18
26 A Brastres ar profoù Nedeleg Adkavit da biv eo bet roet ar profoù ha gant piv int bet profet. Piv ?  Petra ?  Da biv ? Ur c’holen ki Ameli Pladenn bagad Kerloko Ameli Erle Un deizlevr Erle Herve Ur c’horn-butun Herve Katelin Ur voutailhad frond cheuc’h Katelin Leon Levrioù-godell Leon Manu Kleierigoù-skouarn Manu Vona Legoioù Vona Stammennoù B Kompren an destenn 1. Pennad 1 a. Ha plijet o deus he frofoù da Ameli ? Penaos e weler kement-mañ ? Diskouez a ra he flijadur kement hag he breur ? Perak ? b. Piv eo tad ar c’holen ki zo bet profet da Erle ha da Ameli ? 2. Pennad 2 a. Petra eo programm an nozvezh e ti Yanis ? b. « Diskennet e oa koumoul penn Ameli dirak he daoulagad ». Petra a dalvez kement-mañ ? Pennadoù 1, 2, 3, 4

Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

  • Upload
    doantu

  • View
    233

  • Download
    6

Embed Size (px)

Citation preview

Page 1: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

26

A Brastres ar profoù Nedeleg

Adkavit da biv eo bet roet ar profoù ha gant piv int bet profet.

Piv ?      Petra ?    Da biv ?

• Ur c’holen ki •

Ameli • • Pladenn bagad Kerloko • • Ameli

Erle • • Un deizlevr • • Erle

Herve • • Ur c’horn-butun • • Herve

Katelin • • Ur voutailhad frond cheuc’h • • Katelin

Leon • • Levrioù-godell • • Leon

Manu • • Kleierigoù-skouarn • • Manu

Vona • • Legoioù • • Vona

• Stammennoù •

B Kompren an destenn

1. Pennad 1

a. Ha plijet o deus he frofoù da Ameli ? Penaos e weler kement-mañ ? Diskouez a ra he flijadur kement hag he breur ? Perak ?

b. Piv eo tad ar c’holen ki zo bet profet da Erle ha da Ameli ?

2. Pennad 2

a. Petra eo programm an nozvezh e ti Yanis ?

b. « Diskennet e oa koumoul penn Ameli dirak he daoulagad ». Petra a dalvez kement-mañ ?

Pennad

où 1

, 2

, 3

, 4

Page 2: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

27

c. Daou eus ar re yaouank o deus kuitaet ar gouel abretoc’h eget rakwelet. Piv ha perak ?

d. Diwezhat eo bremañ. Dirak dor he c’hambr emañ Ameli. Petra a c’hoarvez ? Peseurt abegoù zo kaoz ?

3. Pennad 3

a. Peur e oa bet c’hoariet An Teir C’hoar ?

b. Peseurt perzh a oa bet fiziet en Ameli er pezh-c’hoari ? Penaos e oa deuet da benn eus he zaol ?

c. War beseurt danvez skol he doa ranket labourat Ameli a-benn kenderc’hel gant ar c’hoariva ?

d. O hilligañ Ameli emañ Pelaji da vare an dijuniñ. Penaos ?

4. Pennad 4

a. Distro eo Ameli er gêr goude an nozvezh e ti Yanis. Gwelet a ra an traoù en un doare disheñvel. Perak ?

b. Ne zeuio ket Stell el lise ken. Perak ? Peseurt darempredoù zo bet a-viskoazh etre Ameli ha Stell ?

C Liammit ar merc’hed gant o muiañ-karet

Ameli • • Ervin

Manu • • Milig

Pelaji • • Yanis

D Gwir pe gaou

a. E ti Ameli eo bet lidet Nedeleg er bloaz-mañ. q Gwir q Gaou

b. Er gêr emañ tud Yanis da-geñver fiskoan deiz kentañ ar bloaz. q Gwir q Gaou

Pennad

où 1

, 2

, 3

, 4

Page 3: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

28

c. Aet eo kuit Ervin ha Manu a-raok fin ar gouel. q Gwir q Gaou

d. Ameli n’he deus evet banne alkool ebet e ti Yanis. q Gwir q Gaou

e. Kousket o deus Ameli ha Yanis asambles en noz-se. q Gwir q Gaou

E Deskrivañ

Da vignoned ne anavezont na Pelaji na Milig. Lavar dezho peseurt doare koublad eo ?

F Kendivizout a strolladoù daou-ha-daou pe tri-ha-tri

a. Da lidañ ar bloaz nevez e oa bet degaset bier ha boutailhadoù liesliv gant Ervin. Petra en doa degaset an alkool d’ar strollad tud yaouank ? Ha tu zo da gaout plijadur e seurt fiskoan hep alkool ?

b. An nozvezh kentañ e oa da Ameli ha da Yanis kousket asambles. Daoust hag-eñ n’int ket re yaouank ? Aon o deus bet rak ar pezh a c’hellfe c’hoarvezout ? Perak ? Lavarit ho soñj.

G Skrivañ

Petra en deus degaset ar c’hoariva da Ameli ? Bet oc’h war al leurenn ivez ? Eus peseurt perzhioù mat pe fall ar c’hoariva ho peus dalc’het soñj ?

H Prezegennig

Alkool ha sigaretennoù zo bet gant ar re yaouank e-kerzh ar fiskoan. Mamm Ameli he deus klevet e vefe butunet traoù drol gant Pelaji. Lavarit ho soñj war kement-se.

Pennad

où 1

, 2

, 3

, 4

Page 4: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

29

I Liammañ an troioù-lavar gant o zalvoudegezh.

J Gerioù-kroaz

A-blaen : 

1. Plac’h fallakr. 2. A vroud santadoù, trivliadoù an den. 3. Pennadig amzer. 4. Levenez ennañ. 5. Barrad fulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh da glevet pa reer anv eus ur yar. 10. Komzoù taer. 11. Traoù sot.

A-serzh : 

a. A vez lavaret eus daoulagad ront, bihan ha du. b. Kinklet brav. c. Gwelloc’h lakaat anezho kuit da gaout bugale. d. Kaset kuit. e. N’eo ket mistr hini Ameli met ne ra-hi ket forzh ken. f. Leurig plaen e penn uhelañ ur skalier. g. Hollad an degouezhioù m’en em gav unan bennak pe ur strollad tud. h. Ki nevez-c’hanet. i. Fulennet, sklêrijennet gant al levenez.

• C’hoarzhin hep diskouez da zen.

• Re jentil eo.

• Lakaat a-dreuz an daoulagad.

• Azezañ.

• N’omp ket babigoù.

• Fuloriñ.

• Soñjal forzh pegement.

Ober luch-lagad. •

Debriñ soñjoù e-leizh. •

Arabat ober •begoù-chug ouzhomp.

Mont en egar. •

Klochal en e vilgin. •

Diot eo ar glukenn. •

Ober dakig. •

Pennad

où 1

, 2

, 3

, 4

Page 5: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

30

V

M

K

R

L

V

S

Ñ

D

N

R M

F

E

Z G

N L P N

G

T Ù L Z N B O Z

P E T

L U A Ñ E

U Z L S N

O G –

K K L K Z V K

S

S D N A

T

c

d

e

f

g

h

i

b

a

3

4 5

6

7 8

9 10

11

2

1

Pennad

où 1

, 2

, 3

, 4

Page 6: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

56

A Kompren an destenn

1. Pennad 5

a. Ameli a soñj dezhi ez eus ul laer pe ur muntrer o tont en ti. Piv eo evit gwir ? Perak n’he deus ket anavezet anezhañ ?

b. Petra en deus graet Herve Deuffig a-benn kaout muioc’h a chañs da gavout labour ?

2. Pennad 6

a. Petra zo kaoz n’emañ ket Manu en he bleud ?

b. Peseurt micher a blijfe da vManu ? Penaos ez a an traoù er skol eviti ?

c. Petra zo bet ijinet gant Manu a-benn sikour hec’h eontr Herve da gavout labour ? Ha laouen eo Ameli gant seurt mennozh ?

3. Pennad 7

a. Peseurt prof he doa bet Ameli digant Yanis da-geñver deiz kentañ ar bloaz ? Aon he doa bet e vije bet un dra bennak all. Petra ? Perak he doa bet aon d’ho soñj ?

b. Ha petra oa bet profet da Yanis gant Ameli ?

c. Ur veaj da Vro-Saoz a vo e-kerzh vakañsoù miz Ebrel gant an eilvedidi. Ha mont a raio Ameli ? Perak ?

4. Pennad 8

a. Rediet eo bet Herve Deuffig da vont d’un emgav er gourmarc’had. Perak ? Petra a vije c’hoarvezet ma vije chomet hep mont d’an emgav-se ?

b. Komz a ra ar skrivagnerez, Maguy Kerisit, da Ameli war-eeun, en un doare fentus. Kavit ur skwer.

Pennad

où 5

, 6

, 7

, 8

Page 7: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

57

B Gwir pe gaou ?

a. Deuet ez eus ul laer e ti Ameli. q Gwir q Gaou

b. Gloazet eo bet he zad gant Ameli. q Gwir q Gaou

c. Skrivet he deus Manu lizhiri en em ginnig e plas hec’h eontr. q Gwir q Gaou

d. Profet en deus Yanis ur walenn da Ameli. q Gwir q Gaou

e. Gourdrouzet eo bet Herve gant tud an AVEL. q Gwir q Gaou

C Deskrivañ

Digalonekaet ha skuizh eo Manu e miz Genver a-raok an distro-skol : klaskit taolenniñ anezhi ar resisañ ar gwellañ.

D Kendivizout a strolladoù daou-ha-daou pe tri-ha-tri

a. « Krennarded a chom marnaoniet evit kaout ur penn ki treut evel Kate Moss ». Petra eo ho soñj war seurt doareoù ?

b. « Lakaet e vez re a bouez war al lise gant tud zo. Kalz hentoù all zo », a lavar Ameli, « pep hini hervez e zonezonoù ». Petra a soñjit eus seurt komzoù ?

Pennad

où 5

, 6

, 7

, 8

Page 8: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

58

E Skrivañ

a. Savit ul lizher en em ginnig. Deoc’h-c’hwi da gavout e peseurt embregerezh pe gevredigezh e vefe kaset. Lakit war wel ho perzhioù mat evit ar vicher ha diskouezit pegen mennet oc’h.

b. Ameli a gompren he c’henitervez kuit a c’herioù pe dost. Petra a dalvez kement-se ? Ha gouest oc’h-c’hwi da gompren tud all evel-se ?

F Prezegennig

N’eo ket aes d’ul lisead gouzout peseurt hent micherel dibab. Ha c’hwi, gouzout a rit ? Displegit d’ho kamaladed peseurt studioù a rankfec’h ober a-benn mont war ar vicher a blijfe deoc’h.

« Re a vec’h a lakaont warni », eme Yanis o komz eus tud Manu, « dezhi d’ober he soñj », emezañ. Lavarit ho soñj war kement-se ?

Pennad

où 5

, 6

, 7

, 8

Page 9: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

59

G Gerioù-kroaz

A-blaen : 

1. N’eo ket laouen tamm ebet. 2. Plegañ-diblegañ, jogañ-dijogañ. 3. Spontus, spouronus. 4. A-viziez, a-dreuz. 5. Ijinañ. 6. Brank munut ha moan. 7. Goloet gant un dra bennak lous. 8. Skoulmañ darempredoù. 9. Gant « en em » = En em dennañ, en em zifretañ. 10. N’eo ket gwisket kempenn, difurlu.

A-serzh : 

a. Bloñset, gloazet, teñval e groc’hen e takadoù ’zo. b. Digoret bras-tre eo an daoulagad. c. Klask tud da labourat. d. Mont pell eus ar gêr. e. Dibab a-benn diskoulmañ ur gudenn da vat. f. Gantañ blev stank, hir ha fuilh. g. Grozmolat. h. Kouezhañ fall.

Pennad

où 5

, 6

, 7

, 8

Page 10: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

60

D K O N

B

J G I G Ñ

O Ê

D B A U C’H S

D I D

– V K L

M P T Ñ R F

T D

U O G R

B Ñ S N S

B I G

N CH

B S R T E N E

L L

K H T Ñ Z N U

T Z

T D K R P Ñ

D K L V K L

a

b

c

d

e

f

g

h

1

2

3

4

5

6

7

8

9

10

Page 11: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

79

A Kompren an destenn

1. Pennad 9

Pelec’h e oa bet graet he staj trede klas gant Ameli ? Ha plijet en doa he staj dezhi ?

2. Pennad 10

Marteze ez eus bet kavet un hent gant Manu en he studioù. Pehini ?

3. Pennad 11

Ameli a soñj dezhi e vez kuzhet un dra bennak outi gant he zud. Soñjal a ra dezhi ez eus ur raktres bennak gant he zad. Peseurt raktres e c’hellfe bezañ ?

B Gwir pe gaou

a. Aotreet eo Yann gozh da sachañ war e gorn-butun en ti-retred. q Gwir q Gaou

b. Eontr-kozh Ameli eo Yann gozh. q Gwir q Gaou

c. Mezegez-loened eo an itron Mewar. q Gwir q Gaou

d. Un urzhiataer he deus Ameli en he c’hambr. q Gwir q Gaou

e. Eus revelezh he doa komzet Katelin d’he merc’h meur a wezh. q Gwir q Gaou

Pennad

où 9

, 1

0, 1

1

Page 12: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

80

C Kendivizout a strolladoù daou-ha-daou pe tri-ha-tri

a. Bernez ar Gall, ur c’hamalad kozh da Herve Deuffig, zo aet da rener labouradeg Keto. « Ne ouie na bu na ba er skol », eme Yann gozh, « graet ez eus bet evitañ sur ». « N’eo ket kiañ er skol an hini eo a faot, anavezout tud ha bezañ anavezet ganto, ne lavaran ket », a lavar Ameli d’he zad. Petra a soñjit eus kement-mañ ?

b. Ne c’hell ket Ameli labourat hep an urzhiataer. He fennad-skrid a c’hellfe bezañ skrivet gant an dorn, a lâr he zad. Perak e vefe aesoc’h gant an urzhiataer ? Ha techet e vefe ar re yaouank da gopiañ pennadoù war lec’hiennoù ar rouedad Internet ?

D Skrivañ

Klañvdiourez a blijfe da Ameli bezañ. Marteze e c’hellfe labourat en un ti evit ar re gozh. Ha plijout a rafe deoc’h seurt micher ? Peseurt perzhioù mat ha peseurt perzhioù fall a vefe d’ho soñj ?

E Prezegennig

Peseurt staj ho poa bet tro d’ober er bloaz-mañ pe warlene ? Eus petra ho peus dalc’het soñj ? Petra en doa degaset ar staj deoc’h ?

F Klaskit termenadur ar geriennoù-mañ a-benn dis-plegañ ar ster anezho d’ho kamaladed.

Anien / Dougen bri / Bezañ kelc’hiet / Revelezh.

Pennad

où 9

, 1

0, 1

1

Page 13: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

110

A Kompren an destenn

1. Pennad 12

Ha normal eo e ouife Nora notennoù Manu ? Penaos e c’hellfe gouzout ?

Dispriz he deus Nora evit an ST2S ? Perak ? Ha gellout a rafe Ameli chom el lise-mañ ma ’z afe war-du ur vachelouriezh ST2S ?

Da belec’h ez aio familh Ameli da dremen an dibenn-sizhun ?

Petra zo bet feurmet gant Herve Deuffig evit ar vakañsoù hañv ? Piv zo bet pedet da vont gantañ ?

2. Pennad 13

E peseurt klas e fell da Ameli mont ar bloaz a zeu, bremañ ? Perak ?

War beseurt micher e fell dezhi mont ?

Penaos e oa tremenet beaj Bro-Saoz gant ar re all ?

3. Pennad 14

Petra a gemenn follennoù-brudañ an itron Bergman ?

Ha tu zo da Ameli da vont d’ober ur staj e-kerzh ar vakañsoù hañv ?

Penaos e tiskouez ar skrivagnerez en deus un den c’hoant bras d’ober un dra bennak ?

Petra zo kaoz eo deuet Ameli ha Jilia da vezañ tostoc’h an eil ouzh eben ?

Pennad

où 1

2, 1

3, 1

4, 1

5

Page 14: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

111

4. Pennad 15

Da belec’h ez aio Manu e-kerzh ar vakañsoù hañv ? Gant piv ?

Peseurt raktres eo hini Herve Deuffig ? Piv en deus bet ar mennozh-se ?

Peseurt plas en do Yanis er raktres-se ?

A-bouez eo da Ameli kaout un iPod bremañ ? Perak ?

B Kendivizout a strolladoù daou-ha-daou pe tri-ha-tri

a. Warlene ne grede ket Ameli mont en dour abalamour ma kave dezhi e oa re dev. Hiziv ne ra ket van ken. Petra a soñjit ?

b. Diaes eo da Ameli ha da vManu gouzout peseurt micher dibab ? Diaes eo deoc’h ivez ?

C Skrivañ

a. Ijinit ar skritell bruderezh a zo bet graet gant Herve Deuffig e gourmarc’had Lanevab.

b. Petra a soñjit eus an doare da echuiñ an istor ?

D Brudañ un embregerezh

Ijinit arguzennoù bruderezh evit reiñ lañs da embre-gerezh nevez Herve ha Yanis. Lakaomp e vefe evit un abadenn radio...

Pennad

où 1

2, 1

3, 1

4, 1

5

Page 15: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

112

E Liammañ an troioù-lavar gant o zalvoudegezh

F Adframmit ar frazennoù

Laoskit ar gerioù islinennet en o flas ha lakait urzh e-touez ar re all a-benn adsevel frazennoù saourus.

a. Evel / aer / ar / c’hwerv-se / e / en /etre gwaz / gerioù / gwreg / ha / tarnije / tredan / met / a / ar / banne / dousik / e / ginnige / Herve / kafe / Katelin / kemeras / dezhi.

b. E-giz / Ameli / bet / da / darbet / e / jav / kousket /menel / oa / penn-koumoul / ur / war-sav.

Bezañ fri-war-raok. •

Buan e tarzh •ar fulennoù.

Buan ez a he gwad •e dour.

Honnezh eo strizh •he revr.

Kas unan bennak •da sutal mouilc’hi.

Mont a ra he fenn •e dour ganti.

Ober geizoù. •

Pleget eo hon •aferioù bremañ.

Tennañ flugez. •

• Kaout un emzalc’h re seven.

• Graet eo ar jeu.

• N’eo ket gwall fin a-wezhioù.

• Kontañ gevier.

• Plijout en em lakaat war wel.

• Mont a ra an traoù e breskenn buan.

• N’eo ket digor he spered.

• N’eo ket gwall galonek.

• E gas diwar-dro.

Pennad

où 1

2, 1

3, 1

4, 1

5

Page 16: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

113

G Gerioù-kroaz

A-blaen : 

1. Ardoù a reer gant ar genoù a-benn diskouez ez eur displijet pe aet skuizh gant unan bennak. 2. Ezteurel poan pe glac’har gant klemmadennoù. 3. Alanañ a frapadoù trouzus en ur ouelañ alies. 4. N’eo ket duardez. 5. Skoilh, diaester. 6. Ober lammoù bihan. 7. En em ziskouez barrek-tre, e gwir pe gaou. 8. Den strizh e revr. 9. Lakaat da goll pasianted dre gomzoù pe jestroù hegazus. 10. Bomm lemm ha goapaus distaget e-keñver unan bennak evit e dagañ, e feukañ.

A-serzh : 

a. Plac’h techet da gaozeal a-hed hag a-dreuz. b. Farsadenn, goap. c. Merc’h va moereb. d. Ober ardoù. e. Sebezet. f. Diskouez un emzalc’h lorc’hus betek re. g. Poan-spered, glac’har. h. Plac’h pe baotr, techet d’ober ardoù.

Pennad

où 1

2, 1

3, 1

4, 1

5

Page 17: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

114

M

a

b

S K

c

E

d

N

e

Ù

f

g

h

1

B N

H V U D Ñ2

U

E B

D F O K Ñ3

V M O

M L G Z B CH4

Z R T D A N5

F D CH

A M K T B6

O

P O G S Ñ N7

C’H N8

N Ñ A

A J N Ñ F E M9 10

Pennad

où 1

2, 1

3, 1

4, 1

5

Page 18: Pennadoù 1, 2, 3, 4 - reseau- · PDF filefulor prim. 6. Klask gounit asant unan bennak gant komzoù flour. 7. A vroud an dud da c’hoarzhin goap. 8. Seurt brumenn. 9. Reiñ he mouezh

115

REIZHADENNOÙ AR POELLADENNOÙ

Pennadoù 1, 2, 3 ha 4

J. Gerioù-kroaz (p. 29-30)

A-blaen : 1. viltañsenn – 2. romantel – 3. laziadig – 4. lirzhin – 5. brouez – 6. lubaniñ – 7. lu – 8. lusenn – 9. sklokal – 10. kroz – 11. sodien.

A-serzh : a. polos – b. rikamanet – c. stevelloù – d. argaset – e. dargreiz – f. pondalez – g. saviad – h. kolen-ki – i. elfennet.

Pennadoù 5, 6, 7 ha 8

G. Gerioù-kroaz (p. 59-60)

A-blaen : 1. drouklaouen – 2. jogedijogañ – 3. braouac’hus – 4. a-veskell – 5. empentiñ – 6. briñsenn – 7. libistret – 8. kehentiñ – 9. diskrapañ – 10. disklavank.

A-serzh : a. bronduet – b. dispourbellet – c. tuta – d. digêriañ – e. disentez – f. kreouichennek – g. grignouzal – h. difaragoellañ.

Pennadoù 12, 13, 14 ha 15

G. Gerioù-kroaz (p. 113-114)

A-blaen : 1. mousklennoù – 2. hirvoudiñ – 3. difronkañ – 4. meleganez – 5. draen – 6. lammikat – 7. fougasiñ – 8. sec’henn – 9. añjinañ – 10. flemm.

A-serzh : a. flepenn – b. bourd – c. kenitervez – d. ardaouiñ – e. bamet – f. brabañ-sal – g. doan – h. chuchuenn.