494
1105 D'AR C'HLOZLID GOUDE KENTAÑ PARDAEZ-LID DEIZ-AN-AOTROU HA GOUELIOU MEUR Pep tra evel en Darn voutin, 582, nemet ar pezh a zeu da heul : SONGANADENN Ant. 1 Ho pet truez ouzhin, Aotrou, ha selaouit va fedenn. Songan 4 Rentañ-grasoù Brav-tre da welet en deus graet an Aotrou, an hini en deus savet eus a-douez ar re varv ( St Aogustinus ). 2 Gervel a ran, va respontit, Doue, va difenner, * distardit va anken ; ho pet truez ouzhin, * selaouit va fedenn. 3 Tudoù, betek pegoulz e vo pounner ho kalonoù, * o klask an didalvoud hag o karout ar gaou ?

WordPress.com · Web viewDa Eurlid al lennadenn EIL LENNADENN Diouzh Areizhenn sant Metodiuz, eskob Sikilia,war-benn santez Agata (Analecta Bollandiana 68,76-78) Leuniet a zonezonoù

  • Upload
    others

  • View
    2

  • Download
    0

Embed Size (px)

Citation preview

1105

D'AR C'HLOZLID

GOUDE KENTAÑ PARDAEZ-LID DEIZ-AN-AOTROU

HA GOUELIOU MEUR

Pep tra evel en Darn voutin, 582, nemet ar pezh a zeu da heul :

SONGANADENN

Ant. 1 Ho pet truez ouzhin, Aotrou, ha selaouit va fedenn.

Songan 4

Rentañ-grasoù

Brav-tre da welet en deus graet an Aotrou, an hini en deus savet eus a-douez ar re varv ( St Aogustinus ).

2 Gervel a ran, va respontit, Doue, va difenner, *

distardit va anken ;

ho pet truez ouzhin, *

selaouit va fedenn.

3 Tudoù, betek pegoulz e vo pounner ho kalonoù,  *

o klask an didalvoud

hag o karout ar gaou ?

4 Gouezit e ra Doue burzhudoù evit e vignon ; *

an Aotrou am selaou pa grian war-zu ennañ.

5 Krenit, na bec’hit ken ; +

komzit en ho kalonoù, *

ha war ho kwele bezit er peoc’h.

6 Profit sakrifisoù reizh *

hag ho pet fiziañs en Aotrou

7 Kalz a lavar : « Piv ’ta a roio dimp an eurvad ? ». *

C’hwi, Aotrou, lakit ho sklerijenn

da skediñ warnomp !

1106 D’ar C’hlozlid

8 Roet hoc’h eus d’am c’halon muioc’h a levenez, *

eget pa vez ganto

gwinizh ha gwin nevez e-leizh.

9 Kerkent hag em gwele e kouskan leun a beoc’h, *

rak c’hwi, Aotrou, c’hwi hepken,

am laka da chom en surentez.

Ant. Ho pet truez ouzhin, Aotrou, ha selaouit va fedenn.

Ant. 2 En nozvezhioù bennigit an Aotrou.

Songan 133 (134)

Pedenn-noz en templ

Meulit hon Doue, c’hwi holl e servijerion, c’hwi hag a zouj anezhañ, bihan ha bras ! ( Dsk 19, 5 ).

1 Bremañ enta, bennigit an Aotrou,

c’hwi holl, servijerion an Aotrou, *

hag a chom e ti an Aotrou e-pad an noz.

2 Savit ho taouarn etrezek ar santual, *

ha bennigit an Aotrou.

3 Eus Sion ra’z pennigo an Aotrou, *

oberour an neñv hag an douar.

Ant. En nozvezhioù bennigit an Aotrou.

LENNADENN VERR Adl 6, 4-7

Selaou Israel : an Aotrou, hon Doue, a zo Doue nemetañ. Hag e kari an Aotrou, da Zoue, a holl galon, a holl ene, a holl nerzh. Hag e vo an traoù-se, a c’hourc’hemennan dit hiziv, war da galon. Hag o adlavari d’az mibion, hag e komzi diouto pa vi ez koazez ez ti ha pa gerzhi war an hent, ha pa c’hourvezi ha pa savi.

Goude 1-añ Pardaezlid Deiz-an-Aotrou 1107

PEBEILGANENN VERR

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn ...

U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad ... Etre ho taouarn ...

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h.

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32

Ar C’hrist gouloù ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o! Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, *

hervez ho komz da dremen e peoc’h,

30 rak gwelet o deus va daoulagad *

ho silvidigezh,

31 an hini hoc’h eus aozet *

dirak an holl bobloù,

32 gouloù da sklerijennañ ar broadoù *

ha klod evit ho pobl, Israel.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h.

Pedenn

Deuit, ni ho ped, Aotrou, da ober gweladenn dimp en noz a-vremañ, evit, pa savimp dre ho nerzh, da darzh an deiz, ma c’hellimp en em laouenaat eus dasorc’h ho Krist. Eñ a vev …

Pe, er gouelioù-meur o c'hoarvezout war ar pemdez:

Deuit, ni ho ped, Aotrou, da ober gweladenn d’an ti-mañ, ha pellait dioutañ holl fallagriezh an enebour ; hoc’h Aelez santel da vezo o chom ennañ ha d’hon mirout er peoc’h ; hag ho pennozh da vezo bepred warnomp. Dre Jezuz Krist.

Klozadur an Eurlid ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin, 585.

1108 D’ar C’hlozlid

GOUDE EIL PARDAEZLID DEIZ-AN-AOTROU

HA GOUELIOU-MEUR

Pep tra evel en Darn voutin, 582, nemet kement-mañ :

SONGANADENN

E Ant. Da wareziñ a raio gant e zivaskell, n’az po ket aon rak spouronoù an noz.

Songan 90 (91)

E goudor an Uhel-meurbet

Setu m’am eus roet deoc’h ar galloud da gerzhout war an naered hag ar c’hruged ( Luk 10, 19 ).

1 Te hag a c’houlenn chom e goudor an Uhel-meurbet, *

hag en em repu dindan skeud an Hollc’halloudeg,

2 lavar d’an Aotrou : +

« Va difenner ha va gwarez, *

va Doue, ennoc’h emañ va fiziañs ».

n Ya, da dennañ a raio eus roued ar chaseer *

eus ur vosenn a reuzioù.

4 Da wareziñ a raio gant e zivaskell, +

dindan e bluñv e kavi ur goudor ; *

e fealded a vo evidout ur skoed hag un difenn.

5 N’az po ket aon rak spouronoù an noz,

na rak ar bir o nijal en deiz, +

6 na rak ar vosenn a gerzh en deñvalijenn, *

na rak ar walenn a lazh da greisteiz.

7 Pa gouezho mil a-gleiz dit-te +

ha dek mil a zehou dit, *

te avat ne vi skoet gant droug ebet.

8 N’az po d’ober nemet sellout gant da zaoulagad, *

hag e weli kastiz ar re fallakr :

9 te hag ac’h eus graet eus an Aotrou da c’houdor, *

ha dibabet an Uhel-meurbet evit da repu.

Goude Eil Pardaezlid Deiz-an-Aotrou 1109

10 Ne gouezho ket warnout an drougeur, *

na reuz ebet ne dostaio ouzh da deltenn :

11 gourc’hemennet en deus evidout d’e Aeled, *

d’az tiwall e pep unan eus da hentoù.

12 Da zougen a raint en o daouarn, *

gant aon na skofe beg da droad ouzh ur maen.

13 Kerzhout a ri war al loupard hag an naer-wiber, *

hag e flastri al leon yaouank hag an dragon.

14 Peogwir en em stag ouzhin e salvin anezhañ ; *

e ziwall a rin dre ma-z anav va anv.

15 Va gervel a raio, ha me a responto, +

en e anken, me ’vo gantañ, *

e salviñ a rin ha gloar a roin dezhañ.

16 E lakaat a rin da welout buhez hir, *

ha va silvidigezh a ziskouezin dezhañ.

Ant. Da wareziñ a raio gant e zivaskell, n’az po ket aon rak spouronoù an noz.

LENNADENN VERR Dsk 22, 4-5

Gwelout a raint dremm an Aotrou, hag e tougint e anv war o zal. Ha noz ne vo ken, ha ne vo ken ezhomm eus gouloù al lamp, nag eus gouloù an heol, rak an Aotrou Doue eo an hini o sklerijenno, hag e renint da rouaned evit kantvedoù ar c’hantvedoù.

PEBEILGANENN VERR

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn ...

U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad... Etre ho taouarn ....

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h.

1110 D’ar C’hlozlid

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32

Ar C’hrist gouloù ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, *

hervez ho komz da dremen e peoc’h,

30 rak gwelet o deus va daoulagad *

ho silvidigezh,

31 an hini hoc’h eus aozet *

dirak an holl bobloù,

32 gouloù da sklerijennañ ar broadoù *

ha klod evit ho pobl, Israel.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h.

Pedenn

Hor mouezh, Aotrou Doue, lidet ganimp en deiz-mañ mister dasorc’h hon Aotrou, hoc’h asped uvel evit ma tiskuizhimp en ho peoc’h, gwarezet diouzh pep droug, ha ma savimp laouen ouzh ho meuliñ. Dre Jezuz Krist...

Pe, er gouelioù-meur o c'hoarvezout war ar pemdez:

Deuit, ni ho ped, Aotrou, da ober gweladenn d’an ti-mañ, ha pellait dioutañ holl fallagriezh an enebour ; hoc’h Aelez santel da vezo o chom ennañ ha d’hon mirout er peoc’h ; hag ho pennozh da vezo bepred warnomp. Dre Jezuz Krist...

Klozadur al Lideuriad ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin, 585.

EIL DEIZ-LID

Pep tra evel en Darn voutin, 582, nemet kement-mañ :

SONGANADENN

Ant. C’hwi, Aotrou Doue, gorrek da gounnariñ ha leun a vadelezh.

EIL DEIZ-LID 1111

Songan 85 (86)

Pedenn ar paour pa-z a fall an traoù

Ra vo benniget Doue, eñ hag a ro frealz dimp en hon holl drubuilhoù

(2 Kor 1, 3. 4).

1 Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din, *

rak un den paour ha reuzeudik ez on-me.

2 Diwallit va ene dre ma-z on feal deoc’h ; *

salvit ho servijer en em fiz ennoc’h.

3 C’hwi eo va Doue, ho pet truez ouzhin, Aotrou, *

rak davedoc’h e krian a-hed an deiz.

4 Roit levenez da ene ho servijer, *

pa savan va spered davedoc’h, Aotrou.

5 Rak c’hwi, Aotrou, a zo mat ha pardonus, *

ha leun a vadelezh evit ar re ho ped.

6 Aotrou, digorit ho skouarn d’am fedenn, *

taolit evezh ouzh kri va galvadenn.

7 En deiz va enkrez e c’harman davedoc’h, *

ya, va selaou a reot, Aotrou.

8 N’eus hini e-touez an doueoù a ve hañval ouzhoc’h, *

nag ouzh ho labourioù n’eus netra heñvel.

9 An holl bobloù hoc’h eus graet, Aotrou, +

a zeuio da stouiñ dirazoc’h *

evit rentañ gloar d’hoc’h anv,

10 dre ma-z eo bras, dre ma rit burzhudoù, *

c’hwi an Doue nemetañ.

11 Diskouezit din hoc’h hentoù, Aotrou, *

ma kerzhin en ho kwirionez ;

dougit va c’halon *

da zoujañ ho c’h anv.

12 Ho meuliñ a rin, va Doue, a-greiz va c’halon, *

rentañ a rin gloar d’hoc’h anv da virviken,

13 rak bras eo bet ho madelezh em c’heñver, *

salvet hoc’h eus va ene eus puñs ar marv.

1112 D’ar C’hlozlid,

14 O! Doue, tud lorc’hus a zo en em savet a-enep din, +

ur vandennad tud rok a glask diskar va buhez, *

n’eo ket c’hwi a zo dirak o selloù.

15 C’hwi avat, Aotrou, Doue ar garantez hag an druez, *

gorrek da gounnariñ, madelezhus ha leun a fealded,

16 en em droit war-zu ennon, ho pet truez ouzhin ; +

roit ho nerzh d’ho servijer *

ha salvit mab ho matezh.

17 Diskouezit em c’heñver ur sin eus ho krad-vat, +

ma welo evit o brasañ mezh

ar re o deus kasoni ouzhin,*

ez oc’h-c’hwi, Aotrou, va skoazell ha va frealz.

Ant. C’hwi, Aotrou Doue, gorrek da gounnariñ ha leun a vadelezh.

LENNADENN VERR 1 Tes 5, 9-10

Doue en deus hon lakaet a-gostez evit ma c’hounezimp ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz Krist, eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit ma vezimp bepred o vevañ unanet outañ, pe dihun pe gousket e vefemp.

PEBEILGANENN VERR

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn...

U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad ... Etre ho taouarn ...

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h. .

-

Trede Deiz-lid 1113

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32

Ar C’hrist gouloù ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, *

hervez ho komz da dremen e peoc’h,

30 rak gwelet o deus va daoulagad *

ho silvidigezh,

31 an hini hoc’h eus aozet *

dirak an holl bobloù,

32 gouloù da sklerijennañ ar broadoù *

ha klod evit ho pobl, Israel.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h.

Pedenn

Roit, Aotrou, d’hon c’horfoù un diskuizh yac’haus, , ha grit ma savo ha ma kresko betek an eost hadenn rouantelezh an neñvoù hon eus skoet en douar dre labour an deiz-mañ. Dre Jezuz Krist ...

Klozadur al lideuriad ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin, 585.

TREDE DEIZ-LID

Pep tra evel en Darn voutin, 582, nemet kement-mañ :

SONGANADENN

Ant. Na guzhit ket ho sklerijenn diouzhin, rak ennoc’h en em fizian.

Songan 142 (143), 1-11

Aspedenn a-greiz an enkrez

Ne vez ket lakaet reizh an den dre oberoù al Lezenn, met hepken dre ar feiz er C’hrist Jezuz ( Gal 2, 16 ).

1 En ho fealded, Aotrou, selaouit va fedenn, +

digorit ho skouarn d’am goulenn ; *

en ho reizhder va respontit.

1114 D’ar C’hlozlid

2 Na c’halvit ket ho servijer dirak ho lez-varn, *

rak n’eus den ebet a ve dibec’h dirazoc’h.

3 An enebour a red war va lerc’h da dizhout va buhez, +

va flastrañ a ra dija ouzh an douar, *

emañ ouzh va c’has da vro an deñvalijenn,

etrezek an dud marv a bell ’zo.

4 Santout a ran ennon va spered o semplañ, *

ha va c’halon o yenaat em c’hreiz.

5 Koun am eus avat eus an deizioù a-wechall, +

soñjal a ran en hoc’h holl oberoù, *

prederiañ a ran war labour ho taouarn.

6 Davedoc’h ec’h astennan va daouarn, *

dirazoc’h emañ va ene evel un douar kras.

7 Hastit va selaou, Aotrou, *

emañ va buhez o vont diganin.

Na guzhit ket ho sklerijenn diouzhin, *

na vin ket heñvel ouzh ar re a ziskenn er bez.

8 Va lakit buan da santout ho karantez, *

rak ennoc’h en em fizian.

Diskouezit din an hent am eus da vont gantañ, *

rak davedoc’h e savan va ene.

9 Va dieubit eus va enebourion, Aotrou, *

rak ennoc’h e klaskan va repu.

10 Deskit din ober ho polontez, *

pa-z eo c’hwi eo va Doue.

Ra zeuio din ho spered a reizhder d’am bleinañ

war un hent diskoasell ; *

11 evit enor hoc’h anv va mirit en buhez, Aotrou.

En ho justis *

tennit va ene eus an enkrez.

Ant. Na guzhit ket ho sklerijenn diouzhin rak ennoc’h em fizian.

LENNADENN VERR 1 Pêr 5, 8-9 a

Bezit kerreizh ha war evezh ; rak an Diaoul, hoc’h enebour, evel ul leon kounnaret, a furch war ho tro o klask unan da lonkañ. Dalc’hit penn outañ, nerzhus dre ho feiz.

Pevare Deiz-lid 1115

PEBEILGANENN VERR

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn ...

U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad ... Etre ho taouarn...

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h. .

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32

Ar C’hrist gouloù ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, *

hervez ho komz da dremen e peoc’h,

30 rak gwelet o deus va daoulagad *

ho silvidigezh,

31 an hini hoc’h eus aozet *

dirak an holl bobloù,

32 gouloù da sklerijennañ ar broadoù *

ha klod evit ho pobl, Israel.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h.

Pedenn

Ni ho ped, Aotrou Doue madelezhus, sklaerait an noz-mañ, ha grit dimp-ni, ho servijerion, kousket er peoc’h, evit ma vimp dihunet laouen da c’houloù-deiz en hoc’h anv. Dre Jezuz Krist ...

Klozadur an Eurlid ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin,585.

PEVARE DEIZ-LID

Pep tra evel en Darn voutin, 582, nemet kement-mañ :

Ant. Bezit evidon un Doue gwarezer hag ur minic’hi.

1116 D’ar C’hlozlid

Songan 30 (31), 2-6

Pedenn a fiziañs an den enkrezet

Tad, etre ho taouarn e lakaan va spered ( Luk 23, 46 ).

2 Ennoc’h, Aotrou, e klaskan va goudor,

grit na vin morse divarc’het ; *

en ho reizhder va difennit, va dieubit.

3 Stouit ho skouarn war-zu ennon, *

hag hastit va skoazellañ.

Bezit evidon ur roc’hell a repu, *

ur c’hreñvlec’h a silvidigezh.

4 Rak c’hwi ’zo va goudor ha va difenn, *

evit enor hoc’h anv va bleinit ha va renit.

5 Va zennit eus ar roued bet kuzhet d’am fakañ, *

rak va surentez oc’h-c’hwi, Aotrou.

6 Etre ho taouarn e lakan va spered ; *

Aotrou, c’hwi an hini am daspreno, Doue a wirionez.

Ant. Bezit evidon un Doue gwarezer hag ur minic’hi.

Ant. 2 Eus donder an islonk e krian davedoc’h, Aotrou.

Songan 129 (130)

“De profundis” Eus donder an islonk e krian

Eñ a salvo e Bobl eus he fec’hedoù ( Mzh 1, 21 ).

1 Eus donder an islonk e krian davedoc’h, Aotrou ; *

2 Aotrou, selaouit va galvadenn.

Digorit ho tivskouarn da deurel evezh *

ouzh va mouezh o pediñ.

3 Mar dalc’hit kont eus hor pec’hedoù, Aotrou, *

piv ’ta a c’hello padout ?

4 Met c’hwi eo an hini a bardon, *

evit bezañ doujet ganimp.

Pempvet Deiz-lid 1117

5 Esperiñ a ran en Aotrou, esperiñ a ran, *

fiziañs am eus en e gomzoù.

6 Va ene a gont suroc’h war an Aotrou *

eget ar gedour-noz war heol ar beure.

Muioc’h eget ar gedour-noz war heol ar beure *

e kont Israel war an Aotrou,

rak an Aotrou a zo leun a drugarez, *

largentezus d’hon dasprenañ.

8 Eñ eo a zaspreno Israel *

eus e holl bec’hedoù.

Ant. Eus donder an islonk e krian davedoc’h, Aotrou.

LENNADENN VERR Efz 4, 26-27

N’it ket d’ober an droug ; arabat d’an heol mont da guzhat war ho kounnar, na roit ket d’an Diaoul krog warnoc’h.

PEBEILGANENN VERR

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn ...

U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad ... Etre ho taouarn ...

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h.

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32

Ar C’hrist goulou ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, *

hervez ho komz da dremen e peoc’h,

30 rak gwelet o deus va daoulagad *

ho silvidigezh,

31 an hini hoc’h eus aozet *

dirak an holl bobloù,

32 goulou da sklerijennañ ar broadoù *

ha klod evit ho pobl, Israel.

1118 D’ar C’hlozlid

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h.

Pedenn

Aotrou Jezuz Krist, c’hwi hag a lavar e vez aes ho yev ha skañv ho samm d’ar re a ya d’hoc’h heul gant douster hag izelegezh, ho teurvezet degemer kement hon eus c’hoantaet ha graet en deiz-mañ, ha reiñ dimp an diskuizh hon greot drezañ akuitoc’h en ho servij. C’hwi a vev …

Klozadur al lideuriad ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin,585

PEMPVET DEIZ-LID

Pep tra evel en Darn voutin, 582, nemet kement-mañ :

SONGANADENN

Ant. Va c’horf a ziskuizho en surentez.

Songan 15 (16)

An Aotrou eo va lod hêrezh

Doue en deus adsavet Jezuz eus ereoù an Ankou ( Ob 2, 24 ).

1 Va mirit, Aotrou Doue, *

rak ennoc’h e klaskan va goudor.

2 D’an Aotrou e lavaran : « C’hwi eo va Aotrou, *

n’eus eurvad ebet evidon nemet ennoc’h ».

3 E santualioù dre ar vro, kaer-dispar evidon, *

eo dezho em eus roet va holl garantez.

4 Ar re avat a red war-lerc’h an idoloù, *

ar re-se a lak o foanioù da greskiñ.

Nann, n’in ket da skuilhañ gwad d’an doueoù, *

ha ne savo ket o anvioù d’am muzelloù.

5 Aotrou, c’hwi eo va lod, va c’haliriad : *

c’hwi an hini a zalc’h va flanedenn en ho taouarn.

Pempvet Deiz-lid 1119

6 Ar gordenn he deus muzuliet din un dachenn a zudi ; *

ya, va lod-hêrezh a zo evidon levenez vras.

7 Bennigañ a rin an Aotrou a ro din e guzulioù ; *

zoken e-pad an noz em c’helenn va c’halon.

8 An Aotrou am bez dalc’hmat dirak va sell ; *

emañ a-zehou din, ne vrañsellin ket.

9 Gant se eo laouen va c’halon, +

hag e trid va ene ; *

va c’horf zoken a ziskuizho en surentez.

10 Rak ne zilezot ket va buhez e dalc’h ar marv, *

ne lezot ket ho sant da welout ar vreinadurezh.

11 Diskouez a reot din hent ar vuhez, +

leunder al levenez en ho splannder, *

plijadurezh a-zehou deoc’h da virviken.

Ant. Va c’horf a ziskuizho en surentez.

LENNADENN VERR 1 Tes 5, 23

Doue ar peoc’h e-unan d’ho santelaat e kement a zo ac’hanoc’h, ho spered, hoc’h ene hag ho korf da vezañ miret didamall, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz Krist.

PEBEILGANENN VERR

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn ...

U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad ... Etre ho taouarn ...

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h.

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32

Ar C’hrist gouloù ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, *

hervez ho komz da dremen e peoc’h,

1120 D’ar C’hlozlid

30 rak gwelet o deus va daoulagad *

ho silvidigezh,

31 an hini hoc’h eus aozet *

dirak an holl bobloù,

32 gouloù da sklerijennañ ar broadoù *

ha klod evit ho pobl, Israel.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h.

Pedenn

Aotrou, hon Doue, skuizhet ma-z omp bet gant labour an deiz, hon c'hennerzhit dre ur c’housk c’hwek, ma vimp, adkrouet bepred dre ho sikour, gouestlet deoc’h korf ha spered. Dre Jezuz Krist ...

Klozadur al lideuriad ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin,585.

C’HWEC’HVET DEIZ-LID

Pep tra evel en Darn voutin, 582, nemet kement-mañ :

SONGANADENN

Ant. A-hed an deiz e krian hag en noz e hirvoudan dirazoc’h.

Songan 87 (88)

Pedenn un den gwall-glañv

Bremañ emañ ho koulz, ha mestroni an deñvalijenn ( Luk 22, 53 ).

2 Aotrou Doue, va salver, *

a-hed an deiz e krian hag en noz e hirvoudan dirazoc’h.

3 Ra savo va fedenn betek ennoc’h, *

digorit ho skouarn d’am galvadenn.

4 Rak faezh eo va ene gant re-vec’h a boanioù, *

war vord ar bez emañ va buhez.

C’hwec’hvet Deiz-lid 1121

5 Kontet ez on dija e-touez ar re a ziskenn er foz, *

setu ma-z on evel un den echu gantañ.

6 E-mesk ar re varv on dija gourvezet, *

evel an dud divuhez astennet en o bez ;

ar re n’hoc’h eus mui soñj anezho, *

hag hoc’h eus lezet da vont kuit eus ho torn.

7 E donder ar puñs hoc’h eus va lakaet, *

en deñvalijenn, e strad an islonk.

8 Warnon e pouez ho kounnar, *

ha gant ho taolioù-mor hoc’h eus va brevet.

9 Va mignoned hoc’h eus pellaet diouzhin, *

graet hoc’h eus ac’hanon un euzhadenn evito ;

serret eo bet warnon ha ne c’hellan ket mont kuit. *

10 Gant ar glac’har e tizeri va daoulagad.

Ho kervel a ran, Aotrou, a-hed an deiz, *

davedoc’h ec’h astennan va daouarn.

11 Daoust hag ez eo evit ar re varv e rafec’h burzhudoù, *

daoust hag an Anaon a sav evit ho meuliñ ?

12 Daoust hag e komzer eus ho madelezh e poull ar bez, *

hag eus ho fealded e bro an Ankoù ?

13 Hag-eñ en em ziskouez ho purzhudoù en deñvalijenn, *

hag ho madelezhioù en douar an ankounac’h ?

14 Me avat, Aotrou, a gri war-zu ennoc’h, *

a-dal ar beure e sav davedoc’h va fedenn.

15 Perak, Aotrou, e tistaolit va ene, *

perak e kuzhit ho tremm ouzhin ?

16 A-dal va bugaleaj, reuzeudik ma’z on, e vezan o vervel, *

gouzañvet em eus ho spontoù bras ken ez on divi.

17 Warnon eo tremenet ho fulorioù, *

hag ho spouronoù o deus va brevet.

18 Beuzet e vezan bemdez enno evel en ur mor, *

va gwaskañ a reont holl a-gevret.

19 Keneiled ha kompagnuned hoc’h eus pellaet diouzhin, *

va mignonez eo an deñvalijenn.

Ant. A-hed an deiz e krian hag en noz e hirvoudan dirazoc’h.

1122 D’ar C’hlozlid

LENNADENN VERR Kv. Yrm 14, 9

C’hwi koulskoude a zo en hon touez, Aotrou, hag hoc’h anv warnomp a zo galvet ; n’hon dilezit ket, Aotrou, hon Doue.

PEBEILGANENN VERR

P/. Etre ho taouarn, Aotrou, * E lakaan va spered. Etre ho taouarn ...

U/. Hon dasprenet hoc’h eus, Aotrou, Doue a wirionez. * E lakaan va spered. Klod d’an Tad ... Etre ho taouarn ...

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist ha ma tiskuizhimp er peoc’h.

LIDKAN SIMEON EN AVIEL Luk 2, 29-32

Ar C’hrist gouloù ar broadoù ha klod Israel

29 Bremañ, o Mestr, e c’hellit lezel ho servijer, *

hervez ho komz da dremen e peoc’h,

30 rak gwelet o deus va daoulagad *

ho silvidigezh,

31 an hini hoc’h eus aozet *

dirak an holl bobloù,

32 gouloù da sklerijennañ ar broadoù *

ha klod evit ho pobl, Israel.

Ant. Hon salvit, Aotrou, war hon dihun, hon diwallit e-pad hon c’housk, ma veilhimp gant ar C’hrist, ha ma tiskuizhimp er peoc’h.

Pedenn

Hon lezit, Aotrou Doue hollc’halloudek, d’en em stagañ feal ouzh ho Mab Unganet kousket er bez, en doare ma vimp dellezek da adsevel gantañ e nevezded ar vuhez. Eñ a vev …

Klozadur al lideuriad ha kanenn d’ar Werc’hez glorius Vari, evel en Darn voutin,585.

1123

SONGANADENN-GLOKAAT

EVIT AN TREDE, C’HWEC’HVET HA NAVET EUR

Goude ar gw/. Aotrou Doue, deuit d’am skoazellañ hag ar meulgan, e vez lavaret songanoù an derezioù amañ da heul, hag o antonennoù.

Rummad I ( D’an trede Eur )

Ant. 1 Krial a ran, ha va salviñ a ra an Aotrou.

Songan 119 (120)

C’hoantaat ar peoc’h

Pasianted en trubuilhoù, dalc’hegezh da bediñ

( Rom 12, 12 ).

1 Etrezek an Aotrou, pa vezan en anken, e krian, *

ha va salviñ a ra.

2 Aotrou, va salvit eus ar muzelloù treitour, *

hag eus an teod gaouiat.

3 Peseurt kastiz a vo lakaet warnout, *

o! teod gaouiat ?

4 Lemm eo biroù ar Brezelour, *

loskus evel glaouennoù banal.

5 Na reuzeudik ez on-me pa vevan e Mosok, *

e-kreiz teltennoù Kedar !

6 Re bell eo manet va ene *

e-touez enebourion ar peoc’h.

7 Ar peoc’h a fell din ; *

met kerkent ha ma komzan eo ar brezel a glaskont.

Ant. Krial a ran, ha va salviñ a ra an Aotrou.

Ant. 2 An Aotrou a ziwallo da vonedone.

1124 Songanadenn-glokaat

Songan 120 (121)

Diwaller ar bobl

Naon n’o devo ken, sec’hed n’o devo ken, biken ken ne gouezho warno tommder an heol na gwrez avel ebet ( Dsk 7, 16 ).

1 Sevel a ran va daoulagad war-zu ar menezioù, *

e teuio diouto va sikour.

2 Va sikour din eo an Aotrou, *

oberour an neñv hag an douar.

3 Ne lezo ket da droad da strebotiñ, *

ne gousko ket da ziwaller.

4 Nann, morse ne vored na ne gousk, *

diwaller Israel.

5 An Aotrou eo da ziwaller, +

an Aotrou da warez, *

emañ a-zehou dit-te.

6 E-pad an deiz ne skoio ket an heol ouzhit, *

nag al loar e-pad an noz.

7 An Aotrou az tiwall diouzh pep droug, *

diwall a ra da ene.

8 Diwall a raio da vonedone *

bremañ evel da holl viken.

Ant. An Aotrou a ziwallo da vonedone.

Ant. 3 Na laouen on bet p’eo bet lavaret din.

Songan 121 (122)

Jeruzalem ar gêr santel

C’hwi hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh Kêr an Doue bev, Jeruzalem an neñv ( Heb 12, 22 ).

1 Na laouen on bet p’eo bet lavaret din : *

« Deomp da di an Aotrou ».

2 Ha setu bremañ hon treid o chom a-sav *

e-harz da zorojoù, Jeruzalem.

Rummad I 1125

3 Jeruzalem bet savet evel ur Gêr vras, *

a zo pep tra unanet-start enni.

4 Betek enni e pign ar meuriadoù, meuriadoù an Aotrou, *

ur c’hustum eo en Israel, evit meuliñ anv an Aotrou.

5 Rak eno eo bet diazezet kadorioù ar justis, *

kadorioù tiegezh David.

6 Pedit eta evit eurvad Jeruzalem : *

« Ra vo surentez d’ar re az kar !

7 An eurvad dit etre da vogerioù, *

ar peoc’h evit da balezioù ! ».

8 Abalamour d’am breudeur, d’am mignoned, *

e c’houlennan ar peoc’h warnout.

9 Dre ma-z out ti an Aotrou, ti hon Doue *

e pedan evit da eurvad.

Ant. Na laouen on bet p’eo bet lavaret din.

Rummad II ( D’ar C’hwec’hvet )

Ant. 1 C’hwi o chom en neñvoù, ho pet truez ouzhimp.

Songan 122 (123)

An Aotrou Doue fiziañs ar bobl

Daou zen dall en em lakaas da youc’hal : « Aotrou, az pez truez ouzhimp, Mab David » ( Mzh 20, 30 ).

1 Sevel a ran va daoulagad war-zu ennoc’h, *

c’hwi o chom en neñvoù.

2 Setu int evel daoulagad servijerion

etrezek daouarn o mistri, *

evel daoulagad ur vatezh etrezek daouarn he mestrez,

evel-se hon daoulagad war-zu an Aotrou, hon Doue, *

o c’hortoz m’en devo truez ouzhimp.

1126 Songanadenn-glokaat

3 Ho pet truez, Aotrou, ho pet truez ouzhimp, *

rak ouzhpenn hor gwalc’h a zismegañs

hon eus bet da lonkañ ;

4 ouzhpenn e walc’h en deus lonket hon ene *

eus goapaerezh ar vondianed,

eus dismegañs an dud loc’hus.

Ant. C’hwi o chom en neñvoù, ho pet truez ouzhimp.

Ant. 2 Hor skoazell a zo en anv an Aotrou.

Songan 123 (124)

Hor skoazell a zo en anv an Aotrou

Lavarout a reas an Aotrou da Baol : « Arabat dit kaout aon … rak me a zo ganit » ( Ob 18, 9-10 ).

1 Pa ne vije ket bet an Aotrou a-du ganimp, r ’en lavaro Israel, +

2 pa ne vije ket bet an Aotrou a-du ganimp, *

pa-z eo en em savet an dud a-enep dimp :

3 neuze o dije hon lonket en bev, *

e tan o fulor ouzhimp.

4 Neuze an doureier o dije hor beuzet, +

ar froud en dije hor goloet ; *

5 neuze o dije hor beuzet en-bev an doureier o virviñ.

6 Ra vo benniget an Aotrou, *

ha n’en deus ket hon lezet

da vezañ drailhet gant o dent.

7 Evel ul labous eo diflipet hon ene *

eus roued an evnetaer :

setu torret roued ar chaseer, *

ha ni dinijet kuit.

8 Hor skoazell a zo en anv an Aotrou, *

oberour an neñv hag an douar.

Ant. Hor skoazell a zo en anv an Aotrou.

Ant. 3 An Aotrou a zo en-dro d’e bobl bremañ da holl viken.

Rummad III 1127

Songan 124 (125)

An Aotrou Doue diwaller e Bobl

Peoc’h war Israel Doue ( Gal 6, 16 ).

1 Ar re a fiz en Aotrou a zo evel Menez Sion *

ha ne c’hell ket trabidellañ : divrall da virviken eo.

2 Kêr Jeruzalem, gant he menezioù en-dro dezhi, +

evel-se e vo an Aotrou en-dro d’e bobl *

evel bremañ da holl viken.

3 Nann, ne chomo ket galloud an dud fallakr

war zomani an dud reizh, *

gant aon n’astennfe ar re just

o daouarn etrezek an droug.

4 Grit gant madelezh, Aotrou, ouzh ar re vat, *

ouzh ar re reizh o c’halonoù.

5 Met ar re a ziroud war hentoù an droug, +

an Aotrou d’o dilamo kuit, ra skubo anezho

gant an dorfedourien. *

Peoc’h war Israel !

Ant. An Aotrou a zo en-dro d’e bobl bremañ da holl viken.

Rummad III (D’an Navet)

Songan 125 (126)

Levenez ha fiziañs en Aotrou Doue

Goude bezañ bet lod en hor poanioù, ho po lod ivez en hor frealzidigezh (2 Kor 1, 7 ).

Ant. 1 Ya, burzhudoù en deus graet evidomp an Aotrou ; hon lakaet en deus e barr al levenez.

1 Pa zegase an Aotrou d’ar gêr harluidi Sion, *

e oamp evel en un hunvre.

2 En hor genou neuze e sone c’hoarzhadegoù, *

ha war hon teodoù kanerezh.

1128 Songanadenn glokaat

Neuze e-touez ar broadoù e lavarent : *

« An Aotrou en deus evito graet burzhudoù ».

3 Ya, burzhudoù en deus graet evidomp an Aotrou ; *

hon lakaet en deus e barr al levenez.

4 Aotrou, kemmit adarre hor planedenn, *

evel ar gouelec’h gant dourioù-red.

5 Ar re a daol an had en ur skuilh daeroù, *

a ved e-kreiz al levenez.

6 Mont ha mont a ra en ur ouelañ *

douger had an here ;

dont ha dont a ra en ur ganañ *

douger an drammoù-ed.

Ant. Ya, burzhudoù en deus graet evidomp an Aotrou ; hon lakaet en deus e barr al levenez.

Ant. 2 An Aotrou da savo dimp un ti, ha da ziwallo kêr.

Songan 126 (127)

Aner al labour hep an Aotrou Doue

C’hwi eo ti Doue ( 1 Kor 3, 9 ).

1 Mar n’eo ket an Aotrou a savfe an ti, *

ne dalv netra labour ar vañsonerion.

Mar n’eo ket an Aotrou a ziwallfe ar gêr-greñv, *

ne dalv netra evezh ar gedour.

2 Ne dalv netra deoc’h sevel a-raok gouloù-deiz,

pe da noz daleañ da gousket, +

ha debriñ bara ul labour kalet, *

pa ro Doue o gwalc’h d’e vignoned o kousket.

3 Setu donezon an Aotrou, ar vugale, *

ur gopr eo frouezh an dimeziñ.

4 Evel biroù etre daouarn ar brezelour, *

evel-se mibion ar yaouankiz.

5 Eürus an den en deus leuniet e glaouier gant seurt biroù :*

n’en devo mezh ebet en deiz ma tabuto

gant e enebourion ouzh dorioù kêr.

Rummad III 1129

Ant. An Aotrou da savo dimp un ti, ha da ziwallo kêr.

Ant. 3 Eürus out-te a zouj an Aotrou.

Songan 127 (128)

Eurvad an tiegezh en Aotrou

« An Aotrou d’az pennigo eus Sion », da lavarout eo : eus an Iliz

( Arnobius ).

1 Eürus out-te a zouj an Aotrou, *

a gerzh en e hentoù.

2 Diwar frouezh da labour en em vagi, *

eürus, en aezamant.

3 Da wreg evel ur winienn frouezhus *

e diabarzh da di ;

da vibion evel plant yaouank olivez *

en-dro d’az taol.

4 Setu penaos e vo benniget an den *

hag a zouj an Aotrou.

5 An Aotrou d’az pennigo eus Sion, *

ra weli eurvad Jeruzalem

holl deizioù da vuhez ;

6 ha ra weli bugale da vugale. *

Ar peoc’h war Israel !

Ant. Eürus out-te a zouj an Aotrou.

-

1130

-

1131

DARNLEVR AR SENT

-

1132

-

-

1133

MIZ GENVER

D’an deiz 13 a viz Genver

SANT HILARIUS, ESKOB HA DOCTOR AN ILIZ

Ganet eo bet e Piktavium (Poitiers) e deroù ar pevare kantved ; war-dro ar bloaz 350 dilennet da eskob e geoded, e stourmas gredus a-enep an Ariaded hag a-berzh an impalaer Konstantinus e voe barnet d'an harlu. Embann a reas Oberennoù a furnez hag o tennañ da gadarnaat kelennadurezh ar feiz katolik ha da zisplegañ ar Skritur Sakr. Aet eo da anaon er bloaz 367.

Diouzh Rummeurlid ar bastored : evit eskibion, 1525, ha doktored a’n Iliz, 1552.

Da Eurlid al lennadenn

EIL LENNADENN

Eus Kelenn-skrid sant Hilarius eskob, De Trinitate (A-zivout An Dreinded)

( Lib. 1, 37-38: PL 10, 48-49 )

Ouzh ho prezeg e rin ho servij

O ! Tad hollc'halloudek ha Doue, me a oar ez eo hemañ dreist pep tra dlead va buhez en ho keñver : lakaat va holl gomzoù ha va hol santimantoù da gomz diwar ho penn. Hag implij evel-se ar gomz am eus bet diganeoc'h , hag ar galloud da gomz, ne c'hell degas brasoc'h digoll ebet eget bezañ en ho servij ouzh ho prezeg, ha diskouez d'ar bed dic'houzvez, pe d'an disivouder hen nac'h, ar pezh ez oc'h, da lavarout eo Tad ar Mab unganet.

E-keñver al labour-se ne c'hellan nemet diskleriañ va bolontez vat ; a-hend-all e rankan goulenn diganeoc'h gras ho skoazell hag ho trugarez ma plijo ganeoc'h kargañ gant avel ho Spered gouelioù digor-frank evidoc'h hor feiz hag hor c'hredenn, evit reiñ lañs deomp da genderc'hel gant ar prezegerezh boulc'het ganeomp. Rak evidomp-ni ne d-eo ket difeal an Hini en deus graet ar bromesa-mañ : Goulennit, emezañ, hag e vo roet deoc'h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h.

1134 D’an Deiz 13 a viz genver

Ni, tud dibourvez a c'houlenno pezh hon eus ezhomm ; lakaat a raimp ur preder start da furchal e komzoù ho profeded hag hoc'h ebestel, hag e skoimp war gement dor a zo prennet war ar skiant. Met deoc'h-c'hwi eo en em reiñ pa-n ho pedomp, en em ziskouez pa-n ho klaskomp, digeriñ pa c'houlennomp digor. Evel morzet ez omp gant ur seurt leziregezh pounner eus hon natur, hag harzet omp, e bevennoù naturel hon diouiziegezh, gant gwanded hor spered, da gompren ho misterioù : met dre ar gred evit ho kelennadurezh e vezomp stummet d'o merzout, hag ar sentidigezh ouzh ar feiz hor c'haso en tu-hont d'an anaout naturel. En gortoz emaomp eta e teuiot da reiñ lusk d'an embregadenn diaes-mañ boulc'het ganeomp a ra dimp krenañ, ha d'he c'hennerzhañ a bep ma-z ay war gresk, ha d'ober dezhi bezañ lodek e spered ar brofeded hag an ebestel. Karout a rafemp kompren o c'homzoù dres er ster m'o deus o lavaret, ha kaout ar gerioù reizh evit reiñ da intent ervat ar gwirionezioù displeget ganto.

Emaomp eta o vont da gomz diwar-benn ar pezh a zo bet embannet ganto gant komzoù misterius. Da lavarout eo, ez oc'h-c'hwi, Tad peurbadel, Tad an Doue peurbadel unganet, ez oc'h unan hepken ha n'oc'h ket bet ganet, ez eus un Aotrou hepken, Jezuz Krist, bet ganet ac'hanoc'h-c'hwi a holl viskoazh, ha n'emañ ket da vezan laket e renk an doueed, pezh a vefe kontrol d'ar wirionez, na sellet evel pa ne vefe ket ganet ac'hanoc'h-c'hwi a zo un Doue hepken, na da vezañ anzavet evel pa vefe estreget an Doue gwirion ganet ac'hanoc'h-c'hwi, gwir Doue, gwir Dad. Roit dimp eta gerioù spis, sklerijenn evit kompren, troioù-lavar kenedus, fealded e-keñver gwirionez. Grit ma lavarimp dres pezh a gredomp. Ha peogwir hon eus anavezet dre ar brofeded hag an ebestel ez oc'h-c'hwi Tad, an Doue nemetañ, ha Jezuz Krist an Aotrou nemetañ, roit dimp ar c'hras a-enep an disivouderien a nac'h kement-se, d'ho meuliñ bremañ evel Doue, nann Doue e-unan-penn, ha da embann eo ho Mab, Doue ivez, hep fazi ebet .

PEBEILGANENN l Yn 4,2b-3a.6c.15

P/ Kement spered a ziskler ez eo deuet Jezuz Krist en ur c'horf, a zo eus Doue, ha kement spered n'anzav ket Jezuz n'eo

D’an Deiz 17 a viz genver 1135

ket eus Doue. * Gant se ec'h anavezomp ar spered a wirionez diouzh ar spered a fazi.

U/ An neb a ziskler : "Jezuz a zo Mab Doue", e chom Doue ennañ hag eñ en Doue. * Gant se ...

Pedenn

Doueelezh ho Mab, Aotrou Doue, bet diskleriet gant nerzh hep fallaat gant an eskob sant Hilarius, plijet ganeoc'h ober deomp he c'hompren evel ma-z eo dleet, hag hec'h anzav a wir galon. Dre hon Aotrou ...

D'an deiz 17 a viz genver

SANT ANTON (Antonius), ABADMemor

Tad illur ar venec'h a voe ganet en Egipt war-dro ar bloaz 250. Goude ma voe marvet e dud e rannas e vadoù etre ar beorien, hag en em dennas d'ar gouelec'h, hag eno e krogas da ren ur vuhez a binijenn. Bez' en devoe kalz a ziskibien ; labourat a reas evit an Iliz, en ur harpañ kofesored ar feiz e-kerzh gwallgaserezh Diokletianus, hag en ur sikour sant Atanazios a-enep an Ariaded. Mervel a reas er bloaz 356.

Eurioù boutin ar sent : evit al leaned, 1632.

EIL LENNADENN

Tennet eus Buhez sant Anton

skridaozet gant sant Atanazios eskob

(Cap.2-4 : PG 26,842-846)

Galvedigezh sant Anton

Pa oa marvet e dud digantañ e oa chomet Anton e-unan-penn gant ur c'hoar hepken, hag hi yaouank-flamm. Pa oa en oad a driwec'h pe ugent vloaz e reas eta war-dro an tiegezh ha war-dro e c'hoar.

Ne oa ket tremenet c'hoazh c'hwec'h miz goude marv e dud, ha setu m'edo ur sulvezh bennak o vont d'an oferenn, hag e soñje outañ e-unan perak o devoa an Ebestel dilezet pep tra evit mont da heul hor Salver ; ha soñjal a rae ivez en dud-se a gomzer anezho e levr Oberoù an Ebestel, a werzhe o madoù hag a lakae

1136 D’an Deiz 17 a viz Genver

arc'hant ar werzh e-harz treid an Ebestel, da vezañ lodennet etre an ezhommeien. Soñjal a rae c'hoazh en digoll miret evito er baradoz. Tra m'edo ar soñjoù-se o troidellat dre e spered ec'h antreas en un iliz, hag en em gaout a reas eno dres d'ar c'houlz m'edod o lenn an Aviel, hag e klevas en doa hor Salver lavaret d'an den yaouank pinvidik : Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac'h eus, hag hen ro d'ar beorien ha neuze deus d'am heul, hag az po un teñzor en neñvoù.

Anton eta, evel pa vefe bet degaset dezhañ a-berzh Doue ar soñj eus ar sent, hag evel pa vefe bet en abeg dezhañ an hini e oa bet lennet se, a guitaas neuze an ofis santel ar buanañ ma c'hellas ; hag evit na rafe ket tud e gêriadenn droug dezhañ na d'e c'hoar e roas dezho an holl vadoù en devoa bet a-berzh e dud, (bez' e oa anezho tri c'hant pengennad frouezhus ha bourrus kenañ). Gwerzhañ a reas e holl vadoù annez, hag e rannas an arc'hant bras dastumet evel-se etre ar beorien. Un nebeudig hepken a lakaas a-gostez evit e c'hoar. Distreiñ a reas d'an iliz, hag e klevas an Aotrou lavarout en Aviel : Arabat deoc'h bezañ prederiet gant devezh-warc'hoazh. Neuze pa ne oa ket evit gouzañv e chomfe un dra bennak en dilerc'h, ez eas er-maez war e giz hag e roas ar peurrest d'ar re muiañ ezhommek. Fiziout a reas e c'hoar e gwerc'hezed leun a feiz anavezet gantañ, hag e lakaas anezhi en o c’houent da vezañ desavet eno. Hag eñ neuze dirak e di en em roas d'ar vuhez a binijenn, hag o kemer preder gantañ e-unan, e renas gant pasianted, ur vuhez kalet. Labourat a rae gant e zaouarn. e-unan ; rak klevet en devoa : An neb a zo dibreder, ne zle ket debriñ. Hag evel-se gant lod eus ar pezh a c'houneze e prene bara evitañ e-unan, hag e roe al lod all d'an dud ezhommek. Pediñ a rae alies dre m'en devoa desket e tleer pediñ en e bart e-unan hep ehan ; ha ken aketus e oa da lenn ar Skritur-Sakr ma ne golle netra eus ar pezh a lenne, met ma talc'he soñj eus pep tra ; kement ha ken bihan ma talveze e vemor da c'houde da levrioù dezhañ. Holl dud ar vourc'h hag an dud a-zoare darempredet gantañ, o welout un den evel-se, a rae anezhañ ar mignon da Zoue, ha darnhen kare evel ur mab ha darn all evel ur breur.

D’an Deiz 20 a viz genver 1137

PEBEILGANENN Mzh 19,21; Luk 14,33b

P/ Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement a zo dit, ha ro se d'ar beorion, hag ez po un teñzor en neñvoù ; * Ha goude-se, deus hag heul ac'hanon.

U/ Kement hini ac'hanoc'h na zilez ket kement en deus ne c'hell ket bezañ diskibl din-me. * Ha goude-se deus ...

Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi hag hoc'h eus roet d'an Abad sant Anton ar c'hras d'ho servijañ er gouelec'h dre ur vuhez dispar, grit dimp, gant sikour e bedennoù, en em nac'h hon-unan evit ho karout dalc'hmat dreist pep tra. Dre hon Aotrou ...

D'an deiz 20 a viz genver

SANT FABIAN (Fabianus), PAB HA MERZHER

Er bloaz 236 e voe anvet da eskob Roma ; er bloaz 250 e resevas kurunenn ar verzherinti, e deroù heskinadeg Dekius, evel m'eo testeniet gant sant Kiprian, ha beziet e voe e bered Kallistos.

Eurioû boutin ur merzher, 1501, pe ar bastored : evit ar pibion. 1525.

Da Eurlid al lennadenn

EIL LENNADENN

Tennet eus Lizher sant Kiprian, eskob ha merzher, hag hini Iliz Roma diwar-benn merzherinti sant Fabianus, pab.

(Ep.9,1 et 8,2-3: CSEL 3,488-489. 487-488)

Fabian o reiñ dimp ur skouer a feiz hag a nerzh-kalon

Goude bezan bet keloù eus marv ar pab Fabian e kasas sant Kiprian al lizher-mañ da veleien ha diagoned Roma

"Breudeur karet, n'hor boa klevet nemet doareoù diasur diwar-benn marv an den mat Fabian, va c'henvreur, ha ne ouie den ebet petra da soñjal ; met resevet em eus, eus ho perzh, ul lizher a zo bet degaset din gant an is-diagon Klemens, hag a roe da c'houzout din penn-da-benn ar pezh a selle ouzh e varv glorius. Ha karget e

1138 D’an Deiz 20 a viz genver

voen a levenez dre m'en devoa klozet ivez e vuhez en un doare enorus-meurbet, goude bezañ graet e garg en ur stumm disi a-grenn. Dre se e ran deoc'h va gwellañ gourc'hemennoù o vezañ ma-z enorit e vemor gant un testeni ken kaer ha ken enorus ; en ur reiñ dimp, eus ho perzh, da c'houzout an eñvor glorius hoc'h eus eus hoc'h eskob, hag en ur reiñ dimp ivez ur skouer a feiz hag a nerzh-kalon. Rak mar deo drouklamm un eskob un dra noazus, hag o tougen da gouezhañ ar re a zo d'e heul, talvoudusoc'h a-se avat ha salvus, gwelout un eskob o 'n em reiñ d'e vreudeur evel ur skouer da. heuliañ, dre e feiz divrall". Evel ma seblant, kent n'he dije bet Iliz Roma resevet al lizher-se, he devoa kaset hec’h-unan da Iliz Kartada an testent eus e fealded e kerzh an heskinadeg :

"Derc'hel a ra kalonek an Iliz er feiz. Bez' ez eus koulskoude darn, kroget spont enno, daoust pe dre ma oant tud a renk uhel, pe daoust m'o devoa kemeret aon rak an dud pa oant bet tapet, hag a zo kouezhet ; met kaer o deus bezañ dispartiet diouzhimp, n'hon eus ket o dilezet ; er c'hontrol o aliet hon eus, hag o aliañ a reomp da ober pinijenn, ma c'hellfent kaout ar pardon digant an Hini a c'hell reiñ dezho ar pardon-se, ha betek-gouzout na zeufent da vezañ gwashoc'h mar befent dilezet ganeomp.

Gwelout a rit eta , breudeur, e tleit c'hwi ivez ober kement all evit ma teuio zoken ar re a zo kouezhet, ur wech m'ho po roet kennerzh dezho gant hoc'h alioù, da anzav ar feiz ma tegouezhfe ganto bezañ tapet adarre, en doare ma c'hellfent rapariñ o fazi kentañ. Met bez' ez eus traoù all o sellout ouzhoc'h hag a verkomp amañ c'hoazh : ma tegouezhfe gant ar re o deus bet lamm e kerzh, an amprouadur, kouezhañ klañv, hag ober pinijenn evit an taol o deus graet, ha goulenn dont en-dro e kumuniezh an Iliz, eo dleet reiñ skoazell dezho : intañvezed, tud reuzeudik dibourvez, tud bet toullbac'het, tud bet laket er-maez eus o zi. Ar re-se a dra sur, a zle kaout tud da soursial outo. Ar gatekizidi ivez hag a gouezh klañv endeo n'eo ket mat e vefent desevet, dleet eo reiñ sikour dezho.

Ho preudeur hag a zo er chadennoù, ar veleien, an Iliz a-bezh hag a zo oc'h ober gwardoniezh gant ar brasañ evezh evit ar re

D’an Deiz 20 a viz Genver 1139

holl a c’halv anv an Aotrou, ho salud. Met ni ivez a c'houlenn ouzhoc'h kaout soñj ac'hanomp diouzh ho tu".

.

PEBEILGANENN Flp 1,23b; 3,8b; 1,21; 2,17

P/ C'hoant em eus da vont kuit ac'hann ha bezañ gant ar C'hrist ; pep tra a sellan evel ur c'holl, hag a sellan evel lastez evit gallout gounit ar C'hrist. * Evidon-me bevañ eo ar Christ, ha mervel ur gounid.

U/ Ha zoken mar dle va gwad bezañ skuilhet da brofadenn e sakrifis-lid evit ho feiz, em eus levenez, ha levenez ganeoc'h-holl. * Evidon-me ...

Pedenn

Aotrou Doue, gloar ho peleion, grit, ni ho ped, dre bedenn sant Fabian, ho merzher, ma-z aimp war-raok eveltañ o kemer perzh er feiz hag o sentiñ evel ma tere. Dre hon Aotrou ...

D'an deiz-se ivez 20 a viz Genver

SANT SEBASTIAN, MERZHER

E Roma e varvas evel merzher e deroù heskinadeg Diokletianus. E vez, hag a zo war Via Appia "ad Catacumbas", a zo bet enoret abaoe an amzerioù pellañ gant an dud fidel.

Eurioù boutin ur merzher, 1501.

Da Eurlid al lennadenn

EIL LENNADENN

Eus Displegadur sant Ambrosius eskob,

war ar salm kant triwec'h

(Cap.20,43-45 CSEL 62,466-468)

Testeni feal d'ar C'hrist

A-dreuz kalz a drubuilhoù e rankomp antren e rouantelezh Doue. Mar bez kalz a heskinerezhioù e vo kalz a amprouadurioù; e-lec'h ma vez kalz a gurunennoù e vez kalz a c’hourenadegoù. Un dra dalvoudus eo dit kaout kalz a heskinerien, rak e-kreiz

1140 D’an Deiz 20 a viz Genver

gwallgaserezh niverus e vez aesoc'h dit kaout an tu da c'hounit ur gurunenn. Kemeromp skouer ar merzher sant Sebastian, a reomp hiziv gouel e c'hinivelezh d'ar baradoz.

Genidik e oa ac'halenn, eus Milano. Marteze e oa aet an heskiner kuit ac'halenn, pe ne oa ket en em gavet c'hoazh er c'hornad-man, pe marteze c'hoazh e oa didaer a-walc'h. Gwelout a reas Sebastian ne oa ket amañ a stourmad, pe e oa ur stourmad gwan a-walc'h. Petra 'reas ? Mont da Roma. Eno, abalamour d'ar gred evit ar feiz, edo gwallgaserezh oc'h ober reuz. Eno e c'houzañvas Sebastian ar marv, da lavarout eo, eno e resevas e gurunenn. Setu penaos eno, e-lec'h ma oa deuet da chom evel ostiziad tremeniat, en deus savet teltenn e zivarvelezh peurbadus. Mar ne vije bet nemet un heskiner hepken ne vije ket bet sur mat kurunennet ar merzher-mañ.

Met gwashoc'h a zo. Bez' ez eus estreget heskinerien hag a weler ; bez' ez eus ivez darn ha na weler ket hag a zo kalz niverusoc'h. Ur roue hepken, un heskiner anezhañ, a c'hell kas e urzhioù da galz da ober gwallgaserezh, hag e pep kêr hag e pep rannvro e oa kalz a wallgaserien. Evel-se ivez emañ kont gant an diaou1 : kalz eus e vinistred a gas d'ober gwallgaserezh, n'eo ket hepken a-ziavaez met ivez a-ziabarzh, en ene pep den.

Diwar-benn ar seurt heskinerezh ez eus bet lavaret : An holl dud hag o devo c'hoant da vevañ gant relijion, e Jezuz Krist, a vo heskinet. An holl, emezañ, hep lakaat hini er-maez. Piv evit gwir a c'hellfe bezañ en gortoz da chom er-maez, p'en deus an Aotrou e-unan pleget da c'houzañv amprouadur ha gwallgaserezh ?

Na pegen niverus ez int bemdez e-kuzh merzherien ar C'hrist, hag a anzav eo Jezuz an Aotrou ! Ar seurt merzherinti a zo anavezet gant an Abostol, hag ivez an testeni feal roet d'ar C'hrist pa lavar : Honnezh eo hor gloar ha testeni hor c'houstiañs.

PEBEILGANENN

P/ Ar sant-mañ en deus stourmet evit lezenn e Zoue betek ar marv, ha n'en deus ket bet aon rak komzoù an dud difeiz. * Rak diazezet e oa war ur roc'hell start.

D’an Deiz 21 a viz Genver 1141

U/ Hemañ eo a reas fae war vuhez ar bed hag a dizhas en em gaout e rouantelezh an neñv. * Rak diazezet ...

Pedenn

Roit dimp, ni ho ped, Aotrou Doue, ar spered a nerzh evit ma c'hellimp deskiñ, hervez skouer c'hlorius ho merzher sant Sebastian, sentiñ ouzhoc'h-c'hwi kentoc'h eget ouzh an dud. Dre hon Aotrou ...

D'an 21 a viz GenverSANTEZ AGNEZ, GWERC'HEZ HA MERZHEREZ(Kounaidigezh)

En eil hanterenn an III-de kantved, pe gentoc'h deroù ar IV-re, e varvas Agnez, merzherez e Roma. Ar pab Damaz a savas ur c'hantik da gaeraat he bez, ha kalz a Dadoù an Iliz, war-lerc'h sant Ambrosius, a ganas he meuleudioù.

Diouzh eurioù boutin ur merzher, 1501, pe, re ar gwerc'hezed, 1565.

Da Eur-lid al lennadenn

MEULGAN (Ton kantikoù Kemper niv.103)

Entanet ma oa gant karantez Doue Igne divini radians amoris

Agnez a drec'has war he natur a blac'h, corporis sexum superavit Agnes

war ardoù. ar c'horf he deus atav trec'het et super carnem potuere carnis

evit he glanded. claustra pudicae.

Eus lez an Aotrou, an armeoù illur Spiritum celsae capiunt cohortes

a-us d'ar stered, a zoug he spered pur; candidum, caeli super astra tollunt;

gant ar gwir bried dimezet ar plac'hig: iungitur Sponsi thalamis pudica

dimez gwenvidik sonsa beatis.

Ouzh hor planedenn Gwerc'hez ho pet truez Virgo nunc nostrae miserere sortis

hag ouzh kement den a bleustr ho liderezh, et tuum quiquis celebrat tropaeum

grit ma c'houlenno pardon eus e bec'hed impetret sibi veniam reatus

'vit bezañ salvet. atque salutem.

Lakait 'n hon c'heñver da vezañ hegarat Redde pacatum populo precanti

priñs meur an neñvoù, ha mestr bras an douar, principem caeli dominumque terrae

ma roio dimp-ni amzervezhioù a beoc'h donet ut pacem pius et quietae

ur vuhez siouloc'h. tempora vitae.

1142 D’an Deiz 21 a viz Genver

Gant meuleudioù lidomp an Oan lazhet, Laudibus mitem celebramus Agnum,

he deus an Oanez dibabet da bried, casta quem sponsum sibi legit Agnes,

an Hini a ren holl stered an neñvoù astra qui caeli moderatur atue

a ren an holl draoù. Amen. cuncta gubernat. Amen.

EIL LENNADENN

Eus Kelenn-skrid sent Ambrosius eskob, De virginibus

(Lib. L, cap. 2. 5.7-9 : PL16 (edit.1845), 189-191)

Dic'houest da c'houzañv poan, met darev da c'hounit an trec'h

Hiziv gouel ginivelezh ur werc'hez er baradoz: kemeromp skouer war he glanded; gouel ur verzherez: kinnigomp aberzhoù; gouel santez Oanez eo. Hervez, e voe merzheriet d'he daouzek vloaz. Pebezh krizder argarzhus dizamant d'hec'h oad, pe gentoc'h pebezh feiz nerzhus testeniet d'an oad-se. Daoust ha plas e oa d'ur gouli er c'horfig munut? Hogen ma ne oa ket plas evit un taol-kleze, he doa peadra da drec'hiñ warnañ. Merc'hed an oad-se ne c'hellont ket zoken gouzañv selloù du o zud, ha boas int da ouelañ pa vezont piket gant un nadoz evel pa vefe gloazioù don. Agnez avat a chom difrom etre daouarn gwadek ar vourevien ; chom a ra diflach pa sacher kriz ar chadennoù o wigourat. Kinnig a ra he c'horf a-bezh da gleze ar soudard fuloret. Ne oar ket petra eo mervel, met prest eo. M'he c'haser d'an aoterioù pagan en desped dezhi, ec'h astenn he daouarn war-zu ar C'hrist e-kreiz an tan, hag e-kreiz an tanioù disakr end-eeun e ra arouez klodus ar C'hrist trec'hour. Sed ma astenn he gouzoug hag he daouarn a-dreuz ar chadennoù, met ne c'hell chadenn ebet klozañ izili ken munut. Daoust hag ur seurt nevez a verzherinti e vefe ? N'emañ ket e stad da c'houzañv, ha prest eo da c'hounit an trec'h. N'eo ket mat da stourm, hag hi o c'hounit diboan ar gurunenn. Reiñ a ra ur skouer a nerzh-kalon, daoust ma oa hec'h oad a-enep da se. N'he dije ket redet ur wreg nevez d'he c'hambr-eured evel ma reas ar werc'hez-mañ etrezek lec'h he boureviadur, leun a levenez dre m'he doa bet he mennad, skañv he bale, kempennet he fenn n'eo ket gant blev rodellet met gant ar C'hrist ; hag o kaout evel kurunenn n'eo ket bleunioù met he vertuzioù.

D’an Deiz 21 a viz Genver 1143

An holl o ouelañ, hi avat hep daeroù. Kalz souezhet gant dilez ken aes he buhez a-boan tañvaet, evel p'he defe he bevet holl. Batet an holl ganti dija tost da Zoue, pa ne c'helle ket d'hec'h oad bezañ mestrez dezhi . Kement a reas avat, ma voe ret krediñ en he zesteni diwar-benn Doue, ha pa ne vije ket bet kredet c'hoazh diwar-benn den ebet. Rak pezh a zo a-us da nerzh an natur, a zeu, anat, eus Krouer an natur. Nag a c'hourdrouz gant ar bourev d''he spontañ, nag a gamambre evit dont a-benn anezhi, nag a dud oc'h ober promesaoù evit ma-z asantje dimeziñ ganto ! Met hi a lavar : "Un dismegañs e-kenver va fried eo daleañ pa-z eo sur da blijout din. An hini a zo bet da gentañ ouzh va dibab, Eñ am degemero. Perak daleañ, bourev ? Ra steuzio ar c'horf-mañ a c'hell bezañ karet gant selloù a nac'han". En he sav, e pedas ha plegañ he chouk. Neuze ho pefe gwelet ar bourev strafuilhet oc'h argilañ evel pa vefe eñ an hini kondaonet ; ha dorn al lazher o krenañ, hag e zremm o koll he liv en abeg da riskl unan all, pa n'he devoa ar plac'h yaouank tamm aon ebet eviti hec'h-unan. Setu dirazoc'h en un aberzhad div verzherinti : hini ar c'hlanded, hag hini ar feiz. Gwerc'hez e chomas-hi, ha gounit kurunenn ar verzherinti.

PEBEILGANENN

P/ Lidomp gouel Oanez eürus, hag eñvoromp he fasion ; * En he yaouankiz e kollas he marv hag e kavas ar vuhez.

U/ Rak ne garas nemet Krouer ar vuhez. * En he yaouankiz ... Klod d'an Tad ... Lidomp ...

Meullidoù-beure

MEULGAN

Agnez, ar werc'hez gwenvidik Agnes beatae virginis

ganet ez eo en ur zaskor natalis est, quo spiritum

d'an neñvoù he spered dleet, caelo refudit devitum,

gant prof he gwad m'eo bet sakret. pio sacrata sanguine.

Darev 'oa d'ar verzherinti Matura martyrio fuit

kent bout darev d'an dimeziñ; matura nondum nuptiis ;

d'hec'h eured 'mañ 'vont, a soñjed prodire quis nuptum putet,

laouen he dremm diouzh he gwelet. sic laeta vultu ducitur.

1144 D’an Deiz 21 a viz Genver

D'azeuliñ ar fals-doueed Aras nefandi numinis

en he redier dre an tan ; adolere taedis cogitur;

"N'eo ket, emezi, gant seurt tan respondet: «Haud tales faces

e tap ar C'hrist ar gwerc'hezed. sumpsere Christi virgines.

"Ho tantad-c'hwi a voug ar feiz, hic ignis extinguit fidem,

ar flamm-se a lazh ar gouloù haec flamma lumen eripit;

skoit, skoit, ma vougin-me, hic, hic ferte, ut profluo

gant red va gwad, ar seurt tanioù». cruore restinguam focos».

Na kaerat trec'hlid pa voe skoet ! Percussa quam pompam tulit!

Ouzh en em bakañ en he sae Nam veste se totam tegens,

e kouezh d'an douar daoulinet terram genu flexo petit

en ul lamm leun a elevez. lapsu verecundo cadens.

Jezuz, deoc’h-c'hwi ra vezo gloar, Iesu, tibi sit gloria,

c’hwi bet ganet eus ur werc'hez, qui natus es de Virgine,

gant an Tad hag ar Spered Glan, cum Patre et almo Spiritu,

a holl viskoazh da virviken. Amen. in sempiterna saecula.

Ant. 1 En arrez en deus va Aotrou Jezuz Krist roet din-me ur walenn-viz, hag evel ur wreg nevez en deus va bravaet gant ur gurunenn.

Songanoù ha meulganoù Deiz-an-Aotrou er 1-an sizhun, 599

Ant. 2 Dimezet ez on gant an Hini emañ an Aelez en e servij hag a chom heol ha loar da estlammiñ ouzh e gened.

Ant. 3 Kemerit levenez ganin-me ha grit din ho kourc'hemennoù, rak a-unan gant an holl sent em eus resevet an tronioù lugernus.

LENNADENN VERR 2 Kor 1,3-5

Ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist, Tad an trugarezioù ha Doue pep frealzidigezh, eñ hag a ro frealz dimp en hon holl drubuilhoù, evit ma c'hellimp ni ivez, dre ar frealzidigezh a resevomp hon-unan digant Doue, frealziñ ar re all e kement trubuilh m'en em gavont ennañ. Evel ma-z eo bras al lod hon eus e poanioù ar C'hrist, evel-se dre ar C'hrist ez eo bras ivez hor frealzidigezh.

D’an Deiz 21 a viz Genver 1145

PEBEILGANENN VERR

P/ He c'hreñvaat a raio * Doue gant e zremm. He c'hreñvaat ...

U/ Doue o chom en e greiz, ne vezo ket distroadet. * Doue gant e zremm. Klod d'an Tad ... He c'hreñvaat a raio.

Gant lid-kan Zakaria, ant. Setu, ar pezh am eus c'hoantaet, a welan bremañ ; ar pezh am eus esperet, a zalc'han bremañ ; unanet ez on en neñvoù gant an hini am boa karet gant va holl nerzh, p'edon war an douar.

Pedenn

Aotrou Doue hollc'halloudek ha peurbadel, c'hwi hag a zibab reoù zinerzh ar bed evit izelaat ar reoù c'halloudusañ, selaouit gant madelezh hor pedennoù : p'emaomp hiziv oc'h ober gouel ginivelezh santez Agnez da c'hloar ar baradoz, roit dimp ar c'hras da heuliañ skouer he dalc'husted er feiz. Dre hon Aotrou ...

D'ar Pardaezlid

MEULGAN : Agnez ..., evel d'ar Meullidoù-beure. 1143.

Ant. 1 Gwerc'hez ar C'hrist n'eo ket trubuilhet gant gourdrouzoù, na touellet gant komzoù flour.

Songanoù ha lidkan, eus Eurioù boutin ur merzher 1515.

Ant. 2 Dezhañ hepmuiken e viran va feiz, ennañ hepken en em fizian gant va holl nerzh.

Ant. 3 Ho pennigañ a ran, Tad an Aotrou Jezuz Krist dre m'hoc'h eus roet an trec'h din-me ho servijerez dre ho Mab.

LENNADENN VERR 1 Pêr 4,13-14

Va re garet, e kement ha m'hoc'h eus perzh e poanioù ar C'hrist, bezit laouen, rak en deiz m'en em ziskulio e c'hloar, e viot karget a levenez hag a joa. Mar bezit dismegañset en abeg da anv Jezuz,

eürus oc'h, rak warnoc'h emañ o repoziñ ar Spered a c'hloar, Spered Doue.

1146 D’an Deiz 22 a viz Genver

PEBEILGANENN VERR

P/. He dibabet en deus Doue * Hag he dibabet en a-raok. He dibabet ...

U/. En e deltenn en deus he lakaet d'ober hec'h annez. * Hag he dibabet en a-araok. Klod d'an Tad ... He dibabet en deus ...

Gant lidkan Mari, ant. Santez Agnez, he daouarn astennet ganti, a bede : C'hwi, Tad santel, a bedan ; setu ma teuan davedoc'h-c'hwi am eus karet, am eus klasket, am eus bepred c'hoantaet.

Pedenn, evel d'ar Meullidoù-beure.

D'an 22 a viz genver

SANT VISANT, DIAGON HA MERZHER

Visant, diagon Iliz Saragosa, goude bezañ gouzañvet poanioù kriz, e-kerzh heskinadeg Diokletianus e Valensia Spagn, a varvas merzher. Kerkent ez en em skignas ar c'hehelerezh anezhañ dre an Iliz a-bezh.

Diouzh Eurioù boutin ur merzher, 1501.

Da eurd al lennadenn

EIL LENNADENN

Eus Sarmonioù sant Augustinus, Eskob

Sermo 276,1-2 : PL 38,1256

Visant a c'hounezas an trec'h dre an Hini en deus trec'het ar bed

Roet ez eus bet deoc'h, n'eo ket hepken ar c'hras da gredin en Aotrou Krist, met ivez da c'houzañv poan evitañ.

An diagon Visant en devoa resevet an eil tra hag egile ; o resevet en devoa, ha bez' en devoa anezho. Gwir eo, mar n'en dije ket resevet, petra en dije bet ? Bez' en devoa fiziañs pa gomze, pasianted en devoa evit gouzañv.

Arabat eo da zen ebet kontañ re war e galon e-unan, pa vez o komz. Arabat da zen ebet fiziout re en e nerzh e-unan, pa vez o

D’an Deiz 22 a viz Genver 1147

c'houzañv temptadur. Rak, diouzh un tu, evit lavarout komzoù mat gant furnez, hon eus ezhomm eus an Hini a zo hor Furnez ; ha diouzh an tu all ivez, evit gouzañv an drougoù gant kalon, hon eus ezhomm eus an Hini a zeu hor pasianted digantañ.

Ho pezet soñj eus an Aotrou Krist oc'h aliañ e ziskibien en e Aviel. Ho pezet soñj eus Roue ar verzherien, o pourchas d'e vagadoù-stourm, armoù ar spered, tiskouez brezelioù, o pourveziñ sikourioù dezho, rak, goude bezañ lavaret d'e ziskibien : Er bed-mañ e viot gwallgaset, e lavar dezho evit o c'hennerzhañ hag o dispontañ : Met ho pet fiziañs, me am eus trec'het war ar bed.

Penaos e c'hellfemp-ni bezañ souezhet, va breudeur karet, o welout Visant o trec'hiñ, gant nerzh an Hini en deus trec'het war ar bed ? Er bed-mañ, emezañ, e viot gwasket : met mar gall ar bed gwaskañ ne c'hell ket ho flastrañ. En daou stumm e stourm ar bed a-enep diskibien ar C'hrist : oc'h ober kamambre evit touellañ, dre o spontañ evit o digalonekaat. Arabat d'hor plijadur hon-unan hor chadennañ, arabat da grizder ar re all hor spontañ, ha neuze setu trec’het ar bed. D'an div ode-se e tered ar C'hrist, ha neuze ne vez ket trec’het ar C'hristen. Pa vo sellet ervat, e merzherinti Visant, ouzh pasianted an den, neuze e vez poan o krediñ ; met ma-z anavezer galloud Doue, neuze n'eus mui lec'h da vezañ souezhet. Ken bras krizder a rae e reuz war gorf ar merzher, ken bras sioulder a bare en e vouezh, ken bras garventez a waske e izili, ha ken bras surentez a gleved en e gomzoù, m'hor bije soñjet, daoust m'edo Visant e-unan o c'houzañv poan, ez eo unan all dilavar ha digomz eo a oad o voureviañ. Ya, e gwirionez, va breudeur, evel-se e oa ; tre evel-se an hini 'oa : unan all eo a gomze. Rak, kement-mañ en deus ar C'hrist prometet d'e destoù en e Aviel p'edo ouzh o frientiñ a-benn ar seurt stourmadoù ; kement-mañ en deus lavaret : Na soñjit ket en a-raok penaos ha petra da lavarout. Rak n'eo ket c'hwi a gomzo, met Spered ho Tad eo a gomzo ennoc'h. Ar c'horf eta a c'houzañve poan, ar Spered eo a gomze, ha gant ar Spered o komz, n'eo ket hepken an difeiz éo a veze tamallet, met ar sempladurezh eo a veze kennerzhet.

1148 D’an Deiz 24 a viz Genver

PEBEILGANENN VERR Kv. Yob 23,10.11 ; Flp 3, 8.10

P/ . Va amprouet en deus an Aotrou, evel an aour hag a dremen en tan ; heuliet o deus va zreid ar roudoù anezhañ ; * E hent am eus dalc'het gantañ, ha ne d-on ket bet tec'het diwarnañ.

U/. Pep tra am eus sellet evel ur c'holl, evit anaout ar C'hrist ha kaout perzh en e boanioù. * E hent ...

Pedenn

Aotrou Doue holIc1halloudek ha peurbadel, skuilhit ho spered ennomp gant madelezh, ma vo nerzhet hor c'halonoù gant ar garantez-se a reas d'hor merzher sant Visant harpañ en e holl dourmantoù. Dre hon Aotrou ...

D'ar 24 a viz genver

SANT FRANSEZ A SAL, ESKOB HA DOKTOR A'N ILIZ

Kounaidigezh

E Bro-Savoia er bloaz 1567, e voe ganet Frañsez a Sal. Goude bezañ bet beleget e labouras kalz da adsevel ar feiz katolik en e vro. Anvet da eskob Geneva ec'h en em ziskouezas evel ur gwir bastor e-keñver an dud a Iliz hag an dud fidel, hag e kelenne ar feiz dezho dre e skridoù ha dre e gomzoù, ouzh en em ober skouer an holl. Mervel a eure e Lion, d'an 28 a viz Kerzu 1622, met d'ar 24 a viz genver eo e voe beziet en Annesi.

Diouzh Eurioù boutin ar Bastored : evit Eskibion 1525, hag evit Doktored an Iliz 1552.

Eur-lid al lennadenn

EIL LENNADENN

Eus levr An nor d'ar vuhez deol,

gant sant Fransez a Sal, eskob

Lodenn 1, pennad.3

Meur a zoare e tle bezañ da bleustriñ war an deoliezh Pa grouas Doue ar plant e c'hourc'hemennas ma tougfe pep hini anezho he frouezh diouzh he seurt ; evel-se ivez e c'hourc'hemenn

D’an Deiz 24 a viz genver 1149

d'ar gristenien, hag a zo plant bev e Iliz, ma tougint frouezh a zevosion, pep hini hervez e renk, e stad a vuhez hag e c'halvedigezh.

An devosion a dle bezañ pleustret en ur feson gant an dijentil, hag en ur feson all gant neb a zo artizan, en ur feson all gant neb a zo servijer pe servijerez, en ur feson all gant neb a zo mestr pe vestrez, er feson-mañ gant neb a zo er briedelezh hag er feson hont gant neb n'emañ ket. Hag ouzhpenn, ret eo reizhañ an oberoù a zevosion diouzh nerzh, diouzh aferioù ha diouzh deverioù pep unan. Lavarit din, va Filotea, hag-eñ e ve dereat ouzh an eskibien bevañ en distro, evel ar Chartouzidi ? Ha ma ne fellfe ket d'ar re a zo er briedelezh dastum danvez mui get ar Gabusined, ma fellfe d' un artizan chom e-pad an deiz en iliz evel ar relijiuzed, pe er c'hontrol, ma teufe ur relijiuz, hervez skouer un eskob, da sammañ warnañ ar riskloù hag ar c'hudennoù stag ouzh soursi an nesañ, ha ne ve ket hounnezh un devosion amzere, hag un devosion direizh ha kasaus ? Ar fazi hag an direizhder-se a vez gwelet alies-alies koulskoude. Nann, Filotea, n'eus netra wazh eus an devosion ; kent-se pep tra a zo well anezhi, gant ma vo un devosion gwirion ha leal ; ha mar mir a-wechoù ouzh unan bennak na rafe e zever hag e servij hervez e c'halvedigezh hag e stad, a dra sur, nemet ur fals devosion ne deo ken.

Ar wenanenn a denn he mel eus ar bleunioù hep noazout outo, ouzh o lezel en o fezh ha fresk evel ma-z int bet kavet ganti. Met ar gwir zevosion a ra c'hoazh gwell, rak ouzhpenn na noaz ouzh neb seurt stad nag ouzh neb seurt afer, e teu zoken d'o rentañ kaeroc'h ha plijusoc'h. Pep seurt mein prizius, p'int bet taolet er mel, a lugern hag a sked mui a se, pep unan en e liv. Evel-se ivez e teu pep den da vezañ gwelloc'h hag amc'hrausoc'h en e stad a vuhez p'en ém ro d'an devosion. Peoc'husoc'h a se e teu preder an tiegezh ; lealoc'h ar garantez etre ar priedoù ; servijet e vez ar mestr gant mui a fealded ; aesoc'h ha dousoc'h a se e vez kavet kement seurt labour a zo.

Ur fazi ez eo, ha zoken un herezi, forbannañ ar vuhez devot eus a-douez ar soudarded, eus a stalioù ar vicherourien, eus palez ar

1150 D’an Deiz 25 a viz Genver

briñsed, eus a-douez an dud dimezet. Gwir eo, Filotea garet, ne c'heller ket er stadoù-se, pe er micherioù-se, pleustriñ war un devosion ha na vefe nemet ur vuhez a bedenn, ur vuhez o tereout ouzh menec'h ha relijiuzed hepken ; met en tu-hont d'an holl stummoù-se ez eus kalz a zevosionoù all hag a zo tre diouzh doare ar re a zo o vevañ er bed, evit o sikour d'en em santelaat.

E pelec'h bennak m'en em gavomp e c'hellomp hag e tleomp lakaat hor poan da dizhout ar vuhez devot ha parfet.

PEBEILGANENN Efz 4,32 - 5,1 ; Mzh 11,29ab

P/. Bezit madelezhus, trugarezus an eil e-keñver egile, pardonit an eil d'egile evel m'en deus Doue ivez pardonet deoc'h-c'hwi er C'hrist. * Kemerit skouer war Zoue, evel e vugale muiañ -karet.

U/. Kemerit warnoc'h va yev ha deskit diganin ez on dous hag izelek a galon. * Kemerit ...

Pedenn

Aotrou Doue, evit silvidigezh hon eneoù ez eus bet fellet deoc'h e vefe an eskob sant Frañsez holl d'an holl, grit dimp en ho madelezh, kemerout skouer warnañ evit diskouez dalc'hmat douster ha karantez e servij hor breudeur. Dre hon Aotrou ...

D'ar 25 a viz genver

SANT PAOL GOUNEZET D'AR FEIZ KRISTEN

Gouel

D'al Lid-galvadenn

Ant. Meulomp hon Doue da geñver gounezidigezh Abostol ar Baganed d'ar Feiz.

Songan al lidgalvadenn evel el lodenn voutin, 565.

D'an deiz 25 a viz genver 1151

MEULGAN

Ni, sammet gant pouez hon drougoù Pressi malorum pondere

a zeu d'ho kaout, Paol, a galon, tu, Paule, adimus supplices,

c'hwi a roy dimp brokus, eus krec'h qui certa largus desuper

frouezh asur ar silvidigezh. dabis salutis pignora.

Rak, broudet gant an nerzh santel Nam, tu beato cocitus

a zeu diwar karantez Doue, divini amoris impetu,

oc'h deut da vezañ difenner quos insecutor oderas,

ar re a wallgasec'h gant kas. defensor inde amplecteris.

Arabat deoc'h-c'hwi disoñjal Amoris, eia, pristini

ho karantez kaer a wechall, ne sis, precamur, immemor,

dimp-ni dinerzh hag el langis et nos supernae languidos

adroit esperañs gras Doue. in spem reducas gratiae.

Diwar ho pedenn, ra vleunio Te deprecante floreat

karantez a ankoua an droug, ignara damni caritas,

na vez rouestlet gant neb tabut, quam nulla turbent iurgia

na gloazet gant fazi ebet. nec ullus error sauciet.

0! aberzh plijus-tre d'an neñv, O ! grata caelo victima,

gouloù ar baganed karet, te, lux amorque Gentium,

o! Paol, difenner glorius, o ! Paule, clarum vindicem,

ni ho koulenn 'vel alvokad. nos te patronum poscimus.

Meuleudi d'an Dreinded Santel, Laus Trinitati, cantica

kantikoù d'he c'hloar beurbadel, sint sempiternae gloriae,

ma roio dimp-ni kurunenn quae nos boni certaminis

an emgann mat en ho kichen. Amen. tecum coronet praemiis.

Ant. 1 Piv out-te, Aotrou ? Me eo Jezuz, an hini a heskinez ; start eo dit enebiñ ouzh ar broud.

Songanoù Eurioù boutin an Ebestel. 1462.

Ant.2 Kae, Ananniaz, ha klask Saoul, setu m’emañ o pediñ : rak ul lestr a zibab ez eo evidomp evit ma tougo va anv dirak ar broadoù, ar rouaned ha bugale Israel.

1152 D’an Deiz 25 a viz genver

Ant. 3 Paol oc'h antren er sinagogennoù a brezege Jezuz d'ar Yuzevien, en ur ziskleriañ e oa hennezh ar C'hrist.

U/. Trugarezus ha truezus eo an Aotrou.

R/. Hir-c'houzañvus ha leun a drugarez.

LENNADENN GENTAÑ

Diouzh Lizher sant Paol d'ar C’halated 1,11-24

Diskuliet en deus din e Vab ma prezegfen ar C’heloù-mat

En diskleriañ a ran deoc'h eta, breudeur, an Aviel am eus kemennet n'eo ket diouzh doare an den. Rak n'eo ket digant un den am eus resevet pe desket anezhañ, met dre ziskuliadur Jezuz Krist. Klevet hoc'h eus komz, sur mat, eus va doareoù a-wechall er Yuzeviezh, Pa vezen diouzh va gwashañ oc'h heskinañ Iliz Doue, o wastañ anezhi, ha pa-z aen war-raok er Yuzeviezh, muioc'h eget kalz eus va c'henvroiz a oad ganin, en ur zerc'hel taer da hengounioù va zadoù. Hogen, pa blijas d'an Hini en deus va laket a-gostez adalek korf va mamm, hag en deus va galvet dre e c'hras, diskuliañ din e Vab, evit ma prezegfen ar c'heloù mat anezhañ e-touez ar Broadoù, kerkent neuze, kuit da c'houlenn o ali digant ar c'hig hag ar gwad, kuit da bignat da Jeruzalem da gaout an ebestel a oa bet em raok, ec'h is da Arabia, ha goude-se e teuis c'hoazh en-dro da Zamask.

Tri bloavezh goude-se e savis da Jeruzalem da welout Kefa, hag e chomis pemzek deiz gantañ. Ne welis hini all ebet eus an ebestel, nemet hepken Jakez, breur an Aotrou. Evit ar pezh a skrivan amañ deoc'h, en touiñ a ran dirak Doue, ne lavaran gaou ebet. Goude-se ez on aet da vroioù Siria ha Kilikia ; met ne oan ket anavezet dre va dremm gant ilizoù Judea a zo er C'hrist; klevet hepken e veze ganto penaos an heskiner a-wechall a brezege bremañ ar feiz a glaske diskar diagent ; ha rentañ a raent gloar da Zoue abalamour din.

D'an deiz 25 a viz Genver 1153

PEBEILGANENN Gal 1,11b.12; 2Kor 11,10a.7b

P/, An Aviel am eus kemennet deoc'h n'eo ket diwar zorn an den ; * Rak n'eo ket digant un den eo am eus hen resevet pe hen desket, met diskuliet eo bet din gant Jezuz Krist.

U/, Ennon emañ gwirionez ar C'hrist, rak prezeget em eus deoc'h evit mann Aviel Doue. * Rak n'eo ket ...

EIL LENNADENN

Eus Hegelemadurioù sant Yann Grizostomos (Genou aour) Eskob Hom.2 de Laudibus" sancti Pauli : PG 50,477-480

Dre garantez evit Jezuz Krist e c'houzañvas Paol pep tra

Petra eo an den, pegen nobl eo hon natur, betek pe vertuz eo gouest ar c'hrouadur bev-se da vont ? Unan dreist an dud all en deus henn diskouezet : Paol. Bemdez e save uheloc'h, bemdez gredusoc'h, ha stourm a rae ouzh ar riskloù a gave war e hent, gant ur gred atav nevez, ha da verkañ kement-se e lavare : Ankounac'haat a ran ar pezh a zo war va lerc'h, hag en em astenn a ran etrezek ar pezh a zo dirazon ; hag eñ, o welout edo ar marv o c'hourdrouz kouezhañ warnañ, a vroude ar re all da gemer perzh en e levenez, ha da vezañ laouen o-unan : Bezit laouen, emezañ, ha kemerit perzh em levenez ; ha dirak ar riskloù, an dismegañsoù, ar c'hunujennoù a gave dirazañ e tride adarre hag e skrive da Gorintiz : En em blijout a ran er gwanderioù, en dismegañsoù, en heskinadegoù ; hag e lavare e oa an holl draoù-se armoù ar justis, en ur ziskouez e tastume ac'hano frouezh eus ar brasañ. Dre-se, p'en em gave e-kreiz pechoù e enebourien, e-kreiz youc'hadennoù a joa e teue a-benn da drec'hiñ war o holl argadennoù ; hag e pep lec'h, brevet a daolioù, sammet a zismegañsoù hag a vallozhioù, evel pa vije bet o ren trec'hlidoù, o vernian arouezioù-trec'h, e tride gant al levenez, e rente grasoù da Zoue, en ur lavarout : Bennozh da Zoue hag a ya an trec'h gantañ bep tro ennomp. Setu perak e rede d' an dichekadennoù ha d' an dismegañsoù; hag o gouzañv a rae abalamour d'e c'hred evit ar prezegerezh gant muioc'h a youl eget na redomp-ni war-lerc'h an enorioù. Muioc'h e c'hoantae ar marv eget na c'hortozomp ar vuhez ; muioc'h e c'hoantae ar baourentez eget ar binvidigezh, ha

1154 D’an Deiz 25 a viz Genver

gant muioc'h a dizh e klaske al labour eget ar re all an diskuizh war-lerc'h al labour. Un dra hepken a rae aon dezhañ hag hen lake da spontañ : pec'hiñ ouzh Doue. An dra-se nemetken, ha tra all ebet. Dre-se ne oa evitañ tra all ebet da c'hoantaat, estreget plijout bepred da Zoue.

Hag ar pezh a oa trec'h c'hoazh d'an holl draoù all a oa tañva karantez ar C'hrist. Gant ar garantez-se e kave dezhañ e oa eürusoc'h eget an, holl dud all ; hep ar garantez-se n'en doa c'hoant ebet da vezañ e kompagnunezh an aotrounez hag ar briñsed, met ganti e oa gwell gantañ bezañ an diwezhañ, ha zoken bezañ kentoc'h e-touez ar re ziwezhañ eget bezan hepti e-touez ar re vrasañ hag ar re uhelañ en enor. Hag hemañ a oa e vrasañ hag e iskisañ trubuilh : koll ar garantez-se. Kement-se a oa ar gehenn, ar boan nemeti, ur boureverezh divuzul ha dic’houzañvadus.

Met ivez tañva karantez ar C'hrist a oa pep tra evitañ : ar vuhez, ar bed, an Aelez, an traoù a-vremañ, an traoù da zont, ar rouantelezh, ar bromesa, madoù diniver. A-ziavaez da gement-se ne istime an traoù all, na trist na joaus. Eus an traoù a zo amañ, ne selle hini plijus na displijus.

Disprizout a rae an holl draoù a welomp, evel ma vez graet fae war geot aet brein. An diranted o-unan hag ar pobloù leun a fulor a brize evel pa vefent bet tammoù fubu. Ar marv, ar jahinerezh ha mil boureverezh all a selle evel c’hoarioù bugale, gant m'en dije un dra bennak da c’houzañv evit ar C'hrist.

PEBEILGANENN 1 Tim 1,13b-14; 1 Kor 15,9b

P/. Doue en deus bet trugarez ouzhin, o vezañ m'am boa graet an traoù-se dre ziouiziegezh, hep kaout c'hoazh ar feiz, * Met fonnus eo bet evidon gras hon Aotrou gant ar feiz hag ar garantez a zo er C'hrist Jezuz.

U/. N'on ket dellezek da vezañ anvet abostol, peogwir em eus heskinet Iliz Doue. * Met fonnus eo bet ...

MEULGAN C'hwi Doue a veulomp ... 568.

Pedenn, evel d'ar Meullidoù- heure.

D'an deiz 25 a viz Genver 1155

D'ar Meullidoù-heure

MEULGAN (ton hervez "Lavaromp ar chapeled")

Sant Paol, doktor dispar, deskit dimp-ni ar reizh vat,Doctor egregie, Paule, mores instrue,

klaskit hon dougen a spered betek an neñvoù, et mente polum nos transferre satage,

ken na vo roet ez leunoc'h pezh a zo peurvat, donec perfectum largiatur plenius,

ur wech skarzhet kuit ar pezh a zo diglok ennomp. evacuato quod ex parte gerimus.

Ra vezo gloar ha klod d'an Dreinded da virviken, Sit Trinitati sempiterna gloria,

enor ha galloud hag ivez laouenidigezh honor, potestas atque iubilatio,

en unded santel a zo ganti pep mestroni in unitate, cui manet imperium

adalek bremañ a-hed an holl beurbadelezh. Amen. et tunc et modo per aeterna saecula.

Ant. 1 Gouzout a ran e piv em eus lakaet va feiz, ha sur ez on eo gouest ar barner reizh da virout va fiziad a-benn an deiz-se.

Songanoù ha lidkan evel da Zeiz an Aotrou er sizhun gentañ, 599.

Ant.2 Trawalc'h eo dit va gras, Paol, rak er gwander eo en em ziskouez an nerzh.

Ant. 3 Gras Doue ennon-me n'eo ket bet difrouezh, met e c'hras a chom ganin dalc1hmat.

LENNADENN VERR Ob 26, 16b-18

Sed amañ evit petra ez on en em ziskouezet dit, evit da lakaat da servijer ha da dest eus ar weledigezh ac'h eus va gwelet enni, hag eus ar re en em ziskouezin c'hoazh ganto dit. Da ziwall a rin diouzh ar bobl ha diouzh ar baganed-se az kasan daveto da zigeriñ o daoulagad, d'o lakaat da zistreiñ diouzh an deñvalijenn d'ar sklerijenn, ha diouzh galloud Satan war-zu Doue, evit ma resevint ar pardon eus o fec'hedoù hag ul lod-hêrezh e-touez ar Sent, dre ar feiz ennon-me.

PEBEILGANENN VERR

P/.Ul lestr dibabet ez out-te, * Sant Paol abostol. Ul lestr ...

U/. Prezeger ar wirionez dre ar bed-holl. * Sant Paol abostol. Klod d'an Tad ... Ul lestr ...

Gant lidkan Zakaria, ant : Lidomp gounezadur an abostol sant Paol d'ar C'hrist, rak eus a handeer eo deuet da vezañ ul lestr dibabet.

1156 D’an Deiz 25 a viz Genver

ASPEDENNOU

Breudeur karet, p'hon eus resevet arrez an neñvoù dre an Ebestel, lavaromp bennozh d'hon Tad evit e holl zonezonoù, en ur sevel hor mouezhioù :

Kor an Ebestel ho meul, Aotrou Doue.

Meuleudi deoc'h, Aotrou Doue, evit pred ho korf hag ho kwad, degaset dimp dre an Ebestel,

--- hag a ro dimp nerzh ha buhez :

Kor an Ebestel ho meul, Aotrou Doue.

Evit pred ho Lavar, aozet dimp gant an Ebestel,

--- ma vez roet dimp sklerijenn ha levenez

Kor an Ebestel ho meul, Aotrou Doue.

Evit hoc'h Iliz santel, savet war ziazez an Ebestel,

--- e vezomp drezi unanet en ur memes korf

Kor an Ebestel ho meul, Aotrou Doue.

Evit gwalc'hadenn ar vadeziant hag ar binijenn fiziet en Ebestel,

--- e vezomp drezi gwalc'het eus hor pec'hedoù,

Kor an Ebestel ho meul, Aotrou Doue.

Hon Tad ...

Pedenn

Aotrou Doue, c'hwi hag hoc'h eus kelennet ar bed-holl gant prezegennoù an Abostol sant Paol, roit dimp ar c'hras, ni ho ped, pa lidomp an deiz ma voe gounezet d'ar feiz kristen, da gemerout skouer warnañ evit mont war-zu ennoc'h, ha bezañ er bed testoù d' ho kwirionez. Dre hon Aotrou ...

Da Eur kreiz an deiz

Songanoù an deiz-lid ma tegouezh ar gouel.

D'an Trede Eur

Ant. Va breur Paol, an Aotrou eo an hini am c'has davedout, Jezuz, hag a zo en em ziskouezet dit war an hent, evit ma weli adarre ha ma vi leuniet gant ar Spered Santel.

D'an deiz 25 a viz Genver 1157

LENNADENN VERR 1 Tim 1,12-13a

Trugarekaat a ran an Hini en deus roet nerzh din, ar C'hrist Jezuz hon Aotrou, dre m'en deus va c'havet dellezek a-walc'h eus e fiziañs evit va gervel d'e servijout, me hag a oa gwechall un drouk-peder, un heskiner, un dismegañser ; met Doue en deus bet trugarez ouzhin.

U/. Bezit laouen ha tridit gant ar joa, eme an Aotrou.

R/. Rak skrivet eo hoc'h anvioù en neñvoù.

D’ar C’hwec'hvet

Ant. P'edo Paol o vont hag o tostaat ouzh Damask, a-daol-trumm war greiz an deiz e luc'has en-dro dezhañ ur sklerijenn vras.

LENNADENN VERR 1 Tim 1,14-15

Fonnus eo bet evidon gras hon Aotrou, gant ar feiz hag ar garantez a zo er C'hrist Jezuz. Asur eo ar gomz-mañ ha dellezek da vezañ degemeret : ar C’hrist Jezuz a zo deuet er bed-mañ evit salviñ ar bec'herien, ez on-me ar c’hentañ anezho.

U/ Va lamp-me a enaouit, Aotrou Doue.

R/. Va Doue, sklerijennit va zeñvalijenn.

D'an Navet

Evit songanoù an derezioù, e-lec'h ar songan 125(126) e c'heller lavarout ar 12