17
Skrivañ testennoù berr diwar patromoù Skrivañ diwar testennoù lennegel 1 Lakaat war wel framm an albom ha skrivañ un istor all. Ur grampouezhenn gant sukr a zo bet aozet gant ar lapin evit Meurlarjez. - Piv en do ur grampouezhenn gant sukr ? a c'houlenn al lapin. - Me am bo ur grampouezhenn gant kelien, a lavar ar ran. - Me am bo ur grampouezhenn gant logod, a lavar ar c'hazh. ... ==› Chokolad gant kraoñ-kelvez a zo bet aozet gant ar c'hazh-koad evit Nedeleg. - Piv en do chokolad gant kraoñ-kelvez ? a c'houlenn ar c'hazh-koad. - Me am bo chokolad gant kelien, a lavar ar ran. - Me am bo chokolad gant kig kazh-koad, a lavar al louarn. ... - Kinnig listennoù da sikour ar skolidi : ar c'hrokodil / ar ran, ar jirafenn / an delioù gwez, al leon / an antilopenn, ar balum / ar chifretez, an touseg / ar c'hwibu, ar bleiz / an oan, an arzh / ar mel, an houad / ar greun ... - Skridoù ar skolidi a c'hell bezañ lakaet dindan stumm un albom pe ur c'hamishibaï evit bezañ diskouezet da dud all. 2 Lakaat war wel framm an albom ha skrivañ un istor all . "Un Istor Teñval-Tre" ==› "Un Istor Farsus-Tre" - Skridoù ar skolidi a c'hell bezañ lakaet dindan stumm un albom pe ur c'hamishibaï evit bezañ diskouezet da dud all.

Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

Embed Size (px)

Citation preview

Page 1: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

Skrivañ testennoù berr diwar patromoù

Skrivañ diwar testennoù lennegel

1

Lakaat war wel framm an albom ha skrivañ un istor all.

Ur grampouezhenn gant sukr a zo

bet aozet gant ar lapin evit

Meurlarjez.

- Piv en do ur grampouezhenn gant

sukr ? a c'houlenn al lapin.

- Me am bo ur grampouezhenn gant

kelien, a lavar ar ran.

- Me am bo ur grampouezhenn gant

logod, a lavar ar c'hazh.

...

==›

Chokolad gant kraoñ-kelvez a zo bet

aozet gant ar c'hazh-koad evit Nedeleg.

- Piv en do chokolad gant kraoñ-kelvez ? a

c'houlenn ar c'hazh-koad.

- Me am bo chokolad gant kelien, a lavar

ar ran.

- Me am bo chokolad gant kig kazh-koad,

a lavar al louarn.

...

- Kinnig listennoù da sikour ar skolidi : ar c'hrokodil / ar ran, ar jirafenn / an delioù gwez, al leon / an

antilopenn, ar balum / ar chifretez, an touseg / ar c'hwibu, ar bleiz / an oan, an arzh / ar mel, an houad /

ar greun ...

- Skridoù ar skolidi a c'hell bezañ lakaet dindan stumm un albom pe ur c'hamishibaï evit bezañ

diskouezet da dud all.

2

Lakaat war wel framm an albom ha skrivañ un istor all .

"Un Istor Teñval-Tre" ==› "Un Istor Farsus-Tre"

- Skridoù ar skolidi a c'hell bezañ lakaet dindan stumm un albom pe ur c'hamishibaï evit bezañ

diskouezet da dud all.

Page 2: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

3

Skrivañ atersadenn tudennoù un istor.

- Bez e c'heller sevel skritelloù da lakaat en ur c'horn eus ar c'hlas asambles gant poltredoù tudennoù

all.

4

Prezantiñ tudennoù un istor lennet er c'hlas.

Ar ramz eo.

Da gentañ en doa bet dilhad c'heuc'h : ur bragoù, ur

roched, botoù ... Laouen-kenañ e oa !

Met tamm-ha-tamm en deus roet e zilhad d'ar re all evit

sikour anezho. Dipitet e oa.

A-benn ar fin e oa laouen gant e zilhad kozh.

- Bez e c'heller sevel skritelloù da lakaat en ur c'horn eus ar c'hlas asambles gant poltredoù tudennoù

all.

- Evit prenañ an albom : http://www.klask.com/index.php?dib=11&niv=524

- Piv out ?

............................................................................

- Perak 'peus kuitaet ar gêr ?

............................................................................

- Pelec'h out bet ?

............................................................................

ha kement zo ...

Page 3: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

5

Lakaat war wel framm an albom ha skrivañ un istor all.

Lakaat loened all e-plas al lapin hag al louarn. Lakaomp :

al lapin ==› ur ran pe un oan

al louarn ==› ur c'hrokodil pe ur bleiz

Bez e c'heller ramplasiñ al loened all ivez.

- Kavet e vez troidigezh an albom war lec'hienn Hipolenn.

- Skridoù ar skolidi a c'hell bezañ lakaet dindan stumm un albom pe ur c'hamishibaï evit bezañ

diskouezet da dud all.

5

Lakaat war wel framm an albom ha skrivañ pelloc'h.

Ribambelle, Hatier

- Huñvreet em eus ...

- Skridoù ar skolidi a c'hell bezañ lakaet dindan stumm un albom pe ur c'hamishibaï evit bezañ diskouezet

da dud all.

Page 4: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

6

Skrivañ pennadoù-kaoz.

- Kavet e vez troidigezh an albom war lec'hienn Hipolenn.

7

Skrivañ diwar un danevell.

Disul e oan

zoo ha

Dilun e oan bet e t

er zoo ha

Dimeurzh e oan bet e ti

zoo hag

Etc ...

Diwar

?

En em gavout a reas gant

« Ac’hanta, ..................., lâr din ‘ta piv eo

an hini kreñvañ ? » a c’houlennas ar bleiz.

« ...................................................................

.................................................

........................ », a respontas ar

Kavet e vez troidigezh an albom war lec'hienn Hipolenn.

Skrivañ diwar un danevell.

Testenn libr

Disul e oan bet e ti tonton ha tintin. Debret hon doa kig-yer gant fritez. Da c'houde e oamp

zoo ha gwelet hon doa un tigr en e gaoued. Pebezh devezh brav !

Dilun e oan bet e ti an tigr. Debret hon doa va zonton ha va zintin gant fritez. Da c'houde e oamp bet

er zoo ha gwelet hon doa ar penn-yar en e gaoued. Pebezh devezh brav !

Dimeurzh e oan bet e ti ar penn-yar gant fritez. Debret hon doa an tigr. Da

zoo hag gwelet hon doa va zonton ha va zintin en o c'haoued. Pebezh devezh brav !

Diwar Silence, Histoires pressées, B.Friot.

reas gant .............................

, lâr din ‘ta piv eo

a c’houlennas ar bleiz.

...................................................................

......................................................................

», a respontas ar .................

yer gant fritez. Da c'houde e oamp bet er

gant fritez. Da c'houde e oamp bet

yar en e gaoued. Pebezh devezh brav !

yar gant fritez. Debret hon doa an tigr. Da c'houde e oamp bet er

va zonton ha va zintin en o c'haoued. Pebezh devezh brav !

Page 5: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

8

Skrivañ diwar un danevell.

Karantez kentañ

8 a viz gwengolo

Ur skoliadez nevez a zo ganeomp er c'hlas. Sylvie eo he anv. Lakaet eo bet da azezañ em c'hichen

gant an itron Delibes.

17 a viz gwengolo

Ur c'homenn am eus bet digant Sylvie. Roet em eus ma stilo pluenn dezhi.

8 a viz here

Klañv eo Sylvie. Kas a rin he labour-noz dezhi er gêr.

13 a viz here

Deuet eo Sylvie en-dro ar mintin-mañ. Ambrouget em eus anezhi d'ar gêr goude an devezh-skol.

2 a viz kerzu

Skrivet em eus ur barzhoneg da Sylvie. Taolet em eus anezhañ kuit.

29 a viz kerzu

Vakañsoù. Mankout a ra din.

17 a viz genver

Ne fell ket da Sylvie bezañ ambrouget d'ar gêr ganin ken.

18 a viz genver

Gwelet em eus Sylvie el levraoueg. O kaozeal gant Rocco e oa.

20 a viz genver

Skrivet em eus da Sylvie

21 a viz genver

Goulennet he deus cheñch plas. Er renk kentañ emañ bremañ.

30 a viz even

Joa em eus outi atav …

Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot.

Page 6: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

9

Skrivañ divinadelloù.

Albom gant Olivier Tallec,

embannadurioù Actes Sud Junior

Skrivañ goulennoù ha respontoù.

- Piv n'en deus ket kousket awalc'h ?

- Ar c'hazh-koat n'en deus ket kouesket awalc'h. (Tres skuizh zo warnañ. Un tok zo war e

benn. Me gav din eo bet o riboulat.)

- Bez e c'heller brasaat ar skeudennoù evit stagañ anezho ouzh an daolenn.

- Goulennoù zo skrivet war an daolenn. Kalz re all a c'hell bezañ invantet avat.

Page 7: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

10

Skrivañ diwar rimadelloù.

Va faotrig, ret eo dit !

– Va faotrig, ret eo dit lakaat

Da dog evit mont er-maez !

Va faotrig, ret eo dit lakaat

Da skerb evit mont er-maez !

Va faotrig, ret eo dit lakaat

Da vantell evit mont er-maez !

Va faotrig, ret eo dit lakaat

Da votoù evit mont er-maez !

– Ne rin ket, ne’z in ket er-maez,

Diegi ’m eus ’lakaat va dilhad !

Maryvonne Berthou

- Ramplasiñ "va faotrig" gant anvioù ar skolidi ha "mont er-maez" gant lec'hioù all ("mont d'ar skol",

"mont da c'hoari foot", "mont d'an aod" ...)

Page 8: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

11

Skrivañ diwar rimadelloù.

Beg figus

– Va Lellig, petra ’po da zebriñ ?

Soubenn garotez pe soubenn laezh ?

– Ne’m bo ket, ne’m bo ket,

Ne gavan ket mat ar soubenn,

Un tamm bara amann zo mat din !

– Va Lellig, petra ’po da zebriñ ?

Kig moc’h pe kig leue ?

– Ne’m bo ket, ne’m bo ket,

Ne gavan ket mat ar c’hig,

Un tamm bara amann zo mat din !

– Va Lellig, petra ’po da zebriñ ?

Farz buan pe farz forn ?

– Ne’m bo ket, ne’m bo ket,

Ne gavan ket mat ar farz,

Un tamm bara amann zo mat din !

Maryvonne Berthou

- Mont pelloc'h ganti : vioù fritet/ vioù poazh-tanv, bara gant amann pe gant koñfitur, patatez krichenet

pe patatez-frit ...

Page 9: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

12

Skrivañ diwar rimadelloù.

Gevier tout

– Gwelet ’m eus, gwelet ’m eus.

– Petra ’peus gwelet ’ta ?

– Gwelet ’m eus ur yarig wenn

O tougen Tregon war he c’hein.

Gwelet ’m eus ur gazeg-koad

O tougen Rosporden war he zroad.

– Gevier tout !

– Gwelet ’m eus, gwelet ’m eus.

– Petra ’peus gwelet ’ta ?

– Gwelet ’m eus ul logodenn

O tañsal ar gavotenn

Un tog gwenn

Ganti war he fenn.

– Gevier tout !

– Gwelet ’m eus, gwelet ’m eus.

– Petra ’peus gwelet ’ta ?

– Gwelet ’m eus ur pintig

O ledañ krampouezh mouzig

War ur mell pillig.

– Gevier tout !

- Mont pelloc'h ganti. N'eo ket dav e vefe rimoù bep taol.

- Bez e c'heller degas geriaouegoù ("Mil ger", "Geriadurig ma c'hlas" ...)

Page 10: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

13

Skrivañ diwar rimadelloù.

Perak eo du da c’henoù ?

– Perak eo du da c’henoù ?

– Gant ar mouar eo du.

– Pelec’h emañ ar mouar ?

– War an drez emañ ar mouar.

– Pelec’h emañ an drez ?

– War ar c’hleuz emañ an drez.

– Pelec’h emañ ar c’hleuz ?

– War ar menez emañ ar c’hleuz.

– Pelec’h emañ ar menez ?

– Dindan an erc’h emañ ar menez.

– Pelec’h emañ an erc’h ?

– Teuzet gant an heol.

– Pelec’h emañ an heol ?

– E-barzh ar mor da guzhat, Ma ne gredit ket, kit da welet.

- Skrivañ war ar memes patrom : "Perak eo gleb da benn ?" / "Perak eo lous da zaouarn ?" ...

14

Skrivañ diwar rimadelloù.

Ar podig pri

– Me ’m eus ur podig

– Peseurt podig ?

– Ur podig pri.

– Peseurt pri ?

– Pri melen.

– Peseurt melen ?

– Melen vi.

– Peseurt vi ?

– Vi ar yarig.

– Peseurt yarig ?

– Ur yarig wenn Un doupennig war lein he fenn

kement ha tour Rostrenn.

- Mont pelloc'h ganti : "Me 'meus ur volotenn / ur velo / ur sac'hig ..."

Page 11: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

Skrivañ testennoù berr

15

"Hiziv e vo desket ..."

Skrivañ un dra a vo desket e-pad an devezh-skol diwar ar roll-labour, skrivet war an daolenn.

Lakaomp : "Hiziv e vo desket muzuliañ gant ar reolenn."

16

E fin an devezh-skol, skrivañ un dra a-bouezh graet pe desket gant ar c'hlasad (pep hini e-unan pe gant

skoazell ar skolaer).

Lenn an holl frazennoù en-dro d'ar gwener ha skrivañ "testenn ar sizhun".

Lakaomp : Desket hon eus ar mod da skrivañ lizhiri. Skrivet hon eus ul lizher d'ar genskrivourien. E

matematik hon eus diskoulmet problemoù.

17

Skrivañ divinadelloù. Lakaomp :

Ur bos am eus ha 4 fav. En dezert emaon o chom.

- Un c'hañval on.

Evit sikour ar c'hlasad e c'heller lakaat skeudennoù war wel (loened, skritelloù "An ti" TES ...)

18

Diskouezet e vez un dra dianavez d'ar c'hlasad (un ostilh, un dra gozh ...). Dav eo d'ar skolidi skrivañ da

betra e servij : "Servij a ra da ..."

- Lakaat verboù war wel evit sikour ar re o defe ezhomm (troc'hiñ, tommañ, malañ ...)

- Ar re varrekañ a c'hell ijinañ un implij farsus d'an objedoù.

Page 12: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

19

Diskouez un tamm bihan eus ur skeudenn nemetken. Goulenn gant ar skolidi skrivañ petra a zo bet

kuzhet.

- Evit sikour : goulenn gant ar c'hlasad lavaret gerioù diwar-benn ar skeudenn ha skrivañ anezho war an

daolenn.

Lakaomp : Ur c'hi bras a zo dirak an div blac'h. Un oto a zo a-us ar paotrig.

20

"Ma vijen ..."

- Ma vijen ul loen ...

Lakaomp : Ma vijen ul loen e vijen ul lapous. Nijal a rajen dreist ar c'herioù hag ar menezioù ...

- Ma vijen majisian ...

Page 13: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

21

"Un dra bennak dreist-ordinal a vo hiziv. "

- Hiziv e vo / ... a deuio, a raio ...

22 An traoù a blij din ..." / "An traoù na blijont ket din ..." (50 ...)

C'hoari bolotenn a blij din.

Pignat er gwez a blij kalz din.

Sellet ouzh an tele a blij din.

ha kement zo ...

Lenn levrioù ne blij ket din.

Renkañ ma gambr ne blij ket din.

ha kement zo ...

23

"Cadavres exquis" (50 ...)

Oc'h ober petra ? Piv ? Pelec'h ? Peur ?

Dañsal a ra ar yar er c'hantin bep noz.

C'hoari a ra ar skolaerez er wezenn e-pad an deiz.

ha kement zo ...

- Skrivañ an tammoù frazennoù war dikedennoù ha tennañ anezho d'ar sord.

- Geriaouegoù a c'hell bezañ degaset da sikour ar skolidi ("Mil ger", "Geriadurig ma c'hlas" ...)

Page 14: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

24

- Tennet eus "Pleustriñ war ar yezh", TES

25

- Tennet eus "Pleustriñ war ar yezh", TES

26

"En em brezantiñ"

....... eo ma anv.

Ur paotr / ur plac'h on.

....... eo ma blev ha .... ma daoulagad.

Ganet e oan d'an .....

..... a gavan mat. Ne gavan ket mat .....

C'hoari ..... a blij din.

Istor ..... a blij din.

ha kement zo ...

- Bez e c'heller lakaat ar skolidi da zivinout piv eo.

Page 15: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

27

"Chañmar a lavar" ("Jacques a dit")

Lakaomp : Chañmar a lavar : "Laka da gaier war da benn."

28

Skrivañ sekred evaj-hud ur sorserez.

29

"Un devezh-skol eus ar c'hentañ"

30

"Astenn ar frazennoù"

Ur marmous a zo o tont.

Ur marmous bihan a zo o tont.

Ur marmous bihan a zo o tont d'ar red.

Gerioù da reiñ d'ar skolidi evit sikour anezho da astenn ar frazennoù : evit ..., gant ...

Page 16: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

Skrivañ en holl danvezioù-skol

31

E skiantoù, skrivañ martezeadennoù diwar goulennoù ar skolaer.

Lakaomp : Petra eo deuet an dour a oa en asied da vezañ ? Petra a vez debret gant ar buzhug ?

32

E matematikoù, skrivañ problemoù pe respontoù problemoù.

33

War-lerc'h abadennoù sport, skiantoù arzoù-kaer ... war-lerc'h un abadenn sinema, un diskouezadeg ...

goulenn gant ar skolidi skrivañ ur frazenn diwar ar patrom "Plijet on bet gant..." ha "N'on ket bet plijet

gant ..."

34

E sport, skrivañ reolenn ur c'hoari.

35

E skiantoù : kaier an taolioù-arnod.

36

Skrivañ ur sintezenn asambles gant ar skolaer (istor, geografiezh ...)

Page 17: Skrivañ testennoù berr diwar patromoù - eskolaer.org · Silence, Histoires pressées, B.Friot. ... Diwar Premier amour, Histoires pressées, B.Friot. 9 Skrivañ divinadelloù

37

Skrivañ diwar-benn un dokumant e istor pe e geografiezh (brastres, taolenn, foto ...)

38

Skrivañ ar pezh a zo bet desket e fin ur gentel : "Desket em eus ..."