1
34 Sonerezh, sinema, c’hoarioù remañ niv. 418 b 35 Sonerezh, sinema, c’hoarioù remañ niv. 418 b ntoine Dominique Domino, lesanvet diwezhatoc’h “Fats” en abeg d’e gorf lart-toaz, a zo bet ganet e New Orleans, Louiziana, e 1928. Mab da Antoine Domino, eus ur familh kreol deuet da labourat er plantadegoù sukr-korz. Skoliataet e voe e saozneg met ar c’hreoleg e oa yezh an dud. Ha don e vo al levezon cajun paket en endro-se war sonerezh Fats Domino. UR BUGEL HAG UR C’HRENNARD E CHAODOURON NEW ORLEANS Deskiñ a ra seniñ gant ar piano da zek vloaz hag e krog da zaremprediñ an tavarnioù born. Da bevarzek vloaz e tilez da vat ar skol, kement ha ken bihan ma chomo damzizesk diavaez ar sonerezh : labourat a ra war an deiz en ul labou- radeg, ha diouzh an noz en tavarnioù, e-lec’h ma teu a-benn da vezañ ur mailh war ar piano blues-boogie. Eno e kej gant ur saksellour amatour, Robert Hagans, hag a zeuio da vezañ e gensoner e-pad 25 bloaz. Darbet dezhañ koll un dorn war al lec’h-labour, e tiviz en em ouestlañ a-zevri d’ar piano nemetken. WAR-ZU AR GLOAR Bennozh d’an trompilher ha kempenner Dave Bartholomew e sin ur gevrat gant an ti pladennoù Imperial Records. E bladenn gentañ The Fat Man a ra berzh bras gant e ventadurezh kreñv hag e stil trivliadel diazezet war ar jump blues, ur sonerezh korollus lusket gant ar piano boogie- woogie ha sonliv ar saksell. Hiziv e seller ar bladenn-se evel ragarouez ar rock’n’roll. Diwar neuze e tigor dirazañ troioù ha salioù bras en Amerika hag er bed. E 1956 e krou e ganaouenn vrudetañ Blueberry Hill, a chomo bamet Elvis Presley dirazi, ar pezh a lakaio brud Fats da greskiñ c’hoazh. Eus ar prantad krouus-se menegomp ivez : Hey La-bas Boogie, ur ganaouenn ma santer al levezon kreol (1950) ; Aint ’t That the Shame (1955), ur pezh rock’n’roll skouer ; When the Saints Go Marching In, un tem New Orleans azveret (1959). E deroù ar bloavezhioù 1960, ez a ar rock’n’roll war an diskar er Stadoù-Unanet ha gwashaet eo c’hoazh an traoù dre ar British Invasion gant strolladoù evel The Beatles ha The Rolling Stones. Fats Domino a enroll nebeutoc’h a bladennoù ha rouesoc’h eo an troiadoù. E bladennoù a dro ivez muioc’h war-zu ar sonerezh a skañv mod “diseurtoù” ha perzh a gemer en abadennoù evit hiraezherien oad aour ar rock’n’roll. Dont a ra ivez mare ar gare- donoù hag an enorioù evel ar Grammy Awards evit e remzad a-bezh e 1989, ha medalenn vroadel an Arzoù digant ar prezidant Bill Clinton e 1997. Ul levezon vras en devo war meur a strollad pe soner pop evel The Beatles (Lay Madonna), pe Stevie Wonder (Boogie on Reggae Woman). En nevezamzer 2006 e sav e bladenn ziwezhañ, Alive and Kickin’, evit skoazellañ tud paour eus New Orleans, da-heul ar gwall reuz deut diwar gorventenn Katrina. UR VUHEZ PREVEZ “ROCK’N’ROLL” E 1947, d’an oad a 19 vloaz, e timez gant Rosemary Hall, 17 vloaz. Eizh a vugale o devo, pep hini anezho a zoug un anv- bihan a zeraou gant A, evel Antoine ! Gant ar vrud a zeu e tilojo da Los Angeles hag a zeuio da vezañ evel e eil annez. Eno e ren ur vuhez a zibocherezh diwar-bouez an alkool hag ar maouezed. C’hoarvezout a ra dezhañ neuze degouezhout diwezhat er sonadegoù, pe zoken c’hwitañ war an abadennoù, ar pezh a lak an arvesterien en egar. Setu aet diouzhimp, d’ar 24 a viz Here 2017, ur soner piano hag ur c’haner hoalus a zifraostas meur a stumm eus ar sonerezh pobl arnevez, peurgetket ar rhythm and blues hag ar rock’n’roll. Un den du, bet ganet e metoù pinvidik sonerezh New Orleans, hag a ouezas treuzfurmiñ bed ar muzik gwenn. Gwerzhet e voe ouzhpenn 65 milion a bladennoù e-ser e remzad ! Daoust da se e chom stag ouzh e wreg, ha diwar kreiz ar bloavezhioù 1960 e rouesa e sonadegoù evit bezañ muioc’h ganti. Un den mat eo Fats, a lak aes a-walc’h e fiziañs en dud, ar pezh a zegas gwall drubuilhoù dezhañ. Laeret e vo gant e alvokad en doa galloudegadur war e vadoù pe gant e dabouliner a ginnige kuitaat ar strollad bep gwech ma oa ezhomm bras anezhañ en aviz goulenn ur pezhiad kresk gopr… Savet en doa e 1960 ur maner roz ha gwenn e New Orleans evit 200 000 a zollaroù, hag a voe e-pad pell un dedenn touristel. Da goulz korventenn Katrina e nac’h kuitaat e di gant e familh ha saveteet eo a-benn ar fin gant polis ar porzh. UR STIL DEZHAÑ E-UNAN Evel a stader o selaou The Fat man, en deus gouezet Fats Domino loc’hañ diwar ar boogie-woogie en ur zegas ul luskel- lerezh kreñv, ur stil anvet Big Beat, gant komzoù laouen peurliesañ distaget gant ur vouezh tenor hag ur pouez-mouezh louizianat. Diwar gement-se e vo gwriet ar pezh en devo kavet en e chaodouron nevezorleañsek : jump blues, jazz, sone- rezh cajun, kelluskoù Karib ha latin ; ar pezh a vo anvet rhythm and blues New Orleans. Alese e teuio ar rock’n’roll ma’z eo an difraoster anezhañ ha marteze zoken ar c’hrouer anezhañ. Bras e voe e levezon neuze war ar soul, ar funk, hag ar reggae zoken. Ur sonerezh aes da gompren ha graet evit dañsal, selaouit Blueberry Hill hag e santot diouzhtu ho tivesker o fiñval. Ur gwir arvest e oa ivez ur sonadeg gantañ pa gase a daolioù kof ar piano e-maez eus ar sal e fin an abadenn. Dav eo anzav evelkent e voe techet da gousket war al lore, ken bras ha ken buan ma voe e vrud : gwerzhet e voe ur milion a skouerennoù eus ar bladenn The Fat Man ! Un dra espar er mare-se dreist- holl evit ur soner du. Erfin, arvestoù Fats Domino o devoe ur roll brazik evit tostaat an arvesterien du ha gwenn d’ur mare ma oa kreñv an disparti etre ar gouennoù e su ar Stadoù- Unanet. Gouest e voe Fats Domino da lakaat ur sonerezh graet gant ar re zu evit ar re zu da vezañ degemeret ha da ober berzh e metoù ar re wenn. Fulup Lannuzel Evit gouzout hiroc’h : www.fatsdominoofficial.com Sonerien veur ar blues hag ar jazz 3 Fats Domino , difraoster du ar rock’n’roll Evit mont pelloc’h Pladennoù : The Indispensable 1949-1962 ; Greatest Hits. Teulfilm gant ar chadenn foran amerikan PBS : Fats Domino and The Birth of Rock’n’roll, Joe Lauro (2016). Fats Domino o seniñ e Hamburg, Alamagn, e 1973. Azveret : meret (pe aozet) adarre (revisité e galleg). Diseurtoù : hollad doareoù sonerezh skañv (variétés e galleg). Galloudegadur : obererezh reiñ galloudegezh, melestradurel peurvuiañ, da ub. (procuration e galleg). Hiraezher : den hiraezhus (nostalgique e galleg). Kellusk : lusk, dastalm (rythme e galleg). Kempenner : den a gempenn sonerezh (arrangeur e galleg). Saksell : benveg seniñ kouevr dre c’hwezh, bet ijinet e-kreiz an 19 vet kantved dezhañ alc’hwezioù niverus, ul lañchenn hag ur beg heñvel ouzh hini ar glerinell (saxophone e galleg). Chakodigoù div bladenn gant Fats Domino, Here Stands Fats Domino (1957) hag e hini ziwezhañ, Alive and Kickin’ (2006). Heinrich Klaffs / Creative Commons c b a 2.0 Fats Domino en Amsterdam, Izelvroioù, e 1962. Hugo van Gelderen / Anefo / Creative Commons c 0̷ 1.0

Sonerien veur ar blues hag ar jazz 3 Fats Domino · 34 Sonerezh, sinema, c’hoarioù bremañ • niv. 418 35 Sonerezh, sinema, c’hoarioù bremañ ntoine Dominique Domino, lesanvet

Embed Size (px)

Citation preview

Page 1: Sonerien veur ar blues hag ar jazz 3 Fats Domino · 34 Sonerezh, sinema, c’hoarioù bremañ • niv. 418 35 Sonerezh, sinema, c’hoarioù bremañ ntoine Dominique Domino, lesanvet

34 Sonerezh , s i nema, c ’hoar ioùremañ • niv. 418b 35Sonerezh , s i nema, c ’hoar ioù

remañ • niv. 418b

ntoine Dominique Domino, lesanvet diwezhatoc’h “Fats” en abeg d’e gorf lart-toaz, a zo bet ganet e New Orleans,

Louiziana, e 1928. Mab da Antoine Domi no, eus ur familh kreol deuet da labou rat er plantadegoù sukr-korz. Skolia taet e voe e saozneg met ar c’hreoleg e oa yezh an dud. Ha don e vo al levezon cajun paket en endro-se war sonerezh Fats Domino.

UR BUGEL HAG UR C’HRENNARD E CHAODOURONNEW ORLEANS

Deskiñ a ra seniñ gant ar piano da zek vloaz hag e krog da zaremprediñ an tavarnioù born. Da bevarzek vloaz e tilez da vat ar skol, kement ha ken bihan ma chomo damzizesk diavaez ar sonerezh : labourat a ra war an deiz en ul labou-radeg, ha diouzh an noz en tavarnioù, e-lec’h ma teu a-benn da vezañ ur mailh war ar piano blues-boogie. Eno e kej gant ur saksellour amatour, Robert Hagans, hag a zeuio da vezañ e gensoner e-pad 25 bloaz. Darbet dezhañ koll un dorn war al lec’h-labour, e tiviz en em ouestlañ a-zevri d’ar piano nemetken.

WAR-ZU AR GLOARBennozh d’an trompilher ha kempenner Dave Bartholomew e sin ur gevrat gant an ti pladennoù Imperial Records. E bla denn gentañ The Fat Man a ra berzh bras gant e ventadurezh kreñv hag e stil trivlia del diazezet war ar jump blues, ur sone rezh korollus lusket gant ar piano boogie-woogie ha sonliv ar saksell. Hiziv e seller ar bladenn-se evel ragarouez ar rock’n’roll. Diwar neuze e tigor dirazañ troioù ha salioù bras en Amerika hag er bed. E 1956 e krou e ganaouenn vrudetañ Blueberry Hill, a chomo bamet Elvis Pres ley dirazi, ar pezh a lakaio brud Fats da greskiñ c’hoazh. Eus ar prantad krouus-se menegomp ivez : Hey La-bas Boogie, ur ganaouenn ma santer al leve zon kreol (1950) ; Aint ’t That the Shame (1955), ur pezh rock’n’roll skouer ; When the Saints Go Marching In, un tem New Orleans azveret (1959).

E deroù ar bloavezhioù 1960, ez a ar rock’n’roll war an diskar er Stadoù-Unanet ha gwashaet eo c’hoazh an traoù dre ar British Invasion gant strolladoù evel The Beatles ha The Rolling Stones. Fats Domino a enroll nebeutoc’h a bladennoù ha rouesoc’h eo an troiadoù. E bladennoù a dro ivez muioc’h war-zu ar sonerezh

a skañv mod “diseurtoù” ha perzh a gemer en abadennoù evit hiraezherien oad aour ar rock’n’roll. Dont a ra ivez mare ar gare-donoù hag an enorioù evel ar Gram my Awards evit e remzad a-bezh e 1989, ha meda lenn vroadel an Arzoù digant ar prezi dant Bill Clinton e 1997. Ul levezon vras en devo war meur a strollad pe soner pop evel The Beatles (Lay Madon na), pe Stevie Wonder (Boogie on Reggae Woman).

En nevezamzer 2006 e sav e bladenn ziwezhañ, Alive and Kickin’, evit skoazellañ tud paour eus New Orleans, da-heul ar gwall reuz deut diwar gorventenn Katrina.

UR VUHEZ PREVEZ “ROCK’N’ROLL”

E 1947, d’an oad a 19 vloaz, e timez gant Rosemary Hall, 17 vloaz. Eizh a vugale o devo, pep hini anezho a zoug un anv-bihan a zeraou gant A, evel Antoine ! Gant ar vrud a zeu e tilojo da Los Angeles hag a zeuio da vezañ evel e eil annez. Eno e ren ur vuhez a zibocherezh diwar-bouez an alkool hag ar maouezed. C’hoarvezout a ra dezhañ neuze degouezhout diwezhat er sonadegoù, pe zoken c’hwitañ war an abadennoù, ar pezh a lak an arvesterien en egar.

Setu aet diouzhimp, d’ar 24 a viz Here 2017, ur soner piano hag ur c’haner hoalus a zifraostas meur a stumm eus ar sonerezh pobl arnevez, peurgetket ar rhythm and blues hag ar rock’n’roll. Un den du, bet ganet e metoù pinvidik sonerezh New Orleans, hag a ouezas treuzfurmiñ bed ar muzik gwenn. Gwerzhet e voe ouzhpenn 65 milion a bladennoù e-ser e remzad !

Daoust da se e chom stag ouzh e wreg, ha diwar kreiz ar bloavezhioù 1960 e rouesa e sonadegoù evit bezañ muioc’h ganti. Un den mat eo Fats, a lak aes a-walc’h e fiziañs en dud, ar pezh a zegas gwall drubuilhoù dezhañ. Laeret e vo gant e alvokad en doa galloudegadur war e vadoù pe gant e dabouliner a ginnige kuitaat ar strollad bep gwech ma oa ezhomm bras anezhañ en aviz goulenn ur pezhiad kresk gopr…

Savet en doa e 1960 ur maner roz ha gwenn e New Orleans evit 200 000 a zollaroù, hag a voe e-pad pell un dedenn touristel. Da goulz korventenn Katrina e nac’h kuitaat e di gant e familh ha saveteet eo a-benn ar fin gant polis ar porzh.

UR STIL DEZHAÑ E-UNANEvel a stader o selaou The Fat man, en deus gouezet Fats Domino loc’hañ diwar ar boogie-woogie en ur zegas ul luskel-lerezh kreñv, ur stil anvet Big Beat, gant komzoù laouen peurliesañ distaget gant ur vouezh tenor hag ur pouez-mouezh louizianat. Diwar gement-se e vo gwriet ar pezh en devo kavet en e chao douron nevezorleañsek : jump blues, jazz, sone-rezh cajun, kelluskoù Karib ha latin ; ar

pezh a vo anvet rhythm and blues New Orleans. Alese e teuio ar rock’n’roll ma’z eo an difraoster anezhañ ha marteze zoken ar c’hrouer anezhañ. Bras e voe e levezon neuze war ar soul, ar funk, hag ar reggae zoken. Ur sonerezh aes da gom pren ha graet evit dañsal, selaouit Blue berry Hill hag e santot diouzh tu ho tivesker o fiñval. Ur gwir arvest e oa ivez ur sona deg gantañ pa gase a daolioù kof ar piano e-maez eus ar sal e fin an abadenn.

Dav eo anzav evelkent e voe techet da gousket war al lore, ken bras ha ken buan ma voe e vrud : gwerzhet e voe ur milion a skouerennoù eus ar bladenn The Fat Man ! Un dra espar er mare-se dreist-holl evit ur soner du.

Erfin, arvestoù Fats Domino o devoe ur roll brazik evit tostaat an arvesterien du ha gwenn d’ur mare ma oa kreñv an disparti etre ar gouennoù e su ar Stadoù-Unanet. Gouest e voe Fats Domino da lakaat ur sonerezh graet gant ar re zu evit ar re zu da vezañ degemeret ha da ober berzh e metoù ar re wenn.

Fulup Lannuzel

Evit gouzout hiroc’h : www.fatsdominoofficial.com

Sonerien veur ar blues hag ar jazz 3

Fats Domino,difraoster du ar rock’n’roll

Evit mont pelloc’hPladennoù : The Indispensable 1949-1962 ; Greatest Hits. Teulfilm gant ar chadenn foran amerikan PBS : Fats Domino and The Birth of Rock’n’roll, Joe Lauro (2016).

Fats Domino o seniñ e Hamburg, Alamagn, e 1973.

New Orleans. Alese e teuio ar rock’n’roll ma’z eo an difraoster anezhañ ha marteze zoken ar c’hrouer anezhañ. Bras e voe e levezon neuze war ar soul, ar funk, hag

zoken. Ur sonerezh aes da

Azveret : meret (pe aozet) adarre (revisité e galleg).Diseurtoù : hollad doareoù sonerezh skañv (variétés e galleg).Galloudegadur : obererezh reiñ galloudegezh, meles tra durel peurvuiañ, da ub. (procuration e galleg).Hiraezher : den hiraezhus (nostalgique e galleg).Kellusk : lusk, dastalm (rythme e galleg).Kempenner : den a gempenn sonerezh (arrangeur e galleg).Saksell : benveg seniñ kouevr dre c’hwezh, bet ijinet e-kreiz an 19vet kantved dezhañ alc’hwezioù niverus, ul lañchenn hag ur beg heñvel ouzh hini ar glerinell (saxophone e galleg).

Chakodigoù div bladenn gant Fats Domino, Here Stands Fats Domino (1957) hag e hini ziwezhañ, Alive and Kickin’ (2006).

Chakodigoù div bladenn gant Fats Domino, Chakodigoù div bladenn gant Fats Domino, Here

Hei

nric

h Kl

affs

/ C

reat

ive

Com

mon

s c

b a

2.0

Fats Domino en Amsterdam, Izelvroioù, e 1962.Hug

o va

n G

elde

ren

/ Ane

fo /

Cre

ativ

e C

omm

ons c

0̷ 1

.0