39

Raktres Alter nevez evit Breizh - VIRTUAL YACHTINGhepken, diwar bevdolz al labour-douar, ez eo kevatal ar pezh a c’haller tapout gant ar pezh hon eus ezhomm bremañ. Bras-kenañ

  • Upload
    others

  • View
    7

  • Download
    0

Embed Size (px)

Citation preview

Bevañ gwelloc’h e Breizh

Hep tireoul ha hep energiezh

nukleel

Evit ur raktres Alter nevez e Breizh

« E fin ar bloavezhioù 70 e krogas ar Strollad evit ur raktres ALTER e Breizh, gant an nebeud a arc’hant a oa gantañ, da glask diazezoù un eko-diorroadur evit Breizh, harpet war implij an energiezhioù nevezus hepmuiken.

Savet hag embannet e oa bet ur studiadenn e miz Kerzu 1979. Ne oa da vezañ nemet ur prantad er preder a felle d’an aozerien anezhi lakaat war-sav, a-benn klask energiezhioù all evit Breizh nevez, ma vije bevet, labouret ha produet en un doare all.

Tregont vloaz zo aet hebiou, hep ma vije krog « kevredigezh Breizh » er c’hinnigoù poellek-se. »

Daoust ha diskoulmet eo bet, e-keit-se, ar c’hudennoù hag an dislavarioù a oa bet merzet er reizhiad d’ar c’houlz-se ?

N’int ket bet avat, er c’hontrol. E dalc’h gant an diavaez emañ Breizh muioc’h c’hoazh evit he fourvezadur energiezh. Ar patrom diorroadur dreistfrankizour a oa bet lakaet war-sav d’ar c’houlz-se n’en deus ket bet an efedoù a c’hortozed, ha tizhet en deus zoken bevennoù hor planedenn, evit a sell an ekologiezh, an hinad, hag an armerzh.

Hiziv an deiz e ranker cheñch penn d’ar vazh, deuet eo da vezañ mallus.

Pal an teul-mañ eo renabliñ an traoù 30 vloaz war-lerc’h, dielfennañ ar rakweladennoù a oa bet graet d’ar mare-se ha sevel kinnigoù nevesaet e-ser mirout ar memes doare da soñjal ha mont war-du ar memes palioù.

Un dra zo disheñvel avat : n’hor bo ket tregont vloaz ouzhpenn evit ampellañ ar c’hemmoù er gevredigezh a rank bezañ graet a-benn bremañ.

TaolennNa tireoul nag energiezh nukleel

- Ret eo sevel ur raktres Alter evit ar blanedenn - En Europa, hag e Breizh enta : un endro ensavadurel disheñvel diouzh hini 1979 - Aet eo ar gevredigezh kozh da get - Kadarnaet eo bet rakweladennoù 1979...

Energiezhioù all evit Breizh

I – Hon daveoù : Breizh e 1975 hag e 2005

1) Ar boblañs

2) Ar frammoù produiñ

3) Ar beveziñ energiezh da welet dre c’hennad (a) Kroueriadur ar bevezadurioù energiezh hollek da welet (b) Kroueriadur ar bevezadurioù difer a energiezh bevezet (c) Ar produiñ energiezh e Breizh (d) Ar beveziñ hag ar produiñ energiezh e Breizh : Ar rakweladennoù ofisiel a-benn 2030

II – Ur senario implijout ha produiñ evit an energiezhioù nevezus a-benn 2030

1) An ezhommoù energiezh e 2030

a) ar boblañs : b) gennad an annez ha trede gennad : c) an treuzdougen tud ha marc’hadourezh : d) ar pesketaerezh (hag an treuzdougen war vor) : e) al labour-douar : f) ar greanterezh : g) Dezastum :

2) Ur senario evit produiñ energiezhioù nevezus.

a) Filierennoù ar mor b) Filierennoù bevdolz an douar c) Filierenn an avel d) Filierenn an heol eeun (gwrez) e) Filierenn an heol fotovoltaek f) Energiezh an dour g) Dezastum : Filierennoù da broduiñ energiezhioù nevezus

3) Ar filierennoù treuzfurmiñ

a) ar c’holloù e-ser dasparzhañ : b) Reoliñ ar produiñ tredan hervez ar c’houlz-amzer hag an deiz : c) Ar produiñ gwrez evit ar greanterezh : d) An diouer a wrez gant ur gwrezverk izel pe etre :

4) Bevennoù ha diorroadur ar senario

Doujañ a reer d’ar c’hempouez naturel ...Petra eo harzoù hor senario ? ...

Galloudezh energiezh an heol eeun Galloudezh an heol gant al « labour-douar » Korvoiñ galloudezh energiezh an avel war an douar

An neb a c'hall ober paner a c'hall ober manikin...

KLOZADURIOÙ

Chom a ra da zisplegañ ha da skrivañ :

Stagadenn 1 : Ur gevredigezh all. Stagadenn 2 : Teknikoù ha filierennoù an energiezhioù nevez. Stagadenn 3 : Energiezhioù nevez ha krouiñ postoù-labour.

Na tireoul nag energiezh nukleelRet eo sevel ur raktres Alter evit ar blanedenn

Ar bedelaat frankizour en deus tizhet e vevennoù, ha hiziv an deiz ne c’haller ket nac’h eo deuet da vezañ dic’houzañvus. Emañ hor c’hevredigezhioù tal-ouzh-tal gant un enkadenn hollek war meur a dachenn : an ekologiezh, ar gevredigezh, an armerzh, ar sevenadur, hag evit broioù zo, ar boued. Hiviziken e tleont ober un dispac’h bras, ha reiñ ur plas kreiz d’al liesseurted, d’ar c’houzañvusted ha d’ar c’hengred, ma fell dezho bezañ evit krennañ efedoù an enkadenn veur-se.

Hiziv an deiz e stok an armerzh bedelaet ouzh bevennoù fizikel hor planedenn, hervez doareoù hag a zegas da soñj eus rakweladennoù Klub Roma e penn kentañ ar bloavezhioù 70. Abaoe 2004 e weler e sac’h ar produiñ tilheoul pa vez un tamm mat a sav-diskenn gant ar prizioù. Pep tra a ziskouez hon eus tizhet ar peak oil(an eztennadur uhelañ a strilheoul), pe emaomp war-nes ober, ha ne c’hallo ar c’hementad strilheoul da gaout er bed nemet digreskiñ en amzer da zont, tra ma kresko ar priz. .

Patrom an « dispac’h glas », diorroet er bloavezhioù 70, zo o vont da hesk hag ar produadur edeier zo deuet da vezañ, a-fet ar frammoù, izeloc’h eget ar goulenn abaoe 2000. Gwashaet e vez ar jeu c’hoazh gant ar cheñchamant hin ha diorroadur an agrotreloskoù.Gant ar stokoù o fontañ ez eus bet un tamm mat a gresk war ar prizioù ha freuz ha reuz gant tud ar c’hêrioù en Trede-bed.

Diaes eo c’hoazh priziañ heuliadoù an emdroadurioù-se. Moarvat e vo ur c’helc’hiad enkadennoù bras war an dachenn sokial, armerzhel, politikel ha war dachenn ar boued hag an energiezh, dastroc’het gant prantadoù distan hir pe hiroc’h.

An anadenn-se – anezhi enkadennoù en em vouetont o-unan - ne baouezo nemet d’ar poent ma c’hallimp diazezañ hon armerzh a-bezh war danvezioù nevezus, un dra hag a seblant diaes d’ober e-ser derc’hel d’ar gevredigezh beveziñ.

Daou emdroadur eus stad ar bed, da nebeutañ, a zeu war wel spisoc’h-spis evit un darn vras eus annezidi Europa.

Tommadur an hin :

Gant danevell ziwezhañ (2007) ar Strollad etregouarnamantel evit priziañ emdroadur an hin (SEEH) ez eus bet kadarnaet ez eus ur cheñchamant hin evit gwir, hag e vo d’e heul un tommadur hollvedel. Abalamour d’an tommadur-se e vo muioc’h-mui a zarvoudoù hinadel diroll, ez uhelay live ar morioù, ez ay an dezerzhioù war-raok, hag all, gant e-leizh a reuzioù evit mab-den ha kresk ar c’houstoù a vo en abeg d’an anadennoù-se.

An heloskoù kondon o vont da hesk :

Abaoe 150 vloaz e vez diazezet hor c’hevredigezhioù war korvoerezh brasoc’h-bras danvezioù annevezus ar c’hondon hag a oa chomet fonnus ha marc’had-mat betek neuze. Dizale e tleo hor c’hevredigezhioù talañ ouzh berregezh an heloskoù-se, abred pe abretoc’h. Hiviziken eo mallus cheñch reizhiad energiezh. Koustus-kenañ e vo ar postadurioù a vo d’ober.

En Europa, hag e Breizh enta :un endro ensavadurel disheñvelAbaoe m’eo diwanet soñj ar steuñv Alter kentañ evit Breizh e speredoù sklêrijennet un nebeud stourmerien rak-ekologourien e fin 1978, ez eus deuet daou fed politikel pouezus da cheñch buhez pemdez keodedourien Breizh :- dilennadeg kannaded Europa diouzh ar mouezhiañ hollek e miz Mezheven 1979 - dilennadeg ar guzulierien-rannvro diouzh ar mouezhiañ hollek e miz Meurzh 1986

Gant an nevezadennoù politikel-se eo kresket goustadik levezon an daou ensavadur-se war buhez ar Vretoned.

Disheñvel eo deuet pep tra da vezañ evel-se. Hiziv an deiz, war dachenn an dibaboù energiezh, ez eo Europa a stur ar politikerezhioù evit an energiezhioù nevezus a c’hallo goude-se bezañ lakaet da dalvezout gant ar rannvroioù.

*******************************************************************************************

Ur plas bras a vez roet gant Europa d’an energiezhioù nevezus. Ar re-se zo, dre natur, energiezhioù digreizennet a vez produet war al lec’h evit bezañ bevezet a-lec’hiennoù.

Diskouez a ra Europa he youl dre zermenañ he falioù evit an energiezh a-benn 2020.

Gant ur politikerezh europat eus an energiezh ez ay Unaniezh Europa a-zevri war-du un armerzh ma vo bevezet nebeut a energiezh, ha honnezh a vo suroc’h, kevezusoc’h ha padusoc’h.

Mont a ra ar mammennoù energiezh nevezus (MEN) d’ober ul lodenn vras eus an diskoulm evit mont war-du un energiezh padus a-benn an amzer da zont.

Setu m’he deus gouestlet Unaniezh Europa, ac’hann da 2020, kas da 20 % lodenn an energiezhioù nevezus er bevezerezh hollek a energiezh, ha kas da 10 % lodenn an agrotreloskoù en treloskoù implijet evit an treuzdougen.

Hervez UE ez eus teir zachenn da lakaat an energiezhioù nevezus da dalvezout :• produiñ tredan• an tommañ hag ar yenaat• an agrotreloskoù implijet evit an treuzdougen

Evit Breizh

Skoemp-kenañ eo an danvez-se e Breizh. Rak Stad Frañs a vount dibaboù nukleel war an dud gant ar sell kreizenner he deus war un damzizalc’hiezh energetek diazezet war an energiezh nukleel. Ha diwall a ra ar Stad-se a zereiñ ar varregezh war an energiezh (gant ar budjed a zeu asambles ganti) d’ar Rannvro, kuit na vefe rendael.

Koulskoude e vez bremañ gant kuzul-rannvro Breizh un nebeud skoazelloù arc’hant digant Europa, ha gant se eo bet atizet da lakaat war-sav ar steuñv energiezh evit Breizh e 2007.

Europa e vo al live mat evit kaozeal, evit strollegezhioù tiriadel Breizh. Ret eo da geodedourien Breizh gallout lavaret o soñj war an dibaboù energetek a sell outo. Evit se e rankont bezañ kelaouet diwar-benn an dibaboù a c’haller ober. Sed aze end-eeun pal ar raktres Alter nevesaet-mañ evit Breizh.

Aet eo ar gevredigezh kozh da get

E fin ar bloavezhioù 70 e kroge Breizh da verzout disoc’hoù fetis diwar he zreuzfurmadur armerzhel boulc’het war-lerc’h an eil brezel-bed. Oberourien an treuzfurmadur-se, bet ganet an darn vrasañ anezho nebeut amzer a-raok ar brezel, a ouie ervat c’hoazh penaos e veve an dud a-raok, ha bez’ e oant evit gwelet ar pennad hent a oa bet graet a-fet an aezamant. Bugale ar c’houlz-se o deus soñj c’hoazh hiziv an deiz bezañ en em gavet gant tudennoù kozh hag a veve atav e tiez kozh o leur bri, hep dour eus ar c’hog, gant un oaled hepken evit en em dommañ ha keginañ.

Un dra varzhus e seblante bezañ an deknologiezh o vont war-raok, hag ul lodenn vras eus an dud a oa bet savet eus o faourentez ganti. Ret e oa gwelet an tu mat eus an traoù. Evel-just e oa ar c’hentañ stroñs tireoul o paouez c’hoarvezout ha dont a rae an “enkadenn” war wel. Met er jeu-se e oa diaes d’an dud amgredik lakaat klevet o mouezh ha kendrec’hiñ ar re all : « Penaos ‘ta ? Nac’h a rit ar gevredigezh veveziñ, an diorren armerzhel hag an energiezh nukleel. C’hoant ho peus da zistreiñ da vare ar goulaouennoù-koar.” Se a c’halled klevet.

« Paour eo Breizh… » : sed aze ar pezh a lavared dezho. « N’he deus tamm energiezh ebet, n’he deus tamm greanterezh ebet. »

« Ret e oa da Vreizh asantiñ d’an energiezh nukleel ». An digarez diwezhañ e oa eviti da zastum un nebeud bruzun eus ar « c’hresk », a-raok bezañ lezet da vat war lez Europa ar c’houlz-se.

Diboell e oa an div gadarnadenn-se gant ar gelennadurezh ofisiel d’ar c’houlz-se, ha diboelloc’h int c’hoazh hiziv an deiz.

Rak ma seller ouzh an energiezh a c’haller adtapout diwar al labour-douar hepken, diwar bevdolz al labour-douar, ez eo kevatal ar pezh a c’haller tapout gant ar pezh hon eus ezhomm bremañ. Bras-kenañ eo barregezhioù an avel ganimp, hag ur mirlec’h en amen dimp eo ar mor.

E gwirionez ez eus sof-kont a energiezhioù e Breizh, energiezhioù a c’haller neveziñ da viken ! Met liammet eo ar c’horvoerezh anezho ouzh ur patrom diorren all, ouzh ur seurt kevredigezh all, hag he deus preder da vevañ en un doare all, da dalvoudekaat hor barregezhioù naturel, ur gevredigezh hag a lakafe un termen da gelennadurezh ar sujidigezh.

Soñjal a reomp c’hoazh evel hon diaraogerien hiziv an deiz :

− Nac’h a reomp an diskoulm nukleel, n’eo ket hepken abalamour d’ar riskloù a denn war mab-den, met ivez abalamour ma kreñva ur reizhiad armerzhel ha politikel kreizennet, hag abalamour ma n’eo ket padus.

− Kinnig a reomp un diskoulm ALL, diazezet war energiezhioù a c’haller reneveziñ da viken, a zere ouzh ur patrom diorren all, gant ur gevredigezh emverour hag ekologel.

1906 1921 1936 1954 1962 1968 1982 1990 1999 2005 2015 20300

1000

2000

3000

4000

5000

6000

Gennad kentañ Eil gennad Trede gennad Hollad tud oberiat Poblañs Dregantad

Kadarnaet eo rakweladennoù 1979... Poent eo, evit gwir, reiñ lamm da vojennoù diaes da zistrujañ ha dreist-holl da hini ar « patrom diorren greantel » (1) kontet da zegas an araokaat hag an eurvad d’an denelezh. Gant ar patrom kevredigezh-se, anvet « dreistfrankizour », e vez treuzfurmet holl c’hennadoù an armerzh evit tizhout ur pal : ar c’hresk dre broduiñ madoù greantel a-vil-vern. Produiñ ha gwerzhañ a reer forzh petra gant ma vo rastellet arc’hant. Diroudennet eo bet ar reizhiad betek ijinañ ar produioù arc’hant, hag ar re-se kouezhet en o foull, ha lakaat ar blanedenn en un enkadenn evel biskoazh c’hoazh. Ne ra forzh ma’z a an danvezioù da hesk, ma vez pilet rannvroioù zo gant ar ruilher-se… E Breizh ivez ez eus tud hag a gred er vojenn-se, na pegen c’hwerv eo ar frouezh anezhi. Goude ur c’hantved a « gevredigezh c’hreantel » eo erru diwad hor bro. Ar reizhiad produiñ-se, pell a grouiñ implijoù diouzh kresk ar boblañs, he deus kaset anezho da lec’h all hepken (1). Bihanaet eo ar gennad kentañ (labour-douar, pesketaerezh) evit mad an trede gennad. Sac’hañ a ra an eil gennad (greanterezh) ; fall-put eo ar gont : emañ ar boblañs oberiat o paouez pignat en-dro (en unanennoù), nevez zo, el live he doa tizhet e 1921 (Lun 1) goude an diskenn a oa bet er bloavezhioù 50 ha 60 abalamour d’an divroañ. Ar mod produiñ-se, pell a grouiñ « poloù diorren », en deus kresket an treuzkas poblañs. Goulloiñ o deus graet ar c’humunioù war ar maez. Ar Vretoned o deus kuitaet o bro, pe zo aet a-vil-vern da harzoù ar vro, da Vrest, da Roazhon pe da Naoned. Ne gred ket ken an « digreizennañ » ofisiel disklêriañ ez eus un dra sirius anezhañ. Petra a chom war-lerc’h prezegennoù De Gaulle pe Mitterrand war ar rannvroelaat ? Evit derc’hel spi e kaver galvedigezhioù all da Vreizh : goude bezañ kollet ar feiz… setu hi gouestlet d’an touristerezh, anezhañ un obererezh dibad ha dister, na gaver nemet en aod hag a-wechoù e parkoù hon dezerzh diabarzh. E meur a geñver e oa ar bloavezhioù 60 – 70 ur prantad tu pe du evit hon amzer da zont. « Ur c’hroashent ».

EMDROADUR HA DIAWELADOÙ EVIT AR BOBLAÑS OBERIAT E BREIZH Rakweladennoù 1906 -1968 1982 - 2005 2015 - 2030

ar c'hroazlec'h

Lun 1

1) PSU-Bzh Documentation, niv. 6,

http://www.ined.fr/fr/pop_chiffres/france/structure_population/regions_departements/Octant niv. 108 pajenn 10

Mammenn : EBSSA (INSEE) - Kevrenn Sintezenn ha Plegenn an Implij

Petra nevez hiziv an deiz ?....... Ar rakweladennoù a-benn 2030 n’int ket kalz plijusoc’h. Gwir eo eo kresket an niver a dud oberiat abaoe 1979, met kement-all zo bet graet gant hollad ar boblañs. Diskouez a ra rakweladennoù EBSSA ne gresko ar boblañs oberiat nemet e pevar diazad labour betek 2020. Kreskiñ a ra poblañs hollek Breizh abalamour da zistro ar remziadoù tizhet gant an divroañ diwar ar maez er bloavezhioù 50 – 60, peurgetket. Hiziv an deiz eo an implijoù servij ar re niverusañ, tra ma chom an implij greantel en e sav ha ma kendalc’h an implij el labour-douar da vont war-gil. Ma ne reer netra e ranko an dud kenderc’hel da zivroañ ha da vont war-du ar c’hêrioù, gant ar c’hudennoù lojeiz ha dilec’hiañ a vo da-heul.

BREIZH : EMDROADUR AR BOBLAÑS OBERIAT 1906 - 1968 Roadennoù EBSSA Diaweladoù

1906 1921 1936 1954 1962 1968 1982 1990 1999 2005 2015 2030 Gennad kentañ 978 1071 902 661 510 400 205 144 104 94 90 90 Eil gennad 306 296 269 249 285 338 441 388 389 409 416 415 Trede gennad 389 323 346 473 521 583 789 910

Poblañs Dregantad 0,514 0,550 0,497 0,450 0,411 0,397 0,388 0,375 0,396 0,409 0,378 0,357

1 108 1 236 1 263 1 260 Hollad tud oberiat 1 673 1 690 1 517 1 383 1 316 1 321 1 435 1 442 1 601 1 739 1 769 1 765

3 258 3 075 3 056 3 072 3 200 3 330 3 703 3 848 4 040 4 247 4 674 4 948

Na « Portsall », na « Tchernobyl »...Ne c’haller ket stourm ouzh an emdroadur-se, emezo. Pell emañ Breizh diouzh ar c’hreizennoù produiñ greantel pennañ ha diouzh al lec’hioù ma vez kemeret an divizoù armerzhel ha politikel, ha n’he deus tamm energiezh ebet.

Tamm energiezh kondon ebet, gwir eo.

Ret eo dezhi enporzhiañ tireoul, kement ha 56 gwech an Amoco-Cadiz bep bloaz, setu pa zeu un eoullestr da skeiñ war hon aodoù n’he defe Breizh nemet ur gwir : bezañ naetaet gant ar « c’hengred broadel », ha goude-se bezañ brav en-dro ha tevel.

Setu e tlefe Breizh asantiñ d’an energiezh nukleel rak an doare nemetañ e vefe eviti da broduiñ muioc’h a energiezh eget na vevez ! Ni zo e-touez ar re a nac’h an diskoulm-se. Diskouez a raimp a-hend-all e c’hall Breizh produiñ he zredan dezhi en un doare emren. Gallout a ra mat-tre tremen hep an energiezh nukleel, ha honnezh ne ziskoulm netra : ur stumm energiezh didalvoud, dañjerus ha ker eo. N’omp ket prest tamm ebet da zegemer « Tchernobyl » e Breizh goude bezañ diwasket « Amoco Cadiz » e Porsal. Dimp-ni e seblant hent an energiezh nukleel bezañ heñvel-vi ouzh an hini omp bet lakaet da dremen drezañ dre heg. Ne cheñch netra en hor stad a sujidigezh armerzhel.

An hent nemetañ eo an hini a dremen dre an implij energiezhioù a c’haller neveziñ da

viken ; ar re a voder dindan an anv energiezhioù an heol, hag o deus e gwirionez stummoù diseurt, estreget energiezh an heol war-eeun. Anv zo da lakaat da dalvezout an energiezhioù a c’haller adtapout diwar bevdolz al labour-douar, ar rodoù-avel, energiezhioù ar mor, ha kement zo.

Er c’heñver-se e kav dimp eo Breizh ul lec’h eus ar c’hentañ. Bras eo gorread an tachennoù labour-douar a c’haller implijout. Skubet e vez hon aodoù gant an avel walarn hag an houl. War an aod norzh ez eus ur marnaj espar. N’eo ket dister hon heoliadur : tost kement ha heol zo e Mor-bihan Gwened hag e Carcassonne !

Bras eo hor barregezhioù a-fet energiezh an heol enta. Met daoust hag-eñ e c’hallint bezañ korvoet e-ser doujañ kempouez an ekoreizhiadoù ? Daoust hag-eñ e c’hallimp bevañ en un doare all ganto, hep foranañ, met gant aezamant ?

TIREOUL : Arabat bezañ touellet gant an digresk a oa bet nevez zo war briz an tireoul, liammet eo ouzh ar blegenn m’emaomp hepmuiken. E gwirionez e kresko ar priz en-dro abred pe ziwezhat.

Ar gwir gudenn eo homañ : evit mont en-dro emañ hor c’hevredigezhioù eus ar c’hornôg e dalc’h ar pourvezadurioù energiezh kondon.

Nebeutoc’h-nebeut a direoulegi a vez dizoloet abaoe ar bloave-zhioù 60, tra ma kresk ar beve-zadur en un doare mezevellus.

A-benn nebeut e vo ken bras an diforc’h ma kresko ar prizioù forzh pegement, betek ma vo lakaet da hesk, abred pe ziwezhat, an holl direoulegi.

URANIOM : N’eo ket furoc’h kontañ war an uraniom. Mont a ray ar barregezhioù uraniom da hesk buan, dreist-holl ma kendalc’her da sevel kreizennoù nevez.

Ha n’eo ket an energiezh nukleel a lakay hor c’hirri da vont en-dro. Rak an nikel hag ar c’hadmiom a rafe diouer d’ar milionoù a vatirioù a vefe ret evit treuzfurmiñ an holl girri. Ha pa lakafemp, ouzhpenn-se, e vefe gouest ar saverien kirri da erlec’hiañ anezho e koulz.

Ha ret eo degas da soñj n’eo ket bet diskoulmet ar c’hudennoù stag ouzh ar seurt energiezh-se. Diboell-mik e vefe legadiñ al lastez-se d’hon diskennidi, hag int dic’houest da dennañ an disterañ mad eus ar filierenn-se.

Hentoù-dall eo an tireoul hag an uraniom war verr dermen. Pelloc’h eo mallus cheñch mammennoù energiezh ha raktres kevredigezh.

1975 1990 2005 20300,00

5,00

10,00

15,00

20,00

25,00

Tuadur bremañHollad AlterTireoul AlterEnergiezhioù Alter

- Ar raktres Alter evit Breizh a ya d’ober un diskoulm all a-fet an energiezh

Gant an daolenn 1 e c’haller gwelet an emdroadur a ginnigomp. Kemer a reomp da zave plegenn Breizh e 1975. Digreskiñ a ra lodenn an energiezhioù kondon tamm-ha-tamm (taolenn 1) (lun 2). Kempouezet e vezont gant energiezhioù an heol, war-eeun pe evit produiñ tredan, gant an heloskoù a c’haller adtapout diwar ar bevdolz pe al lastez, gant ar rodoù-avel, energiezh an dour hag energiezh ar gwagennoù pe ar mareoù.

Ne zeskrivimp ket amañ ar filierennoù a ginnigomp ; gwelet a ray al lenner e fin an teuliad-mañ.

Ur c’hraf a sacho hon evezh memes tra, abalamour d’ar promesaoù zo ennañ evit amzer da zont hor broioù leun a barkeier : emañ RANB e soñj produiñ tost 30 % eus an dispignoù energetek diwar bevdolz al labour-douar. Tretet e vo bevdolz ar parkeier hag ar c’hoadoù, 20 km tro-war-dro, gant kreizennoù agroenergetek strewet er vro. Ganto e vo produet an holl heloskoù kalet hag an holl dreloskoù liñvel, hag ivez produioù diazez ar gimiezh organek a vez tennet bremañ eus ar glaou hag eus ar gaz naturel. Ur produadur digreizennet-kaer e vo neuze.

TAOLENN 1 - RAKTRES ALTER EVIT BREIZH

MTKT RAKTRES ALTER EVIT BREIZH

Energiezh kentañ

Lun 2

- Ar raktres Alter evit Breizh zo ivez un doare kevredigezh all

Ma tremener tamm-ha-tamm eus an aozadur bremañ d’an aozadur war hir dermen, dav eo notennañ n’hon eus ket amzer ken da ampellañ an divizoù abalamour d’ar peak oil. Nac’h a ra ar raktres Alter ober eus hor c’hevredigezh war hir dermen un c’hendalc’h eus hor c’hevredigezh vremañ. Klask a ra bastañ da ezhommoù diazez ar wazed hag ar maouezed eus hor mare, e-ser disteurel pep foranerezh. Lakaat a ra un doare all da vevañ, marc’hadmatoc’h, met gant aezamant :

- Ar stuzioù lojañ hag aveadur an tiez evel m’int bet rakwelet zo dreist ar pezh zo bremañ : lojeiz 100 m² dre familh ; aveadur diabarzh kevatal da 1,5 wech al live bremañ, met da badout div wech pelloc’h : « Gant al liveoù-se ez eus a-walc’h evit gwarantiñ ur vuhez danvezel klet d’an holl, gant ma vo dasparzhet ar madoù-se en un doare reizh ». - Aesaet eo ar vuhez a-stroll : savadurioù sokial ha skolioù niverusoc’h. - Adwelet penn-da-benn eo ar modoù produiñ :■ unvezioù produiñ bihanoc’h ha dasparzhet gwelloc’h dre an tiriad, advevaet eo ar c’humunioù diwar ar maez en-dro da greizennoù agroenergetek ;■ klask a reer krennañ dalc’hmat ar beveziñ (15 % da nebeutañ) ;■ produiñ a reer madoù padusoc’h hag adaozañ a reer al lastez ; - Adstummet eo terkadur an tiriad :■ paouez da ziorren kêrioù bras-bras, diorren kêrioù bihan (10 000 a annezidi), mat-kenañ eo rouedad kêrioù Breizh evit se ;■ implijout an holl zouaroù evit an trevadoù-bevañs, an trevadoù energetek pe evit an daspunerioù heol ; - Dalc’het e vez an eskemmoù diavaez el live izelañ. (dreistproduadur)

Unanenn = MTKT Roadennoù 1979 Sevenet RANB1975 2000 2005 2030

Hollad 7,36 14,33 15,23 12,27 Energiezh kentañ produet 0,13 0,85 0,78 12,27

enporzhiet 7,23 13,48 14,45 0,00glaou produet

enporzhiet 0,19 0,07 0,00Energiezhioù tireoul produet

enporzhiet 5,99 6,82 6,36 0,00kondon gaz produet

enporzhiet 0,93 1,71 0,00uraniom produet

enporzhiet 0,12 6,66 6,31 0,00Energiezhioù ar mor 0,13 0,13 0,13 1,47

adtapet 0,02 1,01 bevdolz 0,61 3,77

Energiezhioù heol d'ober tredan 0,72 0,09 tredan hydrogen

nevez an dour 0,01 an avel 0,02 3,51 heol termek 2,41

Energiezh dasparzhet 6,43 9,33 10,99 9,850,874 0,651 0,721 0,803Keñver : E. dasparzhet / E. kentañ

Hervez an ezhommoù anavezet ez istimer ar goulenn energiezh rik a-benn 2030, evit tost 5 milion a annezidi, e 9,850 MTKP (da lavaret eo 153 % eus al live tizhet gant Breizh e 1975). E-keñver plegenn 2005, dibabet da zave, e kinniger an dasparzh-mañ eus an energiezh dre c’hennad implij (taolenn 2) :

TAOLENN 2 – RAKTRES ALTER NEVEZ EVIT BREIZHDasparzh an energiezh (e MTKT)

Mammenn : Arsellva an energiezh, 24/10/2007 Diaz roadennoù Pégase war ar stadegoù energetekhttp://www.industrie.gouv.fr/energie/statisti/pegase/pegase/regionres.php

En holl, ma chom heñvel pe dost ar gont evit a sell an annez hag al labour-douar, e klasker ur c’hresk koulskoude e gennad ar greanterezh evit azasaat ar benveg greantel, gwellaat ar savadurioù ha krouiñ an heloskoù ret d’an dud. A-hend-all ez arboeller kalzik arc’hant war ar post-se gant an adaozadur eus an tiriad hag an implij gwevn eus an doareoù treuzdougen a-hiniennoù hag a-stroll. Dre adstummañ ar produerezh ha terkerezh an tiriad, e laka ar raktres ALTER diazezoù un EKODIORROADUR, hag a « bouez war an diskoulmoù difer, en ur zerc’hel kont eus ar roadennoù ekologel, ha sevenadurel ivez, eus ar redioù a vez diouzhtu, hag eus ar re a vo war hir dermen. Ne nac’h ket eo pouezus an eskemmoù, met klask a ra enebiñ ouzh ar c’hiz kreñv zo evit an diskoulmoù a lavarer int mat d’ar bed-holl… Hep en em dreiñ war-du un ekologouriezh dreist-penn, e laka da gompren er c’hontrol e c’haller atav ober ur striv evit krouiñ, evit tennañ e vad eus an tamm frankiz a vez lezet gant ar metoù ».

Evit an holl re zo o klask un doare all da ziorren ez eo ar raktres ALTER unan dedennus-kaer enta.

Gant ar soñj-se e oa bet nevesaet RAB 1979 e miz Kerzu 2008 diwar atiz UDB. N’eus ket anv eus un teul peurechu, eus ur steuñv ne lavaromp ket. Ar « STROLLAD EVIT UR RAKTRES ALTER NEVEZ E BREIZH (RANB) » zo en em lakaet war-sav. Lakaet en deus dezhañ da bal klask ur SENARIO DA GROUIÑ ENERGIEZHIOÙ NEVEZ, a c’haller neveziñ da viken, evit emrenerezh energetek Breizh. Er strollad RANB ez eus bodet enklaskerien eus an EBIG (INRA), eus KBIS (CNRS), eus EFREMOR, gounezoniourien, peizanted, ha stourmerien eus ar c’hevredigezhioù ekologour ha breizhat. An teul-mañ a ya d’ober ar pep pennañ eus o labourioù.

C’hoant hon eus da bouezañ war an traoù-mañ :

1 – Un teul evit prederiañ eo dreist-holl, a ginniger da gement hini a glask diazezoù un diorroadur nevez evit Breizh. Evidomp-ni ne c’hallfe ar « raktres-se » dont da vezañ ur « steuñv » nemet goude ur vreutadeg ledan ha demokratel. Gallout a rafe rannvro Breizh (adunvanet) krouiñ ar gwir venveg steuñviñ a-vent gant ar vro, ar pezh na oa ket bet posupl e 1979.

2 – Ret eo da lenner an teul-mañ asantiñ cheñch e sell war ar bed bremañ. N’eus reizhiad produiñ ebet n’he defe ket heuliadoù war an endro, war an ekoreizhiad. Ret eo gouzout petra a c’haller « asantiñ dezhañ », e-keñver ar palioù zo bet lakaet war hir dermen evit ar gevredigezh.

3 – N’hon eus graet kont ebet gant ar c’houst evit seveniñ hor c’hinnigoù a-fet ar produiñ energiezh. Daoust hag-eñ e c’hallont bezañ graet hervez an deknologiezh, aze e oa an dalc’h evidomp. N’eus ster ebet gant kraf ar c’houst anez kontañ ar reizhiad armerzhel a boellataer enni. Lod argerzhadoù zo « ampletus » a-benn bremañ. (1)

Ar strollad « RANB », evit ur raktres Alter nevez e Breizh... Gant an teul-mañ e vez kinniget, el lodenn greiz anezhañ, an DISKOULM ALL a ginniger evit Breizh a-fet an energiezh. Gant ur mont en-dro stabil war grenn dermen e kinnig beveziñ 9,850 MTKT hepken(e-skoaz 6,431 e 1975), dre ober gant energiezh ar mor, an avel, bevdolz al labour-douar hag an heol. Trawalc’h zo gant se evit lakaat tost 5 milion a Vretoned (4,3 bremañ) da vevañ gant aezamant, met hep foranañ.

Da-heul stumm kentañ RAB e 1979 e oa 3 stagadenn. Hiziv an deiz n’eo ket bet nevezet c’hoazh ar stagadennoù-se, ha pal an teul kentañ-mañ eo lakaat da brederiañ evit ober an dra-se.

- Dleet e vo d’an hini gentañ resisaat doareoù pennañ ar gevredigezh a glot gant an diskoulm all-se ; - Gant an eil e vo roet, pa vo ezhomm, un deskrivadur berr eus ar filierennoù energetek implijet, hag an daveoù anezho ; - Dleet e vo d’an trede ober anv eus an efed bras, a c’haller rakwelet bremañ, war ar c’hrouiñ implijoù.

BREIZH

Bevezadur energiezh 1975 1990 2005 2030

Hollad an energiezh MTKT 6,431 7,814 10,986 9,850

Greanterezh MTKT 1,486 1,269 1,641 2,414MTKT 2,936 3,241 4,813 5,010MTKT 0,219 0,349 0,400 0,400MTKT 0,117 0,138 0,075 0,050MTKT 1,673 2,817 4,057 1,976

POBLAÑS M a ann. 3,530 3,848 4,247 4,948

Bevezadur / ann. TKT/ann. 1,822 2,031 2,587 1,991

Greanterezh % 23,11 16,24 14,94 31,64% 45,65 41,48 43,81 43,73% 3,41 4,47 3,64 4,06% 1,82 1,77 0,68 0,51% 26,01 36,05 36,93 20,06

Annez/Trede gen. Labour-douar Pesketaerezh Treuzdougen

Annez/Trede gen. Labour-douar Pesketaerezh Treuzdougen

Klasket hon eus ur gwir ziskoulm all evit BREIZH ER BLOAVEZH 2030, en ur en em lakaat diouzhtu e-barzh ar c’hudennoù lakaet war wel gant ar RAKTRES ALTER :

- stabilaat ar bevezadurioù war hir dermen,- adaozañ ar benveg produiñ.

Ar senario dalc’het ganimp a ra diouzh un nebeud dezverkoù lakaet a priori :

1) Dibabet hon eus chom hep ober implij eus mammenn energiezh kondon ebet, ha pa vefe ar fioul, ar gaz pe an uraniom ;

2) Setu ne vo implijet ganimp nemet an energiezhioù a c’haller neveziñ da viken, ha klasket hon eus istimañ ar varregezh hollek a c’haller kaout, met anez klask implijout anezhi penn-da-benn, en ur zerc’hel kont eus an efed war an ekoreizhiadoù ;

3) Distaolet hon eus, kement ha ma oa posupl, ar sevenadennoù ramzel ha kreizennet, met hep chom sparlet gant diskoulmoù hiniennel hepken ;

4) N’hon eus dalc’het nemet ar filierennoù energetek asur a-fet an deknologiezh, pe a c’haller bezañ e soñj seveniñ war grenn dermen ;

5) Dre zerc’hel ar seurt-mañ-seurt a filierennoù, n’hon eus ket graet kont gant koust ar sevenidigezh anezhañ. E gwirionez « n’eus ster ebet » gant ar goulenn-se er mare-mañ. Evel-just emañ diazezoù ar jedadenn e dalc’h ar reizhiad armerzhel dave. Petra e vo priz an tireoul er bloavezh 2030 ?

I – Hon dave : Breizh e 2005

1) Ar boblañs

Poblañs 5 departamant Breizh a oa 4.328.500 e 2005 (da lavaret eo 7,13 % eus poblañs Frañs). War ur gorread 34.077 km² e oa (da lavaret eo 6,17 % eus ar vro). Setu he douested, 127 a/km², zo un tamm brasoc’h eget hini Frañs (110).

Koulskoude eo DASPARZHET EN UN DOARE DIZINGAL-KENAÑ : war 7 % eus tachennad Breizh ez eus ouzhpenn un hanter eus ar boblañs, pa n’eus nemet 1/3 anezhi war ar 4/5 eus an dachennad. Bras-kaer eo ar c’hemm etre an arvor ha kreiz Breizh, ma vez alies an douested dindan 40 a/km². Liammet eo ar c’hemm-se ouzh an divroañ diwar ar maez abalamour m’eo bet distrujet an obererezhioù henvoazel, hag ouzh ar c’hêriekaat diwezhat, distag diouzh ar greantelaat a-wechoù, ha zo c’hoarvezet en arvor dreist-holl.

Kozh eo ar boblañs, dreist-holl er c’humunioù war ar maez e Breizh-Izel, abalamour d’ar re yaouank o tivroañ.

2) Ar frammoù produiñ

Kaoz a oa bet ganimp en digoradur eus emdroadur hon armerzh, aroueziet gant diskar ar gennad kentañ, sac’hadur an eil gennad, ha kresk an trede gennad (gwelet lun 1).

Diskar renkadoù sokial ar beizanted hag ar batromed, liammet ouzh kresk an niver a vicherourien hag a implijidi, a ziskouez pegen reveulziet eo bet kevredigezh Breizh. Setu aze UN DISOC’H EUS TREUZFURMADURIOÙ AN ARMERZH a zegemer ar mod produiñ greantel kevalaour :

■ greantelaat, tolpañ ar c’hevala ha freuzañ an obererezhioù henvoazel ;

■ astenn fonnus an darempredoù kevalaour e gennadoù nevez (labour-douar, kenwerzh, pesketaerezh, dourc'hounezerezh)

■ kevezerezh etre ar c’hevalaoù unwerzhouriek liesvroadel ha « bourc'hizelezh Breizh », henvoazel ha n’eo ket gwall frammet.

Abaoe 50 vloaz e welomp BLOC’HAD AR VAEZIDI O FREUZAÑ hag ur BLOC’HAD KÊREL NEVEZ o’n em stummañ.

Koulskoude e chom c’hoazh reizhiad produiñ Breizh dindan dalc’h al LABOUR-DOUAR hag a zegase da Vreizh 7,9 % eus ar PDK e 2005 (2,3 % e Frañs). Trec’h eo ar sevel loened war ar gounit plant hiviziken. Al laezh, ar moc’h, ar bevin a ya d’ober 6 gwech talvoudegezh ar gounezadurioù plant kenwerzhelet. Gant Breizh ez a 20 % eus ar sevel loened er C’hwec’hkogn, met nebeutoc’h eget 4 % eus ar gounezadurioù plant kenwerzhelet.

« En holl e vez roet da Vreizh, e-barzh Frañs, ur garg a bouez evit a sell ar boued.Gant hor rannvro e veze pourchaset tud da labourat a-hed ar wech. Deuet eo da vezañ ivez AN HINI GENTAÑ O POURCHAS GOUNEZADOÙ LABOUR-DOUAR d’ar peurrest eus ar vro. »

Koulskoude e vez graet an ezporzhiadur boued diwar-goust ENPORZHIADUR boued greantel A-VIL-VERN evit ar sevel loened.

Digempouezet-krenn eo framm ar produiñ GREANTEL, gant pouez bras ar vetalouriezh (mekanikerezh, kirri, nijerezed, bigi) hag ar gounezvouederezh. Divarrek-krenn eo da vastañ da wir ezhommoù ar Vretoned gant un diazez emren. Gant « enkadenn » marc’had an tireoul eo bet gwashaet an digempouez frammadurel dre skarzhañ didruez ar produadurioù na glotont ket gant lazioù an ezporzhiañ gall. Ne c’hall ket ar rouedad greantel bremañ talvezout da ziazez evit raktresañ an amzer da zont.

Dav eo notennañ a-hend-all pegen pouezus eo PESKETAEREZH Breizh e-barzh pesketeraezh Frañs, ma’z a d’ober c’hoazh ouzhpenn 30 % eus ar produioù dilestret.

Emdroadur eus lodennerezh (e talvoudegezh) ar produioù a bep seurt kenwerzhelet gant labour-douar Breizh

Kresk ar bevezadurioù etre e-keñver talvoudegezh produioù al labour-douar

Al labourerien-douar, dre o bevezadurioù etre (temz, boued, mekanikoù, produioù da dretañ, louzeier evit ar chatal, savadurioù, servijoù diseurt ha kement zo) zo deuet da vezañ arvalien dalvoudus.

3) Ar beveziñ energiezh da welet dre c’hennad

(a) Kroueriadur ar bevezadurioù energiezh hollek da welet (1) (taolenn 3)

TAOLENN 3 – Energiezhioù hollek bevezet (e k TKT)

Setu ez eus bet bevezet en holl gant Breizh 10,986 MTKT a energiezh dibenn e 2005, eleze ur c’hresk a 71 % e-korf 30 vloaz.

Un toullad remerkoù zo d’ober war an daolenn-mañ :

1 – Ar bevezadur bloaziek hollek dre annezad e Breizh zo tost a-live gant ar c’heitad e Frañs e 2005 : 2,587 ha 2,637 TKT/b a-getep, tra ma oa izeloc’h eus 1/3 eget honnezh e 1975 : 1,822 ha 2,590 TKT/b, ma seller ouzh an energiezh dibenn (a c’haller kaout e gwirionez).

2 – Ar bilañs energetek hollek dre skourroù a ziskouez digempouez frammadurel hon armerzh a laka an treuzdougen da dremen da gentañ, evel ma weler war an daolenn 4 amañ dindan :

TAOLENN 4 – Aozadur keñveriet ar goulennoù energiezh

e Breizh hag e Frañs (1975 & 2005)

3 – Dispign energetek al labour-douar e Breizh (0,4 MTKT e 2005) a ziskouez bezañ isprizet (gw. stagadenn). Bras-kenañ eo lod ar pesketaerezh er post « treuzdougen » : war-dro 0,075 MTKT (ezhomm zo eus tost 0,5 tonennad fioul evit tapout un donennad pesked : 151 000 T pesketaet e 2006 – mammenn Ofimer).

(b) kroueriadur ar bevezadurioù difer a energiezh bevezet :

TAOLENN 5 – Kroueriadur ar bevezadurioù difer a energiezh dibenn (2005) (unanenn kTKT)

(c) ar produiñ energiezh e Breizh

Arabat bezañ touellet gant an daolenn 5 : tost an holl energiezh tredan a vez produet diwar heloskoù kondon (glaou, gaz, tireoul hag uraniom) ma lezer a-gostez produadurioù ar Renk, Brenniliz ha Dirinonn. Daoust d’ar pezh a vez disklêriet gant TF, hag adlavaret a c’hras vat gant ar c’hazetennoù, e vez produet gant Breizh, n’eo ket 7 % eus an energiezh tredan bevezet ganti, met tost 38 % rak ne vez dalc’het kont nemet eus ar rannvro velestradurel gant an « titouroù ofisiel ». Mat eo gouzout ne vez produet gant Enez-Frañs nemet 7 % eus an energiezh tredan bevezet ganti (gant 8 kreizenn dermek). Eno eo e vefe dav sevel ur greizenn nukleel hervez arguzennoù TF.

TAOLENN 6 – bevezadur ha produadur tredan e Breizh (1)(e miliadoù a MWh)

Mammenn : Arsellva an Energiezh, 24/10/2007Diaz roadennoù Pégase war ar stadegoù energetekhttp://www.industrie.gouv.fr/energie/statisti/pegase/pegase/regionres.php

1975 1990 75 / 90 2005 75 / 05

Greanterezh -15% 10%10% 64%

219 349 59% 400 82%117 138 18% 75 -36%

68% 142%

Hollad 22% 71%

1 486 1 269 1 641 Annez/Trede gen. 2 936 3 241 4 813 Labour-douar Pesketaerezh Treuzdougen 1 673 2 817 4 057

6 431 7 814 10 986

1975 2005

Gennad Breizh Frañs Breizh Frañs

Greanterezh + ST & LF 23,11% 34,90% 14,94% 23,53%45,65% 41,61% 43,81% 43,56%

3,41% 2,28% 3,64% 1,79%1,82% 0,68%

26,01% 21,20% 36,93% 31,47%

Hollad 100% 100% 100% 100%

Annez/Trede gen. Labour-douar Pesketaerezh Treuzdougen

Gennad Gaz Tredan Hollad

Greanterezh + ST & LF 57 291 577 619 970 5010 231 104 65 - 400- 75 - - - 75- - 25 -

Hollad 57 598

Treloskoù kalet

Treloskoù liñvel

Energiezhioù nev ez

1 641 Annez/Trede gennad 1 639 1 112 1 561 4 813 Labour-douar Pesketaerezh Treuzdougen 4 032 4 057

6 268 1 793 2 270 10 986

Bevezadur Produadur1977 1990 2005 1977 1990 2005

Aodoù-an-Arvor 41Penn-ar-Bed 490Il-ha-Gw ilen 455Liger-AtlantelMor-bihan 3

Hollad

1 0891 7611 4962 413 7 7341 208

7 967 6 293 10 234 8 723

(d) bevezadur ha produadur energiezh e Breizh : an diaweladoù ofisiel

Dre ma n’eus steuñv ofisiel ebet evit Breizh en em ziazezimp war diaweladoù ar gouarnamant hag RTT evit ar bevezadur energiezh er C’hwec’hkogn. Rakwelet a reont e vo daougementet, da nebeutañ, ar bevezadur eus 1975 da 2030. Gant se e tremenfe ar goulenn energiezh kentañ e Breizh eus 7,36 e 1975 da 16,48 MTKT e 2030 (taolenn 7). Da neuze e tizhfe lod an energiezh nukleel 35 % eus hollad an energiezh. Setu e vefe ret produiñ (pe enporzhiañ) e Breizh ur c’hementad energiezh nukleel kevatal gant 5,80 MTKT. Ar peurrest eus ar bevezadur a vefe bastet dezhañ gant an energiezhioù nevezus (22 %), an energiezh diwar ar mareoù hag an heloskoù kondon tremeniat (tireoul, glaou pe gaz).

Merzet e vo pegen strizh eo an dibaboù a ren an dasparzh-se, diazezet war 2 vod da broduiñ energiezh dreist-holl : an energiezh nukleel hag an heloskoù kondon (glaou, gaz pe tireoul). Savet eo diouzh patrom ur renad amerzhel ha politikel kreizennet. Ne zalc’h ket nemeur a gont eus korvoerezh hor barregezhioù energetek naturel. (gw. stagadenn deknikel).

TAOLENN 7 – Diaweladoù energiezhioù kentañ evit Breizh

e MTKT 1975 1990 2005 2010 2020 2030

Heloskoù kondon 7,11 7,40 8,15 8,05 7,63 6,95Energiezh ar mareoù 0,13 0,13 0,13 0,13 0,13 0,13Energiezh nukleel 0,12 3,01 6,31 6,42 6,50 5,80Energiezhioù nevezus 0,00 0,05 0,65 1,63 3,50 3,60

Hollad Energiezh Kentañ 7,36 11,17 15,24 16,23 17,76 16,48

II - Ur senario evit implijout ha produiñ energiezhioù nevezus a-benn 2030

Lakaet hon eus da bal ur bevezadur bloaziek a 2,06 TKT a energiezh kentañ dre annezad e 2030 (e-skoaz 3,59 bremañ), eleze UN DIGRESK A 42 % DRE ANNEZAD EVIT AN DISPIGN ENERGIEZH KENTAÑ ETRE 2005 HA 2030.

Evit Breizh gant tost 5 milion a annezidi (4,3 bremañ) e savo ar goulenn hollek a energiezh dibenn da 9,85 MTKT neuze (eleze 12,27 MTKT a energiezh kentañ).

An daolenn (pajenn 38) hag al lun 7 a ziskouez an dasparzh a ginnigomp, en ur zigemmañ tri doare da zegas an energiezh :

- ar wrez (Gwrezverk Izel, G. Etre, G. Uhel) (GI, GE, GU);- an heloskoù (H. Kalet, H. Liñvel, H. Gazel) (HK, HL, HG);- an tredan.

Ar memes taolenn a ziskouez ar filierennoù da broduiñ energiezhioù, ha gant al lun 8 e c’haller gwelet ar c’hemmoù pennañ etre ar senario da broduiñ energiezh a ginnigomp hag an diawelad ofisiel a-benn 2030. Merzet e vo dreist-holl PEGEN LIESSEURT EO AR FILIERENNOÙ, ar pezh a zlefe reiñ tro da gaout ur mont en-dro kalz stabiloc’h.

Bremañ emaomp o vont da zisplegañ an dibaboù-se dre vras, en ur zaveiñ d’ar stagadennoù evit a sell ar munudoù (stagadennoù « ar gevredigezh e 2030 » ha « Katalog ar filierennoù da broduiñ energiezh »).

Remerk a-raok kregiñ : anv zo amañ eus kinnigoù a denn d’un emdroadur posupl. An tuadurioù eo a gont, ha n’eo ket an niveroù o-unan. Digor e chom ar gaoz evel-just.

1) An ezhommoù energiezh a-benn 2030

Hor pal eo istimañ GWIR EZHOMMOÙ AR VRETONED, E-BARZH UR GEVREDIGEZH KEVATALEKOC’H. Kement-se en deus lakaet ac’hanomp, en ur zerc’hel kont eus ar saviad dave, da bouezañ war ar ret m’eo gwellaat ar barr bevañ, da adkempouezañ hon armerzh dre gorvoiñ muioc’h hor barregezhioù naturel, ha da harpañ ar vuhez hag an eskemmoù a-stroll. E gerioù all, klasket hon eus termenañ ur gevredigezh klet met hep foranerezh, ur gevredigezh ma korvoer gwir varregezhioù ar vro, met hep produiñ a-vil-vern.

a) ar boblañs :

Dre en em ziazezañ war ar roadennoù bremañ a denn d’ar feur genel (1), war gresk ar mentelioù enbroañ-divroañ ha war ar c’hoant o deus kalz divroidi da zont en-dro d’ar vro ha da labourat enni, hon eus dalc’het ur boblañs a 4,95 MILION A ANNEZIDI (+ 40 % e-keñver live 1975).

b) gennad an annez ha trede gennad :

● Gennad an annez :

E dalc’h dasparzh an annez dre an tiriad emañ an dispign energiezh er gennad-mañ da gentañ.

En em lakaat a reomp e-sell eus ur gevredigezh kalz muioc’h digreizennet, m’eo paouezet kresk ar c’hêrioù bras (Naoned, Roazhon, Brest) ha m’eo advuhezet ar c’humunioù war ar maez, dreist-holl en-dro d’ar c’hreizennoù agroenergetek.

TAOLENN 8 – Dasparzh an annez

Dasparzh bremañ an annez e Breizh – disheñvel a-walc’h diouzh ar c’heitad er C’hwec’hkogn – zo aroueziet gant ar strewet-bras m’eo an annez. Kement-se a ya a-du gant hon diaweladoù, setu n’eo ket bet kemmet nemeur (taolenn 8).

Gennad 1975 2030

N. annez. % N. annez. %

Tiez digenvez – kêriadennoù 36 3527 2837 37

Hollad 100 100

1 250 000 1 732 500Bourkoù w ar ar m aez ha kêrioù dindan 10 000 annez. 950 000 1 386 000Kêrioù gant ouzhpenn 10 000 annezad 1 300 000 1 831 500

3 500 000 4 950 000

Goude-se emañ an dispign energiezh er gennad-mañ e dalc’h ar BARR BEVAÑ dibabet. Lakaet eo evit ar « MOG » (strollad 3 den).

Gant ar « mog-se » ez eus ul lojeiz 100 m², difuet a-feson (gwrezverk 18°C), en deus ezhomm eus 10 500 kWh a energiezh ar bloaz. Gant al lojeiz-se ez eus un aveadur titredanerezh 1,5 wech dreist ar pezh a oa e 1975. Kement-se a ya d’ober un dispign a 2,325 TKT DRE LOJEIZ.

Digresket-kaer eo ar bevezadur-se rak lakaet eo bet an tiez diouzh ar reoladoù KUE (hep mont re bell ganti rak pell emaomp diouzh ar « Passivhaüser » en Alamagn, na vevezont nemet 50 kWh/m²/bloaz) met evit se e tleer stummañ micherourien ar sevel tiez ha produiñ war al lec’h an danvez nevez zo ezhomm.

E Breizh ez eus ezhomm eus 3,835 MTKT (en o zouez 2,808 en energiezh gwrezverk izel, 0,161 e gaz ha 0,866 e tredan).

● An trede gennad

Evit harpañ ar vuhez a-stroll hon eus kavet e oa ret soñjal brasaat ar skolioù (+ 39 %), ar savadurioù evit ar yec’hed hag an ospitalioù (+ 125 %). Chom a ra ar burevioù, ar stalioù hag al letioù el live m’emaint bremañ, gant ur boblañs kevatal.

E Breizh eo dav rakwelet un dispign energetek a 1,175 MTKT (en o zouez 0,646 en energiezh gwrezverk izel ha 0,529 en helosk).

● bilañs gennad an annez + trede gennad :

A-hed ar wech eo bet bodet gennad an annez hag an trede gennad er stadegoù. Sevel a ra an dispign hollek da 5,010 MTKT, da lavaret eo 1,013 TKT dre annezad, en o zouez 3,454 e gwrez, 0,690 en helosk ha 0,866 e tredan.

c) Treuzdougen an dud hag ar varc’hadourezh :

● treuzdougen an dud :

Pevar rummad treuzdougen zo bet kemeret e kont :

− ar beajoù e kêr hag tost d’ar c’hêrioù (T1) : terket eo kreiz ar c’hêrioù evit kas war-raok an TREUZDOUGEN A-STROLL (busoù) hag an divrodegoù : tizhet e vo ganto 2000 km ar bloaz dre gêriad (an hanter muioc’h eget bremañ).

− ar beajoù lec’hel (dindan 100 km) graet gant kirri (T2) : Daoust d’ar strewet m’eo an annez hag ar frammoù produiñ er vartezeadenn hon eus dalc’het, ha daoust d’an treuzdougen a-stroll bezañ daougementet, e chom kalz a gilometroù d’ober : 10 000 km dre « vog » bep bloaz.

− ar beajoù pell (ouzhpenn 100 km) graet gant an HENTOÙ-HOUARN (T3). Erbediñ a reomp adlakaat e ratre al linennoù diabarzh : An Alre-Sant-Brieg, Gwengamp-Rosporden, Kastellin-Karaez-Roazhon, Kastellin-Kameled, ha re all. Kemer a raimp da ziazez 3000 km ar bloaz dre annezad (875 km e 1973).

− ar beajoù dre aer (T4) : miret e vint evit an hedoù hir-hir, hag en abeg d’o c’houst en energiezh, ne rakwelomp nemet ur c’hresk a 3 % dre zen (eleze ul live a 400 km ar bloaz dre annezad).

EN HOLL : T1 + T2 + T3 + T4 = 0,056 + 0,829 + 0,173 + 0,198 = 1,256 MTKT (en o zouez 1,071 en helosk ha 0,185 e tredan) da lavaret eo 0,25 TKT dre annezad.

● an treuzdougen marc’hadourezh :

An ezhommoù e-sell an treuzdougen marc’hadourezh (hentoù, hentoù-houarn, mor) zo diwar ar martezeadennoù hon eus degemeret evit obererezh ar gennadoù produiñ (greanterezh, labour-douar, pesketaerezh). Hervez diazezoù ar RAB 79 e tlefe dispign energetek ar post-mañ bezañ 0,53 MTKT, en ur gontañ ar pesketaerezh hag an treuzdougen war vor. Pouezus-kaer eo an treuzdougen war vor e Breizh, setu e vo kresket an ezhommoù a rakweler evitañ. Diouzh ar framm produiñ rakwelet, digreizennet-kaer an tamm anezhañ, e talc’himp evit ar post « treuzdougen marc’hadourezh » ar sifr a 0,720 MTKT a-benn 2030.

EN HOLL, EVIT GENNAD AN TREUZDOUGEN, ez eus ezhomm 1,976 MTKT (en o zouez 1,532 en helosk ha 0,444 e tredan) eleze 0,40 TKT DRE ANNEZAD

Er gennad-mañ e vez arboellet kalz arc’hant dre ziorren an treuzdougen a-stroll ha dre un implij gwevn eus ar c’harbedoù hiniennel.

d) ar pesketaerezh :

Bras a-walc’h eo al live beveziñ bremañ, ha ret eo degas modoù « nevez » da broduiñ ha da zilec’hiañ evit merañ en un doare reishoc’h an dispign energetek-se. Un diskoulm mat e seblant bezañ an dragerioù daouhanter, dre dan ha dre lien, da skouer.

Ret eo meizañ, koulskoude, eo bet skoet obererezh gennad ar pesketaerezh gant ar patrom kevredigezh bremañ hag a vuana e enkadenn. Ret eo cheñch penn d’ar vazh : pouezus-kenañ e seblant e ziorroadur dimp evit an amzer da zont, e-barzh ur gwir vererezh eus barregezhioù ar mor. Meur a hent a c’haller dibab : adpoblañ goueled ar mor, dourc'hounezerezh, merañ ar seurtoù pesketaerezh en un doare reizh en ur saveteiñ kempouez an ekoreizhiadoù, ha kement zo…

Ma talc’her kont eus ar gounidoù a vo gallet tapout gant modoù kas war-raok na lonkont ket kement a energiezh, e seblant gwirheñvel dimp rakwelet un tamm mat a zigresk er gennad-se. Dalc’het hon eus ar sifr a 0,050 MTKT, a glot gant un dispign energetek a 0,01 TKT DRE ANNEZAD. .

e) al labour-douar :

Meur a senario zo bet studiet evit implijout an douaroù da c’hounit. Gant ar senario hon eus dalc’het e vo trawalc’h evit :

1 – ezhommoù boued ar Vretoned e plant hag e loened : aliañ a reomp debriñ un tammig nebeutoc’h a gig eget bremañ ; 2 – ezhommoù an tropelloù (paouez da enporzhiañ torzhioùigoù soja) ; 3 – ul live ezporzhiañ kevatal gant 1 wech ar bevezadur a brotein plant ha loened ; 4 – ur produadur energetek (a sav, er senario kinniget, da 4,63 MTKT en holl).

Notennet e vo an implij eus 5700 km² a zouaroù evit trevadoù a c’haller treuzfurmiñ en energiezh (heloskoù) ha 2800 km² a zouaroù dindan gwez evit ar planteizoù energetek.

Ezhommoù al labour-douar en energiezh zo evel-henn (gwelet ar stagadenn « Ezhommoù - Patrom kevredigezh » ) :

Gwrez : 0,134 MTKT, Heloskoù 0,222 MTKT, Tredan difer : 0,044 MTKT.

Ezhommoù al labour-douar a sav en holl da 0,40 MTKT, da lavaret eo 0,08 TKT dre annezad (+ 33 % e-skoaz 1975). Evit ar gennad-se an hini eo bet rakwelet ar c’hresk brasañ war an dispign energetek ; met gwelet e vo e pourchaso e-unan 44 % eus an hollad a energiezh kentañ.

TAOLENN 9 – Dasparzh an douaroù (en hektaroù)

f) ar greanterezh :

Diaes eo istimañ en un doare reizh hon ezhommoù energetek evit greanterezh an amzer da zont en abeg d’an digempouez m’eo armerzh Breizh bremañ en e frammoù.

Krediñ a reomp e vo ret kenderc’hel e-pad 25 bloaz gant ur bevezadur a 0,488 TKT dre zen evit gallout ober an treuzfurmadur teknologek (e-skoaz 0,386 bremañ). Kement-se a glot gant un dispign energetek hollek a 2,414 MTKT e 2030.

An istimadur dre vektor a energiezh zo : 26 % e gwrez GI, GE ha GU eleze 0,627 MTKT (en ur gontañ 0,10 e gwrezverk uhel-kenañ bet dre zeviñ hidrogen) ; 35 % en heloskoù eleze 0,844 MTKT ha 39 % e tredan eleze 0,943 MTKT. N’eus ket tu d’ober keñveriadenn reizh ebet gant saviad bremañ ar greanterezh. Soñjal a ra dimp e ranker ADSTUMMAÑ PENN-DA-BENN HOR BENVEG PRODUIÑ. A-hend-all e c’hall ar c’hlaoustre energetek breizhat nevez bezañ ur broud eus ar c’hentañ evit dastreiñ ar greanterezh e Breizh.

Gorread labour-douar implijet

Tachadoù berzetTachadoù naturelTachadoù labour-douarPlanteizoù energetekTachadoù artifisiel

Reier ha doureier

Koadeier

Pradeier

Trevadoù bloaziekTrevadoù energetekTrevadoù greantel

Ishollad

Douaroù artifisiel gant savadurioùDouaroù artifisiel hep savadurioùHentoù ha parklec’hioù

Ishollad

Plegenn 1975

Plegenn 1993

Plegenn 2000

Plegenn 2004

Rakw eladoù 2030

2 474 000 2 471 613 2 405 240 2 349 931 2 343 600

3 550 3 550 3 550 2 110 2 000640 968 657 199 685 652 610 000

2 474 000 2 471 613 2 405 240 2 349 931 2 063 600280 000

330 178 380 321 408 622 490 000

Gorread hollek (Teruti) 3 446 309 3 446 310 3 446 315 3 445 600

98 000 99 695 104 473 108 591 105 000Lanneier, tremenioù, hañvar 207 822 193 518 200 055 169 000

548 000 333 451 359 208 377 006 174 000Girzhier, elvegi, hentoù 199 547 194 479 185 217 165 000

560 000 988 206 984 359 965 464 851 000Trevadoù padus (gw iniegi, gw erjeoù) 27 019 26 124 22 561 22 600

1 910 000 1 256 841 1 200 278 1 176 689 870 000570 00030 000

3 112 581 3 062 439 3 035 583 2 956 600

90 924 100 448 107 638330 000 115 800 140 420 157 817

123 454 139 453 143 167

330 178 380 321 408 622 490 000

Gorread hollek (Teruti) 3 446 000 3 446 309 3 446 310 3 446 315 3 446 600

Kinnigomp un nebeud hentoù evit al lankad tremen, ac’hann da 2030 :

− dastreiñ galloudezhioù ar vetalouriezh (en ur gontañ an arsanailhoù) evit oberiañ rodoù-avel, kreizennoù houldredan pe mordredan. Evit sevel leurennoù evit ar c’hreizennoù energetek en donvor e vo ret lakaat teknologiezhioù blein da dalvezout ;

− krouiñ greanterezhioù kimiek hag a implij hor barregezhioù naturel (trevadoù energetek, eztennoù bezhin), pe evit ezhommoù al labour-douar, pe evit an ezhommoù beveziñ boas ;

− produiñ gant unvezioù bihan, en ur evezhiañ pizh an efed war an endro ; − tretañ dalc’hmat al lastez greantel, an dourennoù distaolet...War dachenn ar greanterezh e ranker ober ur striv bras gant an enklaskerezh evit prientiñ ur framm produiñ greantel a zere ouzh ar patrom diorren nevez hon eus termenet an doareoù pennañ anezhañ. Evel-just ez omp prest da selaou nep kinnig.

g) Berrzastum

- Gant an emdroadur a ginnigomp eus 2005 da 2030 (lun 8) e vo gallet kreskiñ un tamm mat barr bevañ keitat ar Vretoned hag adaozañ hon armerzh, en ur zerc’hel kont eus ur c’hresk mat eus an ezhommoù energiezh war dachenn ar greanterezh (+ 56 %), ar pesketaerezh hag al labour-douar (+ 20%). Gant ar c’hemm bras eus ar boazioù bremañ a-fet an treuzdougen e vo gallet ober arboelladennoù bras.

En holl, framm hor bevezadur energetek e 2030, keñveriet gant hini 1975 ha 2005, zo stummet evel-henn :

TAOLENN 10 – Emdroadur keñverietan ezhommoù energiezh

Kresk hollek ar bevezadur energiezh dibenn dre zen etre 1975 ha 2005 a oa bet 42 %, met e 2030 e tigresko eus 23 % e-skoaz 2005. Degasomp da soñj, evit keñveriañ an traoù, ez eus bet rakwelet ur c’hresk a 16 %, er c’hontrol, ac’hann da 2020 gant ar martezeadennoù ofisiel.

E-keñver an emdroadur war hir dermen displeget evit ar c’hwec’hkogn gant an danevell hec’h anv « Diaweladoù energetek evit Frañs » savet gant ar PREDK, emañ an doare diorren nevez a glasker evit Breizh muioc’h en-dro da gorvoerezh hor barregezhioù naturel (labour-douar, pesketaerezh). Abalamour d’ar strewet m’eo an annez – un dra vat evit un emdroadur kempouesoc’h eus an tiraozadur - e chom uhel a-walc’h an dispign evit an treuzdougen.

E % Breizh

Gennadoù 1975 2005 2030

Annez 45,65 41,05 38,9311,93

27,83 39,46 20,063,41 3,82 4,06

0,5123,11 15,67 24,51

100 100 100

Trede gennad Treuzdougen Labour-douar Pesketaerezh Greanterezh Hollad

2) Ur senario da broduiñ energiezhioù nevezus.

Goude bezañ resisaet live an ezhommoù (9,850 MTKT en energiezh dibenn), e ranker rakwelet ar produadur a 12,272 MTKT en energiezh kentañ a-benn 2030. Dav eo notennañ n’hon eus ket klasket korvoiñ 100 % eus galloudezh energetek Breizh. Al live hon eus dalc’het ne vir ket a zoujañ d’ar c’hempouezioù naturel bras.

Ar filierennoù-mañ a vo deskrivet lerc’h-ouzh-lerc’h :

- filierennoù ar mor (ar bezhin, an houl, ar mareoù)- filierennoù bevdolz an douar (keuneud ha trevadoù energetek, lastez ar sevel loened, lastez-ti)- filierenn an heol eeun hag ar filierenn fotovoltaek - filierenn an avel- filierenn an dour.

Resisaet e vo ivez an treuzfurmadurioù hag ar c’holloù a c’hoarvez gant an energiezhioù kentañ produet evel-se evit dont da vezañ energiezhioù dibenn ha lakaat ar c’hinnig da glotañ gant ar goulenn.

a) filierennoù ar mor

Espar eo plegenn Breizh e-sell ar mor, e meur a geñver, gant he flateiz kevandirel ledan, he mareoù bras o ampled, hec’h aodoù skubet gant an houl hag hec’h arvor troc’h-didroc’h, mat evit plant ha loened ar mor.

Dalc’het ez eus bet teir filierenn evit korvoiñ galloudezh energetek ar mor ; ● « an aour gell » : bez’ ez eo evit an energiezh a c’haller adtapout diwar ar bezhin goude metanaat anezho (produiñ gaz naturel). Ur stumm deveret eus energiezh an heol eo (luc'hkevanaoz). ● « an aour glas » : bez’ ez eo evit an energiezh a c’haller adtapout diwar ar gwagennoù, an houl. Ur stumm dibar eus energiezh an avel eo. ● « glaou gwenn ar mor » : bez’ ez eo evit an energiezh a c’haller adtapout diwar ar mareoù. Un energiezh diwar al loar hag an heol eo enta.

a1 ● aour gell :

N’eus nemet ar vezhineg a ya eus Konk-Leon da Enez-Vriad a gement zo bet istimet : gallout a ra produiñ 12,5 T/ha ar bloaz. En em astenn a ra war 360 km².

Dre astenn ar roadennoù-se da arvor Breizh a-bezh e c’haller istimañ ar bevdolz en 1 milion a donennoù. (Kerambrun 1984)

Dav eo notennañ ne zastumer hiziv an deiz nemet 70 000 a donennadoù bezhin ar bloaz e Breizh evit implijout er greanterezh (produiñ alginat, karragenan, danvezioù ouzhpenn a bep seurt ha bleudoù...).

E gwirionez e c’hall an eostad bezhin dont eus peder mammenn : eus ar gounezerezh (miret kentoc’h evit ar bezhin « uhel » da broduiñ molekul talvoudus d’ar greanterezh), met dreist-holl eus an dastum bezhin-peñse, eus an dastum gant mekanikoù war an aod vev pe eus en dastum en dour don (-12 m e-keñver al live DR) war-bouez ar « skoubidou ». En drederenn gentañ eus an XXvet kantved e veze dastumet bep bloaz 350 000 tonennad bzhin du (bezhin-peñse hag aod vev) ha 100 000 tonennad tali. Daoust ma welomp ar bevdolz o tigreskiñ ha ma vez kemeret lec’h lod spesadoù tali gant spesadoù all abalamour da dommadur dour an arvor, e chom bras a-walc’h ar c’hementadoù bezhin a c’haller kaout. Ur spesad nevez a baota forzh pegement abaoe ar bloavezhioù 70. Ur seurt bezhin glas eo (Ulva lactuca) a vez dastumet bep hañv abalamour d’ar flaerius ha d’an divalav ma’z int. Ur c’hementad a 100 000 tonenn (diwar 400 000 tonenn) a vez dastumet bep bloaz war aodoù Breizh. E-pad ar bloavezh 2009 e vo gallet gwiriañ mont en-dro armerzhel ar reizhiad-mañ da broduiñ metan, tredan ha gwrez gant un unvez produiñ diorroet gant ar c’hevredad Olmix. Setu amañ ar roadennoù a-fet an teknik hag an arc’hant : koust an aveadur 4 milion a € ; bevezadur « danvez krai » 30 000 tonennad bezhin glas ha 40 000 tonennad lastez labour-douar ha hañvouezenn.

Setu e vefe gallet dastum war-dro 700 000 a donennadoù bezhin a bep seurt evit ar metanaat bep bloaz, eleze 175 000 tonennad danvez sec’h.

Tretet e vefe ar bevdolz dastumet e kreizennoù bioenergetek kumunioù an arvor (degasadennoù kemmesk bevdolz mor + lastez labour-douar + trevadoù energetek) ha treuzfurmet e gaz naturel (metan). Gortoz a reer un ampled metanaat a 0,27 TKT/TDS. Kevatal eo an « aour gell » a c’haller adtapout gant 0,047 MTKT, met ret eo lemel eus ar sifr-se an dispign energetek evit an dastum hag an treuzdougen (istimet e 10 %).

An energiezh kriz a vo tu da adtapout a vo neuze 0,04 MTKT. Dav eo notennañ n’hon eus ket studiet korvoerezh ar « macrocystis » (Gwelet stagadenn « Teknikoù da broduiñ energiezhioù nevezus »).

● aour glas ha glaou gwenn :

Petra eo energiezh nevezus ar mor ?

Meur a seurt energiezh mor zo. Ne studiimp nemet daou seurt energiezh, hini ar gwagennoù (an houl) ha hini ar mareoù (an dour).

a2 ● aour glas : energiezh an houl

En em stummañ a ra ar gwagennoù hag an houl pa zisip nerzh an avel a c’hwezh war ar mor dre forzh frotañ. Galloudegezh vekanikel an anadenn-se a vez eztaolet e kW dre vetr ledander kribenn. Bep bloaz e vez disipet war-dro 180 TWh e 2800 km aodoù Breizh.

Ober a ra an dour evel un treuzdouger energiezh. Ar c’hementad energiezh er gwagennoù zo diouzh o ment hag o feriodenn (ar pennad amzer etre div gribenn lerc’h-ouzh-lerc’h). Ar c’halloudegezh keitat bloaziek dre unanenn ledander kribenn (da skouer 40 kW/m) zo ur merker kentañ eus talvoudegezh energetek al lec’h-mañ-lec’h. Peurliesañ e renker ar reizhiadoù da zastreiñ energiezh an houl e tredan e rummadoù hervez o lec’hiadur er mor, ha dreist-holl hervez donder an dour el lec’h m’emaint, rak e dalc’h hennezh e vez ment ar gwagennoù, hag ar c’hementad energiezh hag e-se. Bez’ ez eus tri doare lec’hiadur : en donvor, a-hed an aod pe stag ouzh ar ribl war-eeun.

Gouarnamantoù Skos ha Kembre a ra strivoù dalc’hmat da gorvoiñ an energiezh-se. E Breizh-Veur ivez eo bras-kenañ ar c’halloudezh eus an houl a c’haller implijout : 20 MTKT war un drolinenn a 1700 miltir, 10 miltir en donvor.

Ne zalc’himp evit Breizh nemet ar gwikefreoù zo bet savet evit gwir.

- le PELAMIS : dastroer dour dezhañ 150 m hed x 3 m ledander ; dilec’hiadur 700 t. ; galloudegezh keitat a c’haller kaout 0,75 MW, amzer broduiñ 25% eus ar bloaz (2 190 h/bloaz) da lavaret eo 1 640 Mwh. Un atant houldredan en em astenn war 1 km² ha zo 40 modulenn ennañ. Kevatal eo an energiezh produet gant ur bevezadur a 14 560 TKT.

Ur vodulenn stlejet er mor.

Ur strollad kentañ a 3 Pelamis 750 zo bet staliet a-vaez da Bortugal e 2008. Gouest eo da vont en-dro bremañ.

Tri zren a bPelamis 750 war ul lec’hienn e Portugal.

- ar WAVE DRAGON : zo ur benveg evit dastreiñ energiezh an houl, a eorier er mor war-bouez funioù distegn, hag a c’hall bezañ implijet e-unan pe e parkadoù, e kement lec’h ma vez trawalc’h a houl ha ma vez donder ar mor en tu all da 25 m. 300 m hed x 170 m ledander ; dilec’hiadur 33 000 t. ; galloudegezh nominal 7 MW, produadur hollek bloaziek 8,9 Gwh/bloaz. En em astenn a ra un atant houldredan skouer war 5,5 km², ha 11 modulenn a vez ennañ. Kevatal eo an energiezh produet gant 21 734 TKT.

a3 ● glaou gwenn : energiezh ar mareoù

Red an dour zo diwar an tre hag al lanv, div wech bemdez war aodoù Breizh. E-pad ma red an dour, o leuniañ pe o c’houlloiñ baeoù pe aberioù, e treuzdoug energiezh. Ar c’hementad a energiezh a c’haller tennañ zo diwar dizh ar red-dour ha ment an tolzad tapet. Heñvel eo an teknik-mañ ouzh an hini da dapout energiezh an avel. Met abalamour m’eo kalz douesoc’h an dour eget an aer, e c’haller tennañ ur c’halloudegezh kevetal dre dretañ un tolzad bihanoc’h ha gant un tizh redek gorrekoc’h. An tizh uhel a vez gant ar red-mor en nevez-amzer zo ur merker kentañ eus talvoudegezh ul lec’h evit tennañ energiezh eus ar mareoù. Gant malvennoù ur rod-dour o treiñ e vez dastroet energiezh kinetek ar red-mor en energiezh-treiñ. Honnezh a vez treuzfurmet en energiezh tredan gant ganerioù. Kaset e vez an tredan d’an dud war-bouez funioù kevreet ouzh an aod.

Evit eztennañ energiezh diouzh ar mareoù e ranker sevel stankelloù hag a gemm kalz an ekoreizhiadoù. Ne c’haller degemer nemet staliadurioù bihan (evel milinoù-mor pe stankelloù kelc’hiek en donvor).

stankell ar Renk (540 GWH) ................. 0,120 MTKT100 unvez a 5,4 GWH .................. 0,138 MTKT25 unvez a 23,6 GWH .................. 0,151 MTKT

Setu e c’hallomp produiñ gant ar filierenn vordredan : 0,409 MTKT

- ar rod-dour SABELLA : biñs-tro Φ = 3 m. galloudegezh keitat 200 KW ; amzer broduiñ : 30% eus ar bloaz (2 628 h/bloaz) ; da lavaret eo 525 MWh pe 115 TKT.

Marine Current Turbines (SeaGen) Raktres en e brantad rakkenwerzhel evit un atant rodoù-dour a 7 x 1,5 MW e-tal tachad ar Skerries (Ynysoedd y Moelrhoniaid) e gwalarn Kembre. Miz Gouere 2008 : ar rod-dour SeaGen Emañ ar rod-dour Seagen er Strangford Lough e Norzh-Iwerzhon, ha diorroet eo bet gant ar gompagnunezh a energiezh vordredan eus Breizh-Veur Marine Current Turbines (MCT). Evit ar wech kentañ ez eus

bet lakaet tredan er rouedad gant ar rod-dour-se. Galloudegezh Seagen zo bet izelaet da 300 kW e-pad ar prantad amprouiñ, met en diwezh e vo 1,2 MW a c’halloudegezh ganti, da lavaret eo trawalc’h a dredan evit 1000 mog.

Kentpatrom Seagen 390 tonenn (o vont en-dro)Un nebeud doareennoù pouezus : - ar rotoroù hag ar c’havelloù a c’haller sevel a-us live ar mor evit o c’hempenn - daou rotor 600kW : treuzkiz 16 m, staliet war ur peul dir (Φ3 m.)- donder al lec’hienn 25 m +/- 2 m ha red-mor uhelañ 7,8 kt (skoulm)- emañ an treuzfurmer hag an dafar kenstagañ ouzh an tredan en ur logell e beg ar peul Senario dalc’het :

25 atant PELAMIS a 30 MW ..... 0,364 MTKT30 atant Wave Dragon a 77 MW ..... 0,652 MTKT

Stankell ar Renk ..... 0,120 MTKT100 x 12 rod-dour SABELLA a 2,4 MW ..... 0,138 MTKT 25 x 7 rod-dour SEAGEN a 10,5 MW ..... 0,151 MTKT

Gant filierenn dour ar mor e c’hallomp produiñ war-dro 1,425 MTKT

N’HON EUS STUDIET NEMET AN TEKNOLOGIEZHIOÙ EN O FRANTAD AMPROUIÑ PE KENTPATROMOÙ EN O FRANTAD RAKKENWERZHEL.

TAOLENN 11 – Filierennoù ar mor(berrzastum) (e MTKT)

0,041,020,41

Total 1,47

Bezhin metanaat Kreizennoù houldredan Kreizennoù mordredan

b) Filierennoù bevdolz an douar

Graet e vo anv lerc’h-ouzh-lerc’h eus :- Ar produiñ energiezh gant an tachennoù koadet ; lastez ar c’hoadoù, planteizoù energetek ha koadoù linennek.- Produadur an tachennoù labour-douar : trevadoù energetek ha lastez ar sevel loened.

b1 ● Produadur an tachennoù koadet :

Amañ e roomp doareoù pennañ ur senario a vo kavet ar munudoù anezhañ en ur stagadenn.

● en em ziazezañ hon eus graet war un dasparzh gwirheñvel eus an tachennoù diseurt (koadoù uhel, brouskoadoù, brouskoadoù dindan koadoù uhel, lanneier…) ha kemeret hon eus skouer diwar an enklask : « Implij an tiriad – TERUTI – LUCAS 2006". (taolenn 12a)● Barregezhioù ar c’hoadoù uhel a vez korvoet war-bouez 75 % eus ar goadeg bep bloaz.● Ar brouskoadoù, ar brouskoadoù dindan koadoù uhel zo dastroet evit darn e planteizoù energetek (30 000 ha) evit produiñ treloskoù ha heloskoù.● Un hanter eus al lanneier zo treuzfurmet ivez evit se : adkoadañ, pe implij ar plant naturel eeun-hag-eeun : lann, raoskl an tachennoù gleb.● An hanter eus al lanneier kozh (300 000 ha e 1976) a oa bet lakaet da barkeier e-pad an 30 vloaz diwezhañ (TLDA) a vo lakaet en-dro en implij-se.● Digemm e chom gorread ar c’hoadoù linennek (girzhier, kleuzioù, renkennadoù gwez) e-keñver 1976 (280 000 ha). Dre gempenn an takadoù-se e c’haller produiñ plakennoùigoù koad diroget (cheñch bep 9 bloaz).

● Ampled :Kemer a reomp ampledoù a 10 T a DS/ha evit ar planteizoù energetek, hag a 7,5 T a DS/ha evit ar c’hoadoù uhel, ar brouskoadoù, ar brouskoadoù dindan koadoù uhel, hag ar c’hoadoù linennek (ampled keitat ar c’hoadoù korvoet e Frañs : 10 T a DS/ha ar bloaz).● Produiñ prenn ha koad evit ar greanterezh :Er senario-mañ, ezhommoù Breizh e 2030 (4 milion a hektaroù) a vefe bastet dezho e 60 % evit ar prenn, hag e 75 % a-fet ar c’hoad evit ar greanterezh. ● Produiñ energiezh diwar dachennoù koadet.Ar sifroù kinniget zo bet lamet anezho emvevezadur ar filierenn : 0,3 TKT/ha/bloaz evit korvoiñ ar planteizoù energetek hag an 270 000 ha a goadoù linennek.0,2 TKT/ha/bloaz evit ar c’hoadoù uhel hag ar brouskoadoù.

TAOLENN 12 – An tachennoù naturel (en hektaroù)

Produer : Ministrerezh karget eus al Labour-douar (SCEES).Mammenn : Enklask "Implij an tiriad TERUTI– LUCAS".An tiraozadur naturel (mammenn TERUTI – LUCAS) 2006 (kemmet) OC11BDET

Bochadoù gw ez, girzhierRoadennoù 2006 Gorread Lod./ Hol. Gorread Lod./ Hol. Gorread Lod./ Hol. Gorread Lod./ Hol. Gorread Lod./ Hol.

ha % ha % ha % ha % ha %

AODOU-AN-ARVOR 17,25 42,28 2,13 38,34 100 PENN-AR-BED 26,71 38,71 885 0,48 34,10 100 IL-HA-GWILEN 10,49 49,07 720 0,68 39,76 100 LIGER-ATLANTEL 15,29 48,58 1,50 34,63 100 MOR-BIHAN 14,05 54,44 898 0,46 31,05 100

BREIZH 17,46 46,41 1,02 35,11 100

Lanneier Koadeier Ilvidoù Tachadoù a c’haller korvoiñ

28 802 70 583 3 556 64 005 166 94649 212 71 339 62 843 184 27911 160 52 197 42 298 106 37518 512 58 803 1 815 41 924 121 05427 313 105 838 60 376 194 425

134 999 358 760 7 874 271 446 773 079

A-hend-all, an ampled keitat zo gant treuzfurmadur ar bevdolz sec’h en heloskoù kalet zo 72 %, ha 56 % evit an treloskoù.

TAOLENN 13 - Dasparzh an tachennoù koadet e 2030 (en hektaroù)

*TLDA tachennoù labour-douar arlezat

Evit a sell ar c’hoadoù uhel hag ar brouskoadoù, n’eus nemet al lastez diskourrañ ha heskennat a vez implijet da broduiñ energiezh (gant ar c’hefioù e vez pourchaset ar prenn hag ar c’hoad evit ar greanterezh).

Produadur ar filierenn koadoù, koadoù linennek ha lanneier :

Planteizoù energetek ....... 0,932 MTKTLastez heskennat ............ 0,026 MTKTKoadoù linennek .............. 0,097 MTKTKoadoù uhel ..................... 0,125 MTKTGwrez adtapet ................. 0,060 MTKT

En holl e c’hallomp produiñ 1,24 MTKT gant ar filierenn-mañ

b2 ● Produadur an tachennoù labour-douar :

Dalc’het hon eus kont eus ar palioù pennañ : boueta poblañs Breizh ha suraat ul live dereat evit an ezporzhiañ boued.

Er stagadennoù e vo kavet pazennoù ar poellata, displegadennoù war an ampledoù treuzfurmiñ zo bet dalc’het, hag ivez ur geñveriadenn etre un nebeud senarioioù a c’haller soñjal enno.

Gallout a ra ar c’hemmoù a ginnigomp degas d’al labour-douar e Breizh bezañ diverret evel-henn :

- Chom a ra diazezet al labour-douar war ar produiñ protein loened ha plant - Bouetaet e vez ar chatal gant produioù eus ar rannvro hepken

Lakaet e vez ul lodenn eus ar parkadoù boued-chatal dindan trevadoù energetek ha greantel, pe en ur lakaat ur vevenn d’an ezporzhiañ protein loened, pe en ur ledañ e-touez an dud ur bevañs gant nebeutoc’h a gig.

Mennadiñ a reomp ur reol-voued keitat a 2723 kalorienn an deiz dre annezad, gant 90 gramm a brotein, ha 50 % anezho o tont eus loened. Ezporzhiañ a ra Breizh kement a brotein loened ha plant ha ma vevez. Setu e rank labour-douar Breizh pourchas en holl 1,7 x 108 kilo a brotein loened (e-skoaz 2,96 x 108 bremañ). Padal eo kalz brasoc’h he froduadur a brotein plant eget ar produadur bremañ. Kroueriadur ar protein loened a vefe evel-henn : Vioù 0,12 x 108 kilosLaezh 1,10 x 108 kilosKig bevin 0,20 x 108 kilosKig moc'h 0,20 x 108 kilosKig yer 0,07 x 108 kilos Ar gorreadoù ret evit produiñ boued a vefe : trevadoù boued-chatal ........................... 1,154 millions ha trevadoù evit boueta an dud .................. 0,640 millions ha en holl .................................................... 1,794 millions ha

Ar peurrest eus ar gorreadoù a vefe dasparzhet evel-henn :

trevadoù energetek ............................... 0,57 milion a hatrevadoù greantel .................................. 0,03 milion a ha

Seurt tachad Lanneier Koadeier Ilvidoù Koadigoù Tachennoù

girzhier Lab.-douar

(L) (K) (I) (G) (TAM)*

Gorreadoù rakwelet

Mentelad an (G)treuzfurm adurioù (K) (I)

(2030 / 2006) (L) (TLDA)*

Planteizoù energetek pe korvoerezh

70 000 320 000 3 800 240 000 289 000

30 000-65 000 -40 000 -4 000 -30 000 -150 000 44 000

215 000

Produiñ energiezh diwar an trevadoù energetek :

Ur redi zo : gwareziñ bevliesseurted ar plant gounezet hag ar plant gouez

Ar fred a vo kavet d’al labour-douar, estreget ar boued, a ro an tu da liesseurtaat ar spesadoù gounezet. Deuet-mat e vo an taol liesseurtaat-se, rak an arbennikadur zo er rannvro bremañ ne dalvez nemet d’al louzoù fall ha d’an arvevaded war an trevadoù (ha da-heul, d’an implij eus an diastuzerioù), hag a zigresk tachennoù annez al loened gouez. Evit al liesseurtaat e-sell da broduiñ agrotreloskoù, n’eo nemet gant diorroadur ar filierennoù lignokelulozek, diazezet war ar miscanthus, ar switchgrass pe ar brouskoadoù berrbad, e vo gallet liesseurtaat an treiñ eostoù. An doareoù da broduiñ agrotreloskoù diazezet war implij ar greun eoulus evel ma reer bremañ ne c’hallont ket bezañ degemeret gant ar gevredigezh, ha tonket int da vont da get. An hentennoù diazezet war al lignokeluloz a zeuy neuze e-lec’h an trevadoù-se a gemer plas an trevadoù-bevañs.

Perzhioù mat :

- ar plant en o fezh a c’hall bezañ implijet : ar garennoù, an delioù ha n’eo ket ar greun hepken. Evel-se e vez kresket ar bevdolz dastumet.- evit ar memes askorusted e vez ezhomm a nebeutoc’h a zanvez kondon evit an trevadoù lignokelulozek padus eget evit an trevadoù bloaziek.- an danvez krai lignokelulozek a c’hall bezañ gounezet en holl rannvroioù. Ur perzh mat-kaer eo evit terkadur an tiriad. Evit treuzfurmiñ al lignokeluloz en agrotrelosk e vo ezhomm da lakaat labouradegoù hag argerzhoù greantel nevezus en o reizh. Liesvarregezh al labouradegoù, o ment, an doare ma vint dasparzhet er vro a vo dezverkoù pouezus e-sell efed an agrotreloskoù war ar vevliesseurted ha war derkadur an tiriad. Etre an armerzh, al labour-douar hag an ekologiezh ez eus ur preder da gas war-raok enta evit aozañ an diazadoù produiñ en ur wareziñ ar vevliesseurted. Ret e vo aozañ kenvevañs an holl filierennoù war an tachennoù gouestlet d’al labour-douar

Merañ lañs an tiriadoù

E-touez ar skouerioù eus lañs an tiriadoù war al labour dija, e weler strolladoù hag a vod labourerien-douar, hag alies o amezeien ha n’int ket labourerien-douar, aozet en-dro d’ar produadur lec’hel a energiezh, evit an tommerezh a-stroll pe an agrotrelosk. Gwelet a reer ivez strollegezhioù lec’hel o kas war-raok diorroadur an agro-barregezhioù war o zachennad, dre dalvoudekaat ar bevdolz, dre implijout tachennoù saotret gant metaloù pounner evit trevadoù na vezont ket debret. En un doare hollekoc’h ez eus bet gwelet o tont war wel er bloavezhioù diwezhañ gwikefreoù a-stroll evit merañ ar maeziadoù, en ur gontañ an trevadoù, ar c’hoadoù, an hentoù hag an tachennoù etre, ma kuzuliata al labourerien-douar hag an obererien all eus an tiriad evit a sell ar pourvezioù dour pe ar gwareziñ spesadoù (Fertimieux, SAGE, Natura2000…). Ha petra a virfe d’ober kement-all evit ambroug diorroadur an agro-barregezhioù ?

Miscanthus

Kalz arc’hant zo ezhomm evit lakaat an trevadoù-se war-sav : 3500 €/ha, abalamour d’an teknik ha d’an dafar difer a vez implijet. Koulskoude, o vezañ m’int padus, e roint eostoù eus an trede bloavezh d’ar pemzekvet hini. E-pad ar prantad-se ne vo ket ezhommoù bras a-fet an danvez ouzhpenn (temz, trelosk, tretadurioù ha kement zo).

Switchgrass

An trevadoù-mañ a c’haller seveniñ gant dafar labour-douar ordinal, setu n’eus ket postadurioù ker d’ober da gentañ. Gant 15 tonennad danvez sec’h dre hektar bep bloaz e c’hallfent pourchas 6,075 TKT/ha/bloaz. Emvevezadur an trevadoù-se (temz, energiezh, hag all) zo 0,43 TKT/ha.

Ampled keitat an treuzfurmiñ en helosk kalet (greunennoù) zo 90 %, ha 70 % pa vez anv eus helosk liñvel pe gazel. Dasparzhet e vez ar produadur evel-henn : 55 % a helosk kalet, 45 % a drelosk. Kement-se a ra un askorusted rik a 4,49 TKT dre hektar, en helosk hag e trelosk, hag ur c’hementad ouzhpenn kevatal gant 0,23 TKT e gwrez gwrezverk izel adtapet (gw. ar stagadenn). An energiezh produet bep bloaz, evit 0,57 milion a hektaroù, a vefe neuze 2,59 MTKT e stumm heloskoù ha treloskoù, ha 0,07 MTKT ouzhpenn e gwrez.

Produiñ energiezh dre vetanaat lastez ar sevel loened : Emaomp e-sell da broduiñ kalz a blant, setu e vo trawalc’h a blouz (danvezioù kelulozek) evit gwellekaat askorad ar metanaat.

Gant framm ar sevel loened evel ma oa e 2005, e veze ezhomm 2,14 milion a UCB (Unanenn Chatal Bras) evit pourchas 1,7 x 108 kilo a brotein. Gant ar memes tropell e vo roet 0,73 MTKT a viogaz, da lavaret eo metan.

Sevel a ra hollad an energiezh produet gant an tachennoù labour-douar da 4,630 MTKT.

b3 ● Al lastez-ti : Tretet e vez e-barzh staliadurioù heñvel ouzh re ar c’hreizennoù energetek, pe e-barzh ar c’hreizennoù-se end-eeun. Evit istimañ e c’halloudezh energetek hon eus kemeret da zave roadennoù an argerzhad VALORGA, zo e gwirionez ur filierenn glok hag enframmet evit tretañ al lastez-ti. Ennañ ez eus, pe e c’hall bezañ diouzh an dro, un unvez evit dibab al lastez a ya tre, unan evit metanaat al lodenn c’hoüs anezhañ, unan evit roteliñ dilerc’hioù ar goiñ, unan evit pulluc’hañ an traoù n’int ket bet dibabet hag a c’hall deviñ, hag unan evit lakaat an dilerc’hioù diwezhañ-holl en diskarg. Gant an argerzhad-se e c’haller tretañ al lastez-ti e-barzh unvezioù a c’hall tretañ eus 10 000 da 300 000 T/bloaz. 20 bloavezh skiant-prenañ en deus ar c’hevredad-se war an dachenn-se, ha gwellekaet e vez e argerzhadoù dalc’hmat.

TAOLENN 14 - Produadur lastez-ti e 2030

2005 2030 2030Poblañs Tonennoù dre v loaz Tonennoù dre v loaz Tonennoù en holl

dre annezad (kg) dre annezad (kg) (miliadoù a T)

1,75 million 315 217w ar ar maez

3,25 millions 290 200e kêr

HOLLAD 299 206

37 975

65 000

102 975

Un nebeud roadennoù : - 1 m3 a c’haz naturel = 9,94 kwh- 1 Mwh a c’haz naturel = 0,077 tkt- energiezh ar Biogaz zo hervez ar bec’h metan zo ennañ- bec’h keitat ar metan er biogaz zo war-dro 65 % Setu evit a sell ar biogaz : 1000 m3 = 9,94 x 0,077 x 0,65 = 0,497 tkt - 90 000 tonennad lastez-ti a ro 32 940 tonenn a zanvez goüs (36,6 %) Dre lakaat roadennoù ar skouer-se da dalvezout evit ar « produadur » lastez a istimer e Breizh a-benn 2030 e kaver an disoc’hoù-mañ : Evit Breizh, e 2030, ar 1 030 kT a lastez-ti a rofe 377 kT lastez goüs a c’hallfed gantañ produiñ, war ar paper, 148,8 x 106 m3 a Viogaz (Nm3 evit Normal-m3) Setu eo kevatal ar 148,8 x 106 m3 gant 73,9 ktk pe 0,074 MTKT. Ret eo kaout soñj ez eus ezhomm eus dour ar purlec’hioù hag e rank hennezh bezañ ensinklet er c’helc’hiad produiñ biogaz. Ar wrez produet dre genc’henel en ur bulluc’hañ al lastez n’eo ket goüs, anezhañ 0,16 MTKT, ne gont nemet evit an hanter, rak an hanter all, 0,08 MTKT, a vo implijet evit sikour ar c’helc’hiad metanaat.

TAOLENN 15 – Filierennoù bevdolz an douar (berrzastum) (e MTKT)

Gant filierennoù bevdolz an douar e c’haller produiñ en holl 4,784 MTKT.

Koadeier, planteizoù energetek, koadeier linennek 1,180

2,590

0,730

0,074

0,210

4,784

Trevadoù energetek Metanaat lastez ar sevel loened

Lastez-ti Gwrez gwrezverk izel adtapet HOLLAD

c) Filierenn an avel

Breizh eo ar rannvro chañsusañ eus ar c’hwec’hkogn evit a sell energiezh an avel.En arvor e c’haller istimañ an energiezh a c’hallfe bezañ paket bep bloaz e 4000 kWh/m² en holl. En argoad e vez div wech bihanoc’h well-wazh.

Savet ez eus bet meur a raktres er c’hwec’hkogn dija : ar c’hemmoù a denn d’ar rouedad ha da c’halloudegezh ar rodoù-avel implijet. An energiezh a c’haller adtapout bep bloaz e Breizh zo war-dro 6 MTKT d’ar muiañ. Kemer a raimp da vekanikoù skouer, war an douar, rodoù-avel 2,0 MW eus ar seurt a vez staliet peurliesañ e Breizh hiziv an deiz. (treuzkiz : 65 m ; ahel a-led 50 m a-us an douar ; gorread : 3300 m² ; mont en-dro 2300 eur/bloaz o treiñ en tizh uhelañ). Gallout a reer degemer 4 mekanik dre km² d’ar muiañ.

Skouerioù en Europa

E Kembre emeur o sevel ur parkad rodoù-avel a bouez bras e Gwynt y Môr. Prest e vo da vont en-dro e 2011. Gant ar 150 mekanik a vo staliet e vo pourchaset ur c’halloudegezh nominal a 750 MW. Ar gorread aloubet er mor a vo 124 km². Staliet e vo ar parkad nevez-se a rodoù-avel en donvor tost da hini North Hoyle, hag a ya en-dro abaoe miz Gouere 2004 (30 rod-avel VESTAS : V80 2.0).

Pa vo echu e c’hallo park Gwynt y Môr genel tredan a-walc’h evit 500 000 ti, da lavaret eo 40 % eus oaledoù Kembre.

Kembre : Parkad rodoù-avel North Hoyle 30 rod-avel VESTAS V80 2 MW

Kembre : Parkad rodoù-avel Gwynt y Môr150 rod-avel war 124 km² (gorread ur c’hanton)

Kobar staliañ evit stignañ ar rodoù-avel. Emañ ar peulioù war ar strad ha savet e vez al leurenn betek al live labour.Uhelder ar moell : 70 m a-us live ar mor d’an daere.

E Danmark e reer gant energiezh an avel abaoe ouzhpenn 30 vloaz. E 2005, ar 5500 rod-avel, dezho ur c’halloudegezh staliet a 3129 MW, o doa pourchaset 6,614 TWh da lavaret eo 1,464 MTKT (ar pezh a glot gant ur mont en-dro en tizh uhelañ e-pad 2113 h/bloaz). Lod an avel er pourchas tredan a oa bet 18,5 % e 2005.

Gant Danmark ez eus bet diorroet ur greanterezh en deus krouet 20 000 post-labour hag en deus oberiet 38 % eus ar rodoù-avel a oa bet staliet er bed e 2003.

UN DEKNOLOGIEZH AMPROUET - En takadoù en donvor ez eus bet prouet e c’hall ur seurt raktres rodoù-avel bezañ sevenet ent teknikel ha bezañ ampletus a-fet an armerzh. Kinnig a reomp e vefe staliet 1000 rod-avel, dezho ur c’halloudegezh nominal a 3 MW pep hini, evit adtapout 6,9 TWh da lavaret eo 1,53 MTKT. Gallout a rafent bezañ dasparzhet evel-henn : ● aod norzh e bae Sant-Brieg 200 mekanik ● aod kornôg er su da Eusa 400 mekanik ● aod su e bae Kiberen 400 mekanik

- En arvor e c’hall ur mekanik pourchas 4600 MWh bep bloaz. Kinnig a reomp e vefe staliet 1200 rod-avel evit adtapout 5,52 TWh, da lavaret eo 1,23 MTKT. Gallout a rafent bezañ dasparzhet evel-henn : ● en takad norzh (Kankaven - Dol ; Kab Frehel – Erge-ar-mor ; Treger ; Leon - Eusa) : 800 unvez produiñ war 200 km². Implijet e vefe, da skouer, 20 km eus arvor Bro-Leon war ul ledander 5 km, ha 50 km eus ar peurrest eus an arvor war ul ledander 2 km. ● en takad kornôg (Gourenez Kraozon ; Douarnenez – Ar C’hab ; Bro Vigoudenn) : 200 unvez produiñ war 50 km². Evit se e c’hallfed implijout 10 km eus an aod war 5 km ledander etre Douarnenez ha Loktudi. ● en takad su (Porzh-Loeiz - Kiberen ; Penc’herieg - An Turball – Ar Groazig ; Beg Gweltaz ; Groe, Ar Gerveur) : 200 unvez produiñ war 50 km² (50 km x 1 km etre Loktudi ha Bourc’hnevez-Raez).

- En argoad e vez pourchaset 4000 MWh gant ur mekanik bep bloaz. Kinnig a reomp e vefe staliet 800 rod-avel a c’hallfed adtapout ganto bep bloaz tost da 3,2 TWh, da lavaret eo 0,71 MTKT.

An unvezioù produiñ a c’hallfe bezañ dasparzhet evel-henn :- 300 evit Menez Are (75 km²),- 200 evit ar Menez Du (50 km²), - 100 evit pep hini eus an takadoù all : Ar Menez ; Lannegi Lanvaoz ; Erv Vreizh.

En holl ez eus 3000 mekanik da staliañ, ha ganto e vo gallet produiñ bep bloaz 13,13 TWh da lavaret eo 2,914 MTKT. Evit staliañ anezho e vo ezhomm ur gorread 50 000 ha (1,5 % eus an dachennad gouestlet d’al labour-douar evit ul lodenn vras anezhañ), hep kontañ al lec’h kemeret er mor.

- Produadur digreizennet : Dav eo ouzhpennañ d’ar produadur-se (strollet) ur produadur digreizennet bet war-bouez rodoù-avel 5 kW a c’halloudegezh nominal (2000 eurvezh mont en-dro bep bloaz), hag a dalvezfe da bourchas tredan d’un ti distro diwar 25. Gant an 20 000 rod-avel staliet e c’hallfed adtapout 0,2 TWh da lavaret eo 0,04 MTKT.

Takadoù en donvor (1000 rod-avel) ... 1,53 MTKTTakadoù en arvor (1200 rod-avel) .... 1,23 MTKTTakadoù en argoad (800 rod-avel) .... 0,71 MTKTProduadur a-hiniennoù (5 kW) ...... 0,04 MTKT

Gant filierenn an avel e c’haller produiñ en holl kement ha 3,51 MTKT.

E fin 2007 e oa 344 rod-avel staliet e Breizh, dezho ur c’halloudegezh nominal a 456 MW, da lavaret eo ur c’halloudezh c’hallus a 1,049 TWh pe 0,23 MTKT. E-touez diaweladoù ar rannvro velestradurel B4 a-benn 2015 ez eus ur pal a 1,5 GW evit an avel, da lavaret eo 3,45 TWh pe 0,765 MTKT. El Liger-Atlantel nemetken, e oa 253 mekanik raktreset e miz Gouere 2008, dezho ur c’halloudegezh nominal a 470 MW. 153 aotre zo bet roet dija. Setu n’eo ket dibosupl ar pal 3000 rod-avel e Breizh, ha gallout a rafe bezañ tizhet ac’hann da 2030.

d) Filierenn an heol eeun (termek)

Ganti e c’haller adtapout ar wrez GI evit ma vefe bevezet war-eeun gant gennad an annez hag an trede gennad. Ken heoliet eo Breizh ha keitad ar c’hwec’hkogn. Digemmañ a reer :

− Takad an arvor (eus Konk-Kerne da Bornizh) a vez heoliet etre 2000 ha 2500 a eurvezhioù ar bloaz.

− Takad an argoad (Pleiben – Montroulez – Pondi – Sant-Brieg) dindan 1750 a eurvezhioù ar bloaz.

− Er peurrest eus Breizh e vez etre 1750 ha 2000 a heoliadur bep bloaz.

Gwrez an heol a c’haller adtapout zo diouzh an aozadur a vo dibabet evit an annez. Degasomp da soñj an hini a ginnigomp a-benn 2030 : - Annez war ar maez pe e kêriadennoù ........... 1,75 M ann. 575 000 lojeiz- Bourkoù ha kêrioù krenn ............................... 1,38 M ann. 460 000 lojeiz- Kêrioù bras ..................................................... 1,87 M ann. 625 000 lojeiz Labourioù da lakaat diouzh ar reoladoù KUE a vo d’ober, ha labourioù bras ez int. Aze ez eus postoù-labour da grouiñ hag evito e vo ezhomm da stummañ en a-raok michereien ar sevel tiez.

« Kenstroll-reizhiadoù » pe RHK (Reizhiadoù heol kenstrollet) a vez graet eus ar staliadurioù heol hag a bourchas an dour tomm evit an ti hag ul lodenn eus an tommerezh war un dro. Ur staliadur evit ur familh a c’hoarvez eus etre 10 hag 20 m² a gaptorioù, evit bastañ d’an ezhommoù tommerezh, etre 10 ha 60 %, ouzhpenn an dour tomm evit an ti. An darn vrasañ eus ar « c’henstroll-reizhiadoù » a ya en-dro a-gevret gant ur reizhiad tommerezh kreiz ordinal hag a implij an dour raktommet gant an heol er gaoter. Pe, evit an tommerezh eeun, dre lakaat an dour tommet gant an heol (gwrezverk izel) da dremen e mogerioù pe e plañchod an ti. Dre vras, evit ar staliadurioù efedusañ, e c’haller ober gant ar sifroù-mañ : gant ur staliadur a ya mat en-dro ha n’eo na re vras na re vihan e c’haller arboellañ war-dro 350 kWh/m² ar bloaz. Gant ur raktres etre, dezhañ ur gorread kaptorioù heol e-tro 15 m², en un hinad etre, e c’haller arboellañ ouzhpenn 5000 kWh ar bloaz.

● Produadur heol al lojeizoù distro war ar maez pe e kêriadennoù : Gallout a ra ul lojeiz skouer a 100 m² bezañ aveet gant ur gorread etre 30 ha 50 m² a gaptorioù (gant se e c’haller bastañ da war-dro 60 % eus an ezhommoù. Gant ar mod produiñ hiniennel-se e c’haller produiñ bep bloaz 1 TKT dre lojeiz. Ma vefe aveet evel-se an ¾ eus al lojeizoù-se e c’hallfed adtapout 0,43 MTKT enta.

● Produadur heol ar bourkoù hag ar c’hêrioù etre : An diskoulm dibabet amañ eo hini an tommerezh a-stroll (kreizenn heol + stokañ + dasparzh an dour tomm dre duellennoù). Tommerezh ur gêr vihan a 2000 annezad a c’hall bezañ pourchaset penn-da-benn gant ur staliadur kaptorioù heol hag ur veol da stokañ dindandouar. Soñjal a ra dimp e c’hall ar 460 000 lojeiz zo er rummad-mañ bezañ tommet penn-da-benn gant gwrez an heol : gant 1,7 TKT dre lojeiz emaomp en gortoz eus ur produadur a 0,78 MTKT.

● Produadur heol er c’hêrioù bras :

An doare tommerezh deskrivet a-us a c’hall bezañ lakaat aes da dalvezout er c’harterioù tro-ha-tro pe e lodennaouegoù nevez ar c’hêrioù brasañ. Met kompren a-walc’h a reer eo diaes da implijout er c’hêrioù (ment, unded stil, hag all). Soñjal a ra dimp e c’hallo an ¾ eus al lojeizoù en hor « c’hêrioù bras » (da lavaret eo 465 000 lojeiz diwar 625 000) bezañ tommet gant kaptorioù heol. Ar produadur gwrez a vo 0,79 MTKT enta.

● An trede gennad : Evel evit an degouezh a-raok, e kav dimp e teuy an ¾ eus ezhommoù gwrez GI ar savadurioù eus an trede gennad e 2030 eus kaptorioù heol, da lavaret eo 0,41 MTKT.

TAOLENN 16 – Filierenn heol eeun(berrzastum e MTKT)

Gant filierenn an heol (termek) e vez produet en holl 2,41 MTKT. War-dro 100 km² eo ar gorread zo ezhomm evit ar c’haptorioù heol, da lavaret eo 0,3 % eus gorread an tiriad, gant meur a implij evit al lodenn vrasañ anezhañ (toennoù an tiez).

e) Filierenn heol fotovoltaek Koustus eo ar produiñ tredan fotovoltaek bremañ e-skoaz an holl vammennoù energiezh ordinal. Koulskoude eo liammet an interest war hir dermen ouzh an enklaskerezh hag ouzh diorroadur ar chemet greantel zo ezhomm evit krouiñ un vammenn energiezh tredanel dihesk ha naet a-benn an amzer da zont.

Gallout a ra ar reizhiadoù fotovoltaek klokaat mammennoù energiezh ur savadur dre broduiñ tredan, en ur implijout ar rouedad evit ar stokañ hag an dasparzh diouzh ar goulenn. Ur ganer fotovoltaek kevreet ouzh ar rouedad n’en deus ket ezhomm da stokañ an energiezh ha dre se e tiskoulm ar gudenn vrasañ (hag an hini gerañ) en ur staliadur emren. E gwirionez ez eo ar rouedad en he fezh hag a dalvez da virlec’h energiezh.TF en deus kresket e brizioù da brenañ an tredan diwar an heol. Pelloc’h eo emsav, a-fet an arc’hant, staliañ reizhiadoù fotovoltaek kevreet ouzh ar rouedad.

E fin ar bloavezh 2008 e oa dister a-walc’h ar produiñ tredan fotovoltaek e Breizh, rak ar c’halloudegezh staliet zo tost da 3,5 MW a c’hall produiñ, war ar paper, 6,3 GWh ar bloaz.

Kinnig a reomp, a-benn 2030, tizhout al live zo bremañ gant Alamagn, gant ur c’halloudegezh staliet a 46,5 W/a. Gant al live-se lakaet da dalvezout evit Breizh e c’hallfed produiñ bep bloaz 418,5 GWh, da lavaret eo 0,09 MTKT.

f) Energiezh an dour Daoust d’ar pezh a greder alies e seblant ar barregezhioù da broduiñ energiezh tredan dre aveiñ rouedad doureier Breizh bezañ dister-kenañ.

Fonnder hollek keitat an dour a erru er mor (hep kontañ al Liger-Atlantel) zo tost da 186 m3/s. Gantañ ne c’haller ket mont en tu all d’ur c’halloudezh a 0,815 TWh a c’hall ul lodenn vihan anezhi bezañ adtapet evit gwir. Dav eo notennañ koulskoude e c’hall energiezh an dour bezañ emsav e lec’hiennoù zo pe e-pad prantadoù berr a-walc’h (dour-bras). Ne zalc’himp nemet ur sifr a 0,01 MTKT evit an energiezh diwar an dour.

Lojeizoù digenvez war ar maez ha kêriadennoù 0,430,780,790,41

Hollad ................... 2,41

Bourkoù ha kêrioù krenn Kêrioù bras Trede gennad

g) Berrzastum : Filierennoù energiezh nevezus

TAOLENN 17 - senario produiñ

Dav eo notennañ al lodenn vras a ya gant bevdolz an douar (37 % eus an hollad). Gant ar senario hon eus dalc’het e c’haller evelkent bastañ da holl ezhommoù boued ar Vretoned hag ezporzhiañ produioù.

Bras a-walc’h eo ivez al lodenn a ya gant energiezh an avel (29 %) hag energiezh an heol eeun (20%). Gant an teknikoù zo bet dalc’het ne vo ket tu da vont pelloc’h abalamour d’ar redioù evit an endro.

N’hon eus kinniget nemet ul lodenn bihan a-walc’h evit energiezhioù ar mor (12 %), en enep, abalamour d’an diaes m’eo lakaat da dalvezout an teknologiezhioù amprouet e lec’h all en Europa ha d’an diasur m’eo kaout ur gwiad greantel gouest da sevel ar parkadoù mekanikoù ha da zerc’hel anezho e ratre. Distaolet hon eus a-zevri kement raktres ramzel a zegasfe kemmoù bras en ekoreizhiadoù an aod.

3) Ar filierennoù treuzfurmiñ Ur wech resisaet ar senario da broduiñ hon energiezhioù kentañ, e ranker lakaat anezhañ da glotañ gant ar gwir ezhommoù a-fet gwrez (GI, GE, GU), heloskoù (HK, HL, HG) hag tredan difer, azasaat ar c’hinnig ouzh ar goulenn (taolenn 18), hag aozañ ul lusk produiñ stabil a-hed an amzer. a) Ar c’holloù e-ser dasparzhañ : Istimet e vezont e 10 % evit ar wrez gwrezverk izel, 3% evit an heloskoù, ha 10 % evit an tredan, ar pezh a glot gant ar reoladoù boas. O terc’hel kont eus ar c’holloù ret-se, e chom un diouer a 1,855 MTKT e gwrez (en ur gontañ ul lodenn istimet e 0,08 MTKT – e Gwrezverk Uhel evit ar greanterezh) hag ur reñver a 0,780 MTKT en heloskoù hag a 1,315 MTKT e tredan.

b) Reoliñ ar produiñ tredan hervez ar c’houlz-amzer hag an deiz : Kemmañ a ra un tamm mat ar produiñ tredan gant an avel hervez ar c’houlz-amzer (30% eus ar produadur er goañv, 26 % en diskar-amzer, 24 % en nevez-hañv, 20 % en hañv). Setu e vo ret rakwelet ur filierenn ouzhpenn a dalvezo da reoliñ ar c’hinnig tredan diouzh ar goulenn hervez ar c’houlz-amzer. Kement-se a c’hallo bezañ graet gant kreizennoù termek ordinal o teviñ ul lodenn eus an dreistad heloskoù. Lakaet e vo ar c’hinnig da glotañ peurvat gant ar goulenn war an deiz dre gevreañ rouedad Breizh ouzh rouedadoù rannvroel ar c’hwec’hkogn.

TAOLENN 18 - (munudoù eus an daolenn pajenn 34)

Ar filierennoù treuzfurmiñ (energiezh e MTKT)

GI, GE, GU = gwrezverk izel, gwrezverk etre ha gwrezverk uhel.HKLG = heloskoù kalet, liñvel, gazel.H2 = hidrogen

Ret eo kaout ur « marz surentez » en helosk evit aesaat an daskemmoù

ENERGIEZH MTKT %

MOR : 1,468 120,0420,4091,017

LABOUR-DOUAR 4,574 37Koadeier / Koadeier linennek ... 1,180

Trevadoù energetek ... 2,590Lastez ar sevel loened ... 0,730

Lastez-ti ... 0,074

AVEL 3,510 29

HEOL EEUN 2,410 20

FOTOVOLTAEK 0,090 1

DOUR 0,010 0

GRWEZ ADTAPET 0,210 2

HOLLAD 12,272 100

Bezhin...Kreizennoù mordredan ...Kreizennoù houldredan ...

Energiezhioù Tredan Hollad

4,215 3,338 2,297 9,8502,620 4,616 5,036 12,272

-0,260 -0,138 -0,504 -0,902

-1,855 1,140 2,235 1,5200,100 -0,420 -0,320

0,080 -0,100 -0,0200,300 -0,360 -0,0601,500 -0,500 1,000

4,240 4,118 3,612 11,970

0,025 0,780 1,315 2,120

Grwez (GI, GE, GU)

Heloskoù (HK, HG, HL)

Goulenn Energiezhioù Energiezhioù kentañ

Kolloù en ur zasparzhañ Kinnig – goulenn Produadur H2

Loskadur H2

Loskadur HKGL Pompoù gw rez Kreizennoù termek

Energiezhioù dibenn

Dreistad

c) Ar produiñ gwrez evit ar greanterezh : Graet e vez dre leskiñ hidrogen, bet diwar elektroliz an dour. Emaomp e-sell da lakaat elektrolizerioù gant ur c’halloudegezh etre 10 kW hag 1 MW hag un ampled rik a 24 %. Evit tapout 0,10 MTKT a hidrogen e ranker kaout 0,42 MTKT a dredan. Dre leskiñ hidrogen (gant un ampled a 0,80) e c’haller a-benn ar fin produiñ 0,08 MTKT a wrez GU.

d) An diouer a wrez gwrezverk izel hag etre : Kempouezet e vez :- dre implijout pompoù gwrez zo 4 o gwezhiader efedusted amañ : dre veveziñ 0,50 MTKT a dredan a c’haller adtapout evel-se 1,50 MTKT a wrez GI.- dre leskiñ un tamm eus ar reñver a heloskoù kalet, liñvel ha gazel (HKLG), eleze 0,36 MTKT evit tapout (ampled 0,80) 0,30 MTKT a wrez GI, GE. Ar filierennoù treuzfurmiñ implijet : kreizennoù termek, hidrogen, pompoù gwrez ha kaoterioù a dalvez da glozañ hor bilañs, da lavaret eo pourchas well-wazh bep bloaz 4,240 MTKT e gwrez, 4,118 MTKT en heloskoù ha 3,612 MTKT e tredan.

e) An reñver produiñ : Ar reñverioù (0,780 MTKT en heloskoù ha 1,315 MTKT e tredan) a vo implijet evit kempouezañ ar c’hemmoù hin a c’hallfe bezañ hag a c’hallfe kaout un efed war broduadurioù zo. Ezporzhiet e c’hallint bezañ, pe stoket evit a sell an heloskoù.

4) Harzoù ha diorroadur ar senario

Da gentañ e lakaomp war wel e c’haller, dre implijout energiezhioù nevezus da viken, mont dreist dislavarioù aduidi an energiezh nukleel hag an implijerien tireoul. Ar re a zisklêr « dilezel an energiezh nukleel a dalvez distreiñ da vare ar goulaouennoù-koar » ne c’haller ket krediñ e gwirionez ! Gant implij energiezhioù nevezus da viken hepken e c’haller kaout trawalc’h a energiezh evit bezañ e-sell eus ur gwir lañs armerzhel evit Breizh, ac’hann da 2030, e-ser talañ ouzh ur c’hresk eus an ezhommoù a + 67 % evit al labour-douar, + 50 % evit ar greanterezh ha + 33 % evit gennad obererezhioù ar mor, en ur wellaat ar barr bevañ e 22%. Klasket hon eus krennañ an eskemmoù – ar pal war hir dermen eo liesseurtaat kalz ar produadurioù, ha n’eo ket arbennikaat hor c’hevredigezhioù bremañ – met dav eo notennañ e kendalc’hfe Breizh da ezporzhiañ a-vras produioù an douar hag ar mor, diwar-goust ur c’hemmig en hor boazioù debriñ.

Doujañ a reer d’ar c’hempouez naturel...

Disteurel an energiezh nukleel n’en deus ket kaset ac’hanomp da gostezenn « aduidi an tireoul ». An tireoul – hag en un doare hollekoc’h, an heloskoù kondon – a vez kavet abeg ennañ krenn-ha-krenn gant an ekologourien ; dre leskiñ anezhañ e laosker gaz karbonek da vont en aergelc’h, ha hennezh o verniañ a c’hall kemmañ hinadoù ar blanedenn war hir dermen. An heloskoù kondon zo energiezh heol e boestoù-mir koulz lavaret : danvez karbonek deuet diwar luc’hkevanaoz ha treuzfurmet goustadik goude-se dre vevzispennadur. Un nebeud milionoù a vloavezhioù zo ezhomm evit an argerzh-se ha setu mab-den oc’h adlakaat da redek er bevgelc'h, dindan un nebeud dekvedoù, kementadoù bras a garbon, a c’haz karbonek. Gant al lusk bremañ e c’haller jediñ e kreskfe ar bec’h a c’haz karbonek en aergelc’h eus 1 % bep bloaz. Gwir eo e c’hall ekoreizhiadoù an douar hag ar mor reoliñ an dra-se dre al luc’hkevanaoz, met n’eus ket a-walc’h gant hennezh war a hañval hag emañ an digempouez o washaat evit gwir. An emzalc’h fur nemetañ evit un ekologour neuze eo chom hep degemer morse e vefe taolet en aergelc’h muioc’h a c’haz karbonek eget ma vez tennet bep bloaz gant al luc’hkevanaoz. E gerioù all, kement-se a dalvez e ranker fardañ an treloskoù diwar bevdolz an douar pe ar mor. Se eo a ginnigomp er RANB ha gant se e tlefemp doujañ d’ar c’hempouezioù naturel bras. (eus 1979 eo al lodenn-mañ eus an destenn).

Ret eo mont pelloc’h koulskoude, ha klask gouzout ha ne zreistimplijer ket an douar en ur c’hounit trevadoù energetek. Gant an trevadoù geot-gall pe ray-grass, e gwirionez, ez eus ur bilañs pozitivel da vat evit a sell an humus. A-fet bilañs meinel an nitrogen, an degasadennoù ingal a lastez-ti hag a zilerc’hioù metanaat a c’hoari ivez evit ar c’hempouez. Evit an ekoreizhiadoù mor, n’omp ket touellet gant ar prezegennoù a-du gant ar macrocystis, en abeg d’ar riskloù evit dour hon aodoù, hep gounit netra a vat en eskemm.

Petra eo harzoù hor senario ? ...

Distreiñ a raimp en hor c’hlozadur hollek war heuliadoù armerzhel hor senario. Amañ e studiimp an harzoù anezhañ hag an diorroadurioù a c’haller soñjal enno, evit a sell ar produiñ energiezh. Gallout a rafed diorren an energiezhioù mor e-barzh ar filierennoù kinniget dre vrasaat ar c’hementad a vezhin a c’haller adtapout, dre wellaat ampled ar c’hreizennoù houldredan, dre greskiñ niver ha galloudegezh ar c’hreizennoù mordredan. Evit ar c’hreizennoù mordredan, gallout a rafed tapout ouzhpenn 10 MTKT a dredan ganto sur a-walc’h, met ober an dra-se a-vras gant ar gwikefreoù a vremañ a lakafe kement a reuz en ekoreizhiadoù an aodoù ma ne vefed ket evit en gouzañv. Ur c’hresk war al live izel hon eus dalc’het en hor senario a c’hallfe dont koulskoude eus ur c’hresk eus implij eeun ar redoù-mare.

Bras eo galloudezh energiezh eeun an heol. Ar c’hementad energiezh a c’haller adtapout zo diouzh gorread ar c’haptorioù. N’omp ket bet e soñj staliañ kreizennoù heoldredan termek evit pourchas gwrez gwrezverk uhel d’ar greanterezh : diouzh an hinad kreizdouarel emaint kentoc’h. Er c’hontrol, ar filierenn fotovoltaek, ha n’eo ket bet kontet kalz en hor bilañs, a c’hallfe pourchas 0,90 MTKT a dredan war hir dermen e Breizh. N’eo ket bet korvoet barregezhioù al labour-douar a-fet an heol kement ha ma c’hallent bezañ. An ampled bloaziek emeur o c’hortoz zo 6,075 TKT dre hektar hepken evit an trevadoù energetek. Gallout a ra produadur ar filierenn-se bezañ kresket, pe dre astenn ar gorreadoù gounezet – met aze e vo kevezerezh gant an ezhommoù boued ha gant al live ezporzhiañ a venner tizhout -, pe dre greskiñ an ampled. Ul live a 18 tonennad danvez sec’h dre hektar (e-skoaz 15 zo bet dalc’het amañ) a c’haller mennadiñ, hep didemzañ an douar na degas temz a-zruilh, evit an trevadoù gouest da euvriñ war-eeun azot an aergelc’h. Evel-se e c’hallfed tizhout ul live a 4 MTKT. Dav eo notennañ e c’hall energiezh heol al labour-douar pourchas ivez gwrez GI ha GE dre biroliz ha dre gen-c’henel lastez organek pe danvez sec’h. War hor meno ne zlefe ket korvoerezh galloudezh an avel war an douar (tost da 6 MTKT tredan) mont en tu all da 2 MTKP abalamour d’ar redioù war ar maeziadoù. Gant reizhiadoù en donvor e c’hallfed koulskoude mont dreist ar redioù-se, evit respont d’ur goulenn tredan ouzhpenn diouzh ma vefe. Energiezhioù a-builh zo e Breizh ! Sur a-walc’h e c’hallfed daougementiñ al live a ginnigomp. Poent bras eo diorren ur politikerezh enklaskerezh kenstag ha stank – enklaskerezh dedalvezadel hag enklaskerezh diazez – war dachenn an « energiezhioù nevez ». Endalc’het eo ensavioù ofisiel ar Stad d’ober kement-se... Ma ne fell ket dezhi pe ma ne c’hall ket en em engouestlañ e tle dereiñ ar varregezh-se d’ar Rannvro.

An neb a c'hall ober paner a c'hall ober manikin... Er senario studiet en teul-mañ e rakweler un emdroadur fonnus eus ar blegenn vremañ – ma vez produet holl hon energiezh pe dost diwar dreloskoù kondon – betek 2030 m’emaomp e soñj ober gant energiezhioù nevezus hepken. « An neb a c'hall ober paner a c'hall ober manikin », evel ma vez lavaret, hag un emdroadur etre, gant implij heloskoù kondon, zo posupl c’hoazh. Met skuizh e oamp o c’hortoz tireoul an Hirwazh a ra evel ur sarpant mor, o tont war wel hag o steuziañ a-vareadoù. Mall e oa dimp anavezout hor galloudezhioù war dachenn an energiezhioù nevezus da viken. Forzh penaos, produioù re brizius eo an tireoul hag an heloskoù kondon evidomp evit ma vefent foranet en ur leskiñ anezho. Implijoù all, noploc’h (karbokimiezh ha petrokimiezh), a zleo bezañ miret evito. Dav eo dimp pouezañ war un dra avat : er c’hontrol d’ar patrom diorren greantel a anavezomp, ar gudenn n’eo ket produiñ energiezh kousto pe gousto, e forzh peseurt doare. Ret eo en em glevet da gentañ evit ar gwir ezhommoù, evit ar pezh a fell d’an den kaout, ha termeniñ an doareoù da zont da benn vat. Dre dizhout hor pal e kav dimp hon eus diskouezet e c’haller bevañ gwelloc’h hag en ur mod all e Breizh hep tireoul ha hep energiezh nukleel !

Bezit prest Amañ emaomp

Tireoul Heol

Avel

Mor

1900 2000 2100 evit ur bed gant energiezh wan www.oilcrisis.com

KLOZADUR : UN TORR ISTORELHAG A RANK BODAÑ AN HOLL VRETONED

Evit bremañ, tommadur an hin ha fin an tireoul fonnus ha marc’hadmat n’int ket ken ur skeudenn e spered ekologourien o hunvreal. Gouzout a ra an darn vrasañ eus ar geodedourien ez int traoù gwir a c’hoarvezo a-benn nebeut, hag e washay bepred o heuliadoù fall war hor c’hevredigezhioù greantel. Koulskoude, gant deroù enkadenn an dreistfrankizouriezh armerzhel hag a bad betek hiziv e vez distroet evezh un darn vras eus an dud, abalamour d’ar freuz a vez graet gant an enkadenn-se er gevredigezh – ar pezh a c’haller kompren evit ar re a goll o mod da c’hounit o buhez gant o labour. Ne vez ket meizet gant ar braz eus an dud avat ez eo kendalc’h diroll ar mod diorren dreistfrankizour-se zo kaoz da dommadur hollek an hin hag a gas hep mank d’ur bed hep energiezhioù kondon. An dibaboù armerzhel hag energetek zo bet graet dalc’hmat abaoe hanter-kant vloaz a gas hor c’hevredigezhioù e-barzh ar c’hleuz, met an « diskoulm » d’an enkadenn (evel ar G20) a emplegfe a vefe adlañset ha buanaet ar memes argerzhadoù. Gant ar gredenn e distro ar c’hresk hag ar bevezerezh evit adkavout an hent d’ar baradoz kollet e vezomp kaset suroc’h c’hoazh d’ar reustl er bed a-bezh. Hor renerien hag hor pennoù bras n’o deus diskoulm all ebet da ginnig, tra ma ranker ober ur gwir gemm er speredoù a-raok kemmañ emzalc’h an dud. Emañ an energiezhioù lec’hel e-kreiz dibaboù pouezus evit a sell ar sevenadurezh. Ret eo prientiñ an tremen energetek ha da zilezel tamm-ha-tamm « sevenadurezh an hidrokarbidennoù kondon ». An tremen-se, a ranker ober ha ne c’hallor ket distreiñ warnañ, a dalvez tremen eus un armerzh a oa bet diazezet war energiezhioù kondon fonnus ha marc’hadmat e-pad 150 vloaz d’un armezh berrentez aroueziet gant energiezhioù kondon o rouesaat hag o vont da get goude-se. Evit an « torr istorel-se » e tleer kemm emzalc’h an dud en un doare padus, cheñch krenn-ha-krenn ar « meziant soñjal hag ober » hiniennel hag a-stroll, ha bodañ an holl Vretoned. Un toullad perzhioù fall zo gant energiezhioù ar c’hondon : evit an endro (leuskel gazoù efed ti-gwer ha danvezioù saotrus all), evit ar gevredigezh (kreskiñ koust an energiezh, dreist-holl evit ar re baourañ), evit ar geopolitikerezh (pourvezadur diasur, sujidigezh energetek, riskl sponterezh), hag evit an armerzh (digempouez ar ventel baeañ, sujidigezh energetek, koust a-fet an difenn hag ar surentez, diarbenn ar gwallreuzioù naturel, dour-beuz...). Gant an energiezhioù lec’hel, er c’hontrol, e c’haller kejañ an diorren lec’hel, ar c’hrouiñ postoù-labour tost, digresk koust an energiezh ha surentez ar pourvezañ. « Soñjal en energiezh e mod all » : setu aze ar redi groñs a rank lakaat ur geodedourelezh nevez da zont a-wel. Anv zo aze eus mad Breizh hag eus mad an holl Vretoned.

E fin ar studiadenn-mañ e welomp mat an dibab a zaou zo gant Breizh hiziv. Pe en em laka Breizh er mod produiñ greantel kevalaour – gant ar peurrest eus Frañs hag ar peurrest eus ar bed – ha neuze n’eus cheñchamant ebet : gwan e chom hon armerzh ; chom a reomp sujet penn-da-benn evit a sell an energiezh – er c’heñver-se ne ra an energiezh nukleel nemet kreñvaat hor sujidigezh ; kreizennet e chom hor reizhiad produiñ ; koshaat a ra poblañs Breizh ; hor galvedigezh « touristel » a gemer he c’hreñv war an traoù all zo da ober... Pe – ha sellet a ra ar gudenn ouzh Frañs hag ouzh ar pobloù all eus Europa hag eus ar bed ivez – ez a a-zevri war-du ur mod all da ziorren, ur gevredigezh digreizennet zo ar c’hlask emrenerezh energetek unan eus he fennaennoù. Ar pezh zo « dispac’hel » er gevredigezh « ALTER » eo an dibab a-fetepañs da vastañ d’an ezhommoù gant ar soñj stabilaat ar bevezadurioù. Paouez gant ar redadenn diroll evit « kaout muioc’h », ha reiñ tro d’ar « bezañ muioc’h » ha d’ar « bezañ muioc’h asambles ». War-bouez ar mod diorren-se hepken e c’hallor kaout ur gevredigezh kevatalek. Kevatalek enni hec’h-unan, hag ivez gant broadoù all ar Bed. Splann eo ne glot ket ar renad armerzhel ha politikel bremañ gant an divizoù zo bet lakaet. Dav eo dimp ijinañ ur patrom nevez evit reoliñ ha diorren.

E-lec’h prometiñ ur c’harr da bep annezad eus ar blanedenn e ranker soñjal en un adingaladur reizh eus ar barregezhioù, ha kinnig da bep hini boued liesseurt a-walc’h hep na vefe re, ul lojeiz difuet dereat, ul labour nepell, doareoù treuzdougen boutin, servijoù sokial ha servijoù yec’hed a-feson, hag un endro sevenadurel ha na glask ket gwerzhañ traoù hepken.

Evit kavout un diskoulm d’an enkadenn-se, a denn war un dro d’an armerzh, d’ar gevredigezh, d’an ekologiezh, d’an ensavadurioù ha d’ar sevenadur, eo arabat fallgaloniñ : ret eo d’an dud en em vodañ a-vras, ha kalz postoù-labour a c’hall bezañ krouet evit kas ar c’hemm-se da benn. Politikel eo an diskoulm d’ar gudenn. Emsav eo RAKTRES ALTER BREIZH rak reiñ a ra elfennoù evit en em soñjal a-benn kaout divizoù ledan war sevenidigezh ur gevredigezh emverour, ekologel ha breizhat.

Evel hon diaraogerien eus 1979 e kav dimp eo dispar an traoù e Breizh ma fell dimp cheñch penn d’ar vazh. Met dav eo da emsav ar bobl kemer ar gudenn war e gont, en holl arvezioù anezhi. Daoust ha deuet omp a-benn da lakaat anezhañ da gompren eo mall ober un dra bennak ?... Neuze hor befe tizhet ho pal !

Implij ha produerezh an energiezhioù nevezus(evit 5 departamant Breizh, sifroù e milionoù a donennoù kevatal tireoul)

------------------------------------------------------------------------------------------------------------

Skrivañ da : Strollad RANB - UDB, 9 straed Pinot-Duclos, 22000 SANT-BRIEG

GENNAD GRWEZ HELOSK TREDAN HOLLAD

- Annez 2,808 0,161 0,866 3,835- Trede gennad 0,646 0,529 1,175 5,010

1,071 0,185 1,2560,461 0,259 0,720 1,976

0,134 0,222 0,044 0,4000,050 0,050

0,627 0,844 0,943 2,4144,215 3,338 2,297 9,850

0,042 0,0421,017 1,0170,409 0,409 1,468

0,060 1,180 1,2400,070 2,590 2,660

0,730 0,7300,080 0,074 0,154 4,784

3,510 3,5102,410 0,090 2,500

0,010 0,0102,620 4,616 5,036 12,272

-0,260 -0,138 -0,504 -0,902

-1,855 1,140 2,235 1,5200,100 -0,420 -0,320

0,080 -0,100 -0,0200,300 -0,360 -0,0601,500 -0,500 1,000

0,0004,240 4,118 3,612 11,970

0,025 0,780 1,315 2,120

Treuzdougen tud marc'hadourezh Labour-douar Pesketaerezh Greanterezh HOLLAD ezhommoù

1 bezhin houldredan mordredan2 koadeier, kleuzioù hag all trevadoù energetek . lastez ar sevel loened lastez-ti3 rodoù-avel4 heol termek5 dour

HOLLAD energ. kentañ..... kolloù en ur zasparzhañ

produadur – ezhommoù produadur hidrogen loskadur hidrogen loskadurioù all pompoù gwrez kreizennoù termek HOLLAD DIBENN .... DREISTAD .....