte.2. Diwar “zo bet”, da lavared eo, an hini “azo bet” muia-karet d’an nen. Gand Mikael

Madeg eo bet savet ar geriou “zobed”,“zobedenn”.

Brud Nevez - 25

Bae Sada.

Kaset ‘oan bet eno evid al la-bour, erruet on ged ur sell

gwerh. Peb tra a welen-me ‘oa dagemer en ur feson pozitivel. N’ana-ven netra ag ar vro-se, degemer areen toud ar peh ‘oa da gemer. Masoñj ag an traeu en-des spisaet èl-da-just : nao vlé, ‘pes ket ar memezsoñj pa erruer ha pa achaper… Evidlared gwir ‘m-es ket kement-secheñchet ma soñj. Ha plijet-braz onbet du-hont. Da genta penn, n’ana-ven ket kalz a dud èl-da-just, n’ana-ven mem hani. A-vuzul ‘m-es greetanaouidigeh ged an dud, hag a zohegarad. Kañsorted dispar ‘m-eseno. Keuz ‘m-es bremañ pas o gwe-led aliesoh !

Martinikiz a-viskoah

hag a-nevez ‘zo

Un diforh braz ‘zo en enezenneutramor etre ar re a za ag ar metro-

pol hag ar re a zo ganet eno. Èl-da-just, n’o-des ket ar memez sevena-dur. Èl e Breih pa seller mad, ar rezo daet àr o leve amañ n’o-des ketar memez feson da vevi evid ar reo-des bevet toud o buhez amañ. Arre o-des c’hoant keji ha moned dazarempred ged sevenadur ar Mar-tinik hag enezenneu an Antillez n’o-des ket kudenn erbed, e kontrel !

Da genta, diaesoh eo èl-de-just e-keñver labour, n’es ket kement astalieu braz èl ma c’heller kaved erhêrieu braz, kement a argant. Undra bouezus zo da lared àr tachennekonomikel ar vro, bez’ zo un dra aga weler, ar galloud politikel hag argalloud ekonomikel zo da tud arvro, mes n’int ket d’ar memez rum-mad tud. Estroh evid diskennidi arsklaved a gaver àr an enezenn, bez’es tud arall ag ar vro, ar re zo anvetBekeed, diskennidi ar sklavizion a

Izan Belz

Martinik :

ken dihortoz ha ken bamuz ?

D

Nao vlé on bet er Martinik. Pa oan arriu eno ar weh kenta, e oa vil an amzer, glao a rae

pasabl, un dra souehuz. Dizoloet am-es un êrgelh, un hinad, un natur, gwez ha planten-

neu ne vezent ket anavet ganin, dihortoz e oe ur seurt, bamuz. Un êrgelh dishañval penn-

da-benn am-es kavet. Memez ar glao eno zo dishañval. Tomm eo, dija, ha largantezuz !

Pa goueh ar glao e koueh glao, n’eo ket a-bennadeu. Pa goueh ar glao amañ ema un

tammig seh ! Eno ar glao zo gleb evid mad.

26 - Brud Nevez

Gwalarn an enezenn : mor ar Haraib gweleta dor ar Menez Pelée.

lakae an dud kaset ag Afrika da la-bourad evid pas kalz a dra. Int ‘desgouarnet ur galloud ekonomikelbraz, ha dohte ema ar stalieu hagan douareu aliez ivez. Int o-des argalloud da rei labour pe pas d’andud. Hag ar re a a ziskenn ag ar skla-ved o-des ul labour eviti-int, nehounidan ket kement a argantmoarvad.

Bez’ es un troh : ar Bekeed, gwenna grohen, ne glaskant ket kalz meskiged ar boblañs arall. An dud-se zoMartinikiz a-viskoah. Ar re aveldein,deuet evid ur prantad-labour, a zahag a ya kuit goude, ar rel-se a vezanvet ar « Metroed ». N’o-des ketar memez emzalh. Bez’ zo re hag achom peogwir e plij dehe ar vuhez,lod all a ya kuit evid kant abeg. Teirlodenn zo er boblañs : ar re zu, dis-kennidi ar sklaved ; ar Bekeed,gwenn, diskennidi ar sklaverion ;tud daet goude echumant ar skla-vereh : Sinaiz, Lebaniz hag ul lodennmat anehe daet a vro India. Marti-nikiz rah. Hag ur pederved lodenn,tud aveldein, daet a-ziañvêz bro.

Prantadeu tenn

Ar vrud o-des ar re a za a-ziañvêzbro da voud paeet kalz gwelloh evidan dud àr blas. An dra-se zo hervezar micherieu. Al labourizion-Stad o-des ur gopr uhelloh evid ar peh odevehe gounidet e Bro-Hall. Kelen-nerion daet a ziañvêz-bro pe kelen-nerion ag ar vro, dre ma labouronter vro, o-des ar memez gopr. Àr-lerhema hervez ar micherieu. N’eo ketun istor a ziañvêz-bro pe pas, meskentoh un istor evid piou e labou-

rer. Bez’ zo ivez tud hag a labour erprevez hag a hounid kalz muioh aargant. Àr-lerh, a-dra-sur ema ker-roh ar vuhez eno.

Beb an amzer, se a lak an traeu davoud diêz etre ar rummadeu tud.Bet zo bet prantadeu tenn en urfeson sokial e 2009. Harz-labour ‘oabet ‘pad ur miz, just a-walh peogwire kave an dud e oa ker-braz antraeu. A-benn ar fin n’es ket re a go-preu izel evid lod muia an dud, meskentoh prizieu kalz re uhel. Red evehe kavoud ur hempouez etre arprizieu hag ar gopr, hag ar hem-pouez-se n’eo ket mad evid rah andud. An argant ‘vez ket rannet ermemez feson.

Ar vugale

o komz kreoleg, med...…

Kreoleg ‘m-es desket un tamm, ya.Evid bevi en ur vro e vez red deskiyeh an dud. Memez ma n’eo ketgwall uhel ma live kreoleg, e tan dabenn a gomz ged ma hamaradeddreist-oll. Kompren a ran gwellohevid na gomzan. Ha sekour a ra : andud n’o-des ket ar memez sellàrnoh. Me a laboure-me ged sko-lidi. Pa welent-int ne veven ket àrbord ar mor, penaoz e veven-me ermezeu, ha kompren a reen kreoleg,int ‘wele am-boa doujañs dohte,penaoz na oan ket daet eno evidbevi dindan an heol hepken. Andra-se zo pouezuz. Hag evid an hinien des c’hoant moned e-mesk andud ema plijusoh. Ma feson-me eoda weled an traeu.

Hag ar vugale ? Rah e komzantkreoleg, ur yeh veo eo. Komzet ‘vezgalleg dohte. Kelennerion, beb anamzer, a gomz kreoleg dohte mesrah an traeu ‘zo e galleg alaz. Andud vraz a gomz kreoleg, ar prede-geu en iliz zo e galleg. A-benn ar finn’o-des ket chañchet an traeu a-houde kant vle ‘zo. Boud a zo ur gu-denn : laret ‘vez evidom-ni e Breihne vez ket tu kelenn brehoneg darah ar skolidi dre ma ne gomzantket al lod muia anehe. Med pagomz tost rah ar vugale eno, ne vezket raet dehe an tu da gelenn dehee kreoleg. Bez’ zo abegeu fall, tristeo ma ne vez ket muioh a greoleg.

Ar familleu a houlennehe, mes paskement-se. Bez’ zo hinienneu a vezlakaet en opsioñ – teir euriad, evelyeh rannvroel, èl evidom-ni, mes argoulenn n’eo ket ken kriu. Ne ouianket perag. Dre ma komz an dud hagema c’hoah beo-mat marse na we-lont ket perag hen deski, mes gwireo ne houlennant ket.

Skrivagnerion vrudet

Skrivagnerion a zo er Martinik : arre anavezata a zo beo hiniu an deizhag a skriv pasabl eo Patrick Cha-moiseau ha Raphaël Confiant, ana-vet-mad e Bro-Hall. Skrived a rant egalleg d’al liesa. Laka’ a rant en oskrideu tammeu kreoleg, “kreole-gaj”. Rai a ra d’ar skrid goust hafrondeu ur vro, un amzer ha ne vezket anavet ganom-ni. Hag ur skriturkaer ! Patrick Chamoiseau en-desbet ar priz Goncourt e 1992 evid eromant Texaco.

Brud Nevez - 27

Ged Aimé Césaire ema dishañval a-benn ar fin. Ar chañs en-des betd’anav Léopold Sedar Senghor had’endevoud savet getoñ, ha ged urstrollad tud, ur rid lennegel anvetan négritude, ha ged an dra-se emadaet da voud anavetoh. Ar strolladeo kentoh ‘oa daet da voud anavetged an dud, ha eñv en o mesk, hagar fed e oa daet Senghor da voudprezidant ar Senegal, hag Aimé Cé-saire da voud mêr Fort-de-France.Àr an dachenn sokial ema bet ana-vet er Martinik, àr an dachenn len-negel e Bro-Hall, a-houde e liammged ar rid lennegel. Un aviz perso-nel eo. N’ouian ket ma ‘pes-c’hwilennet e varhonegeu ? Gwall galedint un tammig. Kaer, entanuz e-keñ-ver gerieu, skeudenneu, mes nendint ket gwall êz da lenn !

28 - Brud Nevez

1. Les Anses-d'Arlet, e gevred an enezenn. Luhskeudenn tennet ag ur vag e toned en-dro agar Gwadloup.2. Santez-Vari (biz ar Martinik) : bered, ti gonid-rom St James hag ar Menez Pelée àr tu dehouan dalenn ziweza.

1

2

E-keñver muzik eh es muioh adraeu e kreoleg. ‘Pes ket ‘meid daweled, e Breih ema un tammigmemez tra : ar sonereh zo yahusohevid al lennegeh. Ha sonereh an An-tillez zo gwall blijuz. Bez’ zo ar zouk,ha pasabl a draeu hag az a ag an en-ezenneu arall : ag Haïti, ged arhompa da skwer. Pa vez sonet, e vezêz a-walh ober e kreoleg. Sonereha-vremañ zo ivez, ar zouk pe andance-hall, a blij d’ar re yaouank,hag e kreoleg aliez. Mod all zo so-nereh ag ar vro hag a zo muioh hen-gounel, muioh a greoleg gete èl arbélè pe c’hoah an danmyé.

N’es ket tra-walh

a rom

A-houde pell amzer ema ar Marti-nik un departamant èl ar re arall. E-raog e oa ha departamant harannvro. A-houde pemp blé bennagzo bet greet ag an diou lodenn-seunan hepken. Ne ouian ket mandeo gwelloh. An dra-se ‘vo hervezpetra ‘vo raet d’an departamant had’ar rannvro. Ar galloud a zo un dra,an argant zo un dra arall. Daousthag e heuillo an traeu ? N’eo ketbiskoah êz. Àr ar paper eo skrivetatao e vo nebeutoh a dud o komzha muioh a dud oh ober. Perag pas. Da weled !

Na boud zo ur galloud politikel, argwir galloud, ar galloud ekonomikelzo atao ged ar Bekeed, ar re o-desar stalieu. Pa zo bet harz-labourkaled, n’eo ket ar bolitikerion a zoeet da gomz ged tud ar gouarna-mant gall, ar Bekeed eo a zo eet !Hag alaz, alaz, ar galloud ekonomi-

kel a zo atao ged an dud-se. Gwirvistri an enezenn ?

“Daou dra

e terhel

an ekonomieh :

an douristeleh

hag ar rom.”

Al labour-douar zo etre daouarn andud-se ivez, pas rah an douar, medlod anehe ‘des pasabl a zouar. Me‘oa o chom e ti ul labourer-douar age hounide goyav. Parkeu en-doa,n’eo ket parkeu èl e Breih, ar vron’he-des ket memez stumm, un da-chenn vihan ‘oa, pemp deveh-arad.Ar Bekeed o-des c’hoah douareukalz ledannoh, leh ma vez lakaet pe-tramant bananez, petramant korz-sukr evid gounid rom dreist-holl. Arrom a zo atao un arouez touristel a-benn ar fin : pasabl a rom a vezkaset e diañvêz ar vro. Mod all n’eoket ledan an enezenn, setu n’es kettu kas marse kement evid o-devehec’hoant da gaoud, mes gober a raeratao.

Tud dilabour a zo er Martinik, èl-de-just. Dre ma n’es ket kant stal, habihan an enezenn, daoust ha labourzo evid rah an dud ? Marse en ursistem ekonomikel arall e hellehepeb unan kavoud e blas, mes aze,pas. Boud zo tud dilabour ez-ofisiel,mes labour a rant ur seurt. Kavet avez an dra-se e peb leh.

An dud o tivroi

An douristed a zegas labour, untammig. Ur skeudenn eo. Àr-lerh,toud an dud n’o-des ket labour gedan douristeleh. Mes degas a ra untammig madeu da dud o-des tier dafeurmi, marse e tigas blankigeu dalod tud ha n’int ket ag ar vicher.Mes n’eo ket yah, ma n’es nemeddaou dra e terhel an ekonomieh :an douristeleh hag ar rom.

Divroi a ra an dud neuze ha doneda ra kalz anehe d’ar metropol daglask labour. Dija ar re zo daet dastudiiñ. Goude an termen eh acha-pant ag an enezenn hag e yant da-heul o labour, dreist-oll dad/Toulouse, Montpellier ha Pariz.Pasabl a Vartinikiz ha tud ag an An-tillez dre vraz a heuli o studieu erhêrieu-se. Lod anehe a chom evid olabour : ur staj greet ha goude echomer. Nebeud anehe az a en-dro.Boud zo re a ra ar choaj chom enohag a glask kavoud ul labour eno.Kelennerion zo o-des choejet ar mi-cher-se dre ma oa un tu evite chomda labourad er Martinik. Lod all o-des savet o stal hag a chom evidgober traeu en o bro.

Evid echu, e larin ‘m-es ket keuz ke-ment-se boud bet daet en-dro ag arMartinik. Èl-de-just, e vank dein mahañsorted. Tud hegarad, un hinadhag un êrgelh kaer n’eo ket displijuzmes adkavet ‘m-es traeu priziuzamañ e Breih ha labour zo d’ober àrkant tachenn, ha gwall gontant onboud bet daet en-dro. ■

Izan BelzKomzou dastumet gand F. Broudig

Brud Nevez - 29

Yann-Loeiz ha Kristin ArBod : On troiad genta eo a zo

garanet don en or spered, neuzeon-oa kroget da gompren ha dagaroud an enez hag heh annezidi.Kreñv eo bet ar pennad-ze en orbuhez abalamour ez eo tost orhalon ouz sevenadur ha yez Breiz.Er penn kenta avad, pez on-oac’hoant d’ober a oa mond da vevaha da labourad dindan an heol, warvord ar mor, gand on daou vugel, aoa unneg ha pemp bloaz d’arpoent-se.

Y.-L. : Enklasker CCRF1 e oan, hagoulennet em-oa beza kaset daSaint-Denis. Er penn kenta on-oasoñjet ne labourfe ket Kristin, a zokelennerez diouz he micher. Medne oa ket posubl rag ker e oa arvuhez du-hont, hag eur hontrad ke-lennerez war ar galleg he-deus bet,en eur skolaj. En dro-ze ne oan ketbet en em gavet gwech ebed gandeur brezoneger bennag da varvail-

lad gantañ. En eil tro avad e oadeuet soñj din kas eur galv evid se,diwar eul lehienn internet en enez.Eur respont nemetken am-oa re-sevet, gand eun den na ouie ketkomz brezoneg, med c’hoant ‘noada gleved ! Tennet e oa bet ma galvgoude-ze abalamour ma oa skrivete brezoneg, ha ne veze ket kompre-net gand merour al lehienn.

Meur a rumm tud en enez

K. : N’on ket ken barreg ha Yann-Loeiz war ar yez, rag n’on bet tostdezi nemed pa oan krennardez,gand ma mamm-goz. Ma gwaz,deuz e du, e-neus strivet atao d’im-plijoud anezi er vuhez pemdez gande dud hag vignoned, da lenn ha daskriva ivez. N’em-eus ket bet trokennebeud da gleved anezi er Re-union. Ar hreoleg avad am-eus di-zoloet buan-tre. On-daou on-eusgreet anaoudègèz gand ar yéz-se ara bemdez an dud ganti, ha pa ne

vefe ket simant eur “vro” evid-se.Meur a rumm tud zo e kevredigezar Reunion :

Yann-Loeiz ha Kristin Ar Bod

Er Reunion, c'hwezeg vloaz goude

D

Genidig eo Kristin ha Yann-Loeiz Ar Bod euz Plougastell, leh m’emaint o chom bremañ. War oleve emaint, ha brezonegerien zo anezo. Bet int bet diou wech en enezenn ar Reunion : etre1986 ha 1991, hag euz 2008 beteg 2011.

30 - Brud Nevez

- Ar greoled wenn, anezo diskennidian drevadennerien goz. Int-i eo aoa, 25 bloaz zo, perhenn war an uzi-nou korz-sukr, rom, kafe…- Ar greoled zu, diskennidi arsklaved deuet euz Afrika ar Reter.- Ar “re hopret”, mibien-vihan d’anIndezidi tamoul a oa eet andrevadennerien da gerhad anezoda vro India evid o gopra, pa oa bettorret ar sklavèrèz. - Ar re a vez anvet “yab”, kreoledwenn o tiskenn euz famillou tre-vadennerien dezo kalz a vugale.

Arabad dizoñjal, e-barz an daolennsokial-ze, ar re a zo diouto eur seurtstrollad dibad, tud ar metropol, avez greet ar “zoreilled” deuzouto. Allesano-ze ‘oa bet roet dezo abala-mour e oant “diouskouarn” ar vistri,da vare ar sklavèrèz.

Meur a relijion zo : katolik, muzul-man, hindou (relijion benna anDamouled). An hini greñva a oa arrelijion gatolik 25 bloaz zo, hag eullevezon vraz o-doa ar veleien deueteuz ar metropol.

Skandalet evid beza lezetva skolidi da gaozealkreoleg

K. : Hervez an eñvorennou am-eusdalhet, e oa digevatal ar gevredigezkreol, ha c’hoaz ez eo ‘m-eus aon.Kelenn a reen galleg er pempvedklas “H”. Sinifioud a ree al lizerenn-ze ne oa ket mad tamm ebed live arhlasad. Dond a ree ar skolidi deuzmeneziou su an enez. Ma labour areen, displega yezadur ar galleg.

Beb goulenn a reen outo, kregi areent da respont e galleg, ha prestiggoude, e kreoleg.

Leuskel a reen anezo d’ober. Soñjmad am-oa deuz pez a lavare vamamm-goz e Plougastell, penaoz‘oa divennet komz yez ar pemdez erskol. En eur ober evel-se e soñje dine vefe aketusoh ar skolidi. Koulsk-oude ne oa ket posubl din beza surpeogwir ne gomprenen ket mad orespontou atao ! Diwezatoh, dageñver eun emvod gand kelenner-ien al lise, e oan bet skandalet gandunan anezo abalamour ‘m-oa lezetva skolidi da gaozeal kreoleg. Eurseurt mahomerez ‘m-oa kavet se,ha komprenet ‘m-oa, kelennerez habrezonegerez ma ‘z on, e helldoareou-kelenn zo beza fall da zik-our tud zo da vond dreist o diêste-riou er skol2. Dre ma micher eta eoa êz din gweled a-dost ar huden-

nou a denn d’ar yéz. Kollet ganin alliamm-ze siwaz pa oam deuet an eilgwech, peogwir e oan war ma leve.

Y.-L. : Ne glote ket an deskadurezgand an dud, ha se zo kaoz, d’amzoñj, e oa chomet an enez en distro,bloaveziou-pad. Goude an Eil Bre-zel-bed, e-pad ugent vloaz kazi-mant, e oa bet dizoñjet gand arFrañs. E 1968 hepken e oa bet sik-ouret da vad, pell war-lerh an iniziall en Antillez. 25 bloaz zo, ne oa ketken kreñv al luskad da zivenn iden-telez ar Reunion evel a oa en An-tillez, abalamour ne oa ket uhel livear gelennadurez. Êz e oa da dud arMartinik hag ar Gwadloup mond dalabourad dindan ar Stad peogwir eoant bet stummet ‘vel a faote, medse ne oa ket gwir er Reunion c’hoazpa oam bet ar wech kenta.Cheñchet an traou hirio, med pa ze-laouan RFO, kavoud a ran dister

Brud Nevez - 31

Meneziou “Makes”.

atao “lod” an enez, evel pa vefe la-keet a-gostez eun tamm.

Pouez eñvor ar sklavèrèz

Y.-L. ha K. : Mignoned vad om deuetda veza gand eur houblad sko-laerien deuz ar Reunion. Kreoled zuanezo, ha d’ar poent-se, ne oa ketbet kalz deuzouto er plas-se ergevredigez. Meur a wech koulsk-oude on-noa bet tro da vezasouezet gand o doare da veva ha dazoñjal, pa oa ar pouez euz eñvor arsklavèrèz aze bepred, diweluz.

Da genta e oa diêz deom komprenperag, peogwir o-doa tapet bezadesket a-walh evid disteurel beh anamzer dremenet. Goude on-euskomprenet, rag goud a ouiem madni penaoz ‘veze kont e Breiz. Ne oaket bet on tud nag on tud-koz din-dan yeo, med rediet e oant bet,gand ar skol hag an ekonomiez, dazilezel o yez ha da gaoud mez anezi.Bez’ e oa traou boutin eta etre san-timantou or mignoned ha re on tude Breiz.

Skweriou all zo, med arabad deohkredi e oam eet du-hont evid selleddiouz an diavêz, evel pa vefe eurseurt etnologourien ahanom ! Bevaon-eus greet pemp bloavez kaergand or re, en eur jom digor da dudan enez. Êsoh a-ze gand an darem-predou mad on-oa gand or migno-ned skolaerien, gand micher Kristin,ha gand ar sport a reen-me. C’hoaria reeb mell-droad en eur skipaillada oa “zoreilled” ha kreoled ennañ,kreoled wenn ha re zu hanter-

hanter. E Saint-Gilles, leh ma oam ochom, em-eus sikouret lakad warzao Les foulées du lagon, eur reda-deg war droad a ree berz braz. Ke-meret ‘m-eus perz ive er valeadennvraz a-dreuz an enez.

Ne zoñje ket or holeged eveldom

K. : Eul liamm all on-no da vikengand ar Reunion : ganet e oa ormerh eno. Eur “zoréole” zo anezi,merh da “zoreilled” ! En tu all da ze,me ‘garfe rei eur skwer all deuzmemor ar sklavèrèz. Erruet e oame-kreiz ar bloavez-skol, ha ne oa ketplas ken e skol kenta derez Saint-Gilles evid ma mab yaouanka. Kin-niget ‘doa din Angèle, eur“vamm-goz” kreol du hag a oaamezegez deom, mond ganin da direnerez ar skol, eur Greolez wenn,evid goulenn degemer va mabmemestra. War eun dosenn e oa tiar renerez hag eet e oam wardroad. En diavêz e oa o hortozahanom. Dre ma oam o tostaad, ewelen Angèle goz o plega he heinmuioh-mui, evel dirag eur pennbraz ! Ha chomet e oa gand he fennstouet da gaozeal ouz ar renerez !

Setu m’on-oa klevet nebeud a vre-zoneg ha kalz a greoleg er Reunion,ar pez a zo normal ! Gwir eo, bez’ ezeus eur strollad Bretoned, med n’eonemed eur strollad, ‘vel a lavareGlenmor ! Eun tamm pilirinaj dazantez Anna a reont ive war argumun a zoug heh ano, n’eo nemedfolkloraj. En eur furchal ervad, kavete vo tammou traou heñvel e drem-

mou an dud hag a zo o chom e-kreizan enez en douarou gleb, leh ma oadeuet Bretoned da jom gwechall,hag eun ano-famill bennag : “Lebi-han” ha “Lebot” en eur gér, “Corre”skrivet “Corré”. An ano-leh Plainedes Grègues ema blaz ar brezonegwarnañ peogwir e oa plantadegoukafe eno ! Brezoneg a veze ganeomen eur ober jogging, ha chom a reean dud da zelled ouzom. Bruderezevid netra, kea !Med, evel on-eus lavaret, ma nevefem ket bet kizidig ouz ar bre-zoneg ne vefem ket bet ouz ar hre-oleg kennebeud. Ne zoñje ket orholeged eveldom. Mignoned vadon-oa en o zouez, med disheñvel-mik e oa o doare da zoñjal.

En eil tro, kavet on-oa e oacheñchet an enez. Eur banniel‘neus bremañ strollad an dizalhe-rien. Stennoh evid na oa a-raog eoan dizemgleo e-keñver ar “zo-reilled”. C’hwezeg vloaz a oa eet e-biou, ha diêz e oa marteze soñjalen-dro er mareou eüruz on-oabevet. Ouspenn-ze ne oa ket orbugale ganeom ken, chomet e oanter metropol. Abalamour da ze n’omket bet soubet er vro evel ar wechkenta. Daoust da ze e talhom daweled enezenn ar Reunion evel oneil bro deom-ni ! ■

Komzou dastumet ha laket e brezoneg gand Loeiz Grall

1. Concurrence, consommation et répressiondes fraudes.2. Kalz geriou gwregel zo e kreoleg. Dibosubleo d’ar vugale kompren penaoz lakad an ano-gwan-verb da glota e galleg.

32 - Brud Nevez

D

S. Dracius - M.-L. Larade - D. Maximin M. Rippon - J. René-Corail

Hurricane,enezourien o youhal

Brud Nevez - 33

Pellderiou ar Hreisteiz

Liou, gwrez ha c’hweziou heñvelE-barz or halonou emaint toudpelloh evid irvi ar zurentezNi, e pellderiou ar Hreisteiz

Kadañs ha dañs, dizalhN’emaom ket en eil bugaleaj‘Vo ket fritet mizer e Bro-Frañsen Deirved Enez, Île-de-Francepelloh eged roudou meveliezEnezidi en digenvezpaotred en o-unanmerhed en o-unanNi, e pellderizou ar Hreisteiz

Trêz eo or brumennou, ha gwrezOr sinou, Trovanou pe KehederBugale ar morMerhed sablKrohennet-dua orin arab

Pelloh evid mañgrov ha savanennchadennet ouzMetropolissorhennet gandMegapolisAvel-gaset gand Koñvers ar re zu ha trafikouDeuet euz pellderiou ar Hreisteiz

Kimboazet1 gand o folisedKrohennet-sklêr kelhiet gand an diaoulVaudou warnom !Tehoud, mond gouez pe mond gand ar morEet peurzod abalamour d’ar hrohennou flour-zeKimboa, vaudou !Ev eur banne, doudou !Peurzodet gand ar bleo flour-zeMasklou gwenn hebAr hrohennou saveteetBleoiou greunetMesket or gwadouTud achapet

Banania, bamboula, makakDiaspora BlackRoudou ‘deus laosket on amzeriou tremenHag on amzer vremañ a strakEun amzer dremenet don ar roudou ennañTud uhel an avel gantoDezo friou ha baroiou tud gouezMeni nazi a gomz dre o fri

Cheñch a ra an amzer da zond a-benn digeriMerkou nevez a gemerimLakait ho troad er parPrest ohEet ohEeun-tenn dirazohDivanniel, dindan avelan Inizi en avelHeb kan ebed, e avel an Inizi dindan an AvelEn eur zevelOn taliou gell-du en uhel

1. Quimbois : Vaudou an Antillez gall. Dond a rafe deuz an dro-lavar « Tiens, bois »abalamour d’an evajou hud a vez el lidou vaudou.

34 - Brud Nevez

Dibaper, dizoue ha divestrDirochedDivragouDibaperDibaperouDivestrDifeizDilezennGwall dapet diwar or fasFaziennou-polis evid babilonou gouezNi, gand or gwaregi-ar-glao-trist deuz ar Hreisteiz

Grif, sakatra, grifon, grifonezNegrit, negrill, negrillezOktavon, kongo, karteronez

Maron, maronez

Blanche Neige, bazaned, metekGeriou a dalv bosou evidomGwallou a roy nerz deomDa veza brao war-zao en or hrohennouNi, gand or gwaregi-ar-glao deuz ar Hreisteiz

Boulig-erh, gwad-mesket, penn-glaouGeriou hag a ra zeroiou ahanomGwallou hag a ra harozed ahanom

Krohen rouz, gwalhet fall, morillonNegro, negroez-ar-bladennGwenn-louz, kafe-lêzNegrita, gell-du ha lustrugennBik, biko, krouill, meuloñ, beurRaton, keubla, tud a liouHa ma lakafem en or pennouBeza brao en or hrohennouNi, e pellderiou ar Hreisteiz.

Suzanne Dracius, 2003Pointe des Nègres

Al leh ma veze dilestret an Afrikaned d’ar mare ma vezent gwerzet d’ober sklaved anezo, an « trafik trihorn »

Brud Nevez - 35

Enor da maouezed va bro

Amanthe, maouez dorn dir, hag a gas he stalig en-dro ervadAndrée, maouez kaloneg, maouez an oll stourmou da vond war-raogBrigitte, maouez dezi kalz a vugale, maouez bepred o hortoz e teufe

[en-dro marteze tadou heh unneg a vugaleClémentine, maouez kenwerz ar glaou e kostez iliz an Terres SainvilleEméranthe, maouez meuz an deiz tomm-brao, maouez hag a werz

[chelou, colombo, matoutou tomm-braoEmilie, maouez potomitan, maouez souten an tiegez, maouez-ozah,

[maouez ouestlet da garantez he bugaleFifi, maouez en diaskren gand beh an diêsteriou, maouez parfoeltret

[dindan gwask eur machoGilotte, maouez uzet kern he fenn dre forz dougen pladadou

[legumaj deuz ar vroMan Eugène, maouez hag a werz louzeier, jiromoñ, sivolezMan Nana, maouez war-zao a-dreñv kontouer he freti, adaleg tarz

[an deiz beteg ar pratik diweza en nozMan Pierre, maouez chaoket, maouez dirañvet kement hag ar hraoñkoko he-deus grañjet da farda he douselet, maouez ken c’hwero ha

[ma z eo dous he madigou kreolMathurine, maouez torch-torch, maouez eet tort dre forz frota

[plañchod he mestrezMireille, maouez he zreid gwad-toud gand monedone war ribinou

[rohelleg ar Morne CapotSolange, maouez euz du-mañ, maouez on amzer-ni, ken kaled hag an

[akoma, maouez o stourm, maouez o tifenn gwiriou ar merhedTi Youte, maouez ar plantadegou, maouez amarerez, maouez roget

[he daouarn gand deil ar horz, ken lemm hag aotennouYva, maouez he fornell, maouez o veska dibaouez migan ha calalouYolande, maouez benniget he dorn, maouez hag a oar parea, braz he

[halon, maouez he dorn digor, he halon zigorMaouezed ! Maouezed ! Maouezed ma bro.

Marie-Laure LaradeDiwar eun droidigez displeget gand Doriane Suicard

Geriou kreolegPotomitan (pe poteau-mitan) eo ar peul e-kreiz an templou vaudou. Dre skeudenn esinifi ouspenn an hini a zouten ar famill, a zo e-kreiz an tiegez, ar vamm peurliesa.Chélou : meuz antillad anezañ eur fritousenn paotr skañv hag avu bevin.Colombo : meuz kreol diwar guri.Doucelettes : karamel lêz koko, madigou giz kreol.Matoutou (pred hengounel al lunvez Fask er Martinik) : fritousenn kranked ha riz.Graja (grager) : rañvad.Akoma : gwez kaled o hoad.Migan : yod frouez-bara gand lostou moh.Calalou : soubenn hlaz, gand gombo, spinach ha louzeier all.

36 - Brud Nevez

Diroud1 an eien

Me zo deuz eur bobl divroet war an douar heb domani [prevez ebed

peñseet heb hentou war inizi digenvezdeziradou poentigaouet war ar bajenn garaibeur bobl-gorz behiet a jadennouo teuzi sap ha gwriz ha n’eus ket dioutoen eun tantad heb oaled, pozet fier war deir roha-benn kalfichad eun denelez nevezha goveliad kalonou dezo pevar gwad strewet :Europa dre fazi heb he denegezAfrika fraost anezi sker ha bannouAzia vroet Amerika adkavetpevar hevandir da groui eun enez adarrear mor da blanedenn e penn peb gwenodennAntillez, eskell pozet war vor : eno e oan ganet…

Daniel Maximin

1. Ar geriou kreoleg dérade, dérader, a zinifi beza kaset kuit gand red an dour.

Brud Nevez - 37

Sur eo n’ema ket pell an deiz-se

Mond a rin en-dro da bokad d’az treidAfrika mamm diframmet, didammet,N’eo ket evid goulenn kontou ganitEvid beza unan euz da vugale ganet er HaraibMed a-benn goulenn beza pardonetRag, e-pad pellN’on ket bet chalet gand ar zoñj ahanout.Dond a rin en-dro da lakaad ma daoulin gloazetOuz an douar war ar vein a droh gouliou er horvEr broiou-ze lesket gand ar vizer,Da glask al louzou nevezA bareo an oll houliou bilimetA ra poan dit en da galon.Distrei a rin leh m’ema douaretKerdin-ar-gwir ar sklaved dilestret,Din da zena an oll genteliou on-eus klevet ha klevet adarre.Strani a rin war an hentou gwenn evel eun den mezoWar riblennou dour chag ar Sahel, or mamm.Lêz kaouled a evin ouz beg ar vronn, dinerz,Diluzia a rin ar gudennad louzeier skoulmetBet stignet e-barz ma fenn.Distrei a rin, ha n’eo ket marteze,Evid skriva ano Marie-Galante, ma bro,Gand ma biz gleb er skop sehet.War an trêz tomm, en eur redeg, ouz doriou GoréeWar ma daoulin dirag sioulder ar mor glazDougerez-tenn evid rei ar broiou pell d’an dud,Ho anoiou deoh a lavarin, kement hini zoC’hwi hag a veze lakaet dindan an treid e kaliou reud ar bigi.Endra ma vo diou dakenn dour pennegO redeg e diabarz ma halon,Em zao e chomin, gand ma biz war ma beg,Da zoñjal er poaniou ganeoh gouzañvetDeom da veza gouest da zigeri on daoulagad dindan heoliou nehet.

Max RipponDiwar troidigez halleg Pierre Pinalie

38 - Brud Nevez

Eur vaouez anvet Afrik

O, korv karetTeñvalijenn divoretO, korv en noazGwisket gand gwirionez

O, maouezed hag a ouelGronnet o daoulagad gand gwalleurO, maouezed hag a leñvO, korvou gleb-dour-teilGlao dezo da liñsel

Maro an oll anezoHa me beoPont-ha-pavezAr hantvedou duMaro an oll anezoHa me beoMaro an oll anezoEvidoutEvidon

A-uz d’an avelEma an tarziou-morE krib ar gwez-palmez

Inizi a boanDindan gazel-ge ar gwez-palmezInizi a boan nag a boanSalud deoh ! Inizi ar galeou

Brud Nevez - 39

Sant-JozefRoueelEnez an Diaoul

O, Maroni o,E barr da eneWar da lerh emaon e melezour ar wagennEnnout e klaskan ar perag euz ma zorhennO, te ha n’eus ken perhenn dit nemed an neb da gar

Ster veurO, son a garantezE roud ar Maronezed1

O, Maroni o,Meur ha dieub ken ha kenO, Maroni o,Dour ha kened ken ha ken

Jerry René-CorailTroidigez vrezoneg an oll varzonegou-mañ : Maguy Kérisit

Troet eo bet ar choaz barzonegou-mañ diwar an dastu-mad Hurricane, cris d’insulaires, gand aotre hegarad anembannaduriou Desnel. Trugarez dezo ha d’ar varzed.

Eur ger saozneg eo Hurricane, hag a dalv kement ha kor-ventenn. Eun dastumad barzonegou eo al leor Hurricane,deuz ar Haraib dreist-oll ha deuz inizi all. Bodet eo bet arskridou a gaver ennañ gand Dorianne Suicard, hag a zoeun ano-pluenn d’ar skrivagnerez Suzanne Dracius. Hi eobet troet he barzonegou e meur a yez all (saozneg, spa-gnoleg…) hag embannet he leoriou e meur a vro. Priziouhe-deus bet, evel ar priz Fetkann e 2009. E 2005 e oa betdeuet da zaloñs leoriou an enzeier en Eusa.

Evid gouzoud muioh diwar-benn an ti-embann : http://www.desnel.comHa diwar-benn Suzanne Dracius : http://suzannedracius.com

1. Eur Maron a oa eur sklav didehet, da vare ar sklaverez. En Antillez en deiz a hirio, etalv kement hag eun den dindan guz.

40 - Brud Nevez

Barzonegou°Marcel Diouris°

L

Liberte

Kemerit ar mor donE-barz palv digor ho taouarnDindan an heol tommDindan eur barr-arneIt da bellKaset gand ar pevar awelHeuilit ho huñvreouNa hortozit ket re bellAr yaouankiz ne bad ket pellSellit a-bellAn dremmwel o luhañ

Kemerit hentchou kildroennegHentchou donHentchou dianaoHentchou a zigor war ar bed brazWar bed al liberte

Tamm kerse ebed Kerzit en eur ganañ Ar bed braz a zo deohD’ar re a nebeud.

Brud Nevez - 41

L

Rosetta ha Philae

Huñvre eur mous : mond en arbenn eur steredenn-lostegHuñvre eun den deuet : toullañ skorn TchouriEvid klask brikennou elfennel ar vuhezDeuet euz penn pellañ ar Big-Bang kentidig

Pell ouz firbouch freneziuz ar gannadedHa kaoziou toull o breutadegouPemp kant milion a gilometrajou ahannE-barz goullander steredel an oablPhilae en em harp ouz TchouriEur gwir huñvre en nevezentiou blinuz

Ma’z eo deuet ar vuhez war on boul-douarGand ar stered-lostegWarne molekulennou karbonRed evid diveuziñ ar vuhezNeuze huñvreou leun on pennPetra bennag ne vefe ket savetBuhez e lehiou all en OllvedHuñvreou kaerroh-kaerrañ

Rosetta deg vloaz o vond en-droMeur a viliard a gilometrajou ergerzetEr gêr eur yenerez eiz vloaz nemetkenKilometr ebed hag eet da fall !

Rosetta eur miliard-hanter a euroiouEvid gouzoud eun tamm muiohWar pennorin ar vuhezWar an tamm douar-mañAr vuhez-se a zistrujom war dan bihanPegoulz eur birvill ken braz allEvid gwarezi on paour-kêz Douar ?

42 - Brud Nevez

L

Porz-mor

Karget klenk e troad an tornaod Porz-mor Penn-ar-Bed a zihunBeuzet dindan eur vrumenn hlaz tanaoKêr wenn Brest harluet a-uz

Bigi pennasket a zañs heb ehanGand gwagennou sioul ar mor donGouzougou hir jirafennou dirO sunañ bouzellou eur zamm-lestrKouh koaget eul lestr merglet dibaramantetO tosañ eur hae dirapar dilezetWar eur hae poultrennet martoloded melenardO sellou kollet e donder o halonou harluetGanto garmou kuz, poan ha doanDa vezañ ankounac’haet, droukkaret O zoñjou en o bro en diabell

Remorker o tourtañ eur samm-lestr divent er poull-sehRoudou sioul ar Rekourañs o regiñ al lenn-vorLien ha gouel stignet d’ar pevar avel

Kastell ar prefeti-mor, staoñ kêr Vrest Damruz dindan bannou ar huz-heolLoued dindan fouetenn avel walarn

War zav mein ar chaoser o terriñ gwagennou ar mor donKlemm garmuz skraviged ha gouelini o ‘n em bigaillad.

Brud Nevez - 43

L

Luskellerez°Loeiz Grall°

Heb gouzoud dezo, briata a ran anezo, evel gwechall.Adlavared a ran an anoiou bihan a zo bet o dillad kenta.

An hini kenta a oa Sterenn, unan euz ar stered e yez an hendadou. Eur [verh e oa.

On-unan e oam e-tal kevrin eur bed o veza ganet.Bez’ e oa war he dremm eur roud a nehamant flour.Gwelet or-boa bigi-pesketa war ar mor hag a oa en he ano.O rei an ano-ze dezi, evel ar besketerien,E ouiem ez afe da bell, en eur jom war-wel bepred.

An eil a oa Maïwenn, a dalv Mari wenn.Glaz don e oa he daoulagad en he havell aozill.Teir pe beder wazienn vunud a zeue da fleurig he chikDiwezatoh, war chaoser Douarnenez, boned gwenn ha kabig ruz ganti,Selled a reas ouzon ‘pad pell.Eun tad a zo eüruz-tre d’am zoñj pa vez sellet outañ gand e vugel evel-se.Ken glaz all eo he daoulagad hirio, hag e tivinan c’hoazAr gwazied tano dindan he hrohen, p’ema o kousked.

An trede a oa eur mab. Youenn, eun ano laouen bannet evel eun dundee[war ar mor.

Ano bihan-martolod hag hardi, er skol e vez distaget Youn.Lijer hag hegarad evel ar hanod-savetei war ar mor.Braz ha rouz e zaoulagad blevennou hir outo.Eur penn teo evel eur pez koad dero.Deut eo ar paotr, framm e gorv ha gwall-amzer gantañ,E bro ar maouezed hag ar bigi bihan.

Ha bageal on-eus greet asamblez.

Bet skrivet goude eur bourmenadenn gand ar famill e porz an Tindu e Plougastell, e penn kenta ar bloaveziou 1990.

Bez’ e vo ar varzoneg-mañ, asamblez gand kalz re all, en eun dastumadda zond er-mêz en nevez-amzer gand Loeiz Grall e ti Emgleo Breiz :

Barzonegou ar vuhez ordinal/Poèmes de la vie ordinaire.

44 - Brud Nevez

Er Vved kantved, kement ha fenoz, an heol a zispakebeb mintin hag az ee da guzad beb noz. Diouz armintin, pa deue ar bannou-heol kenta da bokad d’argliz, e save ar blanedenn da veo ; an êr en em garge alevenez, a startijenn, a esperañs. Diouz an abardae, esiouallae ganti hag e koueze an deñvalijenn hriz. Andeiz a oa heñvel ouz an deiz hag an noz ouz an noz. A-wechou e tigoueze eur goumoulenn hag ar gurun ahroze. Pe eur steredenn, dievez, a goueze deuz anneñv, pe c’hoaz eur manah, livet fall, a zihaloupe dagonta d’ar genvreuriez penaoz e-noa gwelet eun tigrtost d’ar gouent. Ha setu toud, an deiz a veze bepredheñvel ouz an deiz hag an noz ouz an noz.

Ar veneh a laboure hag a bede. Ar superior a zoneouz an ograou, a zave gwerzennou latin hag a skrivetoniou. Eur hoziad souezuz e oa, donezonet-kaer, am-part-dreist ouz an ograou ken e chome meneh zo deuzar re gosa, hag int bouzar kazimant koulskoude, da ze-laou anezañ, fromet beteg gouela. Hoalet e oant hatoniou heñvel ouz re an ograou a zeblante dasseni eno halon. Ma tigoueze gantañ kounnari pe en em gargaa joa, ma kaozee ouz tra pe dra, terrubl ha divent, eunawen entanet a zalhe anezañ, e zaoulagad a lugerne,leun a zaerou, e fas a ruzie, e vouez a zassone hag arveneh, o kleved anezañ, a zante e youl o chadenni oeneou dezo. Momedou burzuduz, a garge anezañgand eur galloud divuzul. Ma ‘nefe ordrenet d’e ziski-bien mond d’en em daol er mor, e vefent eet, an ollanezo, prés warno, da zeveni e volontez.

E vuzik, e vouez hag e werzennou o veuli Doue, anneñv hag an douar, a oa evid ar veneh eul levenezpeurbadel. Digouezoud a ree ganto beza fê gand argwez, ar bleuniou, an nevez-amzer, an diskar-amzer,beza torret dezo o diouskouarn gand safar an douar,dond da veza heug gand kan al laboused, med done-zon o gwir superior oa ken rekiz dezo ‘vel ar bara

pemdezieg. Mond a reas ar bloaveziou e-biou, a ze-gadou, ha heñvel e oa bepred an deiz ouz an deiz hagan noz ouz an noz. Seped1 al laboused hag al loenedgouez, den ebed ne dostae ouz ar manati.

Setu na pegen souezet ‘oa bet ar veneh, eunnozvez, pa zeuas eun den ouz kêr, eur peher boutinhag a gare ar vuhez, da skei ouz o dor. A-raog goulennbennoz ar superior ha pedi, e fellas dezañ kaoud gwinha boued. Pa oe goulennet outañ penaoz e oa deuetdeuz kêr beteg ar goueleh, e kontas eun istor hir : eete oa da jaseal, evet e-noa eur banne re hag en em gol-let e-noa. P’o-doa ofret dezañ chom ganto evel manahha savetei e ene, e respontas gand eur minhoarz hagand ar geriou-mañ : « N’on ket deuz ho tud. »

P’e-noa bet debret hag evet mad, e sellas ouz arveneh a zervije anezañ hag e taolas dezo :

« Ne rit netra, meneh. Pez a rit n’eo ‘med eva hadebri. Ha daoust hag e-giz-se eo e salv an nen e ene ?Soñjit : keit ha ma chomit amañ, trankil ha brao, daeva, da zebri ha da huñvreal er pemp plijadur warn-ugent, ho nesa en em goll hag a gouez en ifern. Gweliteun tamm ‘pez a c’hoarvez e kêr ! Lod a varv gand annaon, lod all, kemend-all a aour dezo, en em veuz enorged hag a varv ‘vel kelien peget er mél. N’eus gandmabden na feiz na gwirionez. Da biou eo da zaveteianezo ? Da biou eo da brezeg ar gwir feiz ? Din-me, avez mezo ‘pad an deiz ? Ha roet E-nefe Doue deoh anizelègèz, eur galon garantezuz hag ar feiz evid machomfeh aze etre peder moger heb ober netra ? »

Komzou mezvier paotr kêr a oa divergont ha dires-ped, med eun efed iskiz a rejont war ar superior. Livetgwenn e teuas ar hoziad da veza hag, en eur eskemmeur zell gand ar veneh, e laras :

« Breudeur, gantañ ema ar gwir ! E gwirionez, arbaour kêz tud, dre drevell pe dre wanded, en em gav

Heb titl°Anton Tchekhov°

L

Brud Nevez - 45

techet fall ha difeiz, ha ni ne fiñvom ket, ‘vel ma nezellfe ket ouzom. Perag n’ez ajen ket en o zouez, eviddigas dezo soñj ouz ar Hrist bet ankouaet ganto ? »

Hoalet oa bet ar hoziad gand komzou paotr kêr :an deiz war-lerh e krogas en e vaz, e laras kenavo d’argenvreuriez hag e kemeras penn an hent. Ar veneh ajomas o-unan, heb e vuzik, e brezegennou hag e wer-zennou.

Kaoud a rejont hir o amzer ‘pad eur miz, daou viz.Ar manah koz ne zistroe ket. E fin an trede miz, erfin,e klevjont trouz anavezet-mad e benn-baz. Daoulam-mad a rejont davetañ ha beuzi anezañ a houlennou.Med, kentoh evid beza laouen oh adkavoud anezo, eouelas c’hwero, heb gér ebed. Kosaet e oa, ha treu-taet ; eun êr skuiz e-noa ha glaharet, ha pa oa krogetda ouela, e vefe bet laret eun den kunujennet.

Ar veneh a grogas da ouela d’o zro hag a houlennasoutañ gand truez perag e ouele, perag e oa ken teñvale benn, med heb lared grig e prennas e zor warnañ.Chom a reas seiz devez heb debri, heb eva, heb c’hoariouz an ograou, o ouela. Pa skoed ouz e zor ha pa bedear veneh anezañ da zond er-mêz da gonta e boaniou,ne gleved med sioulder.

Dond a reas er-mêz erfin. O vodi an oll veneh tro-dro dezañ, e fas c’hwezet gand an daerou, merkou arboan hag ar gas warnañ, e kontas ar superior ‘pez oadigouezet gantañ e-pad an tri miz-se. Trankil e oa evouez ha mousc’hoarza a ree pa gonte ar veaj etre armanati ha kêr. A-hed an hent, emezañ, al laboused agane dezañ o hanaouenn, ar gwaziou a hiboude, hagesperañsou dous ha tener a lakae e ene da dridal. Ker-zoud a ree ‘vel eur soudard o vond d’an argad, sur daveza treh. E spered leun a huñvreou, ez ee, o sevelgwerzennou ha meulganou, ken e oa bet souezet enem gavoud dija e penn e veaj.

Med krena a reas e vouez, lugerni e zaoulagad, hakounnar ennañ, e krogas da gaozeal ouz kêr hag ouzan dud. Biskoaz n’e-noa bet gwelet na kredet soñjalzoken, ‘pez a oa digouezet dirazañ pa z eas e kêr.Neuze nemetken, evid ar wech kenta en e vuhez, hageñ koz dija, e-noa gwelet ha komprenet galloud andiaoul, kaerder an droug, gwanded, laoskentez ha dis-terder an dud. Ar henta ti ma z eas a oa, siwaz, eun tigastaouèrèz. Eun hanter-kant bennag a wazed, pinvi-

dig, a zebre hag a eve gwin heb muzul ebed. Erru mezoe kanent poziou terrubl, doñjeruz, seurt ne deufe kete genou eun den bet savet gand doujañs da Zoue. Oprofita ouz eur frankiz heb mên-bonn ebed, leun astartijenn, eüruz, heb aon nag ouz Doue nag ouz andiaoul nag ouz ar maro, an dud-ze a lare hag a ree ‘pezo-doa c’hoant, az ee ‘leh ma plije dezo, hervez oc’hoant. Ar gwin, fin ‘vel goularz, fulennou aourennañ, a dlee beza fronduz ha c’hwék, rag neb e-neveevet outañ a ziskoueze eur mousc’hoarz alvaonet haga houlenne c’hoaz. Gand eur mousc’hoarz e respontear gwin da vousc’hoarz an den. Ha bouilla laouen a reear gwin pa eved anezañ ‘vel m’e-nefe bet koustiañs ouzar strobinell diaouleg a oa ennañ.

En em domma muioh-mui a ree ar manah koz hagouela a ree gand kounnar en eur zerhel da gonta ‘pez‘noa gwelet. War an daol, e-kreiz ar gouvidi, emezañ,e oa eur beherez hanter-noaz en he sav. Diêz e vefebet ijina pe kavoud en natur eun dra bennag kaerrohha strobinellusoh. Ar ganaillez yaouank-mañ, gand hebleo hir, he liou rouz, he daoulagad du, he muzellouleun, divéz ha gadal, a ziskoueze dent gwenn-kann haga vousc’hoarze kement ha lared : « Sellit pegen gadalon, pegen koant ! » Seiz ha brokard a goueze a blegoupompaduz ouz he diouskoaz. Med he haerder ne felleket dezi beza kuzet a-dreñv dillad ha, ‘vel ar hresken-nou yaouank pa deuont ‘mêz an douar en nevez-amzer, e tarze etre plegou he broz. Ar goantenn a evegwin, a gane hag en em roe da biou a c’hoantae anezi.

Neuze ar hoziad, e zivreh o krena gand ar gounnar,a zeskrivas redadegou kezeg, eur redadeg tirvi, ar sa-liou-c’hoariva, atelierou an arzourien ‘leh ma vezelivet, pe stummet gand pri, merhed noaz. Awenet eoa ar gomz gantañ, ha kaer ha dudiuz ‘vel ma vije beto seni ouz eur benveg diweluz. Hag ar veneh, simudet,tost da zempla gand ar birvill, a eve e gomzou... Pa oabet skeudennet gantañ hoaliou an Diaoul, kaerder arfall ha gras boemuz korv ar merhed, ar hoziad a villigasan diaoul, a droas e gein hag e steuzias en e gêl...

Pa zavas, an deiz war-lerh vintin, ne oa manahebed ken er gouent. Toud e oant tehet e kêr.

Anton Tchekhov (1888).Troet diwar ar galleg gand Fañch Colcanap.

1. Nemed.

L

46 - Brud Nevez

Edo Visant o vamiñ ouz koupolenn bolz-to Firenzepa glaskas eun den bennaked sachañ e evez. Eur plahkoz e oa hag he-doa tapet krog en e vreh gand he bi-zied heñvel ouz skilfou. Souezet-kaer e voe-heñv oweled an diferañs etre he dillad louz ha chaket hagar fo entanet a oa o virviñ en he daoulagad. Gand hemouez don e lavaras-hi :

– Goulennit eun dra bennaked diganin diwar hopenn hag e respontin deoh evid pemp euro. Eur gou-lenn, unan hepken. Klaskit ober ho koulenn war eundra a bouez.

– Goulenn eun dra hag a zell ouzin ? Eun dra abouez ? Evid pemp euro ?

Heb soñjal pelloh e tivizas klask e chañs.– Mad eo din. Beteg pe oad e vevin ?– Sur oh eo ar pez a fell deoh goulenn diganin ?

Dao eo deoh goud e rankfet bevañ gand ma respont.Kompren mad a rit ar pez a dalvez ?

– Daom dehi ’ta, eme Visant, a oa krog da goll pa-sianted dirag ar plah. Laret ho-peus din e oah o vondda respont d’eur goulenn pouezuz hag a zell ouzin.Pouezuz-braz eo ar goulenn-ze evidon, a hallit laredwar ma lerh. Ha neuze ?

He daoulagad a intras e re dehañ, ken e halle san-tañ o birvill griziaz koulz lavared. E-pad eul lajadig ekinnigas mezvijenniñ.

– Evel ma karit, emezi a-benn ar fin. Eh an dalared deoh : emaoh o vond da vervel ahann d’euntoullad miziou.

– Sell ’ta ? Interesant eo. Ha pesort mod e var-vin ? Penaoz oh gouest da vezañ ken asur-se ? Daoustha gall’ a ran chañch eun dra bennaked en afer ?

Hejañ a reas he fenn.– Eur goulenn nemetken. Digarezit ahanon ma ne

blij ket ma respont deoh. Dleet e oa deoh bezañ soñ-jet en dra-ze en a-raog ha greet eur goulenn all ouzin.Evel-just eo re diwezad bremañ. E hallit reiñ ma fempeuro din ?

Reiñ a reas eur billed pemp euro dehi hag eh easpelloh gand e bourmenadenn. E Firenze edo evid euntoullad deveziou hepken ha felled a ree dehañ gwe-led ar muiañ a draou ma halle deuz ar gêr-ze. An-kouaad a reas ar plah koz ha treiñ a reas e spered warar pez a oa da vezañ eur valeadenn deuz ar boemu-sañ.

Edo Visant o pourmen evid ar wech diwezañ ekreiz-kêr istorel Firenze a-raog distreiñ d’an otel evidpaeañ ha neuze mond d’an aerborz. A-greiz m’edo ovale war-zu ar Piazza della Signoria, en em gavasgand ar plah koz he-doa diouganet e amzer-da-zondan deiz a-raog. Taoler a reas eur zell estonet warni,e-serr en em houlenn hag-eñ eh anavezfe anehañ hadaoust ha soñj he-defe deuz ar pez he-doa kontetdehañ. Diouz gweled he dremm dizeblant e selleoutañ evel ouz eun tourist ordin a hallfe-hi tennañpemp euro digantañ gand ma teufe a-benn d’oberdehañ asantiñ profitañ deuz he donezon dibar.

Selled a reas outañ ha lavared :– Goulennit eun dra bennaked diganin diwar ho

penn hag e respontin deoh evid pemp euro. Eur gou-lenn, unan hepken. Klaskit ober eur goulenn war eundra a bouez.

Ar goulenn°Frank Roger°

Brud Nevez - 47

L

– Mad eo din, emezañ. Beteg pe oad e vevin ?Parañ a reas he daoulagad warnañ e-pad eur reu-

ziad hag e lavaras :– Eh it da vervel pa vefet pevar-ugent vloaz,

goude bezañ sevenet kement a felle deoh ober. Eurvuhez karget-mat ho-po, peadra deoh da vezañlaouen.

– Sell ’ta ? Ma, plijañ a ra se din. Gouvezañ a rit,deh am-oa goulennet ar memez tra diganeoh ha daneuze ho-poa respontet din e oan da vervel a-benneun toullad miziou amañ.

– Ya, emezi, soñj mad am-eus. Ar pez zo, adal ma’m-eus laret se deoh eo chañchet hoh amzer-da-zond. Ne oa ket dleet deoh bezañ greet ar goulenn-se ouzin. Laret am-oa deoh forz penaoz. Traoutalvoudusoh a haller goulenn. Gweled a rit, pa ana-vezit ho planedenn, amañ ar fed e varvfet a-raog pell,e hallit degas chañchamant en ho mod da vevañ, hapa vefe heb goud dare deoh. Diwar ze e vefet muiohwar evez, ne gemerfet ket kement a risklou, hag e-giz-se ne zichañso ket deoh mervel re a-bred. Drebenn d’ar pez a oarit eh it da adskrivañ hoh amzer-da-zond.

– Gwir eo ? M’ema kont mod-se am-eus greetmad. Greet am-eus ar goulenn a oa d’ober. Tremeneton e-biou d’eur maro a-raog an termen.

Hejañ a reas he fenn.– N’oh ket eet pell a-walh gand ma arguzèrèz. Ar

pez emaoh o tihan goud war ho puhez hag a badopelloh zo o vond, ive, da heñchañ ho mod da vevañhag eh it da adstummañ hoh amzer-da-zond eurwech ouspenn. Sklêr eo ne gomprenit ket pesortsteudad chañchamañchou prim a zo bet lusket ga-neoh. E hallit reiñ ma femp euro din bremañ ? Palarin mad, d’am zoñj am-eus droed da gaoud euntamm muioh evid se. A-benn ar fin kont, ouspenn eurgoulenn am-eus respontet dehe.

Reiñ a reas eur billed pemp euro dehi ha lavared :– Goud a rit, eun doare drol ho-peus da honid ho

puhez o kinnig d’an dud goulenn diganeoh eun drabennaked hag a zell oute hag o tegas goude-ze res-pontou briz-filozofiez a-leiz enne. Ne vefe ket deuzmicheriou êsoh hag emzavoh ouspenn ? N’eo ketsañsubl avad, reiñ a ran eur billed pemp euro deohouspenn. Devez mad deoh.

Reiñ a reas an arhant dehi, distreiñ a reas en eurhejañ e benn hag e krogas da dreuziñ ar ru. Ne welasar bus a oa oh erruoud diwar diz nemed pa oa dindane rodou endeo.

Frank RogerBrezoneg gand Sylvain Botrel

L

48 - Brud Nevez

E niverenn ziweza Brud Nevez, e roem kelou deoh,berr-ha-berr, deuz maro Gwillou Kergourlay. En nive-renn-mañ, e fell deom renta enor d’ar homedian, d’arskrivagner ha d’ar brezoneger eo bet.

Ganet e oa bet d’an 23 a viz kerzu 1926 en Elian hamarvet eo d’an 8 a viz du 2014 e Bessy-sur-Cure, erBourgogn. Eur paotr diwar ar mêz a oa anezañ : keme-ret e-noa bet eur perz braz e bodad ar JAC (Yaouanki-zou kristen ar mêziou) beteg dond da veza e brezidante-pad tri bloaz e Penn-ar-Bed. War-lerh an hini eodeuet da veza eur homedian a vicher. N’eo ket c’hoaripez e-neus bet greet nemetken, ren strollajou (e Gre-noble, Roazon, St-Quentin-en-Yvelines) ha skriva eundaouzeg bennag a beziou e-neus bet greet ive. Unandeuz ar re vrudeta eo La chasse présidentielle, betkrouet e ti ar sevenadur Roazon e 1975.

Tri deuz e beziou a zo bet c’hoariet e brezoneg gandTeatr Penn-ar-Bed. Eur brezoneger tomm deuz e yeza oa anezañ, ha plijoud a ree dezañ hardi konta brezo-neg gand ar re all. Med ne ouie ket ha ne grede ketskriva en e yez, sed e-neus bet labouret a-dost evid arpeziou-ze gand Remi Derrien. Remi ive e-noa troet anDanevellou euz ar bed all. O-daou int partiet bremañ.

Ar wech kenta m’e-noa bet Gwillou Kergourlay labou-ret e brezoneg e oa ‘barz ar film Embann al ludu, bettroet evid an abadenn Breiz o veva war FR3 e-kerz anhañv 1979 e Lotei, diwar danevell Jakez Riou. Gand

Paul-André Picton em-oa labouret evid prienti ar film,hag a oa bet skignet war an tele d’an 22 a viz kerzu, armemez bloavez. Neuze eo am-oa bet tro d’oberanaoudegez da vad gand ar paotr seder ha drant a oadeuzoutañ. Pez na vire ket outañ da gaoud eur prederdon war red an amzer.

Tri deuz e beziou a zo bet c’hoariet e brezoneg gandTeatr Penn ar Bed, ha gantañ e-unan e oa bet leuren-net an hini kenta anezo, Bitekle. Gand Emgleo Breiz,na petra ‘ta, int bet embannet, koulz hag eun dastu-mad deuz e zanevellou hag unan all euz a varzonegou.

Setu perag on-eus dibabet arroudou euz e skridou haga ziskouez ervad an temou a oa tost d’e galon ha d’espered : kevrin ar maro a-dra-zur, hag ar yez veo, kaliteha lañs enni, da veza leurennet a-raog pep tra, gandtudennou hag a oar meska ar fent hag an drajedienn.

Trugarez da Jakez André ha da v/Maguy Kérisit evid andibab deuz e skridou o-deus greet ha da v/BernezRouz evid an testeni e-neus skrivet e memor e gama-lad. Trugarez ive, a-greiz-kalon, d’e wreg, al livourezNina Vidrovitch, evid ar poltred deuz he fried he-deusbet ar vadelez da zigas deom.

F.B.

Tennet eo Briata ha Kavaliourez an bal diweza deuz an dastumadDanevellou deuz ar bed all/Nouvelles de l’au-delà. Anavezet eo a-hend-all ar peziou-c’hoari Bitekle, Dahud, ha ‘Benn warhoaz ‘vodeiz c’hoaz.

Enor Gwillou Kergourlay

L

Brud Nevez - 49

Z Y

Eun eston eo bet da barre-zioniz Bessy-sur-Cure, eur

vourhadenn a vro Bourgogn, klevedpoziou brezoneg kantik Itron VariaKerzevot d’an 12 a viz du diweza.Leun-choug e oa an iliz da zaludievid ar wech ziweza Gwillou Ker-gourlez. Hag eo war don Laudate eobet kanet a-bouez-penn gandClaude Nadeau hag ar Vretoned.Deuet e oant da ambroug eun anobraz eus bed al lennegez hag arc’hoariva, eur Breizad penn-kil-ha-troad :

Mamm Doue, o GwerhezGwelit or harantezMamm Doue o GwerhezOn diwallit bemdeiz.

Tavet e oa kalon Gwillou Kergourlezpemp devez kent hag e hoant di-weza – pa ‘noa dibabet douar arBourgogn da jom e peoh – eo e vijebet kanet kantik Kerzevot d’e obi-dou. E-giz an oll Eliantiz e tarem-prede stank Gwillou chapelKerzevot evid trugarekaad ar Wer-hez da veza trehet ar vosenn gwe-chall-goz.

E Kerzevot ‘m-oa greet anoudegezgand Gwillou e 1989, da geñverlidou 500 vloaz ar chapel. Goulen-net ‘m-oa digantañ sevel eur pez

barzoniez da veza kanet pe dibuneter chapel. Labouret en-doa Gwil-hou gand ar sonaozer Michel Boe-dec ha deuet oa e vab François daroi mouez d’ar skrid. Eur grouidigezhe-doa greet berz, pa oa bet keme-ret evid digori Goueliou meur Kerneha Goueliou etrekeltieg an Oriant armemez bloavez :

Etre Stêr Oded ha Stêr Jed‘Zo eun enez e-kreiz an douarouBro Eliant a vez anveetPinvidigez ha burzudou

Bro Elian zo distro deuz ar bedMez ma bed din ‘ zo bar’ ma fennPa echuo ma fenn ar bedMa spered ‘vo atao dibrenn

An dud veo hag ar re dremenet‘Zalh yaouankiz da virvikenAn noriou zo d’an oll digoretAr halonou leun a startijenn.

Leun a startijenn ! E-giz-se ‘m-eusbet anveet Gwillou dibaoe. Meur awech em-boa gwelet e bez-c’hoariBitekle, a zeblante din ar peb saou-rusa euz spered drant Kerneo-Izel.Ha pa veze leurennet ha c’hoariet ebeziou gand eur Hernevad kendrant all, Remi Derrien, e oa eul lip-e-bao dizoloi peziou-c’hoariGwillou. An doare-spered d’ober

goap, da hoarzin ha mousc’hoarzineus pep tra ha gand pep tra a gaveren e leor eñvoriou Le Pays des vi-vants et des morts. Eñ ivez a vije betden da huchal « Charlie on ».

Dibaoe 1992 en-doa dibabetGwillou mond da jom d’ar Bour-gogn war ribl ar stêr Cure. Eur bara-doz a zioulder leh e helle skrivaa-unan gand e wreg Nina, livourezdiouz he micher. Bep taol pa yeendi e oa eur marz gweled ar houblado tispaka eun daolenn nevez, eurskrid nevez. Dre groui ha kroui ataone weler ket an orolaj oh ober edro. Leun a raktresou a oa dalhmadgante hag an hini diweza a oa krouieun oratorio gand pez diembannGwillou, Clown Roi.

Gwillou, yah e spered beteg ar fin,en-deus dibabet eta ober e annezdiweza e douar bro Bourgogn. Eurvro deuet da veza tomm d’e galon,leh en-deus bevet ar pella en evuhez. Netra souezuz, sitoian arbed e oa gand gwriziou don, medeur spered dieub da genta-penn :

Bro Elian zo evel va zi,Eur helh digor e-kreiz ar bed !

Bernez Rouz

Eur spered digor o vond war-nij

°Bernez Rouz°

50 - Brud Nevez

L

Sklêr eo foñs al liorz. Sklêr evel ar voger-dro agavan a greiz-toud dindan eur mell bodenn kameliaen he bleuñv. Kamelia en hañv, na pegen iskiz eo !Bez’ eh eus eun nor er voger, hag iskisoh eo c’hoaz,digori ra he-unan dirakon, ’vel ma vefe unan bennagha n’hellan ket gweled o hortoz ahanon. Pep traamañ zo iskiz. Kevrinuz. Med ivez, habaskaüz ha ske-duz. Rag lugerni ra ar gambr emaon o vond e-barz.Ha n’eo ket diwar eur sklêrijenn o tond deuz an di-avêz : n’eus ket a brenestrou. Gwenn eo ar mogeriou.Stumm eur hub parfed a zo dehe. N’ouzer ket deuzpeleh e teu ar sklêrijenn. Gwenn ha damhlaz, n’eoket faoz ; eur sklêrijenn dianavezet din beteg-hen eo,ha n’hellan ket dizolei euz peleh e teu. Santoud a reeranehi o vervi war ar hrohen, tener, doare ar muzikdezi mod pe vod. Er foñs, war an tu dehou, eh euseun toull er voger, heb dor ébéd. Diskenn a ran gandeun nebeud pazennou, hag erruet on en eur pez peu-rhañval ouz an hini kenta, ken karrez, ken skeduz, haken goullo. Brao hag êz eo din, abalamour, a gav din,d’ar mogeriou skeduz-ze emaon o selled oute. Erfoñs, war an tu dehou, eh eus eun toull evel er pezkenta, hag adarre eun nebeud pazennou evid mondd’ar pez war-lerh. Kavoud a ra din emaon o tiskenngand eun hent dindan-zouar, a vefe anehañ eun ari-dennad peziou hañval an eil ouz egile, an oll aneheken parfed ha goullo dindan ar sklêrijenn-ze, ken-nerzuz ha distanuz. Kerzoud a ran e giz-se euz eur pezda unan all, o tiskenn eun nebeud pazennou bewech,gand ar zantimant emaon o vond donnoh, hebbolontez ébéd, e donig-don eun dra bennag a vefegreet gand kevrin, sioulder ha peoh war eun dro.Neuial a ran en eur bed a garantez.

A-daol-trumm on digouehet er zal ziweha.Gouzoud a ran eo an hini ziweha peogwir n’eus toull-dor ébéd ken da vond pelloh. Netra nemed pedermoger, al leur-zi hag ar zolier, toud a-vent. Eur hubgwenn skeduz. Penn diweha ar veaj.

Briata

L

Brud Nevez - 51

Z Y

Er foñs, a-gleiz, eh eus eur gwele houarn, evel agaver er pañsionou, en ospitalou, er hazarnou, gando fallennou pleget brao warno. Eur vaouez a zoazezet war ar gwele, he daouarn juntet etre he di-vorzed ganti. Ma Doue ! Pebez êr trist warni ! Hapegen livet-fall eo ! Ha ken trubuillet eo ma halonganti ! Sebezet e vezer gand ar garantez. Ar garantezhag an druez. Ar vaouez-se, yaouank c’hoaz, a vefelaret eh anavez an oll vizeriou, an oll boaniou ! Hagwelet he-deus bet biken ar goulou-deiz ? Abalam-our da ze eo ken livet-fall kredabl ? Laret e vefe eheo eur Pierrot gand he muzellou ruz, he daoulagaddistronk. Eur Pierrot hag eur vaouez a vez pilet gandhe gwaz war eun dro, kemend a boan e seblantkaoud. Laret e vefe ema o hortoz. Daoust hag eh on-me an hini ema o hortoz ? Gortoz ha gouzañv bepred,setu ar pez a verzan er vaouez a zo o hortoz ahanon,hag o hortoz pep hini ahanom. Strafuillet on gand arvaouez-se a zeblant beza gwelet pep tra, hag a jomuvel dirag an hini ema o hortoz. An dra-mañ eo afrom ahanon : ne varn den ébéd, n’ema o houlenn

mann ébéd ouz den ébéd hag hi o hortoz unan ben-nag koulskoude. Eur hoant a grog ennon. Felloud ara din frealzi anehi, he briata, c’hoant am-befe d’heluskellad. Ken dous eo, karoud a rafen gweledanehi eüruz ! C’hoant am-befe d’en em goll en hehreiz evid en em ankouaad hag ankouaad ar bed !

- O ! Te hag a hortoze ahanon, en eur hortoz pephini – rag n’on ket touellet ganti, anavezet ‘deus betre all – trubuillet on ganit penn-da-benn !

- Ya, emezi, en eur zevel he zellou warnon.- Em gortoz e oas ?- En da hortoz e oan…

He mouez a zo raouliet, ha dous, ha skuiz. Ar peza lar ‘deus bet laret ken aliez ; mes evidon e lavar, hagar wech nemeti e vez bewech da beb hini. Sevel a rahe dremm. Pegen don eo he daoulagad. Digeri a ranva diouvreh. Emaon o vond da vriata anehi. Med hian hini eo a gemer ahanon, souden. Gand eun dornstard. Em hostez. Troha a ra din va alan. hag heh ana-vezoud a ran. Hi an hini eo. O vervel emaon.

L

52 - Brud Nevez

Foto : Gwillou Kergourlay e 1991. Livadur gand Nina Vidrowitch-Kergourlay.

- Mamm ! Unan bennag ’zo o labourad ’barz ’rzolier. Ne glevit ket ?

- Ne ran ket, n’eus dén ébéd.- Sklintin on memestra. Kleved a ran unan bennag

o plênaad, oh heskennad ; o viñsa hag o plantatachou.

- N’eus dén ébéd, ’laran deoh.- Sur on ’zo unan bennag.- Da ziou eur ’vintin ?- Diou eur eo ?- Klaskit kousked eun tammig.

Laorañs, n’eo ket ken evid kaved e gousk : re aboan ’neus en desped da doud e louzeier. ’Neus ketbet tu da gousked kalz abaoe ar winkadenn ’noapaket en e hlin gand ar hast a jao a oa e manej anDragoned e Vincennes. Eur havaliour dispont e oaLaorans koulskoude hag eul labous-dén ouspenn-ze.Fier e veze an oll deustan. Dén ébéd ne oa bet soue-het pa oa bet enrollet er 6ved Dragon evid e goñje :eur rejumant deuz an dibab e oa, deuz an dibab hapompaduz. Karget e oa bet da zresa eur jao abala-mour ma oa diêz ha vis-fall ennañ. Setu hemañ da zi-hasta eur winkadenn dehañ beteg brewi penn e hlin.Ne oa nemed ugent vloaz pa ’n em gavas Laorañs enospital. Ar varvenn-kig a grogas ennañ. Red e oa bettroha e harr dehañ. Pa zoñjer, eñ, bet dañser kentaklas, ne zañsfe ket jamez ken. Degaset ’oa bet d’argêr, da di e dud, c’hweh kant kilometr alese, evidgwellaad sañset.

Aotrounez o galoñsou alaouret, saroiou gwenngante war o hein ha tokeier major war o fenn, neouehont ket konta gevier. Lakaet e oant ken diêz maoa tu da zoñjal e oa dre o faot. Ken anad e oa ma ne

grede dén goulenn muioh, beteg ober van kredi arpez a larent pe nompaz kompren. O tiglañvad e oaLaorañs evel just, med gwasaad eo a ree bemdez.

Ar zizun dremenet o-deus an ofisourien divizettroha eun tamm deuz e harr adarre, eun tammiguhelloh, tre beteg pleg e vorzed.

Goud a oar Loarañs koulz hag e dud ema o vondda vervel bremañ.

- Mamm ! Kleved a rit anehe, petra ema arvunuzerien oh ober war laez ’barz ar zolier ?

Ar vamm a glev an taol-mañ ivez. Mond a ra daweled : dén ébéd.

- Neus dén ébéd, ’laran deoh.- Kleved a ran anehe koulskoude. Dond a raio… ar

gavaliourez.Mousc’hoarzin a ra neuze ; en em gompren a ra.

Kaozeal a ra evitañ e-unan. Evel ma ’nije bet anavezetanehi a-viskoaz, ha ne vije bet nemetañ d’he anave-zed, evel ma vefe bet o hortoz anehi evel eur vestrezfidel d’he fromesaou.

Aze ’ma, tostig : degouehet eo ar gavaliourez, anhini a bed an dén evid an dro-dañs diweha a-raogkloza ar bal. An hini a ro tro d’he zae beteg floura arhantouleriou da zivoucha anehe. Eet eo Laorañs kuitganti. Tro kreisteiz e oa.

Eun tamm a-raog an toullig noz eo en gavet ar vu-nuzerien gand o zahad oustillou. Laret ’oa bet dehebeza prest en o chantier eun nebeud deveziou ’zodija. Didok eh eont tre ’barz ar gambr. Eur bater a la-ront dirag ar horf. Kemer a reont e vuzul ; pignad areont d’ar zolier. Dibab a reont plankennou : heskenn,plênaad, planta tachou ha biñsou e-doug an noz. Erzolier eo bet fardet an arched ha n’eo ket e leh all.

Kavaliourez ar bal diweha

Brud Nevez - 53

Z Y

L

Penn kenta

Tremen a ra an traou eun tu bennag, etre an douar hag an neñv… En eunostaleri hanter mod-koz hanter mod-nevez, dihortoz, evel en eun huñvre… Aze-zet eo ar pratik kenta, Edouard e ano, war eur bank, e foñs al leurenn, ha mezo-mad e seblant beza. Dirazom, er memez tu, eur bern pillou, hag a vo gweletbremaig eo eur pratik all, morgousket. ‘Dreñv ar hontouer, an Tavarnour, reude gorv, sparlet ar stumm anezañ. – Eur pozad. – Dond a ra Fañch tre en eun taol,uhel e benn, daoust dezañ beza o pourmen war lostenn e roched, eul lostennberr a-walh o tiskouez kov e ziouharr.

Fañch : ‘Benn ar fin ! Eun ti ‘leh ‘vo moien din torri ma zehed ! O krevigand ar zehed emaon ! Salud !

An tavarnour : evel e kañv. Salud !Fañch : Kement ha kement am-eus kerzet war an hent du-ze ! Kredet ha

kredet e-mije kaoud ti digor ‘bed ! Ha kaoud zehed kemend-all !Gast ar hast ! Diskennit eur banne traou din ha buan ! ‘Maon overvel ! (Diskenn a ra an tavarnour eur banne dezañ.) Trugarez.(Eva a ra.) Asa, vad a ra d’an den ! An tamm maouez daonet-ze‘defe lezet ahanon da zizehi. « Frazi » ‘laren dezi, « hastit buan,o vond da vouga ‘maon ! Kit da gerhad peadra da eva din, forzpetra, ‘maon o krevi… » – « Dioustu, ma dousig » a respontasdin. “Fañch” ‘vez greet deuston, med hi ‘ra “ma dousig” deustondalhmad. « Med… Kerzit buan » ‘laren dezi. Ha hi kuit. « Ha pazdour benniget » a hopen dezi, « med dour-avalou hag a zegasnerz ! » Amzer dezi laoskel he chapeled, lakaad he botou-koad,dilezel he litaniou, setu hi er-mêz. « Kerzit fonnuz, ma yarig » ahopen dezi. “Frazi” ‘vez greet deusti, med me ‘ra “ma yarig”deusti dalhmad ha ne ouezan ket perag… Ma ! N’eus nemed anhent da dreuzi ‘vid boud ‘barz ‘n ostaliri en tu all. Gortoz a raneur pennad… hag eur pennad all c’hoaz. « Petra ‘ma-hi ‘hober ? » ‘zoñjan. Ha me sehed din bepred ! Gortoz a ran eurpozad c’hoaz. Ha neuze : kaoh ! N’on ket evid herzel ken. Sevela ran ‘mêz ma gwele. Eul lagad ‘mêz an ti, daou, tri. « Oh oberpetra ‘n diaoul ema-hi ‘ta ? » ‘zoñjan. Du an noz. Kristen ‘bed daweled ahanon… Mond a ran eun tammig war-raog ‘vid gervel.Eun troad… Daou droad, hag er-mêz. Brr ! Klag ! Serret an nor.

Bitekle

54 - Brud Nevez

Z Y

L

Setu me paket brao : er-mêz ! Ha prennet an nor ! Ha war va los-tenn ! Ma alhwez ‘barz ma chakod, ma chakod ‘barz ma bragou,ha ma bragou ‘barz an ti ! ‘Dreñv an nor. Ha tu ‘bed ken mondtre. Tastornad ‘ran eur pozad. Trei ‘ran ma hein. Klask a ran…Toull-dor ‘bed ken ! Ar voger ?... Moger ‘bed ken ! An ti ? Ti ‘bedken. Netra ‘med brumenn hed-ha-hed. « Aezenn-Doue ! » ‘zoñ-jan. War-raog : netra ‘med noz. Kollet lip ! Gervel a ran : gloan-koton ! Hopal a ran : hopadenn ‘bed ! « Kre-die », ‘zoñjan,« paket brao… Gand an amezeien da zond da veilla ahanonhenoz ! » A ya, ankouaet ‘m-eus lared deoh : o vervel ‘maon !Tost da vervel, kwa ! Daou zevez ha diou nozvez ‘zo emaer dijao veilla ahanon gand goulaouennou, litaniou, dour benniget,beuz hag an tralala. Foutu, kwa ! Peseurt penn ‘ray an ame-zeien ! War ma lostenn ! ‘Fin : me, war lostenn ma roched,gwenn-toud. E-kreiz ar vrumenn ! Hopal ‘ran en-dro. Klask a ran :netra ! Netra c’hoaz ! Fidamdoue ! Ha sehed din bepred ! En emlakaad a ran da gerzed, da gerzed ha da gerzed. Ne ouezan ketdibaoe pegeid ‘maon o kerzed… ‘Fin, amañ ‘maon digouezet.Chañs braz din d’en em gaoud ‘barz eun ostaliri.

An tavarnour : evel e kañv bepred. Chañs braz deoh, ya.Fañch : Diskennit din unan all.An tavarnour : o karga e werenn. Marteze ‘vefe bet gwelloh deoh chom ‘barz

ar gêr.Fañch : A ‘ta ? Sur ‘m-eus kerzet kalz, kar n’anavezan ket an ti-mañ.

Koulskoude n’eus ostaliri ‘bed leh na vefen ket bet eur wechd’an nebeuta, ugent leo tro-dro. ‘Baoe an amzer ‘prenan saout !Marhadour saout on, erfin, a oan, a-raog din boud klañv. Ze ‘zokaoz ‘m-bez sehed dalhmad, kompren ‘rit ? Gast ! Ma argant !Dizoñjet ‘m-eus ma chakodou.

An tavarnour : o lakaad eur banne all dezañ adarre.‘Vid netra eo.Fañch : ‘Vid netra ! Eun ti ekstra neuze ?... Eureujet ‘pefe unan euz ho

pugale ? Eur vadeziant, pe… eur pask kenta ? ‘Vid eur wech‘maon kouezet an devez mad. Sapre chañs… !

An tavarnour : Amañ ‘vez servichet bemdeiz evid netra.Fañch : Bemdeiz ? Asa ! Me ‘gave ‘oa tres drol warnoh ive… Ma vez ser-

vichet ‘vid netra (eur pozad) ‘barz peleh emaon neuze ?An tavarnour : ‘Barz Bitekle.Fañch : Bitekle ?An tavarnour : evel e kañv bepred. Bitekle, ya : an hanter-kantved ostaliri. ‘Peus

ket bet klevet preg euz Bitekle biskoaz ?Fañch : Eo, eo… C’hwi zo eur sapre farser, c’hwi !An tavarnour : Bitekle eo amañ.Fañch : Asa, tavarnour ! Red eo din c’hoarzin. Me ‘zoñje ‘walh oah eur

sapre farser. Netra ‘med gweled ho penn, « setu unan hag a blijdezañ farsal » ‘zoñjen. A ! A ! Bitekle ! Neuze… amañ ‘ma Bitekle.

An tavarnour : evel ma vije e kañv bepred. Amañ ‘ma. Kant ostaliri zo euz andouar d’ar baradoz ha Bitekle zo just e-kreiz : an hanter-kantved.

Fañch : Med neuze… Med neuze, on maro ! (Koueza a ra difiñv.)

L

Brud Nevez - 55

‘Benn warhoaz ‘vo deiz c’hoaz

Trede devez

Deg devez goude-ze. An abavañchou a zo chomet digor a-hed an noz. Liouar zav-heol er pellder. Sam ha Dok a zo staget pep hini ouz e gador. Mai-Glod azo azezet war eur gador-vreh, pellig a-walh, eur bistolenn ganti, diêz dezi nom-paz kousked, o sevel he fenn a-daol-trumm seul daol ma teu c’hoant kouskeddezi. Ar strapenn a zo chomet digor. Diouz a zeblant ema Jo o labourad e diabarzar riboul.

Sam : o selled ouz Mai-Glod, en eur hoarzin. Tarza a ra an deiz, gwannaada ra an evez. Kousked a ra ar gward. Ar mare mad d’an enebourienda lammad warnoh. (O huchal) Ale ! Poent eo sevel ! Argad ! Tan !Dao ! Dao ! Dao ! (Sailla a ra Mai-Glod ‘mêz, prest da denna gandhe fistolenn.)

Dok : dihunet a-greiz-toud. Petra zo ? Petra an diaoul zo c’hoaz ?Sam : o kenderhel da hoarzin. Exercice d’alerte !... (Da Vai-Glod) A ‘ta !

‘Ni vrao, moyen zo da gaoud eur banne kafe gand koavenn hag eullonkad gwiski ? Peadra da zihuni ahanom eun tamm ! Eun irish cof-fee, moyen ‘vije deoh kaoud eur bannah ive kement hag ober. (Mai-Glod, feuket, a deu d’azeza en-dro.) Marteze e karfeh eh aozfen‘nezañ deoh ? Distagit ‘hanon euz ar gador hag eh aozin deoh eunirish coffee deuz ar henta. Mod-se ‘hellin mond da staota ? Respontebed ! C’hoant braz ‘m-eus da staota koulskoude, ‘peus ket-c’hwi,Dok ?

Dok : Hag am-eus. N’on ket ‘vid herzel gand ar c’hoant ken.Sam : Mai-Glod ne lavar grik. Ma ! Me ‘gred ‘vo red deom chom gand on

c’hoant beteg ma vo savet ar mor.Dok : oh ober van d’en em jala. Ha pa vo savet beteg ar hao, on mignoned

a deho kuit hag e chomim on-unig en-dro !Sam : Nemed e teufe on mignoned all euz an IRA da gerhad ‘hanom a-

raog. Ne gav ket din e vijent kontant, paotred an IRA, pa gavint andaou-ze ‘doa savet an Irish Republican Army, staget ‘giz diou an-duillenn ouz o hadoriou. (Da Vai-Glod) Deuz du-ze ‘maint sañsetda zegouezoud, deuz tu ar zav-heol ! Aze ‘maoh plaset mad da ze-gemer ‘neze…

L

56 - Brud Nevez

Z Y

L

Brud Nevez - 57

Dok : Larit dezi ne cheñcho netra d’an istor, peogwir e vo kontet ganeom.Sam : da Vai-Glod. Ahanta ! Heol ‘zo ‘barz ho taoulagad, plahig ! An dud

a-vicher a vez kustum ataki tro-kein d’an heol… (O huchal ‘mêz) Aze,paotred, deom dezi ! O sevel ‘ma ar mor. Bremaig ‘vo re ziwezad !

Dok : eur pozad. Ha ma ne zavfe ket ar mor ?Sam : Siwaz, n’eus ket tu da vired ‘nezañ da zevel.Dok : Jozue.Sam : Piou, Jozue ?Dok : Paotr ar Bibl. Ma teufe unan bennag a-benn da harpa an heol da

drei ?Sam : Ma kontit war ar Bibl evid savetei ‘hanom !Dok : Gand kaoud amzer.Sam : Re wir, kar eur pez mell leor eo ar Bibl !Dok : Hag eo dao kemer amzer da lenn ‘nezañ.Sam : Amzer da gaoud ar bajenn vad…Dok : Evel-just, ma teufem war on hiz, e harzfem an heol da drei hag ar

mor a chomfe en e blas !Sam : Hag e rafe (eur pozad). E peleh ‘peus desket-c’hwi e save ar mor

gand an heol ? Al loar an hini eo a ra chal ha dichal ar mor !Dok : o soñjal. Ar wirionez zo ganeoh ! Al loar ‘ni eo a vefe red harpa da

drei !Sam : Ar pez zo : ‘ma ket skrivet penaoz ‘barz ar Bibl.Jo : o lakaad e benn ‘mêz ar strapenn. Petra zo gand an daou hlabou-

ser-mañ c’hoaz ?Mai-Glod : Glabouserez, petra ‘zoñj deoh ?Dok : Gwiski, diouer gwiski a lak on spered da drei, ‘maom ket en on stad

normal…Jo : da Vai-Glod. Mond a ra ar moteur en-dro. Adkavet ‘m-eus an

arhant. An dour-mor a zo degouezet ‘rez ar hao : a-benn eun eurvezbennag e hellim mond kuit !

Dok : Ha ni ‘samblez ganeoh.Jo : ‘Reoh ket, torr-penn ma’z oh.Dok : Me, ‘m-eus ket laret pikol tra.Mai-Glod : o c’hoari gand reor ar vindrailletenn. Petra ‘vo greet euz an daou-

mañ ?Jo : Laoski ‘neze war on lerh. (O vond da gerhad ar zehier.)Sam : da Jo ha da Vai-Glod. P’emaoh ho-taou aze bremañ, marteze ‘hall-

fem mond da staota ?Dok : Staota ‘rafe vad deom. Pa zav an heol ‘mez c’hoant staota. En em

zantoud a ran a-unan gand ar bed !... Evel al lano o sevel gand anheol… hag eur stêr a-bez oh en em astenn.

Mai-Glod : Pa ne vije egile, ‘mije astennet ‘hanoh abaoe pell zo !Jo : Laoskit ‘neze trankil ‘ta. Piou ‘oar piou int ?Sam : Lakom e vije kontet da baotred an IRA ‘peus ampechet daou vete-

ran koz da vond da staota !...

L

58 - Brud Nevez

Dahud

Ar beleg : Pennou brell ‘hanoh ! Daoust hag e chomo Kêr-Iz eur gêr villigetda viken, brein beteg en em zistruja euz an diabarz ? Daoust hageo re nebeud amzer ugent kantved evid ma komprenfeh eo dreho faot ar gwalleur hag a zo en em gavet ganeoh ?

Ar barz : Dre faot Dahud ‘ni eo.Ar beleg : Ha setu te, Barz ! Dre faot Dahud ! Re êz e vije ! Dre faot Dahud.

Dre faot an oll, ya. Piou ahanoh ‘n-eus ket bet c’hoant e-kreiz egalon mond da gemer e blijadur gand Dahud dre guz ? Piou ‘n-eus ket ‘ta ? Stoui a rit ho pennou. Pep hini ‘hanoh ‘n-eus betc’hoantaet Dahud en desped d’he galanted hag a veze kavetkrouget bemdez-Doue ha goude taolet er mor. Pep hini ‘hanoh !Ar merhed zokén a gemere o flijadur ganti. Kompren piou ‘gar.Ma ‘pije ket bet kement a lor e donder ho kalon, kement a eba-tou e Kêr-Iz, ha ma ‘pije bet en ho ilizou, na pa vefe eun den ‘met-ken da respont an overenn, Kêr-Iz, Kêr-Iz ne vije ket bet beuzetjamez ha Dahud ne vije ket bet da veza priñsez villiget on dao-nedigez. Ho pehejou an hini eo hag a zo penn-kaoz d’ho kwal-leuriou !

Ar foll : Dond a ra brao gantañ.Eur bourhiz : d’ar foll. Serrit ho peg !Ar beleg : Ha daou vil vloaz war-lerh e tegouez eun den gouest da zavetei

ahanom, c’hwi ‘gav deoh e kendalhoh da hoari ha da laerez ? Eurgêr zantelaet ha deread hag e faot d’an Aotrou Doue kas war andouar evid ma vije eur skwer vad d’an oll. Red eo deom beza sa-vataet oll asamblez.Estrañjour, badezet oh ? Peseurt ano ‘peus ?

Erwan : Erwan.Ar beleg : Erwan, c’hoant ‘pefe respont an overenn ? (Dond a ra Dahud tre,

e feson eur rouanez, heuliet gand an Telennour. Difiñv e chom anoll. Selled a reont outi.)

Dahud : O ! Pebez estrañjour brao ! (Trei a ra en-dro dezañ.) Priñs ?Ar beleg : Merh Gradlon ! Poent braz eo deoh lakaad eun termen d’ho fol-

lentez ha selaou mouez ar rezon. An den-mañ a hell savetei‘hanom. O tond euz an douar ema.

Z Y

L

Brud Nevez - 59

Dahud : Euz an douar ? Bet ‘m-eus bet eur helenner koz e-neus desavet‘hanon. Desket ‘n-eus bet din ar fizik ha strobinellerez a beb seurt.Greet ‘veze Marzin deustañ. Petra eo deut da veza ?

Erwan : Kontet ‘deus din va mamm-goz e oa eet diwar-wel en eur hoadbraz, prizoner ma oa gand eur vaouez.

Dahud : Gand eur vaouez ! (O hoarzin) Fentuz eo, ‘gav ket deoh ? Ha den‘bed ne hell liberi ‘nezañ ?

Ar beleg : ‘Maoh ‘klask strobinella ‘nezañ ivez. N’eo nag ar mare nag ar houlz.Dahud : Deom kuit euz amañ. Deuit ganin. O rei skwer fall emaon adarre.Ar barz : N’it ket ganti, Erwan. Erwan, daoust ha brao eo an amzer war an

douar ?Erwan : Bez’ eus eno heol da hweza ar frouez ha da rouza krohen ar mer-

hed.Dahud : Heol splann… war an douar. (Mond a ra war-du an nor evid mond

er-mêz.)Ar barz : N’it ket d’he heul, paotr paour ! N’anavezit ket ‘nezi ! En he horv

ema he follentez ! Red e vo deoh redeg ar bed evid mond d’heheul. Dond a reoh sod ganti, c’hwezed ‘ray an tan er bed-oll.

Dahud : Aon ‘peus rag an tan ?Ar beleg : Selaouit ahanon, Dahud. An den-mañ a hell savetei ahanom oll.

‘N-eus nemed penndaoulina amañ ganeom evid respont an ove-renn hag e kemerim plas e bed ar re veo en-dro.

Dahud : Dizoñjal ‘rit eun dra bennag, Beleg.Ar beleg : Ha petra ‘ta ?Dahud : Galloud a ra kas gantañ ar vaouez a blij dezañ, hag e chomo

‘touesk ar re veo keit ha ma karo ‘nezi.Ar beleg : Gwir eo, dizoñjet ‘m-oa.Dahud : Keit ha ma karo ‘nezi. Klevet ‘peus, Erwan ? Keit ha ma karo ‘nezi.

Erwan.Ar beleg : Dahud, ma chom eur zantimant glan en ho kalon c’hoaz, selaouit

‘hanon. Ho tad…Dahud : Ma zad ? ‘M-eus tad ebed kén. Dilaosket ‘n-eus ‘hanon o tehi kuit

gand Gwenole dirag an dour-beuz. Klasket ‘m-oa chom ‘skourr ouze varh. Distaolet ‘n-eus ‘hanon, en hoh ivern. ‘M-eus den ‘bedkén… nemedoh, Erwan.

Ar beleg : Eun den santel e oa ho tad. O hortoz ema ‘hanoh er baradoz.Dahud : Ar baradoz ! Dalhit ho paradoz ganeoh-c’hwi. Ar pez a fell din eo

eun dachennig douar da lakaad ma zreid, (da Erwan) ha martezekreuh eur skoaz da glucha ma fenn pa vin skuiz euz an noz. Milc’hoant ‘m-eus gweled an douar en-dro, dalhit ho paradoz ganeoh.

Ar beleg : Gweled a reoh an douar, Dahud, med ganeom-ni, gand ho pobl.Or rouanez ollhalloudeg e vioh e-giz gwechall hag e vim saveteetoll ‘samblez.

Dahud : Me ‘m-eus c’hoant beza saveteet ma-un’.

60 - Brud Nevez

PK

Distro e BreizEun dra bennag a lar deoh e ano, ne ra ket ?Deuz Jil Killevere, sur, ho-peus bet klevetkomz. An hini kenta eo bet o tremen ar vache-louriez e brezoneg. Pell ‘zo deuz ze, gwir eo,peogwir e oa e 1976. Petra eo deuet da vezaetretant ? Abaoe eo bet mil-micher. Greet e-neus tro ar Frañs euz an eil tu d’egile, hag enem blijet eo er hreisteiz. Eun dra ‘zo, n’e-neusket bet ehanet da stourm : evid beza objektour,eneb an nukleel, evid ar beizanted bio, gand arfalherien maiz… N’eus ket gwall bell ‘zo emadistro e Breiz.

Jil Killivere

A R P E N N A D - K A O Z

Brud Nevez - 61

Jil Killivere : Abaoe mizgwengolo 2013 on implijet

gand Diwan Breizh e Karaez evid allabour pennkasour el lise, CPE. 335lisead zo ar bloaz-mañ, etre 15 ha18 vloaz, setu ‘m-eus peadra d’oberganto. Paotred ha merhed hanter-hanter, o chom toud el lise, yaouan-kizou hag eo red teuler evez deuz arpez a reont, pez o-deus droedd’ober ha kement tra zo. N’eo kettoud digemer anezo war al leh harei kenteliou dezo deuz ar mintinbeteg an noz ha deuz al lun betegar gwener, red eo ive teuler evezouto e mod all.

Trei a ra an traou, med ni n’emaomket e rouedad al liseou publik naprevez. On-eus d’ober evel-just peza zo el lise, da lared eo kas anezod’ar bak. Gand Loeiz Donal, rener allise abaoe c’hweh vloaz, an traou aya en-dro : bez’ ez eus 40 kelennerha kelennerez, ha ni zo 15 oh oberwar-dro toud ar pez a denn d’arboued, d’an endro. Ha pemp e ran-kom beza e-pad an noz ganto. Daoubennkasour zo ha chañs am-eusgand Markus, hag a zo aze abaoe arpenn kenta toud.

Penaoz ho peus desket ar vicher ?Bet on bet rener e-barz liseou all,‘barz ar rouedad skoliou familiales.Al labour-ze a reem ive. Pa ne vezket fur a-walh al liseidi, bez’ ez euskuzuliou, pedet ‘vez ar famillou, la-kaet ‘vez an traou da vond eeun en-dro. Forz penaoz, abaoe 25 vloaz eouezan penaoz ‘ma ar vicher.

Tri bloaz a-raog dond da Garaez eoan animatour ‘barz eur sindikad

peizant, Confédération paysanne, edepartamant ar Gard, ‘kichennNîmes, e rannvro Languedoc-Rous-sillon. E-kichenn ez eus bet raktre-sou braz e departamanchouHérault hag Aude. Evid unan e oasevel eur porz nevez, Port-la-Nou-velle, evid digas eoul palmez ‘vidtoud an Europ dre eno. E Sète, earraktres ‘oa digas legumaj ha frouezdeuz ar Cisjordanie, da lared eoproduiou stad Israel, produet gandIsrael en trevadennou palestinian. Ni on-eus stourmet a-eneb, ous-penn stourm a-eneb Monsanto1.Rag er hreisteiz ahont ez eus e-leiza staliou Monsanto. A-benn ar finzo bet laret d’ar beizanted ne helleket ar Rannvro rei arhant da bêaanimatourien evid ober politikereza-eneb da hini ar Rannvro. Lisañsieton bet, evel skipaill ar Goñfedera-sion2. Setu penaoz on en em gavete Karaez.

Tro ‘peus bet marteze da labouradgand José Bové ?Deuet e oa da zikour ahanom.Daoust dezañ nompas beza ken erGoñf’, bet eo eur pennad mat. Bre-mañ ema kannad en Europ. Deut eoa ganeom da falhad maiz Mon-santo e-kichenn Toulouse d’an 2 aviz mae paseet, a-raog ma vije betdifennet gand ar minister hadaseurt maiz. Med ni, peizanted arGoñfederasion, om bet aliez o tigerisahadou Monsanto 810.

‘Barz departamant ar Gard, ar hardeuz ar beizanted a zo e-barz ar sin-dikad-se. Med disheñvel-mat antraou ahont ‘skoaz pez a vez gweletamañ. Memez ar re anvet “atañ-

chou bihan” amañ a zo braz diouzar pez ‘vezont ahont. Du-hont e vezgreet gwin dreist-oll.

Petra eo deuet da veza raktresouar Rannvro evid ar porziou neuze ?Deuet om a-benn da zihasti anezotoud. Siwaz, eur stal all ‘deus keme-ret plas an hini a oa e Sète. Unanstaliet e Marseille eo, hag a raio armemez tra… An traou az a hag azeu…

Plijuz ‘peus kavet ar vuhez e kreis-teiz ar Frañs ?An daou vloaz kenta edon etreDijon ha Bourdel, d’ar zul e Dions e-kichenn Nîmes, leh m’eo ganet vamerh, ha goude-ze on bet eet dav/Montpellier, Pariz en-dro, Arlesha Montpellier en-dro. Gwir, e-padc’hweh vloaz e krede din beza e va-kañsou, an heol o para bemdezdeuz ar mintin beteg an noz.Cheñch a ra kalz memestra.

Se zo plijuz, beteg eur sertenpoent… peogwir ‘m-eus me betgouzañvet kalz gand ar wrez ! Deuzmiz mae beteg miz here n’ez a ketdin ar gor, setu kenkoulz dondamañ dindan ar glao.

Distroom bremañ war bed ar bre-zoneg. Ar re yaouank hirio e liseDiwan o-devez kenteliou e brezo-neg war a beb seurt danveziou habeva e brezoneg a reont. Disheñveleo deuz ar mare ma oah oh echuida studial evid ar bak. ‘Oah ket rehoh-unan o stourm evid tremen arvachelouriez e brezoneg ?‘Oan ket va-unan. E oan ‘barz Bre-zoneg Yez Veo, hag em-oa kroget da

PK

62 - Brud Nevez

PK

zeski brezoneg e Lokournan gandMai Jelebart. Mai a hoarie gand arVro Bagan hag a oa kamaladezYann-Gel Kernalegenn. Yann-Gel ‘oabet oh ober e studiou war ar gwir eRoazon a-raog divizoud mond davlenia kirri-samm. Greet e-noa eDEUG war ar gwir e brezoneg, hage-noa lavaret din : « Te zo reyaouank evid dond ganeom d’obertan ha reuz, setu ‘peus nemed pa-seal da vacho e brezoneg. » ‘Pez ‘m-eus greet.

Heuliet ‘m-oa stajou war ar mêz eKastell-Pol gand Bernez Grall ha Syl-vain Kernoa. Er skol e oan er GroazRuz e Brest, hag e roen peder eur-vez a genteliou brezoneg da va ha-maladed beb sizun, gand ar zoñj kasanezo beteg ar bak. ‘Oan ket va-unan eta. Ar re a zeske brezonegganin a oa toud deuz ar rummad C.Kavet ‘m-oa eiz anezo a oa prest daguitaad ar spagnoleg evid dondd’ober brezoneg ganin. Se ‘oa reizhervez al lezenn Deixonne. Sañset eoam c’hweh o paseal ar vachelou-riez e brezoneg e 1976.

Pez a zo en em gavet, d’al lun vintinp’edom o paseal ar brederouriez,marteze ‘oa bet re a gaoz, n’ouzonket, med atao, ar re a oa oh eveziaar zal a oa aketuz o selled ouz pez‘oam oh ober. Me a skrive bepred,eur folenn e galleg hag unan all ebrezoneg, ha pa zanten anezo otond e lakeen ar folenn halleg waran daol. E fin toud, ‘m-eus roet vafolenn brederouriez e brezoneg.Med va-unan edon o veza eet betegpenn, ar re all ‘doa roet ar folenn egalleg. Setu ‘m-oa soñjet : echu ar

stal ! Faziet e oan : an dever ‘oa betkavet gand eur helenner hag eetbeteg Per Denez, e-noa troet ane-zañ e galleg. 13 ‘m-oa bet.

Goude kreisteiz ‘oa skiantou fizik-ki-miez, hag aze ‘m-oa lakaet eur peg-sun eneb-nukleel war ar gopienn,setu ‘m-eus bet zero. Med ‘oan ketchalet da nompaz kaoud ar bak ar

bloavez-se peogwir ‘m-oa divizetchom da labourad douar, “chomgand ar bobl e-giz eur pesk e-barzan dour”, e-giz ma lavare Mao.

Ha setu dre benaoz oh bet labou-rer-douar e ti ho tud ?Daou vloaz e oan chomet amañ ePlouarzel. Beh ‘oa bet dioustu.Treñket eo bet ar zoubenn buan a-

Brud Nevez - 63

walh. Ni a gendalhe da labouradwar an atant atao, med pa z eomarvet Yann-Gel e Ti Voujered,toud an dud a ouie amañ e teue eñda weled ahanon beb sizun. Setu,savet aon gand toud an dud evijem-ni ive ‘barz an Talbenn. Toudistor Brezoneg Yez Veo Lokournan azo aze. Goude-ze, tamm-ha-tamm,eo bet riñset ar stal, ar hentelioubrezoneg, ar raktresou a oa bet a zobet eet d’an traoñ bloaz pe zaougoude.

Me ‘oa eet ‘barz Skol an Emsav d’arpoent-se abalamour, gand BrezonegYez Veo, an diazezou a oa an nep-tuegez digor : arabad ober poan dazen ebed, pep hini a hell soñjal arpez a gar, med ni a raio traou e bre-zoneg. Med ar brezoneg er-mêzdeuz ar vuhez e-giz-se, se n’ez ee ketdin kement-se. ‘Barz Skol an Emsav,e kaven e oa sklêrroh an traou. Setu‘m-eus kendalhet ganto goude-ze.War-lerh beza tremenet daou vloazamañ, va hamaladed peizanted a oaeet kuit toud peogwir ar PCML3

amañ er vro a oa bet distrujet a-bezadal 1977. Freuzet ar stal pa oa betcheñchamantou e Bro-China gandan Dispah sevenadurel.

Petra ‘peus greet neuze ? Adtre-men ar vachelouriez, marteze ?Me ‘oa eet en-dro war ar studi, ya,en tu all da Vreiz, e Breiz-Uhel, eRoazon, da dremen va bacho en-dro. Hag aze em-oa greet pep tra ebrezoneg adarre. Ar bak D’ a reen,pez a zo bremañ ar bak labour-zouar, STAV4 hicho. Eun arnodenndre gomz am-oa war ar skiañchousevel plant ha sevel loened ive. Aze

‘m-oa soñjet : m’en em gavan en-dro dirag eun ijinourez yaouank otond deuz skol ijinourien Angers, nevin ket avañsetoh.

Ar juri eo 'zo mestr. Eiz a-eneb

da bevar o-deusvotet evid rei ar bak din.

Med aze, kerkent ha digoret an nor‘m-oa kavet unan ‘oa barveg ha ble-vennog, dija eun tamm loued evleo. Ha dioustu-kerkent ‘vel ‘m-oalavaret dezañ e komzfen e brezo-neg, lavaret ‘noa din : « A, te eo ».Hennez a oa prezidant ar juri, HenriLe Naou, enseller war an agro, had’am zoñj, ar bloavez-se e oa c’hoaze Suscinio5. C’hoarier treujenn-gaol‘oa ouspenn. Lakaet ‘oan bet dagomz deuz ar maiz : goulennet e-noa diganin penaoz lavared e bre-zoneg une plante dioïque peogwirez eo ar maiz unan deuz ar seurt-se.« Eur plant, » am-eus lavaret, « haga zo paotr ha plah war eun dro. » –« A ya, » ‘noa lavaret « moien zo dalar’ an traou e mod-se. Daou vi, sene lavar ket ez eo eur vi paotr peeur vi plah… »

Setu e oan chomet da flapa e mod-se gantañ, med eñ a oa nehet : gou-zoud a ree e oa lod – daou anezo –hag o-doa telefonet d’ar Rektor, ha

daou zero am-oa dija… Setu a-bennar fin, ‘pez ‘neus greet eo lakaad arjuri da voti : ar juri eo ‘zo mestr. Eiza-eneb da bevar o-deus votet evidrei ar bak din. “10” am-oa, daoustdin da veza paket daou “0”, med di-rebech e oan. Yvon Jegou a lavaredin : « Arabad dit klemm abalamourd’an daou zero, bremañ n’eus forzpiou a hello ober kemend-all arbloaz a zeu. »

Red e oa kaoud kalon memestra…A-benn ar fin, me am-mije eun alida rei : en eur labourad, trei toud arhenteliou e brezoneg. Deski a reztraou, da houde-ze ‘teus traou dagonta. Ne oa urziatêr ebed d’arpoent-se, evel-just. Red e oa skriva,skriva. Kaieradou ha kaieradou am-eus leuniet, eur bern.

D’ar mare-ze, ar baotred ugentvloaz a veze galvet d’ober o hoñje.‘Peus ket greet anezañ, eo ?Goude beza bet ar bak am-oa gou-lennet digand Yvon Bourges, a oaministr d’ar poent-se, e 1979, kaoudar statud “eneb ar goustiañs”, a oadeuzoutañ abaoe 1970. Va zad din-me ‘oa bet en Aljeri, d’am zoñj e-noa greet tra-walh evid toud ar re adeuio war-lerh. Med ar statud“eneb ar goustiañs” a oa dreist-oll‘vid ar re a ree ar goulenn gand abe-gou prederouriel pe relijiel. Me ‘oakentoh gand re yaouank o-doa divi-zet goulenn anezañ evid abegou po-litikel. Setu e oan eet ganto ha me‘m-oa troet al lizer, ar memez lizerevid an oll, e brezoneg. Ha respon-tet e oa bet din : « Je ne comprendspas le breton. »

PK

64 - Brud Nevez

PK

Dioustu goude ar bak, implijet eoan bet evel animatour gand Skolan Emsav. Med ‘vid pez a zell vahoñje, n’on ket bet jamez kaset‘barz an toull. Me ‘oa o chom d’armare-ze e Kemper, e ti Anna-Vari haTangi Louarn, ha beb sizun e teuean archerien da rei din ar paperiouda vond d’ar hazarn, med n’ez eenket. E fin ar bloavez 1980 edommarteze eur 500 bennag e Bro-Halla-bez o veza objecteurs deconscience.

E miz mae 1981 e oam bet lakaettoud da zivizoud petra ober a-raogar votadegou, a-raog an 10. Hag azene oa chomet nemed 53, a gav din,o houlenn ar statud diwar armemez diazezou politikel : « Nos

armes sont la pelle et la pioche pourla construction d’un monde meilleuret je ne crois pas pouvoir m’épa-nouir complètement dans le cadrede votre armée », eun dra bennag emod-se. Hag em-oa lakaet toud antraou-ze e brezoneg.

Dioustu neuze, kerkent ma oa betanvet Hernu, e oa bet divizet e vijeeul lezenn nevez. Deuet e oa er-mêze 1983, ha ni a ranke memestra, an53 ahanom, goulenn eur wech allkaoud ar statud. Setu, skrivet em-oa da Hernu, e brezoneg, ha ‘neusket digemeret va lizer e brezoneg.Ouspenn-ze, an afer genta a oadeuet dirag ar Huzul-Stad e 1984,ha kollet em-oa. Eun diviz zo betgoude er Huzul-Stad, o lavared e oa

bet enrollet valizer dre fazi peogwir ne oa ket tu daenrolla eul lizer e brezoneg : « Enl’absence de dispositions, la languefrançaise est la seule langue devantles tribunaux français. »

A-benn ar fin ‘peus bet chañs daveza bet laosket heb ober ho koñjeha da veza laosket a-gostez…Ya, med ne oa ket ar pal. Me ‘m-eusc’hwitet war ar pez a glasken.Goude, pa oa deuet al lezenn e1983 gand Hernu, em-oa lakaet antraou da vond pelloh. Tri all o-deusbet savet ar memez goulenn hame : Mikael Baudu, François Louisha Daniel ar Gevell. Ne gontan kettoud, med int o-zri o-deus bet arstatud hag o-deus greet eul labour

Brud Nevez - 65

“Pa zoñjer erstourm a-eneb an nukleel da skwer,petra on-eus gounezet abaoe 40 vloaz ?”

sivil bennag, er gevredigez. Me,netra, nemed da vare Nedeleg 1985‘m-eus resevet eul lizer o lavared :« Vous êtes réputé dégagé d’accom-plir votre service national actif. »

A-vepred oh bet o stourm evid arbrezoneg. Lavarit deom ho soñjdiwar-benn stad ar brezoneg hagar vrezonegerien hirio.Pez a zouez ahanon eo gweloudn’eus ket muioh a stourm. Gwir eo,lakaet zo bet traou da vond en-drohag o-deus uzet energiez an dud, paweler dija, netra med ‘vid ar skoliouDiwan. Med rankoud a reom henober. Pa weler penaoz e teuer a-benn da gaoud liseidi, hag o-deus arvachelouriez, memez niverusoheged e liseou all hag az a en-drowar diazezou all… Red e oa ober andra-ze evid diskouez n’edom ket okonta n’eus forz petra.

D'am zoñj e vezer trevadennet c'hoaz'barz meur a spered

er vro-mañ.

Memestra, me zo souezet ne deufeket memez ‘barz penn politikourienar vro-mañ, pe a-zehou pe a-gleiz,n’eur ket eet kalz war-raog e-keñver,da skwer, ar vuhez foran. Pa deuanbeb gwener deuz a Garaez betegPlouarzel e pasean dirag panellou-hent hag am-eus c’hoant dihastianezo bep tro. Hag e rin eun dervezbennag peogwir n’ez a ket. D’am

zoñj, 40 vloaz zo on-eus bet krogetamañ e kanton Lokournan da la-kaad panellou brezoneg d’ar zul, pa-nellou koad ouspenn hag a vezedihastet deom kerkent hag al lunvintin gand paotred an DDE… Hagar zul war-lerh e reem memez tra.

Peb kumun ‘deus ar galloud me-mestra da lakaad muioh a vrezo-neg…Ya, med d’am zoñj e vezer trevaden-net c’hoaz ‘barz meur a spered ervro-mañ ‘benn m’az afe ken goues-tad an traou. Toud ar gouarnamañ-chou a gont war ar fed ez afe antraou trankilig amañ war o zalarou.Daou-ugent vloaz zo e oa kalz muioha dud o kaozeal brezoneg ‘vid hirio.

Nerz eur stourmer ho-peus, meddaoust ha n’oh ket eet skuiz a-we-chou o weled pez n’ez a ket war-raog ?Fallgaloni am-eus bet greet, se zosur. Med pas kement-se c’hoaz wardachenn ar brezoneg. Stourmou alla zo hag a rofe meur a bennadpoan-benn din. Pa zoñjer er stourma-eneb an nukleel da skwer, petraon-eus gounezet abaoe 40 vloaz ?Beñ, pas kalz a dra. Goude Tcherno-byl, Fukushima, e vezer c’hoaz hirioo klask lakaad da vond en-dro bin-viou evid ar hantved o tond. Mar-coule6 ‘deus raktresou, ha den ebedne gomz diwar an dra-ze ken. Evel-just ne vo ket greet amañ e Breiz,med e leh all, kenderhel a ra. Ar peza vo savet e Marcoule a vo unandeuz an traou gwasa a zo bet ijinetgand mabden.

Setu, bez’ ez eus tachennou ma vijemoien da fallgaloni muioh c’hoaz.Al labour-zouar ! Pa weler e peseurtstad emaer en em gavet, n’eus ketpeadra kennebeud da veza gwalllaouen. Med aze d’eur poent ben-nag d’am zoñj, e vo red cheñch davad an doare da weled an traou hage vo red ober ar gont deuz ar stademaom en em gavet amañ e Breiz.Ha lavared krenn-ha-krak n’eus ketmoien da genderhel e giz-se.

Hizio er restaorantou pe e kantinouar skoliou, 87 % euz ar hig-yer a dre-bez a deu deuz an estrenvro : ‘vezket produet e Breiz. Da lavared eo,n’eo ken med eur yar diwar bemphag vez savet amañ e Breiz. Eur sis-tem e-giz-se, da beleh e hell mond ?Ne hell mond nemed d’an traoñ.Keit ha ma ne vo ket sklêr an traouha lakaet eur haierad-kargou “evioh maget gand an dra-mañ-tra habio”, e hellez maga anezo gandn’eus forz petra, marhadmatoh, otond deuz an Amerik pe me ‘oar-me.

Med ni zo o vond d’ober lêz evid arChin !An dra-ze a zo ankeniuz-kenañ.Petra ‘raio ar beizanted a-bennpemp bloaz, lakom deg ? Aze anuzin a vo greet e Karaez a gemerotro eur hard deuz ar pez ‘vez pro-duet er horn-bro. Petra ‘raio an dudkaez-se pa lavaro ar Chinaed dezo :mad, echu amañ, ni zo ‘vond d’anAostrali pe d’ar Zeland Nevez ?Gwelloh ‘vije deom bremañ, amañe Kreiz Breiz, d’ober deñved ‘vidsevel eun uzin e-giz-se. Deñved a roplas d’ar zaout en diou vro-ze, setu

PK

66 - Brud Nevez

PK

eun dervez bennag ne vo ket muiplas ‘vid an deñved. Setu marteze evije mad en em lakaad, ni, da zeveldeñved dioustu. Evel-just eo diêzdisplega an dra-ze da lod hag a zobet savet ha desket d’ober lêzsaout. Ma z eo an uzin-ze eun dis-koulm evid an deg vloaz zo o tond,n’eo ket evid an ugent vloaz o tond.Red eo en em lakaad da zoñjal modall war an doare da brodui.

Ema an traou o tond en-dro 'giz a-raog an duked :

hizio 'vo eur peizantgand 500 dervez-

arad amañ, 1 000 ahont.

Eun dra a zo, med marteze diêz-kenañ da gompren evid ar ren’emaint ket e-barz al labour-zouarda vad : ar sistem a zo e plas a zogreet evid ma hellfe hemañ pe hen-nez debri an tri all a zo en e gichenn,kemered an douarou, dond da vezabrasoh. ‘Lod zo o tizolei ema mar-teze an traou o tond en-dro ‘giz a-raog an duked, eur baron bennaggand leun a zouar : hizio ‘vo eur pei-zant gand leun a zouar, 500 dervez-arad amañ, 1 000 ahont. Pêet arhalz diouto gand yalhajou o tondeuz ar PAC, da lavared eo, pêet ga-neom. Ha toud an dra-ze evid pro-dui petra ? Aze z eus labour d’ober,

med ne fallgalonan ket gand al la-bour-zouar, peogwir e welan ez awar-raog kenañ al labour-zouar bio.

Gonezet an taol gand al laboure-rien-douar bio neuze ?P’am-boa bet-me lakaet an atant dabrodui bio penn-da-benn e 1986,edon gand ar vandennad peizantedbio a oa war marhad Kerinou eBrest. Ne oa ket berniou tud aha-nom, 23 bennag. Pa weler hizio naped a dud yaouank a zo en em sta-liet en-dro e bio, e heller kaoud fi-ziañs memestra. E penn kenta toude oa red diskouez d’ar re all e oamgouest d’ober kerkoulz, ma n’eo ketgwelloh zoken, ha marhadmatoheged lakaad ludu ha mohaj par-toud.

Bremañ, evidon-me, ober bio n’eoket a-walh. Abalamour e welan ivelod hag a ra bio hag a zo ‘barzmemez doare sistem evid ar re all.Pa vezer integret-toud e rouedadouar supermarhajou, ar boued a zobio, med an doare m’o-deus dazevel loened da skwer a lak an nend’en em zoñjal. N’eo ket a-walhbeza bio, red eo ive kaoud eunendro hag a jeñchfe.

Se zo cheñch ar gevredigez hamond war dachenn ar politikerez ?Beñ ya. Aze e rankom en em zoñjalhirroh ‘vid ma z eus bet greetbeteg-henn. Me n’on ket a-eneb andeknologiez, na nevez na koz. Pezzo, e ranker prederia mad. N’eo ketpeogwir e ouezom ober e rankomober. Da skwer, nevez ‘zo, toud archatal e Bro-Hall, ar re vihan dreist-oll, a oa sañset da gaoud eur hwe-

nenn elektroneg ‘barz o skouarn.Bremañ om deuet a-benn da gaoudeun dizoh all. Tu zo bremañ, eFrañs, da naha. Setu, red eo mani-festi, arabad koll kalon.

Gand ar falherien ho-peus goune-zet ?‘Vid ar poent e talhom. N’eo ket êz.Pez a zo, pa zeller ar pez ‘vez anvettransgénèse, hizio ‘peus c’hweh sis-tem génèse all, hag a zo ken gwazhag an hini kenta, ha n’int ket difen-net gand lezvarn an Europ, setu…Me ‘gav din e vije red en em zoñjalwar ar vent. Me ‘m-eus ket greetc’hoaz toud an dro deuz an traou-ze. Labourad a ran gand Pièces etMain-d’Œuvre, PMO. Eur vanden-nad tud zo ahanom hag a gustumen em zoñjal war ar bed a-vremañ.Eul lehienn internet zo, n’eus kenmed skriva PMO er moteur-enklaskhag e kavi. Ma ran eul leor eun der-vez bennag, e vo eul leor oh obertro an traou. PMO a zikour ahanonkalz da zoñjal an traou.

Setu ma vo eul leor ?E vo, e vo… ‘Benn nebeud n’eo ketsur. Hag er bloaveziou o tond, ‘vinpeizant.

Komzou dastumet gand Mari Kermareg

1. Eur stal amerikan hag a werz produiou fito-yehed. Tamall a reer dezo gwerza traou fallevid ar yehed, mond pell gand al lobbya, hafalsa dizohou an enklaskou a reer diwar oobererez.2. Confédération paysanne.3. Parti communiste marxiste-léniniste.4. Sciences et technologies de l’agronomie etdu vivant.5. El lise labour-douar.6. Eur greizenn nukleel er Gard.

Brud Nevez - 67

Pinvidig-kenañ eo an oberennou savet gand ar skriva-gner Philippe Le Guillou, e-noa bet ar priz Médicis e1997. Beteg-henn avad n’em-oa lennet nemed unaneuz e romañchou, Le passage de l’Aulne : dipitet ‘oanbet, rag n’em-oa ket kavet ar pez a glasken ennañ. Mar-teze abalamour ma anavezan mad al leh, war gumunRoslohen, e-neus tapet ar romant e ditl diwarnañ ?Kentoh abalamour d’ar stil “uhel”, frazennou mod gal-leg klasel, na glote ket – d’am zoñj – gand al liou a zowar al leh-se ? Pe abalamour d’an eil ha d’egile, o vezam’en em zantan evel perhenn dre spered war andouarou-ze hag en em led a beb tu d’ar Ster-Aon ?

Red e vo din ‘ta adlenn Le passage de l’Aulne, peogwire oan eet e-biou moarvad. Eur gwir skrivagner eo LeGuillou. Ar brouenn eo al levrig a zo bet embannet e2012 gand an ti Dialogues e Brest : Guénolé ou le si-lence de l’Aulne.

Eun den lenneg, eur barzN’eo ket posubl, ‘m-eus aon, skriva an deg ha pevar-ugent pajennad-ze, a gont buhez abad kenta Landeven-neg, anez beza levezonet gand eun dra bennag« a-uz », anez implij eun doare arzel uhel d’ober. Dresamañ ez adkavom Le Guillou evel ma z eo-eñ, eun denlenneg, eun den a feiz, eur mistik, hag eur barz. Kaere-neus bet ar paotr paka testeniou hag enoriou, fealeo chomet da gumun Ar Faou, ‘leh m’eo bet ganet e1959, ha da Vreiz ive.

Dre huderez an traou munud hag an huñvre war eundro, ez eom war roudou ar sant, mab da Fragan ha daWenn, ha desavet e spered gand Budok an hini striz.Digori a ra ar mor e foñs al lenn-vor – evel ma ree diragMoizez er Bibl zantel – pa dremen ar vandennad veneh

euz Tibidi da Landevenneg. Evel bugale aonig o vonddorn-ha-dorn e oant chomet dirag ar burzud-ze, a skrivLe Guillou. Burzudou all a raio Gwennole, unan anezolakaad ar relijion goz da zistrei ouz Doue ha distruja kêrIz.

Plijet on bet kalz gand ar gontadenn-mañ, etre istor hamojenn. Tost ema kan Gurvan, ar manah a lennApokalips Sant Yann, ouz barzonegou Xavier Grall :

Da Vreiz hlaz, d’he reier, d’he moriou…À la Bretagne bleue, à ses rochers, à ses eaux…

D’ar bleuñiou a gresk e miz du hag er wall-amzer…Aux fleurs de novembre et des tempêtes…

D’ar stered a vez lennet e solier hlaz an ilizou…Aux étoiles qu’on lit au plafond bleu des églises…

Plijoud a ra din gweled e-neus greet Philippe Le Guillou– parizian ma z eo – c’hoari gaer gand eul leh sioul, kuze gaerded, pell euz ar gêrbenn drouzuz. Marteze evidtrei spered Mab-Den war-zu eun dra bennag all ? Esioulder ar stèr Aon hag abati Landevenneg ema ar re-spont, da bep hini da glask anezi.

Eur wech e oan en em gavet gand ar skrivagner e Tre-varez. Plijet e oan bet pa ‘noa lavaret din e-noa dalhetmad soñj euz ma mamm-goz. Hi a oa o chom er Faou,hag eur wech an amzer eh en emgave gantañ, pa oa bugel o pourmengand e vamm-goz-eñ. Eur brouenn allez eo stag ar skrivagner diouz e wrizi-ennou, ha ‘neus ket méz anezo.

L. G.Philippe Le Guillou,

Guénolé ou le silence de l’Aulne. Dialogues Éditions.

K

Ar skrivagner ken tost d’ar manah

Q LEORIOU R

68 - Brud Nevez

Gand an titl e oan bet desachet dreist-oll evid kregi e-barz al leor-mañ, med a-benn ar fin al lodenn on betplijet ar muia ganti eo an hini genta, p’ema an haroz ostourm e Amerika, hag a denn a-walh d’am zoñj ouzavañturiou eur heneil d’ar sitoaien Jan Conan, war-bouez ema e komz-plên… Degouezoud a ra diwezad anDispah gall el leor a-benn ar fin.

Hag ar pez a zo souezuz eo n’ema ket an haroz euz euntu pe eun all : loveal a ra euz eun tu d’egile, na peur-wenn, na peurhlaz, ne glask nemed tenna e spillenn,beva e famill ha chom beo. Eun astez soñj politikel en-deus, pe eun doug kentoh p’eo bet desavet hervez arrelijion gatolik : techet eo muioh da zivenn ar veleieneged ar re o laz, med m’en em gann tu pe du eo kentohpeogwir e kav e interest personel en afer. An êz m’eodezañ cheñch dremm ha krohen pa cheñch dillad awiria ema kenkoulz en e vleud a beb tu… Setu penaozem-eus santet an traou. Gand se, e hell Mikael Madegdre zavboent eun dudenn nemeti rei da weled meur azremm euz an Dispah.

Darvoudou, emgannou, arsaillou…An tu fall eo ne beger ket da vad en dudenn dreuzwe-luz-mañ. An dudenn a eil renk m’eo e wreg kenta MariVrun em-eus kavet kalz dedennusoh egetañ. Implijeteo mad he donezon en istor. Evid an haroz, n’eus poanebed o kompren e lakfe e hounid hiniennel e penn arjeu, d’am zoñj eo ar pez a hoarvez gand an oll, en ollvrezeliou. Med pa lenner e istor ez eus poan o tidoue-zia ar re zroug diouz ar re vad : tenna a ra muioh al leor-mañ d’ar vuhez eged d’al lennegez klasel war ar hraf-se.Evid ma vije droug da vad eun enebour eo arabad eanavezoud a-dost… Padal, an haroz e-unan en-devezdiegi, a-wechou, o lakaad e enebourien da vervel : revad e anavez anezo evel tud, eveltañ. Nevez a-walh ekavan an doare-ze da ober.

A-hend-all e vez lennet buan peogwir eo dedennuz andarvoudou, emgannou, arsaillou war vor ha war zouar,stignou, muntrou, dibennaduriou ha kement ‘zo. Beajia reer en tu all d’ar mor hag en douarou ha fonnuz eoan tudennou. Fent zo ivez a vare da vare : daoublegete oan o lenn lid gwezenn ar Frankiz…

Ne vezer ket enoeet, daoust ma vije teo ar berniadpaper (635 pajennad). Deuet e vije mad ganin eur fi-chennaoueg niverel, peogwir e kavan ponner seurt leo-riou da zougen… ha peogwir emaom en XXIa kantvedivez J. Med eun draig n’eo ken. Eur romant istorel a dal-voudegez eo, gand unan a heller kaoud fiziañs ennañevid rei eur skeudenn wirion euz Breiz da-heul ar fur-chadegou en-deus kaset da benn a-hed e vuhez.

A-fed stil, plijadurusoh e vije din ma vije skrivet en eundoare klaselloh, ha n’eo ket hanter-skrivet hanter-gom-zet, leun a estlammadennou en diavêz euz an divizou,med displeget eo gand ar fed eo kontet an istor d’armab-bihan karget d’he adskriva. Din-me e ra seurttraou an efed kontrol : pellaad a reont ahanon euz anistor, ha degas da zoñj din emaon o lenn e brezoneg,kentoh eged va leuskel da antreal en eur mentad all dreal lenn. Eur stil-konter eo, kentoh eged eur stil skrivetha… n’on ket tik ouz ar hontaden-nou. Med forz penaoz en em voa-zer ha goude eun nebeudpajennadou ne daoler ket muipled.

Sarah Chedifer

Mikael Madeg, Dispac’h. Emb. Kêredol.Adakvit Sarah Chedifer war he blog :

https://alennebrezhoneg.wordpress.com

K

Dremmou cheñchuz an Dispah

Brud Nevez - 69

Eul levr brao eo Dictionnaire du Breton du Trégor-Goëloet de Haute-Cornouaille, diwar Dorn François Vallée,eur golo kartroñs dezañ. Savet eo bet diwar paperouen em gave ti Gwennole ar Menn e Sant-Brieg. An-veoud a reom toud F. Vallée (1860-1949), alias Ab-herve, a veze greet « tad ar brezoneg » anezañ. E dada oa rener milin-baper Benah. Fallig a oa e yehed, setue-neus bevet diwar e leve e Sant-Brieg, en eur drementoud e amzer oh ober war-dro ar brezoneg.

Diou lodenn a oa da labour Vallée. Gand al levr-mañ ekavom eun den tost diouz brezoneg e vro. E-pad bloa-vejou e-neus dastumet geriou ha troiou impliet gandan dud, sikouret gand mignoned disket – da skwer anAo. Even, noter e Landreger. Merka a reent war tam-mou paper a gasent dezañ kement a gavent a dalvou-degez er pez a glevent en-dro deze. Eur bern levriou hakazetennou a lenne Vallée ive, da gutuill enne peadrada binvidikaad ar brezoneg.

Diwar kement-se eo deuet da zua ouspenn 3 000 fo-lenn baper leun a heriou ha troiou-lavar impliet en Tre-ger, Goelo ha Kerne-Uhel hag a ra danvez al levr-mañ.War-lerh eur pennad berr e galleg e kaver ennañ, dis-pleget e brezoneg, petra a zo er paperou ha penaoz eobet renket kement a zo e-barz. Ivuruzamant e-neusmiret ar re o-deus greet war-dro al levr ar geriou evelma oant bet skrivet. Evid ma hello al lenner en emgaoud int bet renket toud dindan geriou-penn en eurskritur unvan.

Roet a zo dim da hoûd kement leh a zo meneget el levr,listenn ar re o-deus kemeret perz el labour dastum hagal levriou a zo bet lennet. Herve Sebille Kernaudour eoe-neus kaset al labour gaer-mañ da benn, med negavan ket piou eo an dud o-deus sikouret anezañ.

Diwar skwer an esperantoNe heller chom heb komz euz eil lodenn labour Vallée,an hini bouezusa evitañ ma varner diwar ar pez e-neusembannet : levriou braz evel Istor ar Bed ha dreist-olle Grand dictionnaire français-breton (1931-33), hag agaver ennañ kichenn-ha-kichenn geriou dastumet warar mêz hag eur bern reou nevez savet war skwer an es-peranto. Labouret e-neus kalz asamblez gand Émile Er-nault, ha dreist-oll gand Meven Mordiern (1878-1949),René Le Roux e wir ano, eun den euz bro Vendôme haga zo deuet da veva e Pordic goude m’en-noa studiet aryeziou keltieg e Pariz.

Gelloud a reer lared eo ar geriadur-mañ e-neus lakeetar brezoneg nevez da veza eur yez artifisiel. Ober a radeuz ar brezoneg eur yez savet a-ziwar netra, en eurankouaad e istor hag an eñvoriou a zo berniet ennañabaoe kantvejou. Sklêr eo eo Meven Mordiern, e-noadisket ar brezoneg el levriou hag a veve en diavêz Breiz-Izel, e-neus tapet ar mennoziou-ze diwar re an Dr Za-menhof, a zavas an esperanto. ‘M-eus aon eo eñe-neus lakeet Vallée da vond gand an hent-se, hag a zobet heuliet war-lerh gand Roparz Hemon : Gwalarn e-noa eur stagadenn anvet Nord-Oksidento.

Galloud a heller lakaad Dictionnaire du Breton du Tré-gor-Goëlo et de Haute-Cornouaille F. Vallée asamblezgand ar re all a zo bet embannet war brezoneg Treger.Digas a ra da zoñj, pe gentoh diski a ra dim eur berntraou diwar eur hultur eet da gollhag eun amzer ma oa ar brezo-neg yez an oll war ar mêz.

Jean Le Dû

François Vallée, sous la direction scienti-fique de Herve Sebille Kernaudour, Dic-tionnaire du Breton du Trégor-Goëlo et deHaute-Cornouaille, Lannion, Kuzul ar Brez-honeg-An Alarc’h, 2014, 580 p. 42 €.

K

Geriadur eun amzer eet da goll

70 - Brud Nevez

Avaz a zo unan euz ar pladenn am-eus bet tu da gleveder mareou-mañ. Mond a reer ganti euz kevrinou arPers beteg ar hanaouennou a garantez e Breiz…

Mestr braz ar fleüt a-dreuz Pa ‘m-eus gwelet anezi, em-eus bet aon e vefe eundoare fusion music, eur meskaj dinatur etre daou dran’o-deus netra da weled an eil gand egile. Dre chañs eoa war golo ar bladenn anoiou tri den a ouzon piou int :Keyvan Chemirani, Annie Ebrel ha Sylvain Barou. AnnieEbrel ne gollin ket amzer da lared deoh piou eo. SylvainBarou, eñ, n’eo ket c’hoaz ken brudet hag Annie, medlod a lavar eo deut da veza mestr braz ar fleüt a-dreuzer vro-mañ.

Hag an trede, emaoh o vond da houlenn diganin ? Key-van Chemirani. Am-eus gwelet ha klevet evid ar wechkenta e Roazon eun toullad bloaveziou a zo, pa oa betgreet eun abadenn gand Jacques Pellen hag e gamala-ded en enor da Gristen Nogues. ‘Barz ar strollad-ze eoa eun den o seni deuz taboulinou a beb seurt, haganad e oa e oa eur sapre soner. D’eur poent a zo bet e-doug an abadenn-ze, e oa bet laosket da zeni e-unan-penn e-pad eur frapadig, ha me ‘lar deoh e oa chometbamet an oll ‘barz ar zal. Ha chomet e ano en mamemor… Setu goude beza bet lennet e ano war goloar bladenn em-eus bet fiziañs dioustu.

Eur yez ijinet diwar unani diou vouezKinnig a ra « Avaz » deom toniou euz an Iran, reou allsavet gand sonerien ar strollad, ha kanaouennou euz

ar vro-mañ. Kanet e vezont gand Maryam Cheminarihag Annie Ebrel e yez an eil bro hag eben, pe (ma kom-prenan mad ar pez a zo skrivet) en eur yez ijinet diwarunani an diou vouez. Souezet on bet pa ‘m-eus klevet« Me am-eus eur feunteun » en em gavoud war eurmuzik a zo gantañ blaz ar Reter, med goude ar zoueza-denn ne jom nemed plijadur.

Souezet on bet adarre pa ‘m-eus lennet eo SylvainBarou e-neus kempennet an ton-ze. Mestr braz ar fleüta-dreuz a adlavaran ez eo kredabl-braz, med ouspennez eus anezañ eun den gouizieg war sonerez meur avro. Kanaouennou a zo, dond a ra eur yez da geja gandeun all, ha cheñch a ra al liou hervez ar yez. Toniou azo ivez, toniou sioul, kentoh, nemed pa c’hwez eun aveldiroll hag e teu an notennou da virvi a-greiz-oll.

Evidon eo Avaz eur bladenn a ro plijadur d’an dious-kouarn ha d’ar spered. Enrollet eo bet gand dious-kouarn fin Jacky Molard, haproduet gand Innacor, a gin-nig beb tro muzik a-feson. Pephini a varn, evel-just, hervezar pez a gar.

Bernez Quillien

Keyvan Chemirani, Avaz, emb. Innacor.

Lehienn internet : www.innacor.com

K

Goude ar zouezadenn ne jom nemed plijadur

Brud Nevez - 71

☛ Berz e-neus greet an DVD istorBreiz a zo bet embannet gand SkolVreizh. Pell a-raog Nedeleg, e oa betgwerzet 4 000 deuz an hini galleg,ken eo bet red engrava reou all.Deuz an hini brezoneg e oa betembannet 1 000.

☛ D’an 9 a viz genver eo betembannet he 500ved niverenn gandar gazetenn Ya !, gand eur golo chikdiwar dorn Owen Poho. ‘Benn mizmae e tapo ar gazetenn sizunieg he

deg vloaz. Ahann da neuze, e tizo argelaouenn Bremañ he 400ved

niverenn, e miz meurz.

☛ Gand Skrivagnerien Vreiz eo betroet ar priz Per-Jakez Helias daHerve Gouedard evid e romant PaulSérusier, ul livour e Breizh (emb. AlLiamm). Pez e-neus laket FrankBodenes da gounnari ha da lopawarno, ha war ar priziou dre vraz,war e vlog Pili ha lipig.

Tammou keleier

K

72 - Brud Nevez

Kenavo da Erwan RoparsAet eo Erwan Ropars da anaon d’aneiz a viz genver, d’an oad a bevarbloaz ha tri-ugent. Eun den a-zaoreon-eus kollet aze. Mab e oa da LoeizRopars, e-neus lakaet ar festou-nozda zond en-dro war-wel er bloave-ziou hanter-kant, ha soubet eo betErwan e sevenadur ha yez e vro ada-leg e yaouankiz. D’an oad a naovloaz e oa en em lakaet da zeski senideuz ar biniou braz, ken plijet ma oagand son ar benveg-ze, ha martezea-walh gand an doareou soudardeda vez gand biniaouerien Bro-Skos.D’an oad a driweh vloaz e oa o senigand Bagad Kemper, a-raog dond daveza ar penn-soner anezañ.

Erwan Ropars eo e-neus lakaetBagad Kemper da veza ar pez ez eohirio, da lared eo eur strollad tud ayoul vad a labour evel tud a-vicher.Deg gwech e-neus lakaet ar bagadda honid kenstrivadegou broadel arbagadou savet gand Bodadeg ar So-nerion, deuet da veza Sonerionhirio. E Gourin e-neus gonezetErwan ivez, gand Raymond Plou-zennec ha gand Serge Riou. Eursoner fleüt a-dreuz ampart e oac’hoaz. Kantadou, pe zoken milie-rou a zonerien yaouank a zo bet eskol gantañ a-hed ar bloaveziou,hag e hell muzik or bro trugarekaadanezañ.

Ar wech kenta m’am-oa gwelet ane-zañ am-oa bet aon, rag eur pez denbraz ha ledan, eun arz eo a oa dira-

zon… Friket e-noa ma dorn din pa ‘m-oa saludet anezañ. Bloaveziou goudeam-eus bet plijadur o toulla kaozgantañ, dreist-oll dirag eur banne esioulder eun davarn e Kemper. Ke-navo, mestr-soner, kenavo Erwan.

B. Quillien

Brud Nevez - 73

Emgleo Breiz

Warhoaz, marteze...Demain, peut être...C. An DreoE Warhoaz, marteze…/Demain, peut-être e tigor Charlez An Dreo e galon d'e lennerien.Anavezet eo gand an oll dud hag a gar ar muzik e Breiz, evid beza ezel deuz Laz-kanaPenn-Ar-Bed. Meur a hini e-touez an testennou-mañ zo bet kanet war pladenn ziwezaal laz-kana, Deiz al lid, evel Bugel er brezel, troet diwar J.-J. Goldman. Eun ollad eo al leor-mañ e gwirionez, bodet ennañ war eun dro kizidigez eun den hage ravolt dirag ar bed. Karantez hag esperañs a zo, med n'eo ket dall ar barz. N'eo keteur gentel hag a ro deom, eun ali a vignoniez kentoh : peadra zo da esperoud daoustd'an darvoudou du, ha deom-ni da weled sklêr er pez a gont war ar bed-mañ. Ken e bre-zoneg, ken e galleg, setu amañ barzonegou dezo eur muzik ispisial, da veza rannet gandar re a garer.Linad va halon

OrtiesL. LavrandEun dastumad barzonegou diouyezeg eo Linad va halon, skrivet gand Laurence Lavrand.A-viskoaz e skriv barzoniez, med beteg bremañ, daoust dezi beza embannet meur a leor,n'he-doa ket soñjet lakaad he halon er goulou evel-se. Sioul-sioulig e teu da ginnig deomhe fromadennou, he foaniou, heh esperañs, hag he harantez evid an natur. Blaz an amzer aglever kalz er pajennadou-mañ ive, an amzer hag a uz, an amzer hag a bare, hag an distro,bepred, deuz ar volontez da garoud, evel eun testeni deuz treh ar vuhez. Engravaduriougwenn-ha-du Bernard Polard a gav o flas heb tamm poan ebed e kuzulikadennou ar var-zez.

Prena ha pellgarga leoriouwww.emgleobreiz.com

KoumanantPaiement en ligne : www.emgleobreiz.comPaiement par chèque possible (à l’ordre de Brud Nevez)

Identifiant Créancier SEPA (ICS) Brud NevezFR66ZZZ640186En signant ce formulaire de mandat, vous autorisez (A) Brud Nevez à envoyer des instructions à votre banque pour débiter votre compte, et (B) votrebanque à débiter votre compte conformément aux instructions de Brud Nevez. Vous bénéficiez du droit d’être remboursé par votre banque selon lesconditions décrites dans la convention que vous avez passée avec elle. Une demande de remboursement doit être présentée : - dans les 8 semaines suivant la date de débit de votre compte pour un prélèvement autorisé,- sans tarder et au plus tard dans les 13 mois en cas de prélèvement non autorisé.

Votre Nom et prénom : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .Votre adresse : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .Code Postal : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . Ville : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Les coordonnées de votre compte

Numéro d’indentification de votre banque - IBAN (International Bank Account Number)

Code international d’identification de votre banque - BIC ( Bank Identifier Code)

(A) Brud Nevez - TEOO4278 (identifiant du Brud Nevez), 2 bis rue Prof. Chrétien 29200 Brest. FRANCE.

Type de paiement : Paiement récurrent/répétitif Paiement ponctuel

Signé à : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . Le : . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . Signature :

Paiement en ligne !www.emgleobreiz.comTarifs d’abonnement 1 an - 6 numéros :

- Version papier :40 € abonnement normal25 € abonnement étudiants> 40 € abonnement de soutien50 € abonnement pays de l’Union Européenne59 € abonnement reste du monde

- Version numérique : 14 €

BRUD NEVEZ 2 bis rue Prof. Chrétien 29200 Brest

Disklêriet hervez al lezenn. I.S.S.N. : 0339-7014 - C.P.P.A.P. : 0516G88516Brud Nevez, 2 bis ru P. Chrétien 29200 BrestMoullet gand : Ouestélio, 505 ru Jurien de la Gravière, 29229 Brest CedexEzel eo Brud Nevez euz Emgleo Breiz. Skoazellet eo Brud Nevez gand : Rannvro Breiz. Renerez ar gelaouenn : Mari KermarecKazetenner : F. Broudig. Prienti : Maguy Kerisit. PAO : Gwenola DerrienO-deus kemeret perz ivez en niverenn-mañ : Yvon Le Menn, Yvonne Le Hen, Anna Quéré,Laurence Lavrand, Izan Belz, Y.-L. Ar Bod, K. Ar Bod, S. Dracius, M.-L. Larade, D. Maximin, M.Rippon, J. René-Corail, Marcel Diouris, Loeiz Grall, Frank Roger, Sylvain Botrel, Bernez rouz,Jil Killivere, S. Chedifer, J. Le Dû, B. Quillien. © evid an oll bennadou : Brud Nevez ha peb skri-vagner.

Bimestriel - Numéro 308, janvier 2015.Dépôt légal : 1er trimestre 2015. I.S.S.N. : 0339-7014 - C.P.P.A.P. : 0511G88516Imprimé par : Ouestélio, 505 rue Jurien de la Gravière, 29229 Brest CedexBrud Nevez est membre de Emgleo Breiz. Publié avec l’aide de la Région Bretagne. Directrice de publication : Marie Kermarec. Comité de rédaction : M. Kermarec, F. Broudig,L. Grall, M. Kerisit, G. Derrien. PAO : Gwenola Derrien© pour l’ensemble des articles : Brud Nevez et les auteurs.Prix de vente au numéro : 7 euro. En téléchargement : 4 euro. Abonnement pour 6 numéros :tarif normal : 40 euro, étudiants : 25 euro, Pays de l’U.E. : 50 euro, Reste du monde : 59 euro.

Koumanantit dre zavad !

Abonnez-vous par prélèvement !