11
Geriadur an dud a bluenn Pajenn 29 Anvioù a vanke el levr kentañ - A - AUDO, Gabriel Biel Aodoù (Bubri 29-05-1908/Persken 17-01-1983) Saver pezhioù-c'hoari. Mab da Loeiz Aodoù ha da Vari Bolay. Evel e vreur henañ ez eas Biel da Gloerdi bras Gwened hag e voe beleget d'an 08-07-1934. Tremen a reas bloaz e S.Teve evel rener skol a-raok bezañ kaset da Lannejenn da gure (1935). E deroù ar bloaz 1949 e voe anvet da berson Persken e-lec'h ma varvas 35 bloaz diwezhatoc'h. Sevel a reas un nebeud kanaouennoù hag ivez, er bloavezhioù 1950, pezhioù da vezañ c'hoariet gant tud e barrez. Lod eus ar re-mañ a zo bet moulet war an Doéré goude e varv. Kenlab.: DOER : Kanenn Bro Persken ; Er bed e chanj 47/1993 (kan En dén bouar ba'ti er médesinour Me moerebig 56/1995/2 - 31 (c'hoari). Dave.: DOER : 52/1994/15 ; S.R.Gwened 02/1983. - C - COLIN, Charles Justin Jean Charles Yustin Yann Kolin (Fontenay-aux-Roses (92260) 10-12- 1851/??) Ganet e oa bet Charlez Kolin e Fontenay- aux Roses (Bro-C'hall) e-lec'h ma oa e dad- kozh maer ar gumun. Mab e oa da Charlez Kolin ha da Irma Ujinia Deleine. Ober a reas e studi e Pariz hag e c'hounezas e zoktorelezh war ar vezegiezh, e 1877, gant un dezenn war skejadenn ar stomog. Kavout a reomp anezhañ e Kemper er bloaz 1898. Edo, er mare-se, pennvedisin war ar c'hleñvedoù-red evit pastelloù-bro Kemper ha Brieg. Mirout a reas ar garg-se betek 1921 da nebeutañ. Koll a reomp e roudoù goude-se ha n'hon eus ket kavet e anv war varilh mortuajoù Kemper eus 1921 da 1933. Levr : Ar mod da zioual kear euz ar c'hlenvejou stagus (dre an aotrou Colin medicin e Kemper) Kemper, e ti A.Jaouen, 1901, 16p. CREFF , Hervé Marie Herve Mari Kreñv Ar Beachour, Greff, Eguile (Gwikar 13-07-1896/Landerne 21-01-1990) N'hon eus ket kavet kalz a ditouroù diwar- benn Herve Greñv. Mab e oa da Wilherm Greñv ha da Frañseza Boderioù, labourerien-douar e Kerivin, e Gwikar. Dimeziñ a reas gant Anna-Vari Tomaz, e Gwikar, d'an 20 a viz Gwengolo 1926. War-lerc'h ar brezel e taolennas, er gelaouenn Kroaz Breiz, an doare-bevañ war ar maez, damdost da Landivizio, e deroù ar c'hantved-mañ. Kenlab.: KROB : Ar veilhadeg e Kerwenn, wardro ar bloavez 1900, 9/1949/11 Gwechall e Kerwenn... ha breman 26-27/1950/17. Dave. : Dielloù ti-kêr Gwikar.

Raoul Lukian, Anvioù a Vanke El Levr Kentañ

  • Upload
    melenig

  • View
    80

  • Download
    3

Embed Size (px)

Citation preview

Page 1: Raoul Lukian, Anvioù a Vanke El Levr Kentañ

Geriadur an dud a bluenn Pajenn 29

Anvioù a vanke el

levr kentañ

- A -

AUDO, Gabriel

Biel Aodoù (Bubri 29-05-1908/Persken 17-01-1983)

Saver pezhioù-c'hoari. Mab da Loeiz

Aodoù ha da Vari Bolay. Evel e vreur

henañ ez eas Biel da Gloerdi bras Gwened

hag e voe beleget d'an 08-07-1934. Tremen

a reas bloaz e S.Teve evel rener skol a-raok

bezañ kaset da Lannejenn da gure (1935). E

deroù ar bloaz 1949 e voe anvet da berson

Persken e-lec'h ma varvas 35 bloaz

diwezhatoc'h.

Sevel a reas un nebeud kanaouennoù hag

ivez, er bloavezhioù 1950, pezhioù da

vezañ c'hoariet gant tud e barrez. Lod eus ar

re-mañ a zo bet moulet war an Doéré goude

e varv.

Kenlab.: DOER : Kanenn Bro Persken ; Er bed e

chanj 47/1993 (kan

En dén bouar ba'ti er médesinour Me

moerebig 56/1995/2 - 31 (c'hoari).

Dave.: DOER : 52/1994/15 ; S.R.Gwened 02/1983.

- C -

COLIN, Charles Justin Jean

Charles Yustin Yann Kolin

(Fontenay-aux-Roses (92260) 10-12-

1851/??)

Ganet e oa bet Charlez Kolin e Fontenay-

aux Roses (Bro-C'hall) e-lec'h ma oa e dad-

kozh maer ar gumun. Mab e oa da Charlez

Kolin ha da Irma Ujinia Deleine.

Ober a reas e studi e Pariz hag e c'hounezas

e zoktorelezh war ar vezegiezh, e 1877,

gant un dezenn war skejadenn ar stomog.

Kavout a reomp anezhañ e Kemper er bloaz

1898. Edo, er mare-se, pennvedisin war ar

c'hleñvedoù-red evit pastelloù-bro Kemper

ha Brieg. Mirout a reas ar garg-se betek

1921 da nebeutañ.

Koll a reomp e roudoù goude-se ha n'hon

eus ket kavet e anv war varilh mortuajoù

Kemper eus 1921 da 1933.

Levr : Ar mod da zioual kear euz ar c'hlenvejou

stagus (dre an aotrou Colin medicin e

Kemper)

Kemper, e ti A.Jaouen, 1901, 16p.

CREFF , Hervé Marie

Herve Mari Kreñv Ar Beachour, Greff, Eguile

(Gwikar 13-07-1896/Landerne 21-01-1990)

N'hon eus ket kavet kalz a ditouroù diwar-

benn Herve Greñv. Mab e oa da Wilherm

Greñv ha da Frañseza Boderioù,

labourerien-douar e Kerivin, e Gwikar.

Dimeziñ a reas gant Anna-Vari Tomaz, e

Gwikar, d'an 20 a viz Gwengolo 1926.

War-lerc'h ar brezel e taolennas, er

gelaouenn Kroaz Breiz, an doare-bevañ war

ar maez, damdost da Landivizio, e deroù ar

c'hantved-mañ.

Kenlab.: KROB : Ar veilhadeg e Kerwenn, wardro

ar bloavez 1900, 9/1949/11 Gwechall e

Kerwenn... ha breman 26-27/1950/17.

Dave. : Dielloù ti-kêr Gwikar.

Page 2: Raoul Lukian, Anvioù a Vanke El Levr Kentañ

Geriadur an dud a bluenn Pajenn 30

- D -

DAHELLOU, Henri

Herri Daheloù

(XIVvet

kantved)

Adskriver en eskopti Kemper. Lezet en

deus ur frazenn diechu e brezhoneg-krenn

en ul levr savet e latin, diwar-benn reolenn

urzh Karmez, eilskrivet gantañ er bloaz

1360 : Nep na ra mat her dra guieli dezo.

Ar frazenn-se a zo bet kavet gant Anton

Tomaz e 1918. Posupl eo bet, a-drugarez

d'ur gavadenn all, graet gant Léon Fleuriot*

war-dro 1960, adsevel ar frazenn en he fezh

: Nep na ra mat her dra guel / dezouf beh

unan be fel. Da lavarout eo e brezhoneg

bremañ : Nep na ra mat endra c'hell /

Dezhañ e-unan eo fell.

Dave :

Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek; Chr.-J.

Guyonvarc'h: Le Catholicon de Jehan

Lagadeuc, Roazhon, 1975, p.LXXIX;

ABKE: Eost/1963/138; ECL :X/167 hag

XI/158.

DANIEL, André Yves Marie

Andrev Erwan Vari Daniel

Erwanig

(Lannuon 14-09-1902/Pariz (75017) 18-03-

1989)

Stourmer war an dachenn sevenadurel. Mab

e oa da Erwan Vari Daniel, eus Peurid-ar-

Roc'h, ha da Vari-Frañseza Person, eus

Benac'h, baraerien e Lannuon.

Tapet gantañ e vachelouriezh war ar

skiantoù e Lannuon ez eas da Ensavadur

Kimiezh Pariz, e 1924, e sell da vezañ

ijinour. Er skol-se an hini eo e reas

anaoudegezh gant Herve Mazhe* a zeuas da

vezañ e vignon hag e genstourmer e

Strollad Ar Vrezhonegerien (S.A.V.) e

Pariz. Pa voe krouet ar gelc'hgelaouenn Sav

(1936) e voe Andrev Daniel ar sekretour

hag ar merour anezhi adalek ar pempvet

niverenn (goañv 1937) betek ar fin

(nevezamzer 1944). Mont a reas reizh an

traoù betek ar brezel. Neuze e krogas ar

boliserien da heskinañ anezhañ, eñ hag e

vignoned. E miz Here 1939 e voe furchet-

difurchet e di hag e voe kaset gant ar

boliserien e holl levrioù brezhonek hag ivez

levrioù ar c'hontoù. E nevezamzer 1940 e

voe serret Kêr-Vreizh, ul lec'h krouet straed

Sant-Plasid e Pariz gant ar vrezhonegerien

evit o bodadegoù, ha lakaet ar sielloù war

an nor. War un dro e voe nac'het outo

kenderc'hel da embann Sav hag anv e oa da

"zastum" ar renerien, Mazhe ha Daniel, evit

serriñ anezho e-barzh ur c'hamp. Saveteet e

voent gant an arsav-brezel ha gallout a reas

ar gelaouenn bezañ moullet adarre.

War un dro e roe Andrev Deniel kentelioù

brezhonek e Kêr-Vreizh. Ar re-mañ, priziet-

bras, a zo bet moullet gantañ e 1942 ha

1944.

Labourat a reas a, Deniel, e-pad ar brezel,

evel ijinour-merour, e ti Vernol, en

Argenteuil (95100). N'ouzon ket re ar pezh

a reas goude-se. War hon eus klevet ez eas

da labourat da Vrazil ur prantad kent

distreiñ da Bariz da vevañ war e leve.

Dall e oa e fin e vuhez hag en em lazhañ a

reas, an deiz ma varvas e wreg, Anna

Isnard, evel m’en doa prometet en a-raok.

Levr.: Premier cours de breton, Emb. Ker-Vreiz,

Pariz, I.C.A., Brest, 1942, 265 x 215, 68 p.,

eil moul. Emb. Armorica, I.C.A., Brest,

1944, 66p.

Kenlab.: SAV: Jili an tort 4/1936/15 Yer giz

nevez 31/1944/25.

LLMM: E koun Herve Maze 96/1963/42.

Dave.: LLMM 96/1963/33 ; LANV : 82/1998/21 ;

Abeozen p.140.

DAVID, Jean Joseph

Yann Jozeb David

Jerom ar Born

(Tregourez 25-01-1841/Tregourez 24-02-

1891)

Goude bezañ bet beleget (1866) e voe kaset

da gelenn ar jedoniezh ha, goude-se, an

Page 3: Raoul Lukian, Anvioù a Vanke El Levr Kentañ

Geriadur an dud a bluenn Pajenn 31

helavarouriezh e Skolaj Pontekroaz. Er

bloavezh 1879 e voe fiziet parrez Beuzeg-

ar-C’hab ennañ e-lec'h ma chomas betek

miz Genver 1891 pa roas e zilez. Klañv e oa

d'ar mare-se moarvat rak mervel a reas, ur

miz diwezhatoc'h hepken, e Tregourez, e

barrez c'henidik, e-lec'h ma oa aet da

ziskuizhañ.

Levr.:

Disput etre Jakez Lamrog ha Ian an

Digariou, renket gant Jerom ar Born, Ti-

moul. J-B. Lefournier Henañ, Brest, 1872,

56p.

Dave.:

Dielloù eskopti Kemper.

DIVANAC'H, Marcel Pierre Marie

Marsel Pêr Mari Divanac'h (Leskonil-Pornaleg 07-08-1908/Pont-'n-

Abad 19-09-1978)

Saver danevelloù. Bet ganet e Menez

Meilh, e Leskonil. Mab e oa da Gaourintin

Divanac'h, pesketaer, ha da Vari ar C’hozh.

Pa oa bugel e tarempredas ur miliner kozh a

gontas dezhañ meur a varvailh na voent

ankounac'haet biken gantañ. Kuitaat a reas

skol e vourc'h, e 1921, evit mont da Gonk-

Kernev d’an E.P.S. (Skol gentañ uhel), ha,

goude-se, da Skol-vistri Gemper. Anvet e

voe da skolaer e Penmarc'h da gentañ ha,

goude-se, e Sant-Yann-Drolimon e-lec'h ma

chomas ouzhpenn ugent vloaz. Dimeziñ a

reas gant Marc'harid Bizien, d'ar 04-04-

1931, e Pornaleg. E Sant-Yann-Drolimon e

reas war-dro ur c'helc'h keltiek hag ur

skipailh-sport krouet gantañ evit e skolidi.

Rener skol e voe ivez e Brest a-raok mont

da vevañ war e leve e Pont-'n-Abad.

Lakaat a reas dre skrid ar c'hontadennoù bet

klevet gantañ en e yaouankiz hag un ti-

embann a savas (Emb. ar miliner kozh) da

embann e levrioù skrivet en ur yezh

rannyezhel-kenañ. Ofiser an Akademiezh e

oa Marsel Divanac'h.

Levr.:

Contes et souvenirs de Cornouaille

(divyezhek), Emb. ar miliner kozh, Brest,

1971.

Ar medisin eneb dezañ (divyezhek), Emb.

ar miliner kozh, Brest, moul. arnevez, Sant-

Brieg, h.b., [1973 ?], 35p.

Ar garantez medisin (divyezhek), Emb. ar

miliner kozh, I.C.A. Brest, h.b. [1974], 35p.

Loup de mer, son fils bachelier et le fayot

rouge (divyezhek), Emb. ar miliner kozh,

Brest, 1973, 158p.

Ar moroc'h fougaser (divyezhek), Emb. ar

miliner kozh, Brest, 1973, 18p.

Thumette bigoudenne (divyezhek), Emb. ar

miliner kozh, Brest, 1974, 254p.

Kenlab : BRUD : Tomazig ha Mahi 2/1957/87 Ar

verh nevez dreset 7/1959/84.

BLBR : Abardaez ruz 221/1980/33 (dalif)

Dave.:

Annuaire des 10000 Bretons, p. 522.

DONNIOU, Guillaume Marie

Lomig Mari Donnioù

(Plounevez-Kintin 22-12-1903/Rostrenen

15-07-1986)

Kaner pobl bet ganet e kêriadenn ar

Golledig e Plounevez-Kintin. Mab e oa da

Bêr-Mari Donnioù ha da Vari-Anna-Loeiza

Moazan. E 1948 e tigoras un davarn e

Rostrenenn, straed Sant-Brieg, Le Lion d'Or

hec'h anv, a zeuas da vezañ, a-drugarez

dezhañ, un doare kreizenn sevenadurel,

lec'h-emgav holl dañserien ha kanerien ar

c'horn-bro. Chom a reas dizimez e vuhez-

pad.

Lomig Donniou a voe ezel oberiant Kelc'h

Keltiek Rostrenenn, prezidant anezhañ eus

1954 da 1972, ha brudet-bras e oa er festoù-

noz evel kaner ha koroller.

Un niver bras a werzioù, anavezet gantañ, a

zo bet enrollet war bladennoù. E dibenn e

vuhez e voe embannet un nebeud skridoù

gantañ e-barzh Brud Nevez.

Kenlab.:

BRUN : Doni Done, setu noz ar bloaz

nevez 60/1982/15 Toull ar bleiz

85/1985/9.

Page 4: Raoul Lukian, Anvioù a Vanke El Levr Kentañ

Geriadur an dud a bluenn Pajenn 32

Dave.:

Lizher person Plounevez-Kintin ; AMGZ :

353/1999/52

- F -

FLOC'H, Yves-Marie

Youenn Vari Floc'h

(Plougerne 24-05-1906/Douarnenez 12-08-

1990)

Livour impresionist. Mab da Frañsez

Floc'h, labourer-douar er C’harrbont e

Plougerne ha da Frañseza Bodenez,

kannerez. Advabet e voe gant ar Stad c’hall

d'e 14 vloaz

Yann-Vari Perrot* an hini eo a verzas

donezon ar paotrig evit an tresañ hag e aliañ

a reas da vont da Roazhon, da Skol an

Arzoù-kaer (1927-28). Goude-se ez eas ar

paotr yaouank da Bariz da Skol an Arzoù-

kinklañ ha, gounezet e desteni gantañ, e voe

anvet da gelenner e Skolaj Saint-Dié

(88100) e miz Kerzu 1934.

E-pad e vloavezhioù-studi e roas skridoù

skeudennaouet gantañ da Feiz ha Breiz ha

tresadennoù evit goloioù ar gelaouenn (da

skouer : Pask 1934). E Sant-Laorañs-ar-

Mor e timezas gant Marc'harid-Mari-

Madalen Villard, d'an 22-07-1938, hag an

oferenn-eured a voe lidet gant e vignon

Yann-Vari Perrot. Galvet e voe da soudard

e 1939, paket gant an enebourien ha kaset

da Vro-Alamagn e-lec'h ma chomas e-pad

nav miz. Pa voe dieubet ez eas adarre da

gelenner war an tresañ e Lise an Oriant hag,

e 1942, e Lise Dinan. Eno e chomas betek e

retred. Youenn ar Floc'h eo a dresas golo ar

gelaouenn Barr-Heol e 1956.

Kenlab.:

FHAB : Sul ar Zakramant bras e Roazhon

8/1927/171 Bered kozh Kerlerdut

11/1934/471.

Dave.

M.Renouard, Dictionnaire de Bretagne,

Tours, 1992, p.104.

- G -

GEFFROY, André

Andrev Jafre

Gud ; Gudren ; Mir-e-yezh ; le grand Geff

(Lannuon 21-01-1911/Plougerne 13-05-

1986)

Stourmer breizhat. Mab e oa da Frañsez

Juluan Jafre, didilher lin, ha da Anna Vari

’n Olieroù. Trizek vloaz e oa hepken pa

reas Mordrel* war e dro ha c'hwezek vloaz

pa emezelas ouzh S.B.B. da-geñver

Kendalc'h Rosporden, e 1927. Kregiñ a reas

diouzhtu da ober bruderezh e rannvro

Lannuon a-raok mont d'ober e goñje-

soudard, e 1929, e sonerezh an 71vet R.T.

(rejimant troadeien). Pevar bloaz goude,

d'ar 17-06-1933, e timezas e Châtillon

(92320) gant ur Vretonez, Herried

Aouregan.

E-kerzh an hañv e 1936 e voe krouet gant

Célestin Lainé* (Neven Henaff) ar

“Gadervenn”, ur strollad stourm gourdonet

start. E-touez an daouzek den kentañ

engouestlet er bagad-se e oa Jafre. Paket e

voe gant ar boliserien, e miz Mae 1938, evit

bezañ bastrouilhet savadurioù Stad e

Roazhon hag e Sant-Brieg peurgetket, gant

enskrivadurioù dispac’hus.

Er bloaz 1939 ez eas gant e familh da

Lokireg da chom, da sevel deñved el lec'h

anvet ar Run Wenn. Kemer a reas perzh, e

miz Eost 1939, en afer a vag Gwalarn, da

lavarout eo un dilestradeg armoù e Beg-ar-

Fri. Ur pennadig goude-se e voe engalvet er

248vet RI (rejimant trodeien) hag edo e

Dukark pa voe bombezet start gant an

nijerezh alaman ar gêr-se pa oa ar

soudarded o lestrañ evit mont da Vro-Saoz.

Distreiñ a reas Jafre da Lokireg, goude

emglevioù Montoire, e dibenn miz Gouere

1940 ha kenderc’hel a reas da vezañ ezel

eus ar Gadervenn.

Pa voe krouet ar Bezenn Perrot, e dibenn

1943, e voe kinniget dezhañ gant Neven

Henaff kemer penn ar strollad-se. Nac'hañ a

reas Jafre diouzhtu dre ne oa ket ar Bezenn

un arme emren o stourm gant ul lifre

Page 5: Raoul Lukian, Anvioù a Vanke El Levr Kentañ

Geriadur an dud a bluenn Pajenn 33

breizhek. Evit ar memes abeg e nac'has

heuliañ kirri Henaff hag e soudarded da-

geñver o souzadenn etrezek Alamagn e miz

Eost 1944 hag ez eas da brizoniad, a-youl-

vat, da Vontroulez, d'ar 17 a viz Gwengolo

1944. Bac'het e voe e Landerne hag e

Maezgloagen a-raok tremen dirak lez-varn

Kemper ha bezañ kondaonet d'ar galeoù

hed-buhez (15-02-1945). Kaset e voe da

Fontevrault da gentañ ha, goude-se da

Fresnes, d'an 30-11-1949. Eno edo pa

c'hounezas, e 1950, priz kentañ ar

c’hontadennoù gant Ar gouloù-koar

benniget embannet un tammig diwezhatoc'h

e-barzh al Liamm. Met un afer all a oa o

paouez tarzhañ. Tamallet e voe d’ar

prizoniad bezañ deroet daou spier saoz,

Redding hag Abott o anv, d'an Alamaned.

Daoust d'e zinac'h nerzhus ha d’an diouer a

brouennoù e voe kondaonet Jafre ur wech

c’hoazh, met d'ar marv ar wech-se, e miz

Du 1951. Da heul ar varnadenn-se e savas

mesk bras er broioù keltiek. Ur stourmad

kreñv a grogas du-hont e kelaouennoù

Breizh-Veur diwar atiz tud evel Gwynfor

Evans, Joyce Williams pe an doktorez

Noelle Davies. A-drugarez dezho e voe

saveteet Jafre eus ar marv hag, a-benn ar

fin, e voe lezet da vont, d'ar 14 a viz Ebrel

1954, dre walc’h René Coty, prezidant ar

Republik c'hall, goude bezañ bet ereet e

dreid e-pad 605 deiz.

Ur pennad war-lerc’h, e wreg kentañ o

vezañ marv, ec'h addimezas gant Lea

Duduyer er Releg-Kerhuon, d'ar 17-07-

1954 hag e tibriedas e 1963. Bevañ a reas

neuze e rannvro Vrest e-lec'h ma talc'has, e-

pad ur mare, ur stal strilheoul hag e varvas e

Plougerne d'e 75 vloaz.

Kenlab.: BREI : Ar c'houer hag ar marc'hadour

1/1927/4 Yan Vourdou 403/1935/2

BRAT : Ar vuhez 'zo un emgann

283/1937/4 An hent mat nemetañ

320/1939/2

HEUB : Diouganoù deut da wir 4/1940/3.

ARVO : Brezhoneg da lenn 101/1942/1.

LLMM : Ar gouloù-koar benniget

24/1951/27.

Dave. :

R. Caerleon, Au Village des condamnés à

mort, La Table Ronde, Pariz, 1970, 349p.;

Dr N. Davies, The case of Andreo Geffroy,

Swansea, 1952, 8p.; Le Parisien Libéré “La

mort pour André Geffroy” 2230/14-11-

1951/1 ha 10; BPAR.2 La peine de mort

pour avoir dénonçé deux Anglais 263/16-

11-1951 hag Un fait nouveau dans l'affaire

Geffroy 25/11/1952.

GUILLOU, François

Frañsez Gwilhoù

(Lokireg 29-12-1799/Dinan 12-11-1858)

Bet beleget e 1827 hag anvet da gure e

Kastellin. Chom a reas eno daou vloaz

hepken a-raok bezañ kaset da berson, lerc'h-

ouzh-lerc'h e Sant-Evarzeg (1829),

Kernevel (1831), Kerglof (1837) ha Kerien

(1840). Kuitaat a reas ar barrez diwezhañ-

mañ, er bloaz 1855, evit mont da aluzener

gant Frered S. Yann Doue, e Dinan, e lec'h

ma varvas.

Levr.:

Avanturiou un den yaouanq a Vreiz-Izel,

Ti-moul. Ledan, Montroulez, 1830.

Dave.:

Dielloù eskopti Sant-Brieg.

- H -

HERPIN, Pierre Edmond Patient

Pêr Edmont Pasiant Herpin

(Savigny-en-Sancerre (18240) 17-12-

1810/Roazhon 28-09-1885)

Beleg. Ober a reas e studi e Kloerdi bras

Bourges (18000). N'ouzer ket perak e

c'houlennas un aotreadenn evit mont da

eskopti Kemper el lec'h ma voe beleget d'an

23-07-1837 hag anvet da gelenner e Skolaj

Lesneven.

Daou vloaz goude e teue er-maez ar Barzaz

Breiz hag entanet e voe Herpin, marteze a-

walc'h, gant yezh pennoberenn Kervarker.

E fichenn, miret en eskopti, ne lavar ket

Page 6: Raoul Lukian, Anvioù a Vanke El Levr Kentañ

Geriadur an dud a bluenn Pajenn 34

deomp pegeit e chomas e Breizh-Izel met

desket e oa bet brezhoneg gantañ pa'z eas

da Skolaj sant Visant Roazhon da gelenner.

Eno e oa pa lakaas moullañ e levrig er bloaz

1870.

Levr.:

Laez ann den paour. Ti-moul. Hauvespre,

Roazhon, 1870, 14p.

Dave.:

Dielloù eskopti Kemper.

- j -

JÉZÉQUEL, René

Ronan Yezekel

(Taole 30-01-1803 / Kleder 18-01-1887)

War-lerc'h bezañ bet beleget, er bloaz 1826,

ez eas da Blouarzhel da gure ha, bloaz

goude, da Blouigno. E 1831 e voe anvet da

berson e Lanneanoù hag, e 1836, e Kleder

el lec'h ma chomas ouzhpenn hanter-kant

vloaz. Mervel a reas, skoet gant droug-ar-

moug, d'e 84 bloaz. Brudet e oa moarvat

rak obidoù hollgaer a oa bet graet dezhañ

gant tri-ugent beleg.

Levr.:

Breuriez an Itron Varia a esperanç

etablisset e parres Cleder, gant daou gantik,

Itron Varia a esperanç ha Salve Regina. Ti-

moul. Lefournier, Brest, h.b. [1855], 12p.

Dave.:

Dielloù eskopti Kemper.

JENKINS, Alfred Llenwelyn

Alfred Llenwelyn Jenkins

(Montroulez 27-11-1846 / Montroulez 01-

11-1924)

Pastor badezour, mab da John Jenkins ha da

Elesbed Hooks. Ober a reas e studioù e

Londrez, e Skol ar Visionerien ha, goude-

se, e Kelenndi Regent’s Park. Distroet da

Vreizh e voe kelenner e Skolaj Montroulez.

Dimeziñ a reas gant ur brotrestantez, miss

Van Eeckout. Anvet e voe da bastor

Montroulez, gant Kevredigezh ar

Visionerien Vatist, er bloaz 1872, war-

lerc’h marv e dad. Derc’hel a reas ar garg-

se betek e zilez, e 1920, en abeg d’e

yec’hed o vont war fallaat. Mervel a reas

pevar bloaz diwezhatoc’h.

Alfred Jenkins a voe ur c’heltiegour ampart

evel e dad. Lakaat a reas adembann meur a

wech An Testamant Nevez hag ivez

arroudoù eus Aviel Sant Ian. Eñ an hini eo a

droas Levr ar Genes a voe moullet ent-

dizanv, e Bro-Saoz moarvat.

Levr.:

Moues ar C’hristen, pe canaouennou

spirituel a gelen vad hag a veuleudi da

Zoue, Ed. Anner, Brest, 12p., in-12.

Ar Bibl santel ; Levr ar Genes, troet e

brezonec ha reizet hervez ar vam-scrid

hebre, Emb. e Pariz, 1897, 172 p., in-8.

Dave.:

Loeiz Dujardin, “Les protestants et la

langue bretonne” e-barzh Bulletin de la

Société de l'histoire du Protestantisme,

1950, p. 71-75.

- L -

LEBRETON, Paul

Paol ar Breton (XIX

vet kantved)

N'hon eus titour ebet diwar-benn an den-

mañ a skrivas ul levrig skiantel en XIXvet

kantved. Ne grede ket d’an oberour e vije

posupl d'an dud kerzhout un deiz war al

loar ha planedennoù all: «Ar voyenou a ro

ar brovidanç da beb tra crouet da veva er

plaç zo marquet déan : arabat é demp eta

caout impossubl e nefe Doue gouêt ober

habitantet evit an êol».

Levr.: Studi war an astrou, grêt gant Paul

Lebreton, Ti-moul. Lefournier, Brest, 1848,

35p.

LE CANN, Jacques Emmanuel

Jakez Emmanuel ar C’hann

Potr L.N.

(Logonna-Daoulaz 31-01-1886/Logonna-

Daoulaz 03-02-1972)

Page 7: Raoul Lukian, Anvioù a Vanke El Levr Kentañ

Geriadur an dud a bluenn Pajenn 35

Eñvorennour. Mab da Olier ar C’hann ha da

Anna Filomena Liskivid, labourerien-douar

e Hellen, e parrez Logonna-Daoulaz.

Ac'hano an anv-pluenn kemeret gantañ :

POTR L.N. Mervel a reas e dad abred a-

walc'h ha derc'hel a reas Jakez, neuze, an

atant gant e vamm.

Mignon a-viskoazh e oa da Yann-Vari

Perrot* ha, pa fellas da rener Feiz ha

Breiz adsevel c'hoariva Keryann, e miz

Ebrel 1913, ez eas ar C’hann a zor da zor da

zastum “gwenneg ar vro”. Eñ an hini eo a

roas ar prof brasañ : ur skoed ; e vamm, hi,

a roas pevar real (FHAB miz Mezheven

1913, p.189).

Galvet e voe da soudard e 1914 ha kaset da

Vro-Rusia, e 1917-18, war-lerc'h an emglev

sinet gant Nikolaz II ha Poincaré, evit

deskiñ da ganolerien Rusia ober gwelloc'h o

labour. En em gavout a reas e Moskov e-

kreiz an Dispac'h hag e skrivas e

brezhoneg, deiz-ha-deiz, ar pezh a welas

hag a glevas war ur c'harnedig adkavet

nebeudik zo. Distreiñ a reas da Logonna pa

voe disoudardet hag e timezas, diwezhat a-

walc'h, gant Mari-Anna Brelived (13-07-

1930). Hervez e gerent en dije graet war-

dro ur strollad-c'hoariva, er bloavezhioù

1930, e rannvro Daoulaz. Ur mailh evit

diskoulmañ an divinadennoù e oa Jakez ar

C’hann ha meneget e vez alies e anv war

rolloù ar c'hounideien embannet gant Feiz

ha Breiz.

Kenlab.

FHAB: Potr e dog voulouzet (kontadenn)

5/miz Du 1919/133 Bloavez mat da

Yann Gouard (kan) 7/miz Genver

1920/197.

Kas a reas ivez, a-wechoù, divinadennoù da

ziskoulmañ, e miz Mezheven 1914, miz Du

1925, miz Ebrel 1928...

Dave.:

Paolig Kombod : Un Breton chez les

Bolcheviks, emb. Skol Vreizh, Niv.29,

Montroulez, 1993, 82p.

LE GUÉDÈS (Michel)

Mikael ar Gedez

[An Ospital 29-09-1847/Plouvorn 22-12-

1906]

Saver levrioù devosion. Beleget e voe e miz

Meurzh 1872 hag anvet da gure e Kastellin.

Goude-se e voe lakaet da berson, lerc'h-

ouzh-lerc'h e Pluguen (1886), e Pleiber-

Krist (1893) hag, a-benn ar fin, e Plouvorn

(1899) e-lec'h ma varvas.

Er bloaz 1899 e voe e-touez ar veleien a

zivizas reiñ un eil buhez da Feiz ha Breiz,

aet da get e 1884, hag e penn dalc'hidi ar

Gonideg e voe pa savas un dael hir diwar-

benn an doare-skrivañ da zegemer gant ar

gelaouenn, e-kerzh bodadeg Landerne, d'ar

04-09-1900.

Levr.:

Levre Trede Urz Sant Fransez evid tud ar

bed renket a-nevez e brezounek, gand an

aotrou Guedes, person Plugüen. Ti-moul.

Kerangall, Kemper, 1888, in-16, 92p; eil

emb. Ti-moul. ar C’hastell, Brest, 1906, in-

16, 100p. (gant person Plouvorn).

LE MEUR

Ar Meur

Diaes eo lavarout, hep aon da faziañ, piv eo

oberour al levrig savet diwar-benn ar Pab,

moulet e Sant-Brieg e 1860 ha sinet ar

Meur, hep anv-badez ebet. Tri beleg anvet

evel-se a oa o vevañ en eskopti Sant-Brieg

er bloavezh-se.

Rasket hon eus Frañsez Mari ar Meur

(Plouared 22-05-1838/Sant-Drian 06-10-

1917) rak ne voe beleget nemet e 1862. Edo

er c'hloerdi, eta, e 1860. Chom a ra :

(1) Yann Loeiz ar Meur

(Plouared 18-04-1825/Eskopti Châlons,

goude 1876)

Beleget d'an 22-12-1849 ha lakaet da gure e

Plougonveur (1850). Aluzener e Kastell-

Laouenan e Paoul e 1850. Kure e Pleuveur-

Bodoù (1854). Lestret e voe war ar

Jemmapes evel aluzener ar verdeadurezh e-

pad brezel Krimea (1855). Kure en Eviaz

(1856), Plistin (1857) ha Priel (1859).

Anvet da berson er Merzher-Gwengamp

Page 8: Raoul Lukian, Anvioù a Vanke El Levr Kentañ

Geriadur an dud a bluenn Pajenn 36

(1861), e Tredarzeg (1867), e Gurunuhel

(1869) hag, a-benn ar fin, e Lanrodeg

(1874) a-raok mont kuit da eskopti Châlons

(51000) e 1876. Koll a reomp e roud goude-

se.

(2) Frañsez-Mari ar Meur

(Plouha 31-03-1833 / Treglañviz 23-05-

1873)

Beleget d'ar 15-12-1859 hag anvet diouzhtu

da gure e Gras-Gwengamp. Kure e Pontrev

(1862) ha Treglañviz (1865) e-lec'h ma

varvas.

Levr.:

Var sujet an Tad Santel ar Pab, Ti-moul

Prudhomme, S.Brieg, 1860, 14p.

Dave.:

Dielloù eskopti Sant-Brieg.

LE ROY, Jean-Marie

Yann Vari ar Roue

(Plijidi 21-04-1905/Plijidi 23-03-1942)

Kenlabourer da Feiz ha Breiz. Bet beleget

d'an 21-12-1929 ha kaset da Skol

Gampostal Rostrenenn da evezhier. Tost

goude e voe anvet da gelenner war ar

jedoniezh. Ouzhpenn-se e reas war-dro

parrez Sant-Servez (oferennoù, katekizoù,

gousperoù, prezegennoù, h.a.) e-pad un

toullad bloavezhioù.

Galvet e voe da adsoudard e Gwengamp, er

bloaz 1939, daoust d'e yec'hed fall, hag eno

eo, hep mar ebet, e pakas e fall.

Disoudardet e voe a-benn seizh miz hag e

teuas da Blijidi, e ti e dud, el lec'h ma

varvas daou vloaz diwezhatoc'h.

Kenlab.:

FHAB Ar c'haz hag ar vrinnigenn 3-

4/1941/25 Ar vuhez e Pariz 3-

4/1943/254.

Dave.:

SREL Sant-Brieg 05-04-1942/160 ha 17-

04-1942/181.

LE SAINT, Yves

Erwan ar Sant

(Kemper-Gwezhenneg 28-11-1918/Ploubêr

20-12-1990)

Beleg. Goude e dremen e Kloerdi bras Sant-

Brieg e voe beleget d'an 19-06-1943 hag

anvet da gelenner e Skolaj I-V. Wengamp.

Kure e Boulvriag a oa abaoe 1948 pa voe

anvet da sekretour Kevredigezh Bleuñ-Brug

Treger ha Goueloù e miz Du 1953. Bet

person ar Chapel-Nevez e 1960, person

Brelevenez e 1968 ha karget peurgetket eus

ar barrezianed diwar ar maez. Bet c'hoazh

person an Trevoù eus 1975 da 1990 a-raok

mont da bresbital Ploubêr e miz Gwengolo

evit bevañ war e leve. Eno e varvas a-raok

fin ar bloavezh.

War hon eus klevet e oa kenderv Erwan ar

Sant da Armañs ar C’halvez* krouer Skol

gristen vrezhonek Ploueg-ar-Mor hag ar

gelaouenn Skol.

Kenlab.:

BAHE : Ar skolioù 1A/1953/3 Xvet

bloavezh marv E. Rivoallan 68/1971/3.

Dave.:

SREL Sant-Brieg.

- M -

MAURICE, Jean

Yann Moris

(Priel 29-10-1904 / Gwenganp 03-09-1976)

Beleg. Ober a reas e studioù e Kloerdi

bihan Landreger hag e Karmel Sant-Brieg

(1924). Edo e Kloerdi Sant-Brieg, e 1927,

pa rankas mont d’ober e goñje-soudard e

kazarn ar Pépinière e Pariz. Beleget e voe

da Nedeleg 1928 hag anvet da skolaer e

skol gristen Plouilio. Edo skolaer e Sant-

Bernez Bear abaoe 1937 pa voe ret dezhañ

mont d’ar brezel. Paket e voe gant an

Alamaned ha bac’het e stalag Sagan.

Dieubet e voe e miz Here 1941 en abeg d’e

yec’hed o vont war fallaat hag e chomas en

un ospital parizian da vezañ louzaouet a-

Page 9: Raoul Lukian, Anvioù a Vanke El Levr Kentañ

Geriadur an dud a bluenn Pajenn 37

raok adkemer e abostolerezh evel person

Mantallod ha Koñfort-Berc’hed e miz Here

1942. Bloaz goude ez eas da berson e

Brelevenez-Lannuon (1943) e-lec’h ma

chomas naontek vloaz. D’ar 16 a viz Eost

1962 e voe anvet da berson Sant-Jili-ar-

C’hoad met fall e oa e yec’hed abaoe ar

brezel hag e zilez a roas e miz Gwengolo

1974. En em dennañ a reas e Priel, e barrez

c’henidik, met berr e voe e retred rak daou

vloaz goude hepken e varve e ospital

Gwengamp.

Lezet en deus war e lerc’h ur c’haier, dek

barzhoneg ennañ, savet gantañ etre 1924 ha

1928 p’edo er c’hloerdi. Ar barzhonegoù-

se, awenet brav gant karantez Vreizh, a zo

chomet diembann betek bremañ.

Barzhonegoù :

Koulmig Priel ; Abarde ; Ma bro ; Breiz

ac’h a da zihuni ;Gourc’hemeno al lonker ;

Dispriz ; Goude an tennan bilhed ; Da

zoudard ; Blavez mad d’eur mignon ; Da

zant Josef.

Dave.:

Dielloù eskopti Sant-Brieg.

MORGANT, Auguste

Aogust Morgant

(Kastell-Paol 01-01-1837/ Kerbêr-Brest 11-

04-1897)

Skrivagner relijiel. Bet beleget er bloaz

1861 hag anvet da gelenner e Kastell-Paol.

Bet kure e Sant-Mazhev-Montroulez

(1864), e Brest-Rekourañs (1867) hag en

Enez-Vaz (1870) a-raok bezañ lakaet e

penn parrez Sibirill (1877). Eno e chomas

seizh vloaz a-raok bezañ kaset da Ouenoù e

1884 ha da Gerbêr, e 1889, e-lec'h ma

varvas.

Sevel a reas prezegennoù diwar-benn an

dek gourc'hemenn, evit ar misionoù hag ar

retredoù, a voe embannet gant un talbenn e

galleg, goude marv an oberour, gant e vreur

Charlez, person Skrigneg.

Levr.:

Conférences sur le décalogue, Ti-moul. ar

Gwaziou, Montroulez, 1910, in-16, 144p.

- P -

PRIGENT, François Marie

Frañsez Mari Prijant

(Plouganoù 23-11-1919/Laval (53000) 23-

10-1989)

Ganet eo bet er Wern, e Plouganoù. Mab e

oa da Vark Prijant ha da Berinaig

Gwioñvarc'h. Dimeziñ a reas e Plouganoù

gant Anna-Vari Bodras d'ar 27 a viz

Meurzh 1951 hag e yeas da Laval (53000)

da labourat. Daoust dezhañ bevañ pell

diouzh ar vro e chomas Frañsez Prijant stag

ouzh hor yezh hag eus Laval ez ae ingal da

Skol-Veur Roazhon betek gounit ur skrid-

testeni war ar brezhoneg, ur yezh kelennet

gantañ e Kelc'h Erispoe Laval.

Sevel a reas un dastumad testennoù berr

moulet gant Hor Yezh goude e varv dindan

an talbenn Plouganoù va bro.

Levr.:

Dalif : Plouganoù va bro, Hor Yezh, 1997,

134p.

Kenlab.:

LLMM : Truez 270/1992/3.

Dave.:

BREM : 190-91/1997/29.

- R -

RICHARD, Stanislas Pascal

Stanislaz Paskal Richarzh

(Enez Sun 19-04-1908/Enez Sun 31-12-

1977)

Misioner ha geriadurour. Mab e oa da Bêr

Richarzh ha da Mari-Janed Kuilhandr.

Mont a reas da besketa, gwech ha gwech all

e-kerzh e vugaleaj, gant martoloded an

enez. Levezonet moarvat gant ur misioner

bennak ez eas, war dro 1922, da skol

Gouestlidi Maria krouet-dinamm (O.M.I.)

hag edo er mare-se e Saint-Hélier (Jerze).

Tremen a reas eno pemp bloavezh da

Page 10: Raoul Lukian, Anvioù a Vanke El Levr Kentañ

Geriadur an dud a bluenn Pajenn 38

nebeutañ. Gwiskañ a reas an dilhad-beleg er

bloaz 1928 e leandi ar Ouestlidi a oa e

Coigny (50250), tost da gCarantan. Ober a

reas e ouestloù kentañ en enez Verder (Bro-

Wened), d'ar 15-08-1929, a-raok

kenderc'hel gant e studi e Liège (Belgia). E

ouestloù da vat a reas eno d'ar 15-08-1933.

Bet beleget moarvat e La Brosse-

Montceaux (77130) e miz Gouere 1935, a-

raok bezañ lamet ul lounezh klañv dioutañ e

Pariz, e fin ar memes bloavezh. D'ar 6 a viz

Mae 1936 e voe kaset da "Di Sant-Brieg"

da visioniñ e Breizh-Izel. N'ouzer ket re

perak e voe kaset da Di Angers, e pinijenn,

war-dro 1954. Er bloaz 1960, koulskoude, e

oa distro da Sant-Brieg e-lec'h ma laboure

dija da sevel ur geriadur brezhonek.

Goude ma voe serret Ti Sant-Brieg ha

divodet ar visionerien, e 1969, ez eas kuit

an tad Richarzh da adkavout pirc'hirinaj

Sant Walfroy en Ardennoù.

Distreiñ a rae alies da Vreizh koulskoude

ha, dreist-holl, da Enez-Sun e-lec'h ma oa

bet prenet gantañ daou v-"blockhaus"

alaman, deuet da vezañ e annez, hag anvet

gantañ ar C’hremlin hag ar Vatikan. Eno e

savas ur levr gallek Sein, l'Ile des

Trépassés.

Ret e voe dezhañ mont da ospital Vrest e

1977 en abeg d'e yec'hed o vont war fallaat

hag eno e varvas deiz diwezhañ ar bloaz. E

varv a zo marilhet e ti-kêr an enez.

Lezel a reas war e lerc'h ur pezh geriadur

brezhoneg-galleg, pevarzek kaier anezhañ,

miret e levraoueg Landevenneg.

- S -

SAUVÉ, Léopold François

(Sant-Jord-Restembaod 04-12-

1837/Boulogne-sur-Mer (62200) 07-01-

1892)

Gwerinoniour ha dastumer krennlavarioù

ganet, evel an tad Juluan Maner*, e Sant-

Jord-Restembaod (Breizh-Uhel). Mont a

reas da labourat da Vrest ha da Gemper evel

komis ar maltouterezh a-raok bezañ anvet

da zastumer-tailhoù en Aber-Ac’h

(Landeda) ha, goude-se, e Gwaien.

Deskiñ a reas brezhoneg e-unan hag e

tarempredas tud ouiziek evel an Uhel*,

Herri Gaidoz pe Emil Ernod*. Kenlabourat

a reas e galleg gant ar Revue Celtique, ar

Revue des Traditions populaires, Mélusine

hag all, met ur bern krenlavarioù brezhonek

a bep seurt a zastumas ivez, embannet da

gentañ gant ar Revue Celtique, er

bloavezhioù 1870-72, a-raok bezañ moullet

e stumm ul levr e 1878.

War-dro 1880 e kuitaas Breizh evit mont da

enseller e Remiremont (Vosges, 88200).

Eno e kendalc’has da labourat war dachenn

ar werinoniezh hag e lakaas moullañ, e ti

Maisonneuve e Pariz, ur Folklore des

Hautes-Vosges e 1889. En hevelep

bloavezh e voe anvet da enseller-meur e

Boulogne-sur-Mer e lec’h ma varvas tri

bloaz goude pell diouzh ar vro.

Levr.:

Lavarou koz a Vreiz-izel dastumet ha troet

e gallek, Moul. Champion, Pariz, 1878, in-

8°, 168p.

Dave.:

NRB : 1/1953/68 ; Y. Le Berre : La

littérature de langue bretonne ; Brest, 1994,

eil levr p.467.

- T -

TALBOURDET, Louis

Loeiz Talbourded

(Kemperle 08-06-1791/Kemper 08-01-

1873)

Beleg. Daoust dezhañ bet ganet e Kemperle

ne oa ket ur brezhoneger eus Loeiz

Talbourded. Setu perak, goude bezañ bet

beleget, e 1814, e voe anvet , war e

c'houlenn, e Sant-Vazhe Kemper evit

deskiñ brezhoneg. Goude bezañ bet kure e

Pouldregad e voe anvet da berson lerc'h-

ouzh-lerc'h e Gwaien, Kombrid, Kore ha

Sant-Yann-Drolimon. Ne ro ket kelaouenn

an Eskopti bloaziadoù an anvidigezhioù-se.

Daou vloaz ha pevar-ugent e oa pa varvas

aluzener ospital Sant-Atanaz Kemper.

Page 11: Raoul Lukian, Anvioù a Vanke El Levr Kentañ

Geriadur an dud a bluenn Pajenn 39

Levr.:

Diviz etre ur missionner ac ur mezyer var

sujet ar vesventy hep intancion da choqui

dèn e paticulier, Typographie de...,

Kemper, 1840, 123p.

Dave.:

Dielloù eskopti Kemper.

- W -

WILLIAMS, James

(Talacharn (Bro-Gembre) w.-d.

1818/Chester (Bro-Saoz) w.-d.1898)

Ganet e kontelezh Caerfyrddin (Bro-

Gembre), e Talacharn (Laugharne e

saozneg). Ober a reas e studi e Skolaj

kalvinour Bala hag e voe beleget e 1842.

Dimeziñ a reas neuze gant merc’h an Ao.

Jones, pastor Bala, hag o-daou a zeuas da

Vreizh da vevañ e-lec’h ma chomjont

tregont vloaz. Ober a reas e annez er

Faoued (Bro-Wened), da gentañ, hag eno eo

e teskas brezhoneg. Krouiñ a reas c’hoazh

iliz vetodist an Oriant a-raok mont da

Gemper da bastor. Embann a reas e Pariz, e

1860, ul levr gallek, La Basse-Bretagne et

le Pays de Galles, ennañ e rebech da

Gervarker* daleañ da dreiñ ar Bibl e

brezhoneg. Pevar-ugent vloaz e oa-eñ pa

varvas e Bro-Saoz. E droidigezh eus ar

salmoù a voe moullet e Bro-Gembre

moarvat daoust dezhi da vezañ bet

embannet e Pariz.

Levr :

Levr ar psalmou, lekeed e brezonnek hervez

ar vam-scrid hebre, Pariz, 1873, 213p., in-

18.

Dave.:

L. Dujardin, Les protestants et la langue

bretonne, 1950, p.73.