2
© communication Ville de Lannion lannion 2030 lannion 2030 BALEADENNOÙ E KÊR Ober anaoudegezh gant kreiz-kêr Lannuon BALEADENNOÙ E KÊR It da vale pa fell deoc’h, diouzh ho lusk. It da-heul an tres, ar panelloù hag an ostilhoù niverel a zo lakaet evidoc’h. Pellgargañ an arload : Lavarit ho soñj dimp e Ti ar raktresoù pe e Ti an douristed ha dre lan- [email protected] Evit gouzout hiroc’h, mont e-barzh lannion.bzh Kae Marichal Foch Straed Kerampont Straed Lagadeg Plasenn Jal Leclerc Bali Ernest Renan Banell an Tri Alvokad Straed an Dogerien Plasenn ar Marc’hallac’h Banell Koad an Amour Straed ar Butoù Kae Viarmes Pont Viarmes Pont Santez-Anna Kae Joffre Hent Logivi Kae Aiguillon Straed Paul Péral Santez-Anna Etrezek Montroulez ha Plistin Ti-kêr Straed Krec’h Kelien Straed Viarmes Alez an Huanadoù Alez ar Palez-justis Straed E. an Tailhanter Bali ar Jeneral de Gaulle Straed an Aogustined Brelevenez Straed ar Stanko Straed ar Gwesklin Straed Yann Savidan Straed Joseph Morand Straed Landreger Al Leger Park Santez-Anna Al Leger Al Leger Iliz Brelevenez Iliz S. Yann ar Vali Etrezek Montroulez ha Plistin Etrezek Ploubêr Etrezek an Diazlec’h Sport-ha-natur Ti ar raktresoù 2 3 4 6 7 8 10 9 13 16 17 18 19 14 12 1 11 5 Alc’hwez Tro vras / 4,9 km / war-dro 2e / live etre Tro al Leger / 1,9 km / 45 min / live aes Un dro verroc’h Tro Brelevenez - Stanko / 1,7 km / 40 min / live etre Tro Kreiz-kêr / 2,3 km / 55 min / live etre Traoù talvoudus da welet (sellet war an tu gin) Skalieroù Parklec’h 1 loc’hañ eus Ti an Douristed 15 Heuliañ ar merkoù-mañ war al leur

E KÊR - Lannion€¦ · Istor Lannuon Krouet e oa bet Lannuon e penn kentañ ar Gren - namzer. En XIvet kantved e oa bet savet ur c’hastell enni war an uhelennoù. D’ar c’houlz-se

  • Upload
    others

  • View
    12

  • Download
    0

Embed Size (px)

Citation preview

  • © c

    omm

    unic

    atio

    n V

    ille

    de L

    anni

    on

    lannion2030

    lannion2030

    BALEADENNOÙ

    E KÊR

    Ober anaoudegezhgant kreiz-kêrLannuon

    BALEADENNOÙ E KÊRIt da vale pa fell deoc’h, diouzh ho lusk.It da-heul an tres, ar panelloù hag an ostilhoù niverel a zo lakaet evidoc’h.

    Pellgargañ an arload :

    Lavarit ho soñj dimp e Ti ar raktresoù pe e Ti an douristed ha dre lan-

    [email protected] Evit gouzout hiroc’h,

    mont e-barzh lannion.bzh

    Kae Marichal Foch

    Straed K

    erampon

    t

    Straed L

    agadeg

    Plasenn
Jal Leclerc

    Bali Erne

    st Renan

    Banell an Tri Alvokad

    Stra

    ed an

    
Doge

    rien

    Plasenn ar
Marc’hallac’h

    Banell Koad an Amour

    Straed ar But

    Kae Via

    rmes

    Pont

    Via

    rmes

    Pont

    Santez-

    Anna

    Kae JoffreHent Logivi Kae Aiguillon

    Straed Paul Péral Santez-Anna

    Etrezek

    Montro

    ulez
 ha

    Plistin

    Ti-kêr

    Straed Krec’h Kelien

    Straed Viarmes

    Alez an Huanadoù

    Alez ar Palez-justis

    Straed

    E. an

    Tailha

    nter

    Bali ar Jeneral de Gaulle

    Straed

    an Aogu

    stined

    Brele

    vene

    z

    Straed ar S

    tanko

    Straed ar Gwesklin Straed Yann Savidan

    Straed Joseph Morand

    Straed Landreger

    Al Leger

    Park Santez-Anna

    Al LegerAl Leger

    Iliz
Brelevenez

    Iliz
S. Yann ar Vali

    Etrezek Montroulez ha Plistin

    Etre

    zek

    Plou

    bêr

    Etrezek

    an Diazlec’h

    Sport-ha-natur

    Ti ar raktresoù

    2

    3

    46

    7

    8

    10

    9

    13

    16

    17

    18

    19

    14

    121

    11

    5

    Alc’hwez Tro vras / 4,9 km / war-dro 2e / live etre

    Tro al Leger / 1,9 km / 45 min / live aes Un dro verroc’h

    Tro Brelevenez - Stanko / 1,7 km / 40 min / live etre Tro Kreiz-kêr / 2,3 km / 55 min / live etre

    Traoù talvoudus da welet (sellet war an tu gin)

    Skalieroù

    Parklec’h

    1

    loc’hañ eus Ti an Douristed

    15

    Heuliañ ar merkoù-mañ war al leur

  • Istor LannuonK rouet e oa bet Lannuon e penn kentañ ar Gren-namzer. En XIvet kantved e oa bet savet ur c’hastell enni war an uhelennoù. D’ar c’houlz-se ivez e oa bet savet prioldi Kervaria hag iliz kreñvaet Brele-venez. E-pad brezelioù ar C’hevre, etre 1588 ha 1598, e oa bet ur mell tan-gwall hag a voe distrujet ul lodenn vras eus Lannuon gantañ. Eus ar XVIvet kantved eo an tiez koshañ a c’haller gwelet en deiz a hirie. Er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved e oa lañs e Lannuon : micherioù a bep seurt a gaved enni ha kouentoù, skolioù hag ospitalioù e-leizh. Diwezhatoc’h e voe savet ar c’haeoù, ar pezh a reas d’ar porzh ober berzh muioc’h. En XIXvet kantved e voe savet ur bern batisoù e kêr : ar c’hoc’hu, an ti-kêr, al lez-varn, hag en en gavout a reas an hent-houarn. E-pad an eil brezel bed e oa bet Lannuon ul lec’h ma oa bet kreñv ar rezistañs. En em staliañ a reas Kreizenn Vroadel ar Studioù war ar Pellgehetiñ (CNET) amañ e 1960, diwar neuze e voe tapet lañs gant an eko-nomiezh e Lannuon. E 1961 e voe bodet Lannuon gant ar c’humunioù harz-ouzh-harz da vont d’ober Lannuon Vras, kêr-benn Lannuon-Treger Kumuniezh en deiz a hirie.

    1 Kae Aiguillon

    B etek 1762, pa oa bet kroget al labourioù, ne oa kae ebet a-hed al Leger e Lannuon, gant se e veze beuzet kêr gant ar mor alies. Emmanuel de Richelieu, Dug Aiguillon, a oa karget eus an hen-toù e Breizh, a lakaas sevel ar c’hae diwar an tresoù savet gant Anfray, ijinour Hentoù ha Pontoù, a zegase un torr e linenn ar c’hae 247 m hirder dezhañ. Adalek 1786, a-benn ar fin, e oa ur porzh a-feson e Lannuon, heñvel a-walc’h ouzh ar pezh a weled e kêrioù all war an aberioù.

    2 Poull Viarmes

    D ont a ra an anv Poull Viarmes diwar anv an aotrou Pontcarré de Viarmes, merour Breizh, en doa lakaet ober labourioù e 1749 evit gwellaat diazezoù hag ostilhoù ar porzh, abalamour da reiñ lañs d’ar c’henwerzh ennañ : ur pont da vont betek hent Perroz-Gireg, ur c’hae a-hed ar wazh-dour a rede diwar ar Stanko, un aod gant un tamm dirabañs evit diskargañ an temz tapet er mor. Achuet e voe al labou-rioù e 1753 ha roet e voe an anv Poull Viarmes d’al lec’h-mañ en enor d’ar merour. Stouvet e oa bet ar poull e 1967 abalamour d’ober ur parklec’h. Abaoe 1976 e vez implijet Pont Viarmes.

    3 Maner Langonaval

    S avet e oa bet ar maner-mañ, gant e dourelloù, er XVvet kantved. Er XVIvet kantved e oa bet lakaet an talbenn e vannoù koad ouzhpenn, evit ar c’henwerzh. Unan eus perzhioù pennañ ar maner eo an tour ur viñs ennañ, tra m’eo troet an talbenn kaerañ etrezek ar porzh diabarzh.

    4 Santez-Anna

    S avet e oa bet an ospital kozh ha chapel Santez-Anna gant aotrou Kergoualc’h. Foeltret e oa bet ar batisoù da-geñver brezel ar C’hevre e fin ar XVIvet kantved. E 1667 e voe lakaet Aogustinezed eus Kemper da zont da adkempenn anezhañ. Tamm-ha-tamm e voe kresket ha savet e oa bet ur chapel nevez e 1900. E 1975 ec’h eas an ospital kuit hag en em staliañ a reas ur skol ijinourien, an ENSSAT, amañ e 1986. Prenet e voe ar batisoù gant kumun Lannuon e 2003 hag e 2008 ec’h eas an Aogustinezed kuit. En deiz a hirie e kaver enne Kreizenn Santez-Anna (mediaoueg, sal-brezegenniñ…), ur vagouri hag un annez evit tud kozh dalc’het.

    5 Pont Kervaria

    E 1489 e voe savet Pont Kervaria da gemer plas ur pont koad kozh hag a oa bet savet etre an XIvet hag an XIIvet kantved evit prioldi Kervaria. Eno ne oa nemet ur roudour da vare ar Romaned. Kontet e oa ar pont nevez-se da vonumant meur, gant e bilerioù-harp stumm prismoù dezhe hag e waregoù krommvegek, daoust da se avat e kouezhas en e boull e 1800, hag ur wech all e 1880 war-lerc’h ur bouc’h er stêr hag a reas da 13 pont disac’hañ hed-ha-hed al Leger. E 1881 e voe savet ar pont a zo en deiz a hirie c’hoazh.

    6 Al lez-varn gozh

    S avet e oa bet al Lez-varn gozh e 1855 war ribl al Leger evit kemer lec’h an Aoditoer eus ar Grennamzer a oa war ar blasenn Greiz. Mont a rae al lez-varn en-dro betek ma voe adwelet reizhiad ar justis e 2007. En deiz a hirie emañ enni Skol Sonerezh Kumuniezhel Bro-Dreger.

    7 Pont Santez-Anna

    G wechall ne oa nemet ur pont koad hag a veze graet Pont al Leger dioutañ. Savet e oa bet ur pont maen, Pont San-tez-Anna, e 1379. Foeltret e oa bet div wech gant dourioù bras, e 1768 ha 1813, hag a-benn ar fin e voe lakaet ur bontenn goad en e blas. Ar pont a zo bremañ a oa bet savet e 1853 hepken.

    8 Straed Emil an Tailhanter

    G Gwechall e oa straed ar Porzh anv ar ru-mañ. Enni e oa pouezioù ar roue evit jediñ taosoù ar marc’hadourezhioù. Bet e oa Emil an Tailhanter, a oa bet maer Lannuon gwechall, o vevañ er ru-mañ, se zo kaoz eo bet roet e anv dezhi. Enni e weler, en niverennoù 3 ha 5, un toullad tiez lakaet war roll ar Monumantoù Istorel abalamour d’o zalbennoù ha d’o zoennoù.

    9 Plasenn ar Melezour

    G wechall e oa straed ar Prizon a-raok bezañ ar blasenn gentañ e Lannuon. Amañ e veze diskouezet ar c’haleourien d’an dud a-raok ma ’c’h afent kuit. Graet e oa bet evit ar wech diwezhañ e 1847, goude-se e voe difennet ober kemend-all. Da neuze e voe anvet Plasenn ar Melezour. Savet e oa bet ar c’hoc’hu diouzh giz Baltard e 1905 evit kemer lec’h an hini koad eus ar Grennamzer a oa war ar Blasenn Greiz. Adingalet e oa bet ar c’hoc’hu e 1998.

    10 Iliz Sant Yann ar Vali

    S avet e oa bet an iliz-mañ etre 1511 ha 1548 e-plas ar cha-pel dediet d’an Itron-Varia a oa stag ouzh ar c’hastell kozh. Kresket eo bet meur a wech, betek 1902. Peder delwenn eus ar Familh Santel deuet eus chapel an Ursulinezed, hag a oa bet kuzhet e-pad an Dispac’h e 1789, a oa bet staliet en iliz war-dro 1825 (ar 4 logell c’houllo a c’haller gwelet war talbenn ar chapel). Pa voe adkempennet en XIXvet e voe lakaet un terrest bolzek difreuz war wel, eus ar XVIvet kantved. Gwelet a reer warnañ lostoù erminigoù livet, hag a oa arouez Breizh dizalc’h. Kement ha kontañ deoc’h : staliet e oa bet banniel Frañs war he lein, d’ober ur wiblenn, e-kerzh an dispac’h e 1830, abalamour da dud Lannuon da ziskwel e oant tomm ouzh an dispac’h-se. Chomet eo abaoe…

    11 Banell an Tri Alvokad

    U r skouer vat eus ar vuhez er Grennamzer eo ar vanell-mañ, a veze graet « banell ar bouzelloù » diouti gwechall. En niverennoù 3 ha 5 e weler un ti bras e dourell hag e viñs c’hreunit. Bezañ zo ur penn kizellet war valir war ur maen-korn. En tu all emañ an ti lec’h ma oa Erwan Tailhard, Aotrou Kerheloù, alvokad e breujoù Breizh, o chom. E ardamezioù a c’haller gwelet c’hoazh en ur porzh diabarzh. Savet e veze an tiez mein gant an dud a lezenn binvik

    12 Plasenn ar Jeneral Leclerc

    K rouet e oa bet ar blasenn greiz-mañ e 1864 pa oa bet distrujet an Aoditoer, a oa straedoù Uhel hag Izel ar C’hoc’hu en daou du dezhañ. Cheñchet e oa bet plas d’ar c’hoc’hu e penn kentañ an XXvet kantved hag e 1947 e voe roet anv ar Jeneral Leclerc d’ar blasenn. Miret zo bet tiez kozh o ban-noù koad pe mein-glas, ar re goshañ dioute eus ar XVIvet kantved, lec’h ma oa ar straed Uhel. Savet e oa bet an Ti-kêr e 1886, lec’h ma oa ar prizon. Evit en ober e oa bet adimplijet mein tennet eus ar batisoù a oa bet distrujet, evel talbenn an Aoditoer a voe adsavet evel ma oa, pe dost.

    13 Straed an Dogerien

    G wechall e oa straed Dor ar Brignon. Dre amañ e veze degaset an edaj e kêr er Grennamzer. Enni e weler meur a di kaer : en niverenn 1, un ti he bannoù-koad hag a vez graet « ti ar gwerinier » diouti. Savet zo bet kalz tiez seurt-se, diwar stumm ar bigi eus Morlu ar Roue, er c’hêrioù porzh. En niverenn 3 emañ an ti eus ar XVvet kantved a vez graet « ti an apotiker » dioutañ. Warnañ zo bannoù koad war sujedoù dibrenn...

    14 Ar straedoù Jafrez Pontgwenn, Yann Savidan ha Keriavili

    E 1894 e teuas straed Porzhmeur da vezañ ar straed Jafrez Pontgwenn, en eñvor eus ur marc’heg marvet o tifenn Lan-nuon diouzh ar Saozon e 1346, da-geñver brezel Hêrezh dugelezh Breizh. En niverennoù 5 ha 7 emañ ostel kozh an tiegezh Meur Kerguzh eus ar XVIvet kantved, lec’h m’eo chomet an nor giz c’hotek. En niverennoù 1 ha 3 zo tiez eus ar XVIIvet ; warne, en estaj kentañ, e weler pennzelwennoù war bep a sichenn, ar pezh na gaver nemet e Lannuon. Dont a reas ar ru a oa straed ar Gapu-sined gwechall da vezañ ar straed Yann Savidan e 1941, diwar anv un den bet eilmaer. Meur a di enni zo talvoudus e-keñver an istor : en niverenn 5, un ostel prevez kozh deuet da vezañ ur post evit an dilijañsoù war an hent etre Gwengamp ha Montroulez ; en niverenn 20 e oa daou di gevell o bannoù koad, distrujet zo bet unan dioute avat. E straed Keriavili zo traoù da welet ivez : en niverenn 16, un ti kaer e vannoù koad, div bennzelwenn goad kizellet warni ; en niverenn 6 emañ an nor orin bepred, eus 1623.

    15 Kouent an Ursulinezed

    E 1659 e oa en em staliet an Ursulinezed, a zo leanezed ke-lennerezed, e Lannuon evit digeriñ ur skol evit ar merc’hed. Savet e oa bet ar gouent etre 1670 ha 1690. Berzh bras a reas ar skol betek ma ’c’h eas an Ursulinezed kuit, da vare an Dispac’h. Lezet o doa ar batisoù gant mererien Lannuon. Da neuze e voe staliet ul lez-varn er c’heur ha dont a reas an nev da vezañ ur vagazenn evit boued-chatal. E 1806 e voe staliet enni, gant an ti-kêr, ur c’hazarn soudarded, an archerdi, ar prizon hag ar skolaj. Nevesaet e oa bet ar batisoù e 1980 abalamour da gempenn lojeiz ha salioù evit diskouezadegoù hag abadennoù.

    16 Plasenn ar Marc’hallac’h

    A dalek ar Grennamzer betek ar bloavezhioù 60 e veze dalc’het marc’had al loened war ar blasenn-mañ (dont a ra an anv « marc’hal-lac’h » diwar « marc’had » ha « lec’h »). E penn an alez, en niverenn 28, emañ maner Krec’h Hujen lec’h ma oa bet un toullad mat a dud brudet o vevañ, en o mesk Jakez Tome Kerideg, a oa ur bankour a orin eus Iwerzhon hag unan eus an dud pouezusañ e Lannuon er XVIIvet kantved. War ar blasenn-mañ e veze elumet an tantad da Ouel Yann, c’hoariet e veze warni ivez trajediennoù Emil Souvestr diwar-benn danvez Breizh. E-pad an Dispac’h e oa bet staliet ur gilhotin eno. E 1923 e oa bet staliet monumant ar re varv warni.

    17 Karter ar Stanko

    T raouienn ar Stanko a oa ul lec’hideg hag a veze beuzet pa veze uhel ar mor. Gant al lec’h-mañ e oa bet aesaet sevel Lannuon, deuet da vezañ ur porzh (sellet ouzh ar poent 2). A-hed ar c’hantve-doù e voe dizouret traouienn ar Stanko ha savet tiez enni. An div wazh-dour a dremen en draouienn a-raok mont e-barzh al Leger, Penn ar Biez ha Kerambeleg, a veze implijet gant an industriezh : merat al lin, milinoù, stankoù-kannañ… Druz e oa an tachennoù, gant se e vezent labouret gant jardinerien, spluserien ha liorzhe-rien. Adkempennet e oa bet ar c’harter-mañ e 2017.

    18 Skalieroù Brelevenez

    S avet e oa bet kroaz Matilin e 1583 en enor da leaned Sant Matilin o doa adprenet martoloded hag a oa bet paket gant morlaeron hag aet da sklaved goude-se. En XIXvet kantved e oa bet savet tiez bihan hed-ha-hed ar skalieroù. 142 a bazennoù ac’h a d’ober ar skalierioù-mañ da vont betek ar vered a zo en-dro d’an iliz.

    19 Iliz Brelevenez

    S avet e oa bet an iliz roman-mañ en XIIvet kant-ved gant menec’h soudarded. Padout a reas al labourioù betek ar XVIIvet kantved ; er XVIvet kantved e oa bet adc’hraet an nev hag an tour. Dediet eo an iliz-mañ d’an Drinded, ar pezh a weler gant an 3 filer eus ar XVIIvet savet war ar porched roman eus an XIIvet kantved. Arrebeuri kaer e-leizh a gaver enni.

    Savet gant sikour oberiant an ARSSAT